Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù,...

61
BRASTRES AN DEPARTAMANT EVIT AR BREZHONEG 2016-2021

Transcript of Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù,...

Page 1: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

BRASTRES AN DEPARTAMANT EVIT AR BREZHONEG

2016-2021

Page 2: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

2

Taolenn Digoradur ................................................................................................................................. 3

1AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL ........................................................................................................7

I. Deskiñ ar yezh ................................................................................................................... 8

A. An deskadurezh divyezhek ..................................................................................................... 8

B. Reiñ un tañva eus ar brezhoneg ........................................................................................... 10

C. Ar c’hentelioù evit an dud deuet ......................................................................................... 11

II. An divyezhegezh abred ..................................................................................................... 12

Al lec’hioù degemer a-stroll ................................................................................................. 13

Ar skoazellerezed-mamm ..................................................................................................... 14

Ar stignad kizidikaat ............................................................................................................. 16

An divyezhegezh brezhoneg-galleg e-barzh ar familhoù .................................................... 16

Sintezenn ha palioù ...................................................................................................................... 17

III. Al liammoù etre ar remziadoù .......................................................................................... 20

Ar sikour d’an dud kozh ........................................................................................................ 20

b) Reiñ talvoudegezh da implij ar brezhoneg er frammoù ........................................................ 23

Diorren al liammoù etre ar remziadoù evit ma vo desket gwelloc’h ar yezh gant an eil

d’egile ............................................................................................................................................ 23

Anavezout gwelloc’h ha talvoudekaat ar pezh a vez graet gant ar re yaouank ................. 25

2L LODENN : BEVAÑ AR YEZH ....................................................................................................................... 27

I. Broioù hag a ra evit an divyezhegezh ................................................................................ 28

Panelloù hag endro divyezhek ............................................................................................. 28

Roll an obererien en tiriadoù ha kenurzhiañ anezho .......................................................... 30

Klozadur hag ar Garta Ya d’ar brezhoneg .................................................................................... 34

II. Diorren implij ar brezhoneg dre ar sevenadur hag an deskadurezh pobl ............................. 35

A.Levrioù ha levraouegoù foran ................................................................................................... 35

B. Raktresoù arzel ha sevenadurel ....................................................................................... 37

Dudioù ha deskadurezh pobl ................................................................................................ 40

3E LODENN : LAKAAT BRASTRES AN DEPARTAMANT DA DALVEZOUT HAG EVEZHIAÑ ANEZHAÑ ............................... 41

I. Ar brezhoneg en ensavadurioù .............................................................................................. 42

Evezhiañ al lezenniñ.............................................................................................................. 42

Kensevel ar politikerezh yezh ............................................................................................... 42

III. Ar stignadoù .................................................................................................................... 45

III. Evezhiañ-priziañ ............................................................................................................... 46

Brastres yezh an Departamant evit ar brezhoneg : .................................................................... 47

Fichennoù oberoù.................................................................................................................... 47

Page 3: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

3

Digoradur

E penn kentañ an XXvet kantved e veze komzet brezhoneg gant an darn vrasañ eus an dud e Penn-ar-

Bed. Aet e oa ar jeu en-dro buan-kaer war-lerc’h an Eil Brezel-bed, gant ur cheñchamant krenn

abalamour ma ne veze ket komzet brezhoneg ken d’ar vugale er familhoù. Ral a wech e vez ar

brezhoneg yezh-vamm ar vrezhonegerien yaouank, pelloc’h. Lakaet eo bet ar brezhoneg e-mesk ar

yezhoù « en arvar bras » gant an UNESCO, setu m’eo ret-holl d’ar galloudoù publik sikour gwareziñ

anezhañ.

En deiz hiziv, ar yezhoù rannvroel o devez poan o kavout ur plas e-barzh lezennoù Frañs. Koulskoude

e c’hall ar strollegezhioù en em harpañ war testennoù zo evit ren o folitikerezhioù publik. Da skouer, e

mellad 75-1 ar vonreizh, abaoe al lezenn da vodernaat ensavadurioù ar Vvet Republik eus miz Gouere

2008, ez eus skrivet « emañ ar yezhoù rannvroel e-barzh glad Frañs ». Ne ra ar mellad-se nemet

disklêriañ un dra, ne ro gwir difer ebet ha ne zistro ket war ar mellad 2 a zisklêr « ez eo ar galleg yezh

ar Republik ». Gant elfennoù all e c’haller memes tra diazezañ ur politikerezh yezh lec’hel. Da skouer,

al lezenn ATNAR eus ar 7 a viz Eost 2015 en em harp war testennoù etrebroadel, evel an emglev evit

gwareziñ ha broudañ liesseurted ar sevenadurioù eus an 20 a viz Here 20051. Votet e oa bet an

destenn-se a-unvouezh gant ar Parlamant ha peurwiriekaet e oa bet gant Frañs e 2005. Degas a ra da

soñj an traoù-mañ : “al liesseurted sevenadurel, a vleugn e-barzh an demokratelezh, an habaskter, ar

justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar

surentez war an tachennoù lec’hel, broadel hag etrebroadel » hag « un elfenn pouezus-kaer eus al

liesseurted sevenadurel eo liesseurted ar yezhoù ».

Gant ar pezh a vez graet a-zevri gant Departamant Penn-ar-Bed abaoe meur a vloaz zo e vez sikouret

gwareziñ al liesseurted yezhel ha sevenadurel en Europa hag er bed a-bezh.

Un tregont vloaz bennak zo e sikour ar strollegezh kas ar yezh d’ar re all dre an deskadurezh hag an

implij a vez graet eus ar brezhoneg er gevredigezh. E 2014 e oa bet priziet ar politikerezh-se hag e oa

bet kavet e oa ret frammañ anezhañ muioc’h ha displegañ gwelloc’h petra a fell deomp ober gantañ,

ha penaos.

Ur gwir chañs eo ar brezhoneg evit an Departamant. Gant ar brezhoneg hag an implij anezhañ e c’hall

pep hini e Penn-ar-Bed dispakañ e bersonelezh, dre ar garantez a c’hall magañ ouzh ar yezh, hag ivez

dre ar binvidigezh sokial ha sevenadurel a vez krouet gant an implij anezhi. A-hend-all, n’eus ket

ezhomm ken da brouiñ ar pezh a vez degaset gant an divyezhegezh a-vihanik : sikour a ra ar vugale da

ziorren o barregezhioù da anaout, hag aesaat a ra an deskiñ yezhoù all dezho. En tu-hont da se, e toug

un identelezh hag e sikour diorren ekonomiezh ha touristerezh ar vro.

Gant ar brastres 2016-2021 a zo bet degemeret gant ar C’huzul-departamant e c’haller frammañ

gwelloc’h ar politikerezh evit ar brezhoneg hag ober diouzh ma vo aesoc’h gwelet ar pezh a vez sevenet

gant an Departamant, evel ma oa bet aliet gant ar studiadenn a oa bet graet e 2014. Klasket e vo ober

en doare ma vo muioc’h a vrezhoneg e-barzh ensavadur an Departamant, a rank bezañ ur skouer evit

mont gant al lañs-se.

1 Mellad 103 al lezenn ATNAR : « Ar garg a-fet ar sevenadur zo sammet a-gevret gant ar strollegezhioù lec’hel

ha gant ar Stad, en ur zoujañ ar gwirioù sevenadurel a gaver en emglev evit gwareziñ ha broudañ liesseurted ar

sevenadurioù eus an 20 a viz Here 2005 ».

Page 4: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

4

Ar brastres yezh 2016-2021, frouezh ur c’henlabour

Gant ar startijenn a zo gant oberourien Penn-ar-Bed war dachenn ar brezhoneg, hor boa soñjet e oa

ret-holl ober dezho kemer perzh e krouidigezh ar brastres yezh. Setu ma oa bet aozet strolladoù labour

goude ma oa bet roet lañs d’an traoù e miz Gwengolo 2015, hag en em vodet e oant ingal. 82 a dud o

doa kemeret perzh gant dalc’husted el labourioù-se, ha pemp tem a oa bet lakaet dezho : an

deskadurezh ; an divyezhegezh abred ; al liammoù etre ar remziadoù ; ar brezhoneg en tiriadoù ; ar

raktresoù sevenadurel, an deskadurezh pobl hag an dudiamantoù. Renet e oa al labourioù diouzh un

tu gant ar Poellgor sturiañ, ennañ 11 dilennad eus an Departamant, kadoriet gant Solange Creignou,

kuzulierez-departamant dileuriet evit ar brezhoneg, ha diouzh an tu all gant ar Poellgor teknikel, ennañ

dileuridi eus pep strollad labour ha dileuridi eus Renerezhioù an Departamant2. En holl e oa bet graet

25 emvod eus miz Gwengolo 2015 da viz Mae 2016 evit sevel ar brastres asambles.

Pouezus-kaer e oa bet labour an oberourien lec’hel evit an Departamant. Rak daoust ma c’hall ar

strollegezh publik harpañ ar brezhoneg gant he dibaboù a-fet ar politikerezh hag an arc’hant, emañ an

implij pemdez e dalc’h ar gomzerien hag ar c’hevredigezhioù a ya gant al lañs-se. Digor e oa ar

c’haozeadennoù a oa bet evit ar brastres, ha ganto e oa bet gallet frammañ tamm-ha-tamm an traoù

a oad o c’hortoz hag ar pezh a c’halle bezañ graet evit diorren politikerezh yezh an Departamant.

Prederiet e oa bet a-gevret hag a-zevri war an traoù d’ober e brastres an departamant ha war an urzh

ma tleent bezañ graet.

Fellout a ra da Zepartamant Penn-ar-Bed harpañ an oberourien hag ober diouzh ma vo reizh an

obererezh publik. Pa vo degemeret brastres an departamant e vo aesaet ar c’hendiviz war an dachenn-

se.

Ur politikerezh evit an departamant savet abalamour da glokaat ar politikerezhioù publik all

E mellad L1111-4 kod hollek ar strollegezhioù tiriadel e c’haller lenn kement-mañ : « Ar c’hefridioù a-

fet ar sevenadur, ar sport, an touristerezh, a-fet kas ar yezhoù rannvroel war-raok hag a-fet an

deskadurezh pobl zo lodet etre ar c’humunioù, an departamantoù, ar rannvroioù hag ar

strollegezhioù o deus statudoù dibar ». Kadarnaet eo bet ar gerioù-se gant al lezenn ATNAR pa’z eus

skrivet enni emañ ar politikerezhioù da harpañ ar yezhoù rannvroel e-barzh ar c’hefridioù lodet.

Fellout a ra da Guzul-departamant Penn-ar-Bed, gant ar brastres en deus degemeret, bezañ ur sikour

ouzhpenn evit an oberoù a c’hall bezañ sevenet gant ensavadurioù all. Abaoe 2004 e anavez Rannvro

Breizh, « ent ofisiel, emañ ar brezhoneg hag ar gallaoueg, e-kichen ar galleg, e-mesk yezhoù Breizh ».

Abaoe 2012, ar C’huzul-rannvro a ziorro ur steuñv yezh a-zevri, ha gwelet a reer an efedoù anezhañ

bemdez : ober stummadurioù stank-ha-stank ouzh ar brezhoneg evit ar skolaerien ha tud a vicher ar

vugaligoù, skoazellañ ar mediaoù ha gennad ar c’hleweled e brezhoneg, diorren oberoù sevenadurel e

brezhoneg, lakaat ar yezh war wel…

Ar strollegezhioù lec’hel all, ar c’humunioù hag an diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel, en

em ouestl ivez d’ar skoazell evit ar brezhoneg. Alies a vez gwelet an dra-se abalamour m’o deus sinet

ar Garta « Ya d’ar brezhoneg ! ». E Penn-ar-Bed ez eo bet sinet ar Gartagant 97 a gumunioù ha 10 a

2 Gwelet piv a oa er poellgorioù er Stagadenn 1.

Page 5: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

5

gumuniezhoù-kumunioù pe kumuniezhoù tolpad-kêrioù3. Ofis Publik ar Brezhoneg eo a ra war-dro ar

Garta-se.

Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) zo un Diazezadur Publik a Genlabour Sevenadurel (DPKS) hag a oa bet

krouet dre un diferad gant ar prefed e miz Gwengolo 2010. Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger ha Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed, ar

Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel. E gefridioù pennañ eo kas ar

brezhoneg war-raok ha diorren an implij anezhañ war an holl dachennoù ma c’hall ur yezh bezañ

implijet. Gant an ensavadur e vez lakaet da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar

galloudoù publik a zo izili anezhañ. Kalz a strivoù a vez graet dreist-holl evit frammañ diorroadur an

deskadurezh divyezhek. Labourat a ra ivez da stankaat korpus ar yezh ha da reizhañ anezhi dizehan

diouzh ar bed a vremañ.

Setu ma’z eo OPAB ar benveg a vez implijet gant strollegezhioù Breizh evit sikour anezho en o

folitikerezhioù yezh gant diorroadur an divyezhegezh. Ul labour bras a oa bet graet gant an ensavadur-

se evit sevel ar brastres, diouzh un tu da-geñver ar priziadur a oa bet graet e 2014, diouzh an tu all evit

frammañ ar brastres ha labourat a-zevri e strolladoù labour niverus.

Liesseurtaat kefridioù ar yezh

Kadarnaat ha sklaeraat e bolitikerezh publik a ra Kuzul-departamant Penn-ar-Bed pa zegemer ur

brastres evit ar brezhoneg war meur a vloaz. Gant ar brastres e c’hall diskouez an hent d’ar

politikerezhioù publik ha sturiañ an dibaboù a vo graet er bloazioù da zont. En tu-hont da se e kinnig

ar brastres-se ur stern hollek ma c’haller lakaat ar politikerezhioù publik all, en ur c’hendiviz a vo da

genderc’hel gantañ a-hed ar bloazioù.

Ne vo ket saveteet ar brezhoneg ma n’emañ ket e-barzh ar gevredigezh a vremañ. Aozet e oa bet un

emvod e Strasbourg e miz Meurzh 2016, hag anv a oa bet eus derc’hel ha gwareziñ yezhoù rannvroel

Europa. Diskouez a ra a-walc’h klozadur ar c’hendivizoù pegen pouezus eo liesseurtaat kefridioù ar

yezhoù :

« Ret eo d’ar yezhoù kaout meur a gefridi a-benn chom bev ha mont war-raok. Alies o devez ar yezhoù

minorelaet ur gefridi pe ziv hepken, da lavaret eo bezañ komzet er skolioù ha kompren e-barzh

sevenadur an amzer dremenet evel m’en kaver er mirdioù. Kement-se ne c’hall ket adreiñ buhez d’ur

yezh. Ret eo d’ar yezhoù minorelaet kaout meur a gefridi :

• ur gefridi evit krouiñ war dachenn ar sevenadur,

• ur gefridi evit kaozeal er familhoù,

• ur gefridi ekonomikel,

• ur gefridi relijiel,

• ur gefridi arouezel evit a sell ouzh ar sevenadur, ha kement zo.

A-dra-sur, ne c’haller ket ober gant ur yezh vinorelaet hepken war hini ebet eus an tachennoù-se, met

gallout a ra honnezh kavout ur plas en un aozadur liesyezhek hag a laka anezhi war wel. Forzh penaos

e rank ar yezh dont da vezañ « talvoudus » en-dro, da lavaret eo paouez da vezañ studiet eviti hec’h-

unan hepken, ha bezañ un doare da zaremprediñ tud, d’ober traoù, da dizhout talvoudoù hag a zo

3 47 a ouestl tizhout al live 2 ; 5 al live 3 hag 1 al live 4 (live uhelañ).

Page 6: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

6

dreisti. Ret eo lakaat ar yezh en un dra bennak all estreget ar yezh a-benn gallout lakaat anezhi da vont

war-raok »4. Evit bastañ d’an ezhomm-se ez eus bet graet teir lodenn e brastres an departamant : Deskiñ ar yezh da dud all ; Bevañ gant ar yezh bemdez ; Lakaat brastres an departamant da dalvezout hag ober gantañ. Deskiñ ar yezh da dud all : sed aze unan eus diazezoù ur politikerezh yezh a-feson. Er brastres-mañ e

vo anv eus an dra-se e teir lodenn : An deskadurezh, dreist-holl ar skolioù divyezhek digor da dud Penn-

ar-Bed, reiñ un tañva eus ar brezhoneg er skolioù, hag erfin ar c’hentelioù evit an dud deuet. An eil tra

bouezus evit an Departamant a sell ouzh an divyezhegezh abred, dre veur a seurt oberoù. Erfin, deskiñ

a reer ar yezh da dud all dre al liammoù etre ar remziadoù, ha fellout a ra d’an Departamant startaat

anezho.

Mont a ra pleustr ar yezh er gevredigezh d’ober eil diazez ar brastres. Div lodenn zo ennañ. Gant an

hini gentañ e tiskouezer roll an tiriadoù, ken e-barzh ar politikerezhioù publik a sell ouzh ar panelloù

hag ar yezh lakaet war wel, ken e-barzh ar c’hevredigezhioù lec’hel. Sellet a ra an eil lodenn ouzh an

oberoù sevenadurel ma kaver brezhoneg pe ma c’hallfed lakaat brezhoneg.

Sellet a ra an trede diazez ouzh an doare da lakaat ar brastres da dalvezout, un dra pouezus-bras evit

ma ne vo ket anezhañ disklêriadurioù brav hepmuiken. Frouezh ur c’henlabour eo ar brastres-mañ, ha

gantañ e fell deomp kinnig oberoù hag a c’hall bezañ graet evit kas ar brezhoneg war-raok e Penn-ar-

Bed. Bez’ e vo merkerioù heuliañ, ha ganto e vo gallet muzuliañ efedoù ar brastres war grenn ha war

hir dermen. Evit ma teuy da benn vat e labouro servijoù ar strollegezh kichen-ha-kichen.

4 Emgavioù Strasbourg evit ar yezhoù rannvroel pe minorelaet en Europa, Maintien et sauvegarde des langues

régionales d’Europe – Colloque consacré à l’efficacité des politiques linguistiques, 16-17 a viz Meurzh 2016,

Klozadur ar c’hendivizoù

Page 7: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

7

1añ lodenn

Deskiñ ar yezh da dud all

Petra a zesker ? Da biv deskiñ ? Penaos deskiñ ?

Sed aze goulennoù a glask Departamant Penn-ar-Bed sikour respont dezho gant e bolitikerezh publik.

Diazezet eo an deskiñ yezhoù war meur a dra : ar skolioù hag ar c’hentelioù evit an dud deuet, an

deskiñ a-vihanik gant ar politikerezhioù a sell ouzh ar vugaligoù, hag erfin an deskiñ a remziad da

remziad, a ouzer e oa bet torret e Breizh er bloazioù 1950.

Page 8: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

8

I. Deskiñ ar yezh

Evit gwareziñ ur yezh vev e ranker kaout komzerien, tud barrek da gaozeal er yezh-se. Rak-se e ranker

kelenn anezhi. An doare gwellañ da zeskiñ ur yezh, hep striv ebet, a chom kaout anezhi da yezh-vamm.

Koulskoude ez eus doareoù all. Gallout a ra ar strollegezhioù publik sikour lakaat un deskadurezh

yezhel war-sav, evit ar re yaouankañ kenkoulz hag evit ar re goshañ. Al lodenn gentañ eo an

deskadurezh divyezhek, a sell ouzh ar vugale hag ar grennarded etre 2 ha 18 vloaz, oadoù pouezus-

kaer evit en em stummañ a-fet ar c’horf, ar yezh hag an darempredoù gant ar gevredigezh. Ret-holl eo

an deskadurezh divyezhek-se evit deskiñ ar brezhoneg a remziad da remziad. Sellet a ra an eil lodenn

ouzh ar stignad da reiñ un tañva eus ar brezhoneg. Ne glask ket hennezh kelenn ar yezh kement-se,

met kentoc’h digeriñ spered ar vugale, dezho da vezañ dedennet gant ar brezhoneg. Erfin, an trede

lodenn a sell ouzh ar c’hentelioù evit an dud deuet, na c’haller ket tremen hepto evit ma vo un endro

divyezhek gant ar remziadoù da zont.

A.A.A.A. An deskadurezh divyezhekAn deskadurezh divyezhekAn deskadurezh divyezhekAn deskadurezh divyezhek

Frammet eo bet deskadurezh divyezhek ar brezhoneg a-hed ar bloazioù. War-lerc’h ma oa bet krouet

skolioù gant ar gevredigezh Diwan (1añ skol digoret e Lambaol-Gwitalmeze e 1977), he doa bastet an

Deskadurezh-Stad d’an ezhommoù, tamm-ha-tamm, adalek 1982, gant digeriñ klasoù divyezhek,

krouiñ un aotreegezh da gelenn brezhoneg ha goude-se ur c’hCAPES daoubennek.

En distro-skol 2015, e Departamant Penn-ar-Bed, e oa 7 762 a skolidi zivyezhek, en o zouez 2 237 er

skolioù Diwan, 3 524 en deskadurezh publik ha 2001 en deskadurezh prevez. En holl ez aent d’ober 7%

eus ar vugale er skolioù kentañ-derez. Gant-se ez eo gant hon departamant ez eus ar muiañ a lañs war

an dachenn-se e Breizh, met pa geñverier ar sifroù gant re departamantoù all e Frañs e weler a-walc’h

e c’haller mont war-raok c’hoazh : 37,3% eus skolidi hanternoz Euskadi zo e skolioù divyezhek, 33,2%

e Korsika ha 14% en Elzas – mat eo gouzout e kelenner ar c’horseg e klasoù divyezhek abaoe 1996 hag

an elzaseg abaoe 1991 hepken.

N’eus ket a-walc’h gant ar feur skoliata divyezhek a zo bremañ e Penn-ar-Bed evit bezañ sur e chomo

bev ar yezh er remziadoù da zont. Strivañ a ray Departamant Penn-ar-Bed, asambles gant e gevelerien

wellañ – an Deskadurezh-Stad, ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù lec’hel – da gas ar yezh war-

raok.

1. Kreskiñ an niver a skolidi zivyezhek e Penn-ar-Bed

E-kerzh ar c’hwec’h vloaz a zeu e fell deomp tremen eus 7% a skolidi e skolioù kentañ-derez divyezhek

d’ur feur etre 10 ha 15%. Uhel eo ar pal met ober a raimp kement tra a vo ezhomm da dizhout anezhañ.

Evit an emglev ouzhpenn Stad-Rannvro diwar-benn an divyezhegezh, ar pal eo e vefe 20 000 a skolidi

en hentadoù divyezhek a-benn 2020 (e-skoaz 15 696 hiziv an deiz). Ar strategiezh : kreskiñ an niver a

skolioù kentañ-derez evit boueta skolajoù ha liseoù ar poloù divyezhek. Rak ezhomm zo eus meur a

skol evit diazezañ hentadoù solut betek ar c’hlas termen.

Er pleustr, kinniget e vo ur steuñv strategel d’an Deskadurezh-Stad gant an Departamant, war meur a

vloaz, evit diorren an deskadurezh divyezhek, evel ma oa bet graet e departamantoù all (Roen-Izel ha

Roen-Uhel, Pireneoù-Uhel da skouer). Gant Ofis Publik ar Brezhoneg e vo heuliet ha diorroet an

oberoù, ha kenlabouret e vo gant ar c’hevredigezhioù Diwan, Div Yezh ha Dihun.

A-benn gallout kreskiñ an niver a glasoù divyezhek e ranker kreskiñ ivez an niver a gelennerien

divyezhek. An Departamant a gemer perzh er stignad DESK evit stummañ ouzh ar yezh ar gelennerien

divyezhek da zont (tud hag a fell dezho mont da gelenner pe tud hag a zo kelennerien dija, hag a fell

Page 9: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

9

dezho labourat e klasoù divyezhek). Reiñ a reer ar yalc’had-se d’an dud unan-hag-unan, ha

kenarc’hantet eo gant Rannvro Breizh ha Departamant Penn-ar-Bed, keit ha ma n’eer ket en tu-hont

d’ar sammad bloaziek a zo lakaet d’an ober-se. Gant Ofis Publik ar Brezhoneg e vez studiet teuliadoù

ar yalc’hourien ha heuliet o labour.

A-hend-all, evit kenderc’hel gant ar skoazell en deus roet abaoe pell zo, hag a zo ret d’an oberourien a

labour war an dachenn-se, e fell d’an Departamant harpañ c’hoazh an hentadoù divyezhek Diwan ha

prevez katolik gant ar budjedoù a vez votet bep bloaz gant ar vodadeg.

Ur roll pouezus-kaer o deus ar c’humunioù evit degemer klasoù divyezhek, setu ma talc’ho an

Departamant da sikour anezho da bostañ arc’hant evit mont war-raok, gant ur sikour brasoc’h

abalamour da sevel ha da ingalañ klasoù divyezhek. Ret e vo ivez brudañ gwelloc’h ar sikour-se e-touez

an oberourien bublik ha lakaat ar raktresoù-se e-barzh ar C’hevratoù-tiriad etre an DPKE ha

Departamant Penn-ar-Bed.

2. Kartenn ar poloù, ha kenderc’hel gant un hentad divyezhek er skolaj

Gant ar priziadur a oa bet graet e 2014 e oa bet diskouezet an torr a zo etre ar skolioù kentañ-derez

hag ar skolajoù, a weler ivez e Breizh a-bezh : n’eus nemet 67% eus ar skolidi e Cm2 hag a gendalc’h

gant un hentad divyezhek er 6vet klas. Ur c’hemm a weler etre rouedad Diwan (feur kenderc’hel : 113

%5) hag ar rouedadoù all (feur kenderc’hel etre 45 ha 55% en hentadoù publik ha prevez katolik). Ret

eo dresañ an torr-se, a zo abalamour da veur a dra : ar pell m’emañ ar skolajoù ma c’haller kenderc’hel

gant an hentad divyezhek, ar familhoù na fell ket dezho « pounneraat » implij-amzer ar vugale, ar

vugale a fell dezho dilezel o choaz d’an oad-se...

Gant Kuzul-akademiezh ar Yezhoù-rannvro (KAYR) e c’hall an Departamant sikour al labour da ziorren

hentadoù en eil-derez. E 2016, dre ar strolladoù-labour a oa bet aozet gant ar Rektorelezh, e oa bet

gallet degemer ur gartenn nevez eus ar poloù divyezhek, ha rak-se gwelet peseurt skolajoù a c’hallfe

bezañ digoret en daou vloaz da zont. Ret e vo adlakaat al labour-se en e reizh ingal.

N’eus ket a-walc’h gant kartenn ar poloù hec’h-unan evit kreskiñ an niver a skolidi zivyezhek. Ret eo

kenderc’hel gant ar strivoù da gelaouiñ ar familhoù. Labour an Deskadurezh-Stad eo, evel m’eo merket

el lezenn evit addiazezañ ar skolioù er mellad 27 anezhi : « Kelaouiñ a reer ar familhoù evit a sell ouzh

an doareoù da zeskiñ yezhoù ha sevenadurioù rannvroel ». Sikour a ra an Departamant al labour

kelaouiñ-se, gant e vruderezh evit an divyezhegezh. Er priziadur a oa bet graet e 2014 e tiskouezed

pegen pouezus eo implijout meur a zoare da gelaouiñ ar familhoù e choaz ar re-se, pa zibabont un

hentad divyezhek.

Ar mod all evit gwellaat ar feur kenderc’hel er skolajoù eo en em harpañ war termenadur nevez ar

c’helc’hiad 3 (Cm1/Cm2/6vet) : dleet eo dezhañ startaat al liamm gant ar skolajoù, hag e-se suraat

kendalc’h an hentadoù divyezhek. Gortoz a reer enta ma vo graet er poloù divyezhek ar pezh a vez

graet en Deskadurezh-Stad : ar gweladennoù er skolajoù da skouer. Ret eo d’ar skolidi Cm2 divyezhek

gallout skoulmañ liammoù gant o skolaj-dave, evel ma vez kont er skolajoù-tolead evit an hentadoù

unyezhek.

Erfin, ret eo prederiañ war an treuzdougen d’ar skol, evel ma oa bet lakaet war wel er priziadur6.

Darempredet e vez ar skolioù divyezhek gant bugale eus meur a gumun, setu ma’z eo ar beajoù etre

ar gêr hag ar skol un dra bouezus evit ar vugale, dezho da genderc’hel gant o hentad. Rak-se, da skouer,

e oa bet fiziet aozadur an treuzdougen d’ar skol e lec’hioù er gevredigezh DIWAN. Er Rannvro e vo fiziet

5 Tizhout a reer ar feur-se gant ar skolidi a oa en unan eus an daou hentad divyezhek all betek ar Cm2 ouzhpenn

ar skolidi a chom e-barzh Diwan. 6 Lodenn 4 eus an Danevell-briziañ pp.120-122

Page 10: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

10

ar gefridi-se e miz Genver 2017 abalamour d’al lezenn ATNAR, setu ma vo ret teurel evezh ouzh an

doare ma vo treuzkaset an traoù a-zalc’h ouzh an hentadoù divyezhek e Penn-ar-Bed. Un dra all da

studiañ e vefe aesaat an darempredoù etre tud ar skolidi, dezho d’ober gant ar c’henweturiñ. Gant-se

e c’hallfe ar familhoù bezañ broudet da choaz skolioù divyezhek.

B.B.B.B. Reiñ unReiñ unReiñ unReiñ un tañva eus ar brezhonegtañva eus ar brezhonegtañva eus ar brezhonegtañva eus ar brezhoneg

Diorren an hentadoù divyezhek eo an dra gentañ a fell deomp ober evit deskiñ ar yezh d’an dud all er

vro. Padal, arabat eo ober un torr e-touez an dud, etre ar re a oar brezhoneg mat ha re all ne ouifent

ket ar soniadoù anezhañ zoken. Se zo kaoz ez eus bet lakaet ur stignad war-sav adalek 1995, da reiñ

un tañva eus ar brezhoneg. N’eus nemet e Penn-ar-Bed ez eus eus ar stignad-se. Kinnig a ra 1 eurvezh

vrezhoneg da skolidi kentañ-derez an hentad publik, e-pad an amzer-skol. Kaset e vez an abadennoù-

se en-dro gant tud eus an diavaez, aotreet gant pennadurezhioù an Akademiezh.

1. Startaat al liamm gant ar brezhoneg, danvez da zibab er skolaj

Hervez an evezhiadennoù a zo er priziadur eus 2014, ret eo startaat al liamm gant an danvez da zibab

kinniget er skolajoù. Gouzout a-walc’h a ra an Departamant ne vo ket aes lakaat an dra-se da dalvezout

bepred, rak « kevezerezh » zo en implij-amzer etre an danvez-se hag ar yezhoù bev all a c’haller deskiñ.

Fellout a ra dezhañ ma vo diorroet muioc’h ar stignad er c’helc’hiad 3. Diwar-se, e-barzh an emglev

gant an Deskadurezh-Stad, hag e-ser respont d’ar goulenn tañva en holl gelc’hiadoù, e kinniger diorren

ur politikerezh da reiñ un tañva eus ar yezh e Cm1-Cm2, da vezañ kendalc’het gantañ er 6vet klas.

En deiz hiziv e sell ar stignad ouzh 67% eus ar c’hlasoù-mamm, ouzh 24% eus ar c’helc’hiad 2 hag ouzh

9% eus ar c’helc’hiad 3. Gant an emglevioù a liamm an ensellerezh akademiezh, an Departamant hag

ar c’humunioù, e venner cheñch penn d’ar vazh ha dont a-benn d’ober gant ar stignad-se er c’helc’hiad

3 da gentañ-holl. Rak-se e vefe kempoell ar bedagogiezh hag efedus an deskiñ. Erfin, sikour a rafe

kement-se ober diouzh ma chomo dedennet muioc’h ar skolidi gant ar yezh, evit ar re a choaz an

danvez brezhoneg « yezh vev » en eil derez. Evit an danvez da zibab, ret e vo teurel evezh ouzh

adreizhoù ar skolajoù, ar re a zo war ar stern hag ar re da zont.

2. Ur stignad evit an holl

Diazezet eo ar mod arc’hantañ a zo bremañ war ur skodenn gant an Departamant evit 50%, hag ur

skodenn gant ar gumun evit 50%, a denner anezhi skodenn Rannvro Breizh (a ya betek-henn d’ober

17% eus ar c’houst hollek, pe war-dro).

Harpet eo ar stignad war goulenn ar skolioù, plijet eo d’ar re a ra o mad anezhañ ha sachañ a ra evezh

oberourien hag a zo e-maez an Departamant. Da skouer, en Emglev difer gant ar Stad evit deskiñ

yezhoù Breizh, degemeret gant ar C’huzul-rannvro e miz Here 2015, e c’haller lenn « e vo graet fed

d’an tañva eus yezh ha sevenadur Breizh [...] a c’haller reiñ e-pad an amzer-skol, evel ma vez kont e

Penn-ar-Bed e skolioù publik zo ».

Er brastres yezh-mañ e kinnig Departamant Penn-ar-Bed :

I. Kenderc’hel gant ar stignad, ha stabilaat doare an Departamant da arc’hantañ anezhañ

II. Goulenn ma vo kinniget ar stignad d’an holl skolidi, e-barzh kefridioù ar Stad, evel m’emañ

kont dija e rannvroioù all eus Frañs (Korsika hag Elzas). Kinnig a ray ensavadurioù politikel

an Departamant da strollegezhioù all Breizh goulenn an dra-se asambles.

Page 11: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

11

C.C.C.C. Ar c’hentelioù evit an dud deuetAr c’hentelioù evit an dud deuetAr c’hentelioù evit an dud deuetAr c’hentelioù evit an dud deuet

An deskiñ d’ar re yaouank ne dalvez da netra panevet un endro hollek a-du gant ar yezh. Ret-holl eo

ar c’hentelioù d’an dud deuet evit tizhout ar pal-se. Ouzhpenn stummañ kelennerien pe kelennerien

da zont, evel ma oa bet kontet uheloc’h, e fell d’an Departamant sikour diorren ar c’hentelioù evit an

dud deuet, war e dachenn. Evit se e vo graet daou dra :

1. Kas an deskiñ brezhoneg war-raok

Gant se e venner reiñ talvoudegezh d’ar yezh, diskouez ur skeudenn lañsus ha modern anezhi, ken war

an dachenn sevenadurel, ken war dachenn an ekonomiezh hag ar gevredigezh. Ret eo da Zepartamant

Penn-ar-Bed gallout kinnig oberoù brudañ evit se a-hed ar mizioù hag ar bloazioù. Labourat a ra gant

strollegezhioù all ha gant Ofis Publik ar Brezhoneg abalamour da reiñ da c’houzout penaos e vez

komzet ar yezh evit gwir er mare-mañ.

A-hend-all e sikour ar C’huzul-departamant an deskiñ d’an dud deuet gant skoaziadennoù evit mont

en-dro an aozadurioù stummañ a zo war e dachenn, evel DAO, Sked, KLT, Roudour, Mervent, Stumdi,

Kelenn…

2. Sikour an dud a choaz ur stummadur personel stank-ha-stank

Ar c’hentelioù-noz evit an dud deuet, « 1e30 ar sizhun », ne vezont ket a-walc’h bepred evit ar re a fell

dezho komz brezhoneg da vat. Setu ez eus bet amprouet ur mod all e Brest e 2015-2016, hag a c’hallfe

bezañ kinniget d’an dud a fell dezho lakaat o foan muioc’h ha dont da vezañ brezhonegerien a-feson.

Anv zo eus ur c’hursus 2 pe 4 bloaz, diouzh al live a fell d’an nen tizhout. Gouestlañ a ra an deskidi

selaou 3 eurvezh kentelioù ar sizhun, ober pemp devezh staj e-kerzh ar bloaz, hag ivez ur staj ur sizhun

soubet er yezh. Emañ an aozadurioù a ginnigo ar c’hursus-se o peurlipat o raktres, asambles gant ar

gevredigezh Deskiñ d’an Oadourien (DAO), evit ma vo ar memes doareoù e Penn-ar-Bed a-bezh.

Fellout a ra d’ar C’huzul-departamant mont a-du gant al lañs-se, sikour diorroadur personel tud Penn-

ar-Bed ha kinnig ur mod nevez da zeskiñ d’an dud deuet. Hervez divizoù ha n’int ket bet lakaet c’hoazh,

e vo roet gant an Departamant ur skoaziadenn bersonel, ur seurt « chekenn-stummañ », d’an dud a

yay gant ar c’hursus-se. Lakaet e vo dezverkoù-priziañ e-barzh ar stignad, ha ganto e vo gallet gwelet

an efedoù anezhañ war meur a vloaz.

Evit klozañ, mat eo pouezañ war ar fed ne gemero ket an traoù-se plas labour pep hini evit deskiñ.

Gallout a ra ar politikerezh yezh sikour deskiñ ur yezh, met « evit mestroniañ ervat ur yezh e rank an

nen poaniañ e-unan e-pad pell »7.

7 Tennet eus klozadurioù ar c’hendiviz gouestlet da efedusted ar politikerezhioù yezh, op.cit

Page 12: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

12

II. An divyezhegezh abred

Diorroet e oa bet an divyezhegezh abred abaoe ar bloazioù 2000 ha muioc’h c’hoazh adalek 2009.

Deuet e oa war wel e Penn-ar-Bed, gant kenlabour ar C’huzul-departamant hag an oberourien war an

dachenn, dreist-holl ar gevredigezh Divskouarn, krouet e 2005.

Fellout a ra d’ar C’huzul-departamant kenderc’hel gant an diorroadur-se, ha brudañ ur gwel digor eus

an divyezhegezh abred. Pa gaser pleustr ar brezhoneg a-vihanik war-raok, e venner ivez ober kemend-

all gant al liesyezhegezh. Setu ma vo roet talvoudegezh d’ar yezhoù-mamm komzet gant an dud a orin

eus an estrenvro. Aesoc’h e vez deskiñ yezhoù all er skol pa vez desket un eil yezh abred.

Ur gwel digor eus an divyezhegezh abred hon eus eta, met e-barzh brastres yezh an departamant e

pouezer war ar brezhoneg peogwir e toug ur sevenadur hag un identelezh dibar d’ar vro. An

divyezhegezh abred zo ivez un doare da vagañ karantez ouzh ar yezh, dezhi da vezañ komzet e-maez

ar skol kenkoulz all.

Pouezus-kaer eo roll ar C’huzul-departamant war an dachenn-se, dre e gefridi a-fet Gwarez ar

Mammoù hag ar Vugale (GMB). Labourat a ra GMB war dachenn an dizarbenn dreist-holl, met sikour

a ra ivez diorren raktresoù da zegemer bugaligoù hag ober a ra war-dro an aotren, ar stummañ hag an

evezhiañ evit ar skoazellerezed-mamm en Departamant.

Gant priziadur ar politikerezh da gas ar brezhoneg war-raok a oa bet graet e 2014 e oa bet gallet sevel

un diagnostik resis eus an oberoù sevenet8. Er brastres evit ar bloazioù da zont e talc’her kont eus an

traoù d’ober a oa bet aliet ha meneget er priziadur-se, ha talvoudus eo degas anezho da soñj. Lakaet

e oa bet daou dra war wel : an hini gentañ e oa « ober diouzh ma pado ar stignad evit an divyezhegezh

abred, e-barzh ur raktres renet asambles gant ar re a gas an divyezhegezh abred war-raok, ar familhoù

hag an ensavadurioù a c’hall arc’hantañ ar mont en-dro hag an diorren anezhañ » ; an eil a boueze war

ar ret m’eo « tuta implijidi barrek war micherioù gennad ar vugaligoù kement ha war ar brezhoneg,

d’ar frammoù da zont da vezañ emren en o oberoù evit ar brezhoneg goude ur pennad ».

Evit bastañ d’an ezhommoù-se ez eus bet aliet pemp tra :

1. Sklaeraat ar pezh a c’hortozer digant politikerezh an divyezhegezh abred, asambles gant Renerezh Gwarez ar mammoù hag ar vugale.

2. Eeunaat ar mont en-dro hag an arc’hantañ evit stignad an divyezhegezh abred en e bezh. 3. Displegañ da dud ar vugale pegen spletus eo an divyezhegezh abred evit ar vugaligoù. 4. Ober diouzh ma vo aes digeriñ ar speredoù d’ar brezhoneg gant ar barregezhioù a zo e-barzh

ar frammoù dija : > Renabliñ an implijidi a garfe deskiñ brezhoneg er magourioù hag ober en doare ma c’hallint

bezañ stummet evel zo dleet.

> Broudañ ar frammoù da duta da gentañ-penn implijidi a oar brezhoneg hag a oar diouzh

micherioù ar vugaligoù war un dro.

> Reiñ talvoudegezh da vicherioù ar vugaligoù gant koulzadoù kelaouiñ evit al liseidi a zo en

hentadoù divyezhek.

8 Lodenn 2 eus an Danevell-briziañ, pp. 41-68

Page 13: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

13

5. Kelaouiñ tud ar vugale a sell an divyezhegezh abred outo diwar-benn ar skolioù-mamm hag ar skolioù kentañ-derez a zo tost d’al lec’h m’emaint o chom.

Al lec’hioù degemer aAl lec’hioù degemer aAl lec’hioù degemer aAl lec’hioù degemer a----strollstrollstrollstroll

Gwelet a reer e vank barregezhioù e-barzh ar frammoù evit diorren an degemer divyezhek

brezhoneg/galleg. Rak-se e vo sevenet gant an Departamant hag e gevelerien ur strategiezh war meur

a vloaz evit kreskiñ ha gwellaat tamm-ha-tamm ar pezh a ginniger war an dachenn-se.

1. Sevel ur steuñv diorren

Pouezus eo anavezout gwelloc’h ar gennad evit mont war-raok en un doare strategel. Setu e kinniger

ma kenlabouro muioc’h an Departamant (servijoù GMB hag ar gefridiezh Brezhoneg), ar gevredigezh

Divskouarn hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Gant hennezh e vez graet bep pemp bloaz un enklask evit

renabliñ ar postoù divyezhek a zo anezho. Kefridi Divskouarn eo kas ar brezhoneg war-raok e-barzh ar

frammoù evit ar vugaligoù.

Chom a ra da resisaat penaos e vo graet ar c’henlabour-se, ha da lakaat hennezh e-barzh an emglev

war meur a vloaz a zo etre ar C’huzul-departamant hag ar gevredigezh Divskouarn.

2. Gwellaat ar barregezhioù diabarzh war ar yezh

Tizhet e vo ar pal-se gant meur a seurt oberoù :

a) Kas ar stummadur ouzh ar yezh war-raok evit an implijidi

A bep seurt a gaver er vro hiviziken a-fet ar stummañ ouzh ar brezhoneg. Emañ an diaester e c’hoant

pe e barregezh ar frammoù da ginnig ar stummadurioù-se d’o implijidi.

Evit ar frammoù publik, ar pezh a vez kinniget gant KBMPT zo un doare da vastañ d’an ezhommoù.

War-bouez un deiz ar sizhun, e tap ar stajidi 200 eurvezh stummadur. Trawalc’h eo evit tizhout ul live

diazez ha gallout ober un nebeud traoù e brezhoneg (lennadennoù, c’hoarioùigoù, frapadoù pouezus

zo e buhez pemdez ar vugale…)9. Mat-tre eo ar c’hinnig nevez-se, ha ret eo brudañ anezhañ ha gwelet

penaos ez ay en-dro en amzer da zont.

A-hend-all, evit ar frammoù publik ha prevez, e kinniger en departamant a-bezh stummadurioù stank-

ha-stank ouzh ar brezhoneg hag a bad 6 miz leunamzer. Efedus eo ar stummadurioù seurt-se hep mar

ebet, met diaes e vez evit ar frammoù paeañ ar c’houst anezho : koust ar stummadurioù end-eeun,

goproù ar wazourien a vez stummet, koust an erlec’hiañ e-pad ar c’hwec’h miz-se…

Kinnig a ra Rannvro Breizh ur yalc’had 2 500 € d’an dud unan-hag-unan, anvet DESK-Bugaligoù. Ganti

e c’haller paeañ ul lodenn eus koust ar stummadur. Graet eo evit an dud a zo o labourat pe da labourat

e gennad ar vugaligoù, a-raok ar skol pe e-barzh ar skolioù-mamm.

Gwelet a ra ar C’huzul-departamant pegen diaes e vez evit ar frammoù sammañ koust stummadurioù

ar wazourien a zo ouzh o fost dija, setu ma kinnig lakaat ur stignad nevez war-sav, hag a c’hallo paeañ

50% eus koust an erlec’hiañ. Chom a ra da resisaat penaos e vo lakaet ar stignad-se da dalvezout, met

digor e vo da 2 framm bep bloaz. Evel-se e c’hoantaer reiñ ton d’an dud ha ober diouzh ma kresko, a

vloaz da vloaz, barregezh implijidi Penn-ar-Bed war ar yezh.

9 Klotañ a ra al live a venner tizhout goude daou vloaz stummañ gant al live B2 e stern europat an deskiñ

yezhoù.

Page 14: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

14

E-skeud-se, ar C’huzul-departamant a gemero perzh en oberoù a glasko lakaat an AKDA10 da gompren

pegen talvoudus eo bezañ barrek war ar brezhoneg ha peseurt ezhommoù zo war dachenn ar stummañ

dibaouez evit diorren ar gennad micherel-se.

b) Kas an divyezhegezh war-raok e micherioù ar vugaligoù

Ne vo ket a-walc’h gant ar skoazell arc’hant hec’h-unan evit diorren barregezhioù diabarzh ar frammoù

a-fet an divyezhegezh abred. Pouezus eo ma vint kavet talvoudus gant ar sternerien a zo o labourat e

gennad ar vugaligoù. Setu ma vo kinniget abadennoù, asambles gant Renerezh GMB, evit sachañ evezh

ar renerien frammoù war an dra-se. Lakaet e vo ivez an doareoù-labour en emglev etre an

Departamant hag ar gevredigezh Divskouarn.

Er memes mod, e venner kas an divyezhegezh abred war-raok da-geñver sizhunvezh ar vugaligoù,

aozet bep bloaz, en nevezamzer, gant Kef ar Goproù Tiegezh.

c) Kavout muioc’h a zanvez implijidi

An trede tra d’ober evit gwellaat ar varregezh war ar yezh er frammoù-degemer eo reiñ c’hoant d’ar

skolidi zivyezhek da vont war ar micherioù-se. Unan eus kefridioù ar gevredigezh Divskouarn eo brudañ

anezho e-touez ar skolajidi hag al liseidi zivyezhek yaouank e Penn-ar-Bed.

Gallout a ra ivez an Departamant sikour an dra-se gant e vruderezh ha dre dalvoudekaat an div

varregezh a ranker kaout, war ar vicher ha war ar yezh.

d) Harpañ an dud a vicher

Evit ren ur vicher e div yezh e ranker kaout barregezhioù a-feson da gentañ-penn, hag ivez adlakaat

anezho « en o reizh » ingal. Kinniget e vo harpañ tud a vicher ar vugaligoù gant :

- Skignañ binvioù pedagogel, dreist-holl ar Valizenn fardet gant Divskouarn ;

- Skignañ binvioù yezh enlinenn11 ;

- Reiñ talvoudegezh d’an oberoù, en ur lakaat ar frammoù da sinañ Karta Divskouarn. Labour ar

gevredigezh evit evezhiañ ha sikour ar frammoù a vroudo anezho da vont war-raok. C’hoantaat

a reer gwelet al live o wellaat a vloaz da vloaz.

Ar skoazellerezedAr skoazellerezedAr skoazellerezedAr skoazellerezed----mammmammmammmamm

E Penn-ar-Bed e vez degemeret 3 500 a vugale a-stroll, ha 18 000 gant skoazellerezed-mamm. Rak-se

e komprener pegen pouezus eo chom hep leuskel ar gennad-se a-gostez, daoust ma’z eo diaesoc’h,

ennañ, kinnig un endro divyezhek d’ar muiañ-niver.

Gant an niveradeg graet gant Divskouarn ez eus bet kavet, hiziv an deiz, 9 skoazellerez-vamm ha 10

erlec’h skoazellerezh-mamm a ra gant ar brezhoneg, pe e vefe ober abadennoù evit reiñ ar yezh da

glevet, pe e vefe implijout ar yezh bemdez. War ar gartenn amañ dindan e weler n’int ket ingalet unvan

er vro. Ret e vo ober diouzh ma vint diorroet e Penn-ar-Bed a-bezh.

10 AKDA – Aozadur kemparek dastumer aotreet gant ar Stad : framm meret par-ouzh-par, hag a zastum

skodennoù an embregerezhioù a zo war e dachenn evit arc’hantañ stummadur micherel dibaouez an implijidi en

embregerezhioù a wir prevez.

11 Da skouer : http://www.dao-bzh.org ; http://edubreizh.com/

Page 15: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

15

Talvoudekaet e vez an holl draoù-se gant Karta Divskouarn a sell ouzh ar skoazellerezed-mamm hag

ouzh an Erlec’hioù skoazellerezh-mamm. Klask a ray ar C’huzul-departamant sikour an oberoù-se ha

kas anezho war-raok. Gallout a ra ivez ar c’humunioù hag an etrekumunelezhioù skoazellañ anezho.

Fellout a ra d’an Departamant anavezout gwelloc’h ar pezh a vez graet hag ar pezh a vez gortozet gant

ar skoazellerezed-mamm a-fet an divyezhegezh. Evit se e c’haller ober tri zra :

- Kinnig ur c’houlz evit displegañ petra eo an divyezhegezh abred d’an holl skoazellerezed-

mamm da-geñver ar stummadurioù ret. Gwall garget e vez an devezhioù-se dija, setu ne vo

kinniget ar c’houlz-se nemet d’ar re a gar, e fin ar stummadur. Resisaet e vo penaos e vo lakaet

an dra-se da dalvezout en emglev etre an Departamant hag ar gevredigezh Divskouarn.

- Kinnig ivez ur c’houlz evel-se da implijidi GMB, da lavaret eo ar babigourezed (43 en deiz hiziv)

a labour gant ar skoazellerezed-mamm war an dachenn.

- Erfin, war grenn dermen, e vo studiet hag-eñ e c’haller derc’hel kont eus ar varregezh war ar

yezh (pe eus ar c’hoant da vezañ stummet ouzh ar yezh) pa vo nevezet aotreoù ar

skoazellerezed-mamm.

Page 16: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

16

Ar stignad kizidikaat Ar stignad kizidikaat Ar stignad kizidikaat Ar stignad kizidikaat

Gant an enklaskoù a oa bet graet e 2014 evit priziañ ar politikerezh publik, e oa bet diskouezet pegen

dedennet e veze an dud gant an abadennoù kinniget e frammoù Penn-ar-Bed. Aozet e vez an

abadennoù-se e-barzh ur stignad kenurzhiet gant Divskouarn ha kenarc’hantet hanter-hanter gant an

Departamant hag ar frammoù a labour warno. Ha pa vefent plijet d’ar familhoù ha d’an dud a vicher,

n’eus ket a-walc’h gant an abadennoù-se. Diskouez a rae ar priziadur, e-mesk traoù all, e oa nebeut a

frammoù oc’h ober ganto12 hag e oa diaes dezho bezañ emren el labour-se, daoust ma’z eo an dra-se

unan eus palioù ar stignad. En un evezhiadenn all e oa bet graet anv eus tud ar vugale ha ne reont ket

kalz a fed d’an divyezhegezh, hag eus an nebeud a liammoù a vez etre an abadennoù-se hag ar skoliata

en hentadoù divyezhek a c’hallfe bezañ war o lerc’h.

Gant ar c’hinnigoù graet e brastres yezh an departamant e klasker diskoulmañ ar c’hudennoù-se.

Ober diouzh ma c’hallo ar frammoù bezañ emrenoc’h goude bezañ bet sikouret gant arc’hant ar C’huzul-departamant

Da gentañ-holl, pouezomp war ar fed e klask ar palioù hag an oberoù a zo bet kaoz anezho uheloc’h

(II. A ha B) aesaat an emrenerezh-se, ken evit al lec’hioù degemer a-stroll, ken evit an erlec’hioù kerent

skoazellerezed-mamm. Da c’houde, dav eo adreizhañ ar stignad a zo bet lakaet war-sav adalek 2010 el

lec’hioù degemer a-stroll. Mennout a reer ober en doare ma talvezo skoazell an Departamant da sikour

lakaat muioc’h a vrezhoneg e-touez ar vugale. Evit al lec’hioù degemer a-stroll e kinniger eta ma vo

kemmet ar stignad abalamour da lakaat ur sikour war-sav hervez ar reolennoù-mañ :

- Skoazell arc’hant 50% e-pad ar 4 bloaz kentañ ;

- Skoazell war zigreskiñ adalek ar 5vet bloaz (30%, da skouer. Resisaet e vo ar feur pa vo lakaet ar

stignad nevez war-sav) ;

- E Penn-ar-Bed e vo skoazellet 30 framm degemer a-stroll d’ar muiañ gant an Departamant. Ma

vez resevet goulennoù nevez e vo lakaet ar frammoù koshañ e-maez ar stignad e fin ar 6vet

bloaz ;

- Roll ar gevredigezh Divskouarn, ouzhpenn kenurzhiañ ar stignad a-fet ar merañ hag an

arc’hantañ, eo kinnig ur sikour a-dost d’ar frammoù, dezho da zont da vezañ emren. Gant ar

binvioù pedagogel diorroet abaoe meur a vloaz zo, hag ar gevredigezh-se lakaet nevez zo da

bourchaser stummadurioù dibaouez, e tlefed gallout tizhout ar pal-se.

Disheñvel eo ar reizhiad kinniget evit an EKSM, abalamour da natur al lec’hioù-se na glaskont ket ober

ar memes traoù. Chom a rafe ar stignad evel m’emañ, rak mennout a reer kinnig un obererezh e

brezhoneg d’ar skoazellerezed-mamm a gar. Diskouezet ez eus bet uheloc’h doareoù all da gas

stummadur an dud a vicher war-raok.

E-skeud-se e tegaser da soñj e c’hall ar frammoù goulenn skoaziadennoù ouzhpenn digant ar

c’humunioù hag an DPKE a zo an dra-se en o c’hefridioù.

An divyezhegezh brezhonegAn divyezhegezh brezhonegAn divyezhegezh brezhonegAn divyezhegezh brezhoneg----galleg egalleg egalleg egalleg e----barzh ar familhoùbarzh ar familhoùbarzh ar familhoùbarzh ar familhoù

Evel ar c’houlzad kizidikaat a oa bet renet gant Departamant Penn-ar-Bed eus 2009 da 2012, brastres

an departamant evit ar bloazioù da zont a glask lakaat binvioù kelaouiñ war-sav evit tud Penn-ar-Bed,

dreist-holl evit ar familhoù gant bugale.

12 En deiz hiziv, 25 framm stroll diwar ar 118 a zo en departamant, ha 10 erlec’h kerent skoazellerezed-

mamm diwar 36.

Page 17: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

17

Ar c’hinnig pennañ eo lakaat ul lec’h evit an divyezhegezh abred e-barzh ar c’harnedoù-yec’hed. Savet

e vez an teulioù-se hervez reolennoù servijoù ar Stad, met leuskel a reer enno peder fajenn d’ar

c’huzulioù-departamant. Peurliesañ e vezont gouestlet da oberoù dizarbenn, hag aozet e vezont e

doareoù disheñvel hervez an Departamantoù. Kuzulioù-departamant ar Gers hag ar Roen-Izel, da

skouer, a ginnig evel-se pajennoù gouestlet d’an divyezhegezh abred galleg-yezh rannvroel. Setu ma

kinnig Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ober gant an teulioù-se, ha diwar-se reiñ an divyezhegezh

abred da welet d’an holl e Penn-ar-Bed.

Brudet e vo an dra-se gant doareoù kelaouiñ all : liketennoù, pennadoù er c’hazetennoù, pennadoù e

lec’hienn internet ar strollegezh…

En tu-hont da se, an Departamant a ginnig en em soñjal asambles gant e gevelerien evit embann ur

c’harned-yec’hed divyezhek en amzer da zont. Ret e vo kenlabourat gant servijoù ar Stad evit seveniñ

al labour-se.

Erfin, graet e vo traoù all asambles gant hor c’hevelerien :

- Kenlabourat evit sevel ha skignañ rimadelloù brezhonek (oberourien : KD 29 ; Divskouarn ;

arzourien…)

- Kenlabourat gant ar C’hornioù kerent-bugale (KGT ; Divskouarn ; KD 29)

- Diorren an diwallerezh babiged e brezhoneg (UBBBDM ; Emglevioù-bro ; kevredigezhioù tud

ar skolidi)

- Brudañ an deskadurezh divyezhek e-touez ar familhoù a zarempred lec’hioù ma roer

brezhoneg da glevet (OPAB ; kevredigezhioù tud ar skolidi ; Divskouarn ; KD 29)

E-kichen ar « binvioù » a c’hall bezañ pourchaset gant ar galloudoù publik hag ar c’hevredigezhioù, ne

ankouaa ket an Departamant roll pouezus-tre ar familhoù a vrezhonegerien a zesk ar yezh d’o bugale.

Hiziv an deiz, gant an diouer a stadegoù, ne c’haller ket gouzout penaos e vez kont war an dachenn-se

e gwirionez. Koulskoude e c’haller ober studiadennoù gwech ha gwech all, ha ret e vo neuze brudañ

anezho e-touez ar braz eus an dud. Ar politikerezh da harpañ ar brezhoneg renet gant Kuzul-

departamant Penn-ar-Bed a glask gwellaat endro yezhel ar familhoù a fell dezho reiñ un deskadurezh

divyezhek d’o bugale.

SintezSintezSintezSintezenn ha palioùenn ha palioùenn ha palioùenn ha palioù

Mont a ra gennad ar vugaligoù d’ober ul lodenn bouezus eus ar politikerezh da harpañ ar brezhoneg.

Ur mare strategel eo deroù ar bugaleaj evit ar familhoù, rak d’ar c’houlz-se e reont choazoù a denn

d’an dibaboù deskadurezh ha d’ar yezhoù a vo komzet gant o bugale. Meur a oberour a labour evit ar

vugaligoù, dreist-holl dre gefridi an Departamant war an dachenn-se.

E Penn-ar-Bed, ar c’heveler pennañ eo ar gevredigezh Divskouarn. Gouestlañ a ra an Departamant

harpañ anezhi, ha honnezh a ouestl kenderc’hel gant he labour diorren. Ret-holl eo kenurzhiañ an

oberoù diouzh ar gwellañ evit lakaat ar c’hinnigoù a zo bet displeget uheloc’h da dalvezout. Gant-se e

vo kempouezet ivez ar pezh a vo kinniget war an dachenn. Sinet ez eus bet un emglev war meur a vloaz

etre ar gevredigezh-se hag an Departamant, ha gantañ e c’haller reiñ ur stumm d’ar c’hevelerezh-se

ha klask tizhout asambles ar palioù a zo bet lakaet. Harpañ a ra Rannvro Breizh ar gennad-se ivez, hag

e-se e tiskouez pegen pouezus eo hennezh a-fet ar strategiezh. Erfin, gant arsellva Ofis Publik ar

Brezhoneg, e c’haller evezhiañ penaos e emdro an traoù war hir dermen.

En daolenn amañ dindan e tiskouezer gant sifroù ar palioù a venner tizhout a-benn 2020 gant ar

politikerezh da harpañ ar brezhoneg e gennad ar vugaligoù.

Page 18: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

18

Ar strollad labour a oa bet aozet pa oa bet savet ar brastres a ginnig kenderc’hel gant e labour, hag

en em vodañ ur wech pe ziv ar bloaz evit evezhiañ an oberoù kinniget hag ober kinnigoù all, ma vez

ezhomm.

Page 19: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

19

Lec’hioù degemer a-stroll Sifroù 2015

Palioù 2020

Niver a frammoù ma kaver brezhoneg

Mererezh etrekumunel 3

Mererezh kumunel 9

Kevredigezhioù 11

Gennad prevez 2

En holl 25 37

% eus ar frammoù 23% 35%

Seurtoù emellerien evit ar brezhoneg

Emellerien diavaez 16 24

Gopridi eus ar framm hag emellerien diavaez 3 4

Gopridi eus ar framm 6 9

En holl 25 37

Sinerien eus Karta Divskouarn

Live 1 14 25

Live 2 1 10

En holl 15 35

Plas ar brezhoneg e mont en-dro ar framm

Niver a frammoù gant abadennoù kizidikaat 22 30

Niver a frammoù gant gwazourien divyezhek 3 6

Niver a frammoù hag a labour dre soubidigezh 0 1

En holl 25 37

Niver a bostoù-labour (KILA) 18,5 27

Bugale er frammoù-se En holl 1 400 2 100

Dregantad an niver a vugale (dindan 3 bloaz) 5% 8%

Erlec’hioù Skoazellerezed-mamm

Niver a frammoù ma kaver brezhoneg

Mererezh etrekumunel 4

Mererezh kumunel 3

Kevredigezhioù 7

Gennad prevez 0

En holl 14 21

% eus ar frammoù

Seurtoù emellerien evit ar brezhoneg

Emellerien diavaez 12 18

Gopridi eus ar framm hag emellerien diavaez 1 1

Gopridi eus ar framm 1 2

En holl 14 21

Plas ar brezhoneg e mont en-dro ar framm

Niver a frammoù gant abadennoù kizidikaat 13 18

Niver a frammoù gant gwazourien divyezhek 1 2

Niver a frammoù hag a labour dre soubidigezh 0 1

En holl 14 21

Niver a bostoù-labour (KILA) 3 4.5

Bugale er frammoù-se En holl 450 675

Dregantad an niver a vugale (dindan 3 bloaz) 2% 3%

BUGALE EN HOLL FRAMMOÙ-SE

En holl 1 850 2 775

Dregantad an niver a vugale (dindan 3 bloaz)

7% 11%

Page 20: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

20

III. Al liammoù etre ar remziadoù

Abaoe ma’z eus paouezet, koulz lavaret, da zeskiñ brezhoneg d’ar vugale e-barzh ar familhoù,

abalamour ma veze disprizet er gevredigezh, ez eus un « torr » a-fet ar yezh etre ar remziadoù e-barzh

kevredigezh Breizh. Anv zo aze eus pinvidigezh sokial, eus liammoù sevenadurel hag eus karantez etre

tud hag a zo o vevañ war ar memes tachenn. Kavout a reer an traoù-se en hor c’hevredigezh dre vras,

met skoempoc’h e vezont e Breizh evit ar pezh a sell ouzh ar yezh. Daoust ma soñjer a-wechoù ez eo

ur sujed luziet, gouest eo an oberoù a c’haller kinnig da stankaat an deskiñ hag an implij eus ar

brezhoneg.

Karget eo Departamant Penn-ar-Bed eus ar genskoazell, hag emañ mad e annezidi e-mesk e gefridioù.

Rak-se e seven oberoù evit startaat al liamm etre ar remziadoù abaoe meur a vloaz zo. Evel-se e oa

kont, da skouer, gant ar stignad « Klaskerien ha treizherien soñjoù » a oa bet diorroet etre 2005 ha

2012, hag a oa bet diskouezet ar perzhioù mat anezhañ gant ar priziadur eus 201413.

E-barzh ar brastres-mañ ez eus fellet d’an Departamant respont d’ar goulennoù-mañ : penaos kas an

darempredoù etre ar remziadoù war-raok ? Piv lakaat da labourat ? Penaos kregiñ gant oberoù

nevez ?... E-barzh teir lodenn emañ ar c’hinnigoù : an hini gentañ a sell ouzh ar sikour d’an dud kozh,

an eil a sell ouzh diorroadur an darempredoù etre ar remziadoù, an trede, erfin, a glask kemer ar pezh

a vez kinniget gant yaouankizoù Penn-ar-Bed e kont.

Ar sikour d’an dud kozhAr sikour d’an dud kozhAr sikour d’an dud kozhAr sikour d’an dud kozh

Sed aze ur gefridi pouezus-kaer eus an Departamantoù. Rak-se e sikour Kuzul-departamant Penn-ar-

Bed an dud kozh n’int ket emren ken, er gêr pe e-barzh diazezadurioù. Harpañ a ra ivez ar skoazellerien

hag ar c’hevredigezhioù a gas raktresoù war-raok evit lakaat an dud kozh e-barzh ar jeu. Ur c’hendiviz

a oa bet diwar-benn ar politikerezh-se, ha savet e oa bet ur programm hag a oa bet degemeret e fin

2015 dre 4e brastres an dud kozh hag ar skoazellerien (2015-2020). Reiñ a ra ur plas bras d’al liammoù

er gevredigezh, d’an oberoù etre ar remziadoù, ha dre vras da gement tra a ya a-du gant mad an dud

kozh hag ar skoazellerien. Gant-se ez eus ur plas evit ar brezhoneg ennañ.

Testenioù a-leizh a ziskouez penaos e c’hall ar brezhoneg yac’haat an dud kozh, pa vezont saouzanet

pe pa gollont o spered, da skouer. E-barzh he studiadenn14 e skriv an Doktorez Rannou-Postic « e teu

ar yezh-vamm « war-c’horre » pa goshaer, dreist-holl pa vez kleñvedoù ouzhpenn, se zo kaoz ez eo

talvoudus, er mareoù-se, gallout komz ouzh ar glañvourien en o yezh-vamm ». Er studiadenn e veneger

ur renerez diazezadur hag a bouez war an doare ma c’haller broudañ an dud gant implij ar brezhoneg :

« er strolladoù buhezañ all [Ngas : ar re e galleg] e ranker broudañ anezho, sachañ o evezh dalc’hmat,

e-skoaz er re-se ez eo ar c’hontrol : ret eo mestroniañ anezho ». Ha hi ha menegiñ skouer un den « en

em leze da vorvitellat » hag a oa deuet buhez ennañ en-dro en ur gaozeal brezhoneg gant keginer an

diazezadur. Ar pezh a zo bet gwelet e diazezadurioù zo a ziskouez a-walc’h penaos e c’hall an

darempredoù bezañ dousaet gant implij ar brezhoneg er vuhez pemdez, penaos e c’haller en em

13 Danevell da briziañ ar politikerezh da gas ar brezhoneg war-raok, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, miz Kerzu

2014, pp.129-142 14 Testeni-barregezh war ar c’heriatriezh, « L’utilisation d’une langue maternelle (le breton) comme aide à la prise

en charge non médicamenteuse des pathologies neuropsychiatriques les plus fréquentes en établissements

d’hébergement pour personnes âgées dépendantes (EHPAD) », Catherine Rannou-Postic, miz Kerzu 2006.

Page 21: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

21

gompren gwelloc’h ha dizarbenn tabutoù a c’hallfe bezañ. Hervez ar studiadenn eus 2006 e vez implijet

ar yezh-se gant un toullad tud a vicher evit aesaat ar vuhez pemdez (diskouez a rae ur sontadeg en

unan eus an diazezadurioù e oa 50% eus an implijidi zoken oc’h ober, gwech ha gwech all, gant ar

brezhoneg). Setu amañ testeni ur glañvdiourez : « merzet em eus e vez kemeret aesoc’h al louzoù pa

ran gant ar ger-se e-lec’h ‘médicament’ ». Dre ar pezh a zo bet gwelet e c’haller ivez kompren an

diaesterioù a c’hall bezañ pa ne vezer ket evit kaozeal, gant implijidi ha n’ouzont ket a vrezhoneg da

skouer. Evel ma lavar ar glañvdiourez-se : « ma vez komzet brezhoneg [gant an dud-se] ha ma ne c’hall

implijad ebet respont dezho e vezont ankeniet ha strafuilhet ; padal, ma c’haller kaozeal brezhoneg

ganto e vezont dinec’het ha sioulaet ».

Erfin, mat eo gouzout n’eo ket e brezhoneg hepken ez eo pouezus komz ouzh an dud kozh en o yezh-

vamm. Diskouez a ra Departamant an Tarn perzhioù mat an okitaneg evit ober war-dro ar re gozh evel-

henn15 :

« Pa’z implijer ar yezh rannvroel :

- E vez aesoc’h ober anaoudegezh gant an dud a soagner ha bezañ tost dezho, hag e-se e vez aesoc’h

ar prederiañ hag ar c’haozeadennoù. Gwelet e vez an okitaneg evel un dra a sell ouzh ar vuhez prevez,

ha skoulmañ a ra ul liamm etre an hini a soagn hag an hini a vez soagnet, ken e taolont ur sell disheñvel

an eil ouzh egile.

- E vez dic’harvaet ar plegennoù skoemp ha sikouret diskoulmañ kudennoù diaes evel ar barradoù reuz

pe an digenvez.

- E vez roet talvoudegezh d’an dud kozh en em gav « kelennerien » war ar yezh, ha n’eo ket ken tud da

soagnal hepmuiken. Adkavout a ra ar re gozh o roll naturel : deskiñ ar re yaouankoc’h egeto. »

Gant an oberoù kinniget e-barzh ar brastres yezh e venner derc’hel kont gwelloc’h eus ar brezhoneg

er politikerezhioù evit an dud kozh. Harpet int, kement ha ma c’haller, war ar steuñv obererezh a oa

bet lakaet gant ar 4e brastres evit an dud kozh hag ar skoazellerien. Ouzh an dud kozh e-barzh

diazezadurioù dreist-holl e sell an tri zra a zo bet gwelet. Koulskoude, da-heul Kuzuliadeg an

arc’hanterien eus ar c’holl emrenerezh, ar C’huzul-departamant en deus graet ur galv da emstrivañ

d’ar c’hevredigezhioù ha d’ar servijoù skoazell er gêr evit kas oberoù stroll war-raok abalamour da

zizarbenn ar c’holl emrenerezh. Mennadoù hag a c’haller degemer eo implijout ar brezhoneg gant an

dud kozh pe krouiñ ur raktres etre remziadoù evit an dud kozh a zo er gêr c’hoazh.

1. Kinnig abadennoù buhezañ e brezhoneg

Evel ma oa bet skrivet uheloc’h ez eus abadennoù brezhonek dija e Penn-ar-Bed, amañ hag ahont. Ret

eo d’an Departamant talvoudekaat ar pezh a vez graet dija diouzh un tu, ha sikour ar raktresoù a ya

gant an hent-se diouzh an tu all. O vezañ ma’z eo arc’hantet penn-da-benn ar buhezañ en

diazezadurioù evit an dud kozh gant an Departamant, e c’hall hennezh tizhout ar palioù-se. Renerezh

an Dud Oadet hag an Dud Nammet (RTOTN) ha Renerezh ar Sevenadur, ar Sport hag ar Yaouankizoù

(RSSY) a roio talvoudegezh d’an oberoù e brezhoneg hag a glasko diorren anezho.

Harpet eo ar c’hinnigoù-se war ar fichenn 2.8 eus brastres an dud kozh, a glask « Startaat plas ar

buhezañ en AHDOD ha roll al labourerien a-youl vat ». Evit souten ar buhezañ en AHDOD e oa bet

graet meur a dra gant an Departamant, da skouer emezelañ el leurenn « Sevenadur a-hed ar vuhez »

e fin 2015. Kaset e vez al leurenn-se en-dro gant Strollad ar Vuhezourien er c’heriatriezh. Rak-se e c’hall

ar vuhezourien er c’heriatriezh ober o mad eus danvez sevenadurel evit prientiñ abadennoù diouzh ar

15 Brastres-departamant evit diorren an okitaneg, 2012-2018, degemeret d’an 21 a viz Mezheven gant Kuzul-

departamant an Tarn.

Page 22: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

22

pezh a vez an dud kozh o c’hortoz. Ret e vo anavezout gwelloc’h ar benveg nevez-se ha gwelet petra a

c’hall bezañ kinniget a-fet an implij eus ur yezh-vamm disheñvel diouzh yezh ar muiañ-niver (yezhoù

rannvroel, yezhoù an dud a orin eus an estrenvro...). Evit an implijidi a labour e ti an dud e c’hallor

arc’hantañ raktresoù, dezho d’ober anaoudegezh gant ar brezhoneg pe da vezañ stummet ouzh ar

yezh, e-barzh an emglev-departamant gant Kef Broadel ar Genskoazell evit an Emrenerezh.

2. En em harpañ war labour an dud a-youl vat

Lavaret e vez gant an holl dud a vicher a labour er gennad pegen pouezus eo roll an dud a-youl vat e

buhez an diazezadurioù. Hag e Penn-ar-Bed, un darn vras eus an dud-se zo brezhonegerien. Sed aze

tud barrek da aesaat an darempredoù ha da sikour an implijidi war dachenn ar yezh.

Er brastres-mañ e venner ober muioc’h ganto. En em harpañ a reor war ar gevredigezh Blaz Produktion,

e-mesk re all, rak skiant zo bet prenet ganti war an dachenn-se. Er bloazioù diwezhañ e oa bet lakaet

un doare-deskiñ war-sav gant ar gevredigezh-se. Gantañ e c’hall an implijidi deskiñ buan a-walc’h

gerioù eus ar vuhez pemdez asambles gant tud kozh. Harpet eo an doare-deskiñ-se war al labourerien

a-youl vat e-barzh an diazezadurioù, a oar brezhoneg ha troioù-lavar ar vro.

Gallout a rafe ar raktres bezañ sikouret gant an Departamant, e-barzh e bolitikerezh evit an dud kozh.

Ret e vo resisaat penaos e vo lakaet an dra-se da dalvezout e-barzh un emglev kevelerezh etre ar

gevredigezh ha Departamant Penn-ar-Bed.

3. Ober diouzh ma c’hallo ar brezhoneg bezañ implijet er vuhez pemdez

Gant an traoù a vez graet bemdez e vez frammet an devezhioù hag an darempredoù etre an dud kozh

hag ar skoazellerien. Pouezus eo, evit an Departamant, krouiñ un endro mat evit implij ar brezhoneg

en oberoù-se. E-keñver ar pezh a weler en deiz hiziv e komprener pegen mallus eo gwellaat an traoù.

Rak nebeutoc’h-nebeut a dud o deus desket brezhoneg war barlenn o mamm : gallout a rafe buhez ar

re-se bezañ gwellaet bemdez. Graet e vo daou dra war un dro :

a) Stummañ an implijidi

Evit a sell ouzh ar frammoù publik, kinniget e vez gant KBMPT16 ur stummadur ouzh ar brezhoneg, gant

200 eurvezh ar bloaz. Sellet a ray an departamant a-dost ouzh bilañs ar stummadurioù-se, dreist-holl

evit ar re a zo o labourat gant tud kozh17. Evezhiet e vo an traoù asambles gant KBMPT hag Ofis Publik

ar Brezhoneg.

Evit reiñ muioc’h a nerzh d’an ober-se ha tizhout muioc’h a dud (an holl frammoù, ha neket ar re a zo

e dalc’h ar strollegezhioù tiriadel hepken), e vo lakaet stummadurioù berr (eus 3 da 5 deiz) war-sav

evit an implijidi. Gallout a rafe ar stummadurioù-se bezañ graet gant ar gevredigezh Blaz Produktion.

Harpet e vint, pa vo gallet, war labourerien a-youl vat hag a oar brezhoneg. Evel ma oa bet skrivet

uheloc’h, e c’hallfent bezañ arc’hantet gant an Departamant ha KBKE. Evit an difraeoù da lakaat anezho

da dalvezout (kelaouiñ ar frammoù, en em enskrivañ...), resisaet e vint pa vo lañset ar raktres, ar pezh

emaomp e soñj d’ober adalek 2017.

Harpet e vo ar stummadurioù-se war binvioù hag a zo anezho dija, ha dreist-holl, evit Bro-Leon, war al

levrig a oa bet embannet e 2009 gant Ti ar Vro Bro-Leon, asambles gant ar C’huzul-departamant hag

e-leizh a oberourien eus ar vro, anvet Brezhoneg evit ar re gozh. Kinnig ar ra sketchoù pe kendivizoù

diwar-benn buhez pemdez an dud kozh a skoazeller, hag ur c’heriaoueg. Gwerzhet e vez asambles gant

daou CD da selaou. Brudet-kaer eo al levrig-se e servijoù geriatriezh ar vro, ha goude m’eo

16 Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel 17 E 2015-2016 e oa bet degemeret 4 den hag a zo o labourat gant tud kozh (ur vuhezourez er c’heriatriezh, un

douger predoù evit ur g-KOSG, ur glañvdiourez, hag un adklañvdiourez).

Page 23: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

23

peurwerzhet, e c’houlenner ingal digant Ti ar Vro Bro-Leon pourchas anezhañ. Gallout a rafe bezañ

adembannet. Mat eo gouzout, erfin, n’eus ket a-walc’h gant ur c’heriaoueg seurt-se. Mont eus al lenn

d’ar gomz a c’hall bezañ diaes, setu ne c’haller ket tremen hep stummadurioù.

b) Reiñ talvoudegezh da implij ar brezhoneg er frammoù

Ne vez ket meizet mat bepred roll ar brezhoneg er vuhez pemdez gant renerezhioù an diazezadurioù

pe gant ar servijoù da sikour an dud. Ret eo lakaat anezho da gompren e-barzh an dra-se. Gallout a ray

bezañ graet gant ar gevredigezh Blaz Produktion a vefe, asambles gant RTOTA, evit sachañ evezh an

dud-se war ar sujed-se.

Ar C’huzul-departamant en deus ivez ur roll da c’hoari en obererezh-se, dre e oberoù kelaouiñ. Pa vo

degemeret ar brastres yezh-mañ e vo emsav kaozeal eus an diaesterioù a gaver hag eus an oberoù a

ginniger war an dachenn-se. Unan eus kefridioù meur ar C’huzul-departamant eo ar sikour d’an dud

kozh, setu ez eo pouezus diskouez an doareoù anezhañ d’an dud a vicher, hag ivez d’an dud dre vras.

Diorren al liammoù etre ar remziadoù evit ma vo desket gwelloc’h ar yezh gant an eil Diorren al liammoù etre ar remziadoù evit ma vo desket gwelloc’h ar yezh gant an eil Diorren al liammoù etre ar remziadoù evit ma vo desket gwelloc’h ar yezh gant an eil Diorren al liammoù etre ar remziadoù evit ma vo desket gwelloc’h ar yezh gant an eil

d’egiled’egiled’egiled’egile

Nebeutoc’h e oa bet desket brezhoneg d’ar vugale e-barzh ar familhoù adalek ar bloavezhioù 1950. Ur

soñj mat eo eta broudañ ar remziadoù da gaozeal asambles. Santet e vez pegen talvoudus eo gant an

eil re hag ar re all, ar gomzerien arroutet evel an deskidi. Vad a ra an emgavioù-se d’ar re gozh, evel

m’en lenner c’hoazh e studiadenn an Dz Rannou18, gant testeni ur renerez diazezadur : « roet e vez

talvoudegezh d’an annezidi gant an abadennoù e brezhoneg. Ganto e c’haller diskouez e reer fed dezho,

d’ar pezh a ouzont ha d’o roll evit deskiñ ar yezh er gevredigezh. Evit an deskidi, ober a reont o mad

eus ur bern traoù war dachenn ar yezh, evel ma oa bet skrivet er priziadur eus miz Kerzu 201419 :

« komz aesoc’h, deskiñ gerioù all, gwelet ar bed en un doare disheñvel… ».

An eil re a zesk gwelloc’h ar yezh, hag ar re all en em gav gwelloc’h a-fet ar spered. Met arabat ankouaat

e c’hall an emgavioù-se, eeun-hag-eeun, skoulmañ liammoù etre ar remziadoù er gevredigezh. Un den

aterset gant an Dz Rannou a ra anv ervat eus an dra-se : « [...] e-pad an emgavioù, ne ziskouez ket ar

re gozh skeudenn un amzer dremenet sonnet. Er c’hontrol, diskouez a reont emaint en amzer vremañ

hag en amzer da zont. En em gavout a reont e red an amzer adarre, ha dreset eo an torr etre ar

remziadoù ». En tu-hont d’ar yezh, hag abalamour dezhi, e c’hall an emgavioù-se bezañ frapadoù eus

ar c’hentañ. Gwelet a reer an dra-se er film fromus gant Soazig Daniellou, Prad don20.

Dudiet-kaer e oa bet ar re o doa kemeret perzh er c’houlzad Klaskerien ha treizherien soñjoù, renet

gant an Departamant eus 2005 da 2012. En danevell-briziañ eus 2014 e raed ivez anv eus ar skeudenn

vat a roe eus an departamant hag eus an efedoù war-vat evitañ. Pouezañ a rae ar Poellgor-priziañ war

roll an departamant, pa dremen ar yezh a remziad da remziad, ha pa skoulm hennezh liammoù etre ar

remziadoù21 er gevredigezh. Diaes e oa evit an Departamant bezañ oberour ar stignad war-eeun, hag

18 C. Rannou-Postic, Op.cit. 19 Danevell da briziañ ar politikerezh da gas ar brezhoneg war-raok, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, miz Kerzu

2014, p. 131 20 Prad don - Le pré d’Anicet, Soazig Daniellou, Kalanna Production, 2008, 98 mn. Film savet da-geñver ar

c’houlzad « Klaskerien ha treizherien soñjoù e Penn-ar-Bed ». 21 Danevell-briziañ ar politikerezh da gas ar brezhoneg war-raok, Op.cit. p.142

Page 24: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

24

un harz d’ar raktres e oa bet an dra-se. Goude gwelet kement-se e alier er priziadur lakaat ur c’houlzad

all Klaskerien ha treizherien soñjoù war-sav, gant ur stumm nevez hag adwelet.

Fellout a ra da Guzul-departamant Penn-ar-Bed adluskañ an traoù evit mont war an tu-se. Gwelet ez

eus bet tri doare-ober, ha ganto e vo gallet tizhout tud a bep seurt.

1. An oadourien deskidi hag ar « vazhvalaned »

Diazezet eo ar c’hinnig-mañ war al labour a oa bet sevenet gant Sevenadurioù Breizh (SB) e 2014-2015.

Gwelet he doa ar gevredigezh-se e oa pouezus evit an dud a zesk brezhoneg kejañ gant brezhonegerien

a-vihanik. Setu m’he deus savet un benveg anvet « bazhvalan », evit aesaat an dra-se. Kavet he deus

tud gouest da vezañ hanterourien etre an deskidi hag ar vrezhonegerien a-vihanik. En he « diaz

roadennoù » ez eus kartennoù eus ar broioù a-fet ar sevenadur, ha gantañ e c’haller ober anaoudegezh

gant an dud-se, o deus lavaret e oa mat dezho degemer deskidi22. An hanterourien-se a anavez mat o

bro hag ar vrezhonegerien a-vihanik o deus c’hoant da gaozeal gant tud hag a zo o teskiñ. Gant ar skiant

a zo bet prenet dre an emgavioù etre ar remziadoù e weler mat ar roll a vez c’hoariet gant an

hanterourien-se : skoulmañ a reont liammoù, ha sikour an dud d’en em gompren…

Sed aze ur benveg a gaver e Penn-ar-Bed a-bezh, hag a zo da vezañ implijet. Aze e klaskfed tizhout an

dud deuet a zo :

- En ur stummadur 6 miz stank-ha-stank (fellout a ra d’ul lodenn vras eus an dud-se mont da

gelenner)

- Gant kentelioù-noz, ha dreist-holl ar re o deus choazet doareoù-deskiñ « d’ar bevar-lamm »

- En ur stummadur micherel evel ar re a vez kinniget gant KBMPT (200e / bloaz)

Gallout a rafe SB sturiañ an traoù-se : renkañ obererezh ar frammoù stummañ, skoulmañ liammoù,

kenurzhiañ an oberoù gant an Emglevioù-bro... Mat e vefe da Zepartamant Penn-ar-Bed ober un

abadenn (ur sizhun pe pemzektez) evit kevrediñ an dud a-fet an emgavioù-se. Sikouret e vefe an traoù

gant kelaouiñ an dud, ha gant reiñ arc’hant ivez diouzh an dro, hervez divizoù a chom da lakaat. Bez’ e

vo ur budjed evit se bep bloaz. Lakaet e vo an traoù da dalvezout tamm-ha-tamm, gant labour un

nebeud tud da gentañ evit amprouiñ ar stignad, a-raok digeriñ anezhañ muioc’h. Evit renkañ an

emgavioù e 2017 e vo ret ober an difraeoù adalek tri miz diwezhañ 2016.

2. Bugale ar skolioù divyezhek hag ar « Sizhunvezh c’hlas »

Ar Sizhunvezh c’hlas zo un abadenn vroadel a sell ouzh ar retredidi hag ouzh an dud kozh. Termenet

eo evel-henn gant ar poellgor broadel karget da lakaat anezhi war-sav : « Ar 7 devezh-se, bep bloaz, a

ya d’ober ur c’houlzad a-feson evit kelaouiñ an dud hag ober dezho kompren ar perzh a vez kemeret

gant ar retredidi er vuhez ekonomikel, sokial ha sevenadurel, an diaesterioù en em gav gant an dud

kozh, an traoù a vez sevenet gant ar c’hevredigezhioù hag o raktresoù. Un digarez eo ar c’houlzad-se,

evit an oberourien a labour ingal gant tud kozh, da aozañ a-hed ar sizhun abadennoù hag a c’hall

skoulmañ liammoù etre ar remziadoù en ur bediñ an dud dre vras da gompren e-barzh plas ha roll ar

« re gozh » en hor c’hevredigezh ».

Gant an Departamant e vez renablet ha talvoudekaet an holl draoù a reer e Penn-ar-Bed. C’hoantaat

a reer en em harpañ war ar c’houlzad-se evit ma kejo ar remziadoù an eil gant egile, e brezhoneg. Dav

e vo d’an Departamant, dre RTOTN, brudañ ar pezh a sell ouzh ar yezh er c’houlzad-se ha lakaat

mennadoù nevez da zont war wel. Klokaet e vo an tem broadel a vez bep bloaz gant ar c’hinnig-se.

22 BCD_bazhvalan. En deiz hiziv e vez graet al labour-se e kornôg Breizh. Diwezhatoc’h e vo graet ivez evit ar

gallaoueg, e reter ar rannvro.

Page 25: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

25

Gant kement-se e klasker tizhout bugale ar skolioù kentañ-derez dreist-holl. E miz Here e vez ar

sizhunvezh-se bep bloaz, setu e vo ret gwelet al labour a zo d’ober gant ar skipailhoù pedagogel a-raok

vakañsoù an hañv. Gallout a rafe ar raktres bezañ lañset adalek 2017.

3. Ar skolajidi, krouerien er c’hleweled

Evit ar skolajidi e vo an trede tra a vo graet er c’houlzad Klaskerien ha treizherien soñjoù pa vo nevezet.

Anv a oa bet uheloc’h er brastres-mañ eus an torr a weler en deskadurezh divyezhek etre ar Cm2 hag

ar 6vet klas. Ma kinniger un dra talvoudus ha plijus d’ober d’ar skolajidi e vo nevezet skeudenn ar yezh

ha broudet ar re yaouank da genderc’hel da zeskiñ anezhi.

Savet e vo ar stignad asambles gant ar skolajoù (publik, prevez, Diwan) pe ar frammoù eus ar vro ma

tegemerer ar re yaouank, hag a zo dedennet gant ar raktres (Lec’hioù Titouriñ ar Yaouankizoù, Tiez-

karter...). Ennañ e labouro tud a vicher ar c’hleweled (skingomz, video, internet...), hag ivez an

Emglevioù-bro a c’hallo sikour skoulmañ liammoù.

Klasket e vo ober kejadennoù etre ar remziadoù e brezhoneg, etre strolladoù komzerien yaouank

(krennarded) ha tud kozh gouest da gaozeal eus sujedoù a c’hallfe dedennañ ar strolladoù : ur vicher

bennak, ar vuhez pemdez er mare-mañ-mare, darvoudoù istorel, istor ur vuhez ha kement zo.

Evit se e vo ezhomm eus ul labour frammañ a vo sevenet e-kerzh ar bloaz 2017, a-raok reiñ lañs d’an

traoù e miz Gwengolo 2018.

Anavezout gwelloc’h ha talvoudekaat ar pezh a vez graet gant ar re yaouank Anavezout gwelloc’h ha talvoudekaat ar pezh a vez graet gant ar re yaouank Anavezout gwelloc’h ha talvoudekaat ar pezh a vez graet gant ar re yaouank Anavezout gwelloc’h ha talvoudekaat ar pezh a vez graet gant ar re yaouank

Er pennad-mañ diwar-benn al liammoù etre ar remziadoù, e oa bet anv da gentañ-holl eus ar sikour

roet d’ar re gozh gant ar C’huzul-departamant. Echuiñ a ra gant ar sikour a c’hall an Departamant kinnig

da re yaouank ar vro. E politikerezh « Yaouankiz » Penn-ar-Bed e kaver asambles obererezh an

Departamant ha hini ar strollegezhioù tiriadel, ar Rannvro, ar Stad hag Europa. Klask a ra, e-mesk traoù

all, reiñ talvoudegezh da emouestl ha da geodedourelezh ar re yaouank.

Kenderc’hel a ray an Departamant da brederiañ war ar re yaouank e-barzh ar brastres evit ar

brezhoneg. Da skouer, an enklask a oa bet graet e 2013 gant ar g-KRTY23 a c’hallfe bezañ implijet

muioc’h. Dav e vo ivez divizout, gant ar gevelerien, penaos e vo kendalc’het gant an enklask-se (petra

a glasker gouzout, peseurt standilhon, peseurt bloaz ?...).

A-hend all, an Departamant a dalvoudeka e meur a feson ar raktresoù renet gant ar re yaouank. Evel-

se e vo talvoudekaet ar raktresoù renet e brezhoneg pe a ro ur plas d’ar yezh. Evit se e vo graet ul

labour kelaouiñ, evit ar re yaouank, asambles gant ar genurzhierien « yaouankiz » eus tiriadoù Penn-

ar-Bed.

Erfin, dre ar Font-departamant Skoazelloù da Intrudu ar Yaouankiz (FDSIY), e c’haller reiñ

skoaziadennoù da raktresoù zo. Gant-se e c’haller sikour ar pezh a vez graet gant ar re yaouank etre

16 hag 28 vloaz war dachenn ar sport, ar sevenadur, ar geodedourelezh, ar skiantoù, an ekonomiezh

hag a-fet an endro hag ar genskoazell, pe e vefe raktresoù renet gant un den hepken pe raktresoù

renet a-stroll.

23 Kreizenn-rannvro Titourerezh ar Yaouankizoù. En enklask e weler ez eus 73% eus an dud etre 15 ha 29 bloaz e

Penn-ar-Bed a zo un den hag a gomz brezhoneg e-touez o anaoudeien. Gant an enklask-se e venner ivez gouzout

ar feur a gomzerien, pegen barrek eo an dud war ar yezh…

Page 26: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

26

Evit reiñ talvoudegezh d’ar brezhoneg e c’hallfed lakaat ur priz ispisial « brezhoneg » war-sav, da

skouer, evit dedennañ tud o deus mennadoù nevez. Prederiet e vo war se asambles gant an dilennidi

karget eus politikerezh ar yaouankizoù en Departamant.

Page 27: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

27

2222llll lodennlodennlodennlodenn

Bevañ ar yezhBevañ ar yezhBevañ ar yezhBevañ ar yezh

Pegoulz ha pelec’h ober gant ar brezhoneg ? Penaos lodañ ar yezh ? Penaos bevañ ar yezh er broioù ?

Sichenn an eil diazez d’ar brastres-mañ eo ar fed ne vo desket ar brezhoneg gant remziadoù nevez

nemet gant ma c’hallo an dud a fell dezho ober gant ar yezh. Ar strollegezhioù tiriadel a sikour staliañ

un endro divyezhek ha lakaat anezhañ da vevañ. Dav eo ober diouzh ma c’hallo pep diazad bevañ e

Penn-ar-Bed kinnig un endro da aesaat d’an dud ober gant ar brezhoneg. Savet e vez an endro-se

asambles gant kevelerien.

Page 28: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

28

I. Broioù hag a ra evit an divyezhegezh

Sevel ar brastres yezh zo bet un digarez da vodañ, en-dro d’ar sujedoù-mañ, an holl obererien eus

Penn-ar-Bed : Penaos luskat ar vuhez sokiosevenadurel e brezhoneg ? Peseurt plas gant ar brezhoneg

el lec’hioù foran ? Peseurt perzh a vo gant an Departamant ? Gant ar c’humunioù hag ar

c’humuniezhoù-kumunioù ? Ar brezhoneg, un dra vat evit an touristerezh hag an ekonomiezh ?...

Dibabet ez eus bet kinnigoù da-geñver ar brastres-mañ abalamour da lakaat an Departamant da gemer

perzh, asambles gant an obererien all, da lavaret eo ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù tiriadel

all.

Panelloù hag endro divyezhekPanelloù hag endro divyezhekPanelloù hag endro divyezhekPanelloù hag endro divyezhek

Meur a aozadur a zeu d’emellout war dachenn ar panellerezh (Stad, Rannvro, Departamant, kumunioù,

etrekumunelezhioù, tiez an douristed, kevredigezhioù…). Diwar se e weler a bep seurt, en-dro d’ar

c’hroashentoù dreist-holl. Gant se e ranker en em soñjal diwar-benn plas an divyezhegezh. Fellout a ra

da Guzul-departamant Penn-ar-Bed ober kement a glot gant e gefridioù. E-giz-se e sikouro staliañ ur

panellerezh divyezhek asambles gant Rannvro Breizh he deus votet ur garta diwar-benn implij yezhoù

Breizh en he mont en-dro hag en he folitikerezhioù. Goulenn a ra digant an holl obererien, ar Stad en

o mesk, delc’her kont eus an divyezhegezh en tachennoù foran. Er c’hendivizad a-ziforc’h Stad-Rannvro

2015-2020 e lenner neuze « gant ar panellerezh divyezhek e c’haller kinnig d’ar geodedourien gwelet

un endro hag a roio lañs da implij ar brezhoneg, a ray d’an dud anaout ur c’heriaoueg diazez ha da

c’houzout hiroc’h war glad al lec’hanvioù »24.

E-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ ez eus deuet splannoc’h e oa ezhomm da gaout panelloù divyezhek

sklaer. Rak diwar an doare m’eo emdroet ar gevredigezh e kaver muioc’h-mui a vrezhonegerien hag o

deus studiet o yezh er skol, gant se int troet muioc’h war ar yezh skrivet. Ken gwir all eo evit ar

remziadoù da zont. Ret e vo neuze adwelet ar mod ma vez graet an traoù un tregont vloaz zo evit

lakaat anezho da glotañ gant ar pezh emeur o c’hortoz hiziv an deiz.

1. Un doare nevez d’an divyezhegezh gant an Departamant

Skrivañ ar brezhoneg e lizherennoù stouet bewech war ar panelloù a vez gwelet muioc’h-mui e-giz un

droukziforc’h ha sevel a ra ar vrezhonegerien hag ar c’hevredigezhioù enep an dra-se, evel ma oa

degouezhet e-keñver ar skritur “keltiek” gwechall. Muioc’h-mui e ra ar strollegezhioù gant un doare

da ginnig hag a glot gant ar standardoù etrebroadel ma vez skrivet an div yezh par-ouzh-par peurliesañ.

Fellout a ra da Departamant Penn-ar-Bed mont gant al lusk-se ha sevel ur garta c’hrafek nevez evit an

divyezhegezh abalamour da vont war-zu un doare kevatal da ginnig ar yezhoù. E Brastres ar panellerezh

heñchañ ha touristerezh votet e miz Genver 2015, ez eus kaoz eus an divyezhegezh evel ma vez lakaet

da dalvezout betek-henn gant an Departamant war an hentoù-departamant, gant ar brezhoneg skrivet

e lizherennoù stouet. E 2015 ha 2016 eo bet nevesaet ar panelloù heñchañ ha touristerezh war un

toullad mat a hentoù pennañ. Chom a ray ar panelloù nevez-se e-pad meur a vloaz. Merket e vo hon

endro er bloavezhioù da zont gant ar pezh a vez divizet hiziv an deiz da-geñver ar brastres yezh. Fellout

a ra d’ar C’huzul-departamant avat kregiñ gant doareoù nevez. Da-heul ar brastres yezh e vo votet

Karta an divyezhegezh gant ar C’huzul-departamant. Diwar neuze e ranko an holl bolitikerezhioù

departamant doujañ dezhi ha gant se e vo kemeret e kont gant ar garta c’hrafek nevez. Evit a sell ouzh

ar panellerezh war an hentoù, lakaet e vo kement-se da dalvezout evit ar panelloù heñchañ ha

24 Kendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez 2015-2020, rann

2.3.3. Ar servijoù publik.

Page 29: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

29

touristerezh, met abalamour da veur a dra (reolennoù, koust...) e kinniger chom hep en ober evit ar

panelloù polis hag ar panelloù dibad.

2. Lakaat panelloù divyezhek en holl aveadurioù foran

Abalamour da wellaat e zoareoù d’ober e ouestl an Departamant kreñvaat plas ar brezhoneg el lec’hioù

foran ma vez lakaet arc’hant gantañ. Graet e vo koulz en aveadurioù a zo d’an Departamant hag en

aveadurioù a vez kenarc’hantet gantañ.

a. An aveadurioù a zo d’an Departamant

Gouestlañ a ra ar C’huzul-departamant, gant ar brastres-mañ, staliañ panelloù divyezhek, gant an div

yezh par-ouzh-par, e kement savadur pe aveadur a vez meret gantañ : ti ar C’huzul-departamant hag

ar burevioù melestradurel a zo e meur a lec’h, kreizennoù obererezh sokial an departamant, ar

skolajoù, ar mirdioù… Evit an treuzdougen, dav e vo resisaat war beseurt tachenn e vo graet ur wech

ma vo fiziet ar gefridi-se er Rannvro, a-benn miz Genver 2017. Ma vez meret al leurioù-kenweturañ

gant an Departamant bepred, e vo taolet pled da ober gant ar memes doareoù er memes lec’h : anv al

lec’h, arrebeuri, arsav bus…

Ret e vo lakaat an divizoù-se e pleustr kerkent ha degemeret ar brastres-mañ, dreist-holl evit a sell

ouzh ar raktresoù nevez. Gant karta an divyezhegezh ha karta c’hrafek an Departamant e vo resisaet

penaos e vo lakaet an divyezhegezh e pleustr.

b. An aveadurioù publik kenarc’hantet gant an Departamant

Lakaet e vez arc’hant evit ar broioù gant Departamant Penn-ar-Bed, dreist-holl da-geñver ar

C’hevratoù-tiriad. Gant meur a stignad e c’haller e-giz-se arc’hantañ ostilhoù evit ar sevenadur, ar

sport, ostilhoù liezimplij, kempenn ar bourc’hioù. Abalamour da embann splann engouestl Penn-ar-

Bed evit ar brezhoneg ne vo skoazellet gant an Departamant nemet an aveadurioù publik a vo staliet

enno ur panellerezh divyezhek. Labouret e vo neuze asambles gant renerezh ar servijoù a sello an afer

outo evit lakaat pep stignad da cheñch tamm-ha-tamm, ha ret e vo d’an traoù bezañ asantet gant ar

C’huzul-departamant bep taol. Ouzhpenn-se e vo broudet ar strollegezhioù d’ober muioc’h-mui gant

an divyezhegezh en o c’hehentiñ hag en o frogrammoù obererezhioù.

A-hend-all, an Departamant a sikour ar c’humunioù hag ar c’humuniezhoù-kumunioù da staliañ

panelloù divyezhek. Gwelloc’h e vefe ma vefe anavezet hag implijet muioc’h ar stignad skoazellañ ar

postadurioù gant ar gevelerien. Ar brastres-mañ zo un digarez da zegas da soñj ez eus eus ar skoazell

arc’hant-se evit reiñ lañs d’an divyezhegezh. Mat eo degas da soñj ivez e c’hall Ofis publik ar brezhoneg

sikour ar strollegezhioù evit ar pezh a vez ezhomm d’ober da neuze : labour war an anvioù-lec’hioù,

reizhañ pe eeunaat an doare-skrivañ. Goulenn a ra an Departamant digant ar strollegezhioù soñjal en

anvioù brezhonek pa vez kaoz da reiñ anvioù d’ar straedoù, d’ar c’harterioù pe d’ar c’humunioù nevez.

Dleout a rafe al lusk a zo tapet dre vras gant ar panellerezh divyezhek delc’her d’ober e dreuz, n’eus

nemet gwelet ez a war gresk niver ar c’humunioù o deus sinet ar Garta « Ya d’ar brezhoneg ».

Page 30: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

30

3. Ar brezhoneg, un dra vat evit an touristerezh

Gant ar panellerezh divyezhek e vez lakaet identelezh Penn-ar-Bed war wel ha kement-se a sikour

dedennañ touristed etrezek ennañ. Evit mont pelloc’h war an hent-se e c’hall Penn-ar-Bed

talvoudekaat ar yezh muioc’h, e-giz ma vez graet e Bro-Gembre da skouer. Meur a obererezh a c’hallfe

bezañ kaset war-raok : stummañ an dud a labour el lec’hioù touristel (l akaat anezho da zeskiñ

brezhoneg pe un tamm diazez eus ar yezh, dreist-holl ar pezh a sell ouzh an anvioù-lec’hioù er vro),

sturlevrioù troioù-bale hag a vo titouroù enno diwar-benn ar brezhoneg, aozañ troiadoù kerzhet pe

marc’h-houarn25…

Kinniget e vo mont e darempred gant Penn-ar-Bed Touristerezh ha Poellgor-departamant an

touristerezh evit lakaat kement-se e pleustr.

Roll an obererien en tiriadoù ha kenurzhiañ anezhoRoll an obererien en tiriadoù ha kenurzhiañ anezhoRoll an obererien en tiriadoù ha kenurzhiañ anezhoRoll an obererien en tiriadoù ha kenurzhiañ anezho

Ne c’haller ket kinnig un endro a-feson evit ober gant ar brezhoneg anez c’hoari e meur a zoare. Un

oberer e-touez ar re all eo Departamant Penn-ar-Bed, ha gant-se e wel un toullad doareoù da lakaat

an degouezhioù ma c’haller komz pe selaou brezhoneg en departamant da vezañ stankoc’h.

Al lañs a zo gant ar vrezhonegerien ne vez ket merzet atav gant an dud na gomzont ket brezhoneg.

Unan eus hor palioù eo lakaat skeudenn ar yezh da cheñch, d’ober d’an dud a vefe diseblant gwelet

pegen pinvidik eo. Gouest eo an holl obererien war dachenn ar brezhoneg da sikour tizhout ar pal-se,

gant koulzadoù brudañ, klipoù, kinnigoù nevez da vezañ ijinet e lec’hioù dic’hortoz a-wechoù – estreget

al lec’hioù ma vez kavet brezhonegerien dija… Ouzhpennet e vo ar c’hinnigoù-se e politikerezh

kehentiñ an Departamant.

En tu all da skeudenn ar yezh e ranker kinnig obererezhioù war an holl dachennoù, dreist-holl lec’h ma

vev tud Penn-ar-Bed war ar pemdez.

1. Sklaeraat ha kreñvaat roll an emglevioù-bro

An emglevioù-bro, pe « tiez ar vro », zo kevreadoù hag a vod kevredigezhioù war un takad hag a vez

termenet gant an izili. Labourat a reont evit reiñ lañs d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh, gant

oberoù war ar pemdez (kreizennoù titouriñ, kentelioù-noz, strolladoù komz…) pe darvoudoù

(abadennoù sevenadurel, arvestoù c’hoariva pe sonerezh, festivalioù…). Gant ar c’hevreadoù-se e

c’hall ar c’hevredigezhioù ezel kenlodenniñ labourioù zo a-fet merañ, kehentiñ ha kement zo. Digor eo

an tiez-se d’an holl, gant se int talvoudus ivez d’an dud a fell dezho gouzout hiroc’h war ar pezh a sell

ouzh sevenadur Breizh pe ober un dra bennaket war an dachenn-se.

Mont a ra an emglevioù d’ober rouedadoù brezhonegerien e pep bro (koulz ar vrezhonegerien ampart

hag ar re a zo o teskiñ), ar pezh a zo mat evit broudañ an dud da gomz brezhoneg etrezo en un doare

naturel – estreget er c’hentelioù.

Klotañ mat a ra ar roll-se gant perzhioù dibar ar brezhoneg, a zo ur yezh a ya meur a rannyezh d’ober

anezhi, gant kemmoù soutil eus an eil bro d’eben. Pa vez aozet oberoù war dachenn ar sevenadur hag

ar yezh gant pep emglev-bro en e gornad, e vez roet lañs da holl binvidigezhioù ar brezhoneg.

E-barzh he Rentañ-kont evit ur politikerezh yezh degemeret e 2012 ec’h embann Rannvro Breizh

skoazellañ an aozadurioù-se (a oa 12 anezho e Breizh e 2012) evit lakaat o labour war wel evit a sell

25 Da skouer, sellet ouzh « Trovelo » aozet gant ti an douristed Lesneven- Aod ar Mojennoù ha Ti ar vro Bro-Leon :

Côte des Légendes à vélo ; Présentation Trovelo Ti ar vro

Page 31: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

31

ouzh reiñ lañs d’ar brezhoneg. Emeur o frammañ an traoù en ur gemer harp war Karta an Emglevioù-

bro savet e 2009. Enni e kaver pevar ahel labour ha n’eo ket fall menegiñ anezho amañ :

- Bodañ ha kelaouiñ (lec’hioù titouriñ dave diwar-benn ar pezh a vez graet en-dro d’ar

brezhoneg er c’hornad)

- Skignañ (anaout hag aesaat ar c’hrouiñ e brezhoneg)

- Skoazellañ (skoazellañ ar c’hevredigezhioù ezel hag an dougerien raktresoù)

- Neveziñ (lec’hioù ma teu war wel raktresoù nevezus hag a c’hall bodañ an dud en-dro dezho)

E Penn-ar-Bed ez eus bet savet meur a emglev-bro a-hed ar bloavezhioù. Kaset e vez oberoù a bep

seurt ganto, traoù disheñvel diouzh al lec’hioù ma vezont, diouzh stumm an aozadurioù ha diouzh an

dud a vez enno. Gant c’hwec’h anezho e vez gopret un den pe meur a hini. War ar gartenn a zo amañ

dindan e weler pelec’h emañ an emglevioù-bro-se.

Skoazellet e vez an emglevioù-bro gant ar C’huzul-departamant abaoe 1998. Talvoudus eo ar

c’hevredigezhioù-se rak kinniget e vez ganto obererezhioù evit ar brezhoneg tost ouzh an dud en

departamant. Er brastres yezh-mañ e fell d’an Departamant delc’her gant ar skoazelloù-se.

Page 32: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

32

Klask a ra ar c’hevreadoù kas a bep seurt kefridioù da benn. Goulenn a reont avat bezañ heñchet ha

kaout ur sell politikel asambles gant an ensavadurioù, an Departamant dreist-holl. Gant ar brastres evit

ar brezhoneg e vo gallet kinnig ur framm evit labourat hag ul lec’h ma vo eskemmet soñjoù war hir

dermen gant an emglevioù-bro. Diwallet e vo ma kloto an obererezhioù kaset da benn e Penn-ar-Bed

gant ar politikerezhioù divizet gant Rannvro Breizh ha gant ar c’humunioù hag ar c’humuniezhoù-

kumunioù.

Goulenn a reer digant ar c’hevreadoù-se reiñ lañs da raktresoù hag a lakay skoulmañ liammoù etre an

dud, ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù en-dro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh en ur

c’hornad bennak. Er mareoù-mañ ez eus ezhomm, da skouer, da ginnig obererezhioù evit ar familhoù

hag ar re yaouank. Gouest eo an aozadurioù-se ivez d’ober traoù asambles gant tiez an douristed, evel

ma vez graet gant Ti ar Vro Bro-Leon, lakaomp. Evit echuiñ, broudet e vo ar c’hevreadoù da gemer

perzh er bodadoù kendivizout a vez dalc’het (Kuzulioù diorren, bodadoù labour war un tem bennak…).

Er c’hevreadoù-se e vez klasket diehan lakaat ar c’hevredigezhioù ezel hag an dud a-youl vat da vont

e-barzh ar jeu. Roet e vo fed gant an Departamant d’ar strivoù a vo graet gant an emglevioù-bro evit

en em frammañ.

An emglevioù-bro zo kevredigezhioù ha ne vez ket kinniget ganto nemeur a obererezhioù hag a zegas

arc’hant, dre-se e vez digempouez o stad alies a-fet arc’hant. Klask a reont memes tra gounit arc’hant

estreget gant ar skoazelloù publik (labourat er skolioù da-geñver an obererezhioù troskol, aozañ

abadennoù, embann, sevel binvioù pedagogel…).

Termenet eo bet ar skoazelloù roet gant an Departamant a-hed ar bloavezhioù, diouzh goulennoù an

obererien. Fellout a ra da Benn-ar-Bed frammañ muioc’h ar skoazelloù-se hag ivez sklaeraat roll ar

c’hevreadoù ha rannañ al labour gant ar strollegezhioù lec’h m’emaint. Setu ma vo kinniget :

- Enskrivañ ar skoazell d’an emglevioù-bro evit o mont en-dro er C’hevratoù-tiriad. E-giz-se e

vo gallet stabilaat anezho ha lakaat anezho da vezañ anavezet gwelloc’h gant ar

c’humuniezhoù-kumunioù hag ar c’humunioù lec’h m’emaint. Talvoudus eo ar c’hevratoù-

tiriad evit lakaat an dud da gendivizout en-dro da raktresoù lec’hel.

- Diazezañ ur stignad skoazellañ hag a gemer meur a dra e kont, evel ar postoù-labour, an

obererezhioù kaset da benn, an dud a sell an obererezhioù outo, ar raktresoù nevezus, ar

c’hevelerezhioù… Evit ar re ziwezhañ-se e vo graet ur stignad adnevesaet.

2. Kreskiñ plas ar brezhoneg er mediaoù nes

Gallout klevet brezhoneg er vuhez pemdez e pep lec’h e Penn-ar-Bed, zo unan eus ar palioù a fell d’an

Departamant tizhout. Roet ez eus bet lañs d’ur bern traoù er bloavezhioù diwezhañ gant sikour an

Deprtamant ha Rannvro Breizh : radioioù lec’hel brezhonek ha kevredigezhel, chadenn skinwel dre

Internet ha kement zo.

Aet ez eus un toullad traoù war-raok abaoe 2015 gant ar raktres kleweled breizhat lusket gant ar Stad,

ar Rannvro hag ar chadennoù publik ha prevez (TV Roazhon, Tébéo, Tébésud, Frañs 3 Breizh,

Brezhoweb…). Gant ar raktres-se e tlefe an obererien, gant ur Gevrat palioù hag araezioù, kenlodenniñ

ar pezh a sell ouzh produiñ, skignañ ha brudañ endalc’hoù kleweled.

War un dro e sikour an Departamant ar produiñ hag ar skignañ war dachenn ar radioioù brezhonek. E-

giz-se e vez kinniget ur skoazell d’ar radioioù kevredigezhel eus ar rummad A, ouzhpenn skoazell ar

Stad a dremen dre ar Font skoazell d’ar radioioù lec’hel. Betek-henn e vez sikouret ar radioioù

brezhonek pe divyezhek-mañ : Radio Kerne, Arvorig FM, Radio Kreiz-Breizh. Sikouret e vez ivez ar

c’hevread Brudañ ha Skignañ evit al labour a ra a-fet stummañ, kenlodenniñ ha produiñ abadennoù

keleier boutin d’ar radioioù kevredigezhel. Roet e vo fed gant an Departamant d’ar radioioù a ray

Page 33: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

33

strivoù evit en em frammañ ha d’an niver a eurioù e brezhoneg a vez produet ha skignet. Ret eo ivez

skignañ dre Internet abalamour da dizhout muioc’h a dud. D’ar radioioù ha d’o c’hevreadoù eo d’ober

ma vo brezhoneg mat gant ar gazetennerien.

3. Kreskiñ niver ar vrezhonegerien el lec’hioù ma vez degemeret tud

Mont a ra niver ar c’hlasoù divyezhek war greskiñ, gwelet e vez muioc’h-mui a familhoù hag a fell dezho

lakaat o bugale da zeskiñ brezhoneg, bountet e vez war an dud vras o dez c’hoant da zeskiñ ar yezh…

Diwar se e vez muioc’h-mui a ezhommoù nevez a-fet degemer el lec’hioù foran. Klasket e vo kreskiñ

niver ar vrezhonegerien el lec’hioù-se.

Graet e vez dija. Da skouer e c’haller menegiñ ekomirdi Menez Are a ginnig gweladennoù heñchet e

brezhoneg a-hed ar bloaz, hag e lec’hienn Internet divyezhek penn-da-benn. Broudañ a reer an holl

obererien da duta pe da stummañ implijidi. Pa vez merket « brezhoneg » e roll ar barregezhioù

goulennet evit ur c’hemenn labour e vrouder tud hag a oar brezhoneg da lakaat o anv. Evel-just e

ranker gwelet ar varregezh war ar brezhoneg e-giz un dra ouzhpenn ar barregezhioù all hag a zo traoù

ret evit ar post labour (da skouer ar varregezh « animatour war ar glad » evit mirdioù zo). Broudet, ha

sikouret zoken, e vo an ensavadurioù a zo liammet ouzh an Departamant da lakaat kement-se e pleustr.

Rankout a reer ivez reiñ da c’houzout pa vez eus an divyezhegezh el lec’h-mañ-lec’h. Rak an darn vrasañ

eus ar vrezhonegerien, hiziv an deiz, ned eont ket e brezhoneg en un doare naturel ouzh ar servijoù.

Meur a dra a c’haller implijout : tikedennoù « Komz a ran brezhoneg », pin’s bihan, panelloù bihan war

ar c’hontouerioù degemer… doareoù e-leizh zo, hag ur bern re all zo da vezañ ijinet ! Brudet e vo an

doareoù-se, al lec’hioù hag an dud a ginnig servijoù e brezhoneg, gant Departamant Penn-ar-Bed. Ha

just a-walc’h, gant ar porched « brezhoneg » a zo bet goulennet gant meur a oberer, e vo gallet respont

d’an ezhommoù a-fet kelaouiñ. Komzet e vo hiroc’h eus ar poent-se pelloc’h er skrid-mañ (II.B).

Gouest e vimp da briziañ ar c’hinnigoù-se a-hed ar bloavezhioù diwar renabl ar postoù labour ma

implijer ar brezhoneg, a vez savet gant Ofis publik ar brezhoneg bep c’hwec’h vloaz.

4. Broudañ d’ober gant ar brezhoneg en Departamant

Lakaat ar brezhoneg war wel a dalvez ivez evit an Departamant broudañ an dud ennañ d’ober gant ar

brezhoneg. Lañset ez eus bet meur a dra :

a) Broudañ ar pezh a vez graet dija er servijoù. E meur a servij en Departamant ez eus tud hag a gomz

brezhoneg. Ar re a fell dezho a c’hallo sevel ur « bodad » abalamour da gaozeal brezhoneg etrezo,

da ginnig obererezhioù en-dro d’ar brezhoneg, da soñjal war an doare da reiñ ur plas d’ar

brezhoneg en o micher… Kinnig a reer neuze renabliñ an dud a vefe kontant da gemer perzh en

traoù-se gant sikour Renerezh ar C’hoskor.

b) Stummañ an implijidi war ar brezhoneg. Kinnig a reer lakaat ar varregezh-se e steuñv-stummañ

2017-2020. Goude-se e c’hallo an dud bezañ stummet dre KBMPT pe dre stummadurioù diabarzh.

Abalamour da c’houzout mat penaos e vo labouret e vo ret, da gentañ, renabliñ ar postoù ma vo

ezhomm da c’houzout brezhoneg.

c) Dedennañ pe stummañ ar guzulierien-departamant. Kement-se zo bet goulennet gant an dilennidi

o-unan ha ret e vo studiañ an afer pelloc’h evit lakaat anezhi e pleustr e-kreiz ar respetad.

d) Lakaat ar brezhoneg war wel dre ar c’hehentiñ ensavadurel hag an teulioù melestradurel. Staliet e

vo ostilhoù divyezhek nevez gant an Departamant da-geñver ar Garta c’hrafek nevez e 2017 : paper

talbennet, kartennoù pediñ, kartennoù-bizit ha sinadurioù elektronek, responterioù er pellgomz,

Page 34: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

34

skritelloù, brudañ ar politikerezh yezh… Dav e vo ober ivez ur renabl eus an teulioù melestradurel

a c’hallo bezañ kinniget e brezhoneg ouzhpenn an doare gallek.

5. Bezañ digor war ar bed hag ar rannvroioù all e Frañs

Brudañ ar brezhoneg a dalvez, evit Departamant Penn-ar-Bed, reiñ lañs d’ur sevenadur lec’hel digor

war ar bed. Anaout e vro hag hec’h istor, kompren he finvidigezh a-fet yezh… diwar an diazezoù-se e

c’haller mont davet an dud all a zo e broioù tost pe pell ac’hann ha disheñvel o sevenadur.

Un tamm mat a vloavezhioù zo en deus skoulmet Penn-ar-Bed darempredoù gant broioù all ha krog

eo bremañ d’en ober war dachenn ar yezhoù rannvro. Broudet e vez ar raktresoù dreist-holl da-geñver

ar c’henlabour a zo dija gant rannvro Chiloé e Chile, Kerne-Veur, Madagaskar… Skoazellet e vo an

eskemmoù skiant-prenet pe ar raktresoù a-stroll, dreist-holl pa vo gant ar broioù keltiek all. E-giz-se,

da skouer, e oa bet an eskemm etre re yaouank eus Penn-ar-Bed hag eus Kerne-Veur e miz Gouere

2016, gant sikour an UBAPAR.

Evit a sell ouzh Europa emañ an Departamant er rouedad NPLD (Network to Promote Linguistic

Diversity) a c’haller gantañ lakaat an obererien eus meur a vro europat da zaremprediñ an eil re ar re

all, ha brudañ al liesyezhegezh en ensavioù europat e Brusel.

Ha da ziwezhañ, gallout a reer skoulmañ darempredoù tostoc’h gant rannvroioù all e Frañs lec’h ma

vez kaset politikerezhioù publik en-dro evit ar brezhoneg.

Klozadur hag ar Garta Klozadur hag ar Garta Klozadur hag ar Garta Klozadur hag ar Garta Ya d’ar brezhonegYa d’ar brezhonegYa d’ar brezhonegYa d’ar brezhoneg

Pa gomzer eus « broioù hag a ra evit an divyezhegezh » e ranker ober anv eus an niver a obererien a

vez e-barzh ar jeu. Evit bezañ efedus eo ret kaout palioù boutin abalamour da labourat holl war ar

memes tu. Da-geñver al labourioù evit sevel ar brastres-mañ ez eus bet kendivizoù frouezhus-tre. Mat

e vo klask delc’her d’ar c’hendivizoù-se, paneveto eo diaes d’an obererien kompren an eil re ar re all

ha ganto eo efedusoc’h an obererezh publik.

Gouest eo Departamant Penn-ar-Bed, war e dachenn, da reiñ lusk ha da skoazellañ gennadoù zo.

Arabat disoñjal kennebeud roll ar c’humunioù hag an etrekumunelezhioù evit reiñ lañs d’ar brezhoneg,

evel m’hor boa lavaret uheloc’h. Ur politikerezh youlek a c’haller dougen ha frammañ war an holl

liveoù. Er mareoù-mañ emañ an div gêr bennañ e Penn-ar-Bed, Brest ha Kemper, o tiazezañ

politikerezhioù hag a vez frammet ha lakaet war wel muioc’h-mui. Deuet mat eo ar c’humunioù

bihanoc’h hag an etrekumunelezhioù el luskad-se.

Abalamour da verkañ engouestl an Departamant e kinniger azasaat ar garta Ya d’ar brezhoneg evit

delc’her gant an obererezhioù evit kas ar brezhoneg war-raok ha talvoudekaat anezho. Ar garta-se zo

ur framm kinniget d’an obererien sokial hag ekonomikel gant Ofis publik ar brezhoneg (OPAB)

abalamour da sikour kas obererezhioù war-raok evit mad ar brezhoneg. Evit ar strollegezhioù, kinniget

e vez ar Garta hiziv an deiz d’ar c’humunioù ha d’an etrekumunelezhioù e stumm ouzhpenn 50

obererezh da gas da benn. Live an testeniekadur (a ya eus 1 da 4) a vez diouzh niver an obererezhioù

a vez kaset da benn gant ar strollegezhioù. Liammet eo an obererezhioù-se ouzh tachenn varregezh ar

strollegezhioù ha n’int ket stag holl ouzh kefridioù un departamant. Gant se e vo kinniget d’an OPAB

labourat evit azasaat ar roll obererezhioù ouzh an departamant abalamour, da gentañ, da sikour lakaat

engouestloù an Departamant da dalvezout en diabarzh, ha goude-se da aesaat kehentiñ war

politikerezh yezh Pennn-ar-Bed.

Page 35: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

35

II. Diorren implij ar brezhoneg dre ar sevenadur

hag an deskadurezh pobl

Splann eo al liamm etre yezh ha sevenadur, daoust da se eo mat termeniñ resis an diaesterioù a sav

en-dro d’ar sujed-se. Gallout a reer loc’hañ ar preder diwar ar goulennoù diazez : peseurt plas ha

peseurt roll gant ar brezhoneg er vuhez sevenadurel ? Peseurt plas evit ar brezhoneg en ensavadurioù

sevenadurel ? Penaos, dre obererezhioù sevenadurel modern, talvoudekaat ur yezh rannvroel ha

lakaat remziadoù nevez d’ober ganti ? Petra a c’hall an Departament ober evit diorren an

divyezhegezh ? Petra a c’haller kinnig e brezhoneg war dachenn an dudioù ?... Diwar kement-se e teu

kinnigoù a-leizh, a zo bet renket ganeomp e tri rummad : al levrioù hag al levraouegoù foran ; raktresoù

arzel an departamant ; an dudioù hag an deskadurezh pobl.

A.A.A.A.Levrioù ha levraouegoù foranLevrioù ha levraouegoù foranLevrioù ha levraouegoù foranLevrioù ha levraouegoù foran

Lañs zo da vat gant an embann e brezhoneg, n’eus ken gwelet ar 110 levr nevez a vez embannet bep

bloaz well-wazh. Kinnig a ra Rannvro Breizh meur a stignad evit sikour al lañs-se : skoazellañ an

embannerien gevredigezhel e brezhoneg evit o mont en-dro, sikour embann kelaouennoù lennegel,

sikour moullañ levrioù brezhonek, gallaouek pe divyezhek, sikour an treiñ lennegel e brezhoneg…

N’eo ket peurvat al lañs-se avat, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh tizhout an dud a glasker dedennañ

pe kempouezañ ar c’hontoù. Koulskoude ez eus ur goulenn : kresk ar c’hlasoù divyezhek, tud dedennet

gant ar brezhoneg ha sevenadur Breizh… Brastres yezh Penn-ar-Bed eo an digarez da embann splann

e skoazeller an dachenn-se ha da dermeniñ obererezhioù da gas da benn.

1. Roll ar rouedadoù levraouegoù foran

Karget eo Departamant Penn-ar-Bed eus ar gefridi Levraouegoù foran ha dre-se eo gouest da bouezañ

war an dachenn-se evit klokaat ar pezh a vez graet gant ar c’humunioù hag an etrekumunelezhioù.

Kefridi bennañ Levraoueg Penn-ar-Bed (BdF) eo « digeriñ ar ouiziegezh hag ar sevenadur d’an holl dud

eus Penn-ar-Bed hag e pep lec’h en departamant. Gant se e sikour ar c’humunioù hag ar

c’humuniezhoù-kumunioù da zigeriñ levraouegoù-mediaouegoù evit diorren o servij lennerezh foran.

Respont a ra da ezhommoù an dud a-fet diduamantoù hag ivez a-fet emstummañ, an diorren personel,

hep diforc’hiñ an dud abalamour d’o gouenn, d’o reizh, d’o relijion, d’o broad, d’o yezh pe d’o statud

sokial »26. Labourat a ra ar BdF gant ur rouedad 244 levraoueg-kêr ; ober a ra war-dro pourchas levrioù

ha skoazelloù ar c’hinnigoù a-fet abadennoù sevenadurel. Gant ar skourroù e c’haller respont da

ezhommoù ar pevar diazad lennerezh : bro Montroulez (skourr Sant-Seo), bro Brest (skourr Sant-Divi),

bro Kornôg-Kreiz-Breizh (skourr Plonevez-ar-Faou), Bro Gerne (skourr Kemper). Ober a ra ar BdF ivez

war-dro ar stummañ, koulz evit an dud a vicher hag an dud a-youl vat el levraouegoù.

Da-geñver al labour prientiñ ar brastres ez eus gallet sevel stad an traoù e-keñver ar brezhoneg, ha

gwelet e-giz-se e vez graet ha gortozet traoù a bep seurt gant al levraouegoù a vez pourchaset an

dielloù dezhe gant Levraoueg Penn-ar-Bed (ne sell ket an dra-se ouzh ar c’hêrioù bras a c’hall ivez

kinnig o folitikerezh evit ar brezhoneg, evel ma vez graet gant ar rouedadoù mediaouegoù e Kemper

Kumuniezh pe e Brest, lakaomp). Mat e vefe anaout gwelloc’h ar pezh a vez gortozet gant ar rouedad.

Levraoueg Penn-ar-Bed eo ar framm en Departamant hag a vefe gouest d’ober war-dro kement-se. Ha

26 Tennet eus Lec’hienn Levraoueg Penn-ar-Bed

Page 36: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

36

pa ranker delc’her gant al labour diagnostikañ e c’haller divizout da-geñver ar brastres-mañ war

beseurt tu heñchañ an traoù. Divizet ez eus reiñ lañs d’ar c’hwec’h obererezh-mañ :

- Delc’her gant ar politikerezh evit prenañ kement levr brezhonek a vez embannet, pe

prenañ skouerennoù ouzhpenn eus ar memes levr ma vez ezhomm ;

- Broudañ ar mediaouegoù da greskiñ niver an dielloù brezhonek a zo ganto ;

- Lakaat an dielloù brezhonek war wel ;

- Sikour aozañ abadennoù e brezhoneg (lennadennoù, kontadennoù, prezegennoù…) ;

- Kinnig moduloù stummañ nevez gant Levraoueg Penn-ar-Bed war dachenn an embann e

brezhoneg ;

- Broudañ ar mediaouegoù ha levraouegoù da duta implijidi vrezhonek (menegiñ ar

varregezh-se er c’hinnigoù-labour) pe da stummañ o implijidi war ar brezhoneg.

Sellet e vo ouzh mont en-dro an obererezhioù-se gant servijoù an Departamant dre ur c’henlabour etre

Levraoueg Penn-ar-Bed hag ar gefridi brezhoneg.

2. Lakaat an obererien e darempred an eil re gant ar re all

Meur a zen hag a aozadur a gemer perzh e buhez un oberenn : an aozer, an embanner, ar skigner, ar

stalioù, al levraouegoù hag, evit echuiñ, al lennerien. Evit ar brezhoneg, ret eo startaat al liammoù etre

an obererien-se. Gouest eo an Departamant, a zo diazezet tost ouzh al lennerien hag an danvez

lennerien, da zegas e lod el lusk-se. Klasket e vo solutaat al liamm dreist-holl etre :

- An aozerien hag an embannerien e brezhoneg a zo er vro. Dav e vo gouzout gwelloc’h ar

pezh emaint o c’hortoz.

- Al levraouegoù en departamant.

- Skolioù divyezhek Penn-ar-Bed. Aze e c’hallfe bezañ talvoudus klokaat ar c’henemglev

keveliñ emaomp e-sell da sinañ gant an Deskadurezh Stad (sellet ouzh lodenn gentañ ar

brastres), oc’h ober anv eus ur politikerezh evit prenañ an oberennoù brezhonek.

- An dud hag ar familhoù dedennet gant ar brezhoneg.

Ar soñj a zo gant ar guzulierien-departamant eo gallout kenlabourat gant ur saloñs al levrioù hag a zo

anezhañ dija, abalamour da aozañ ennañ un darvoud dibar en-dro d’ar brezhoneg. Prederiet e vo war

an afer-se e-kerzh ar bloavezhioù 2017 ha 2018.

Mont a ray ar porched niverel « Lenn », a vo savet gant an DPKS Levrioù ha lennadennoù e Breizh, d’ober ur benveg talvoudus-kenañ evit gwellaat an doare da skignañ an oberennoù brezhonek. Ul lec’hienn Internet digor d’an holl, digoust ha divyezhek e vo. Enni e vo renablet ha lakaet an oberennoù brezhonek war wel : evit pep levr e vo gwelet ar golo, an titl, un diverrañ ha tammoù traoù ouzhpenn e-giz ur pennad komz gant ar skrivagner, lakaomp. Mont a ray ar savenn-se en-dro adalek diskar-amzer 2016.

Page 37: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

37

B. Raktresoù arzel ha sevenadurel

1. Krouiñ ha skignañ oberennoù brezhonek

E Penn-ar-Bed ez eus lañs gant ar raktresoù arzel e brezhoneg, koulz war dachenn an arvestoù bev, pe

e vefent gant amatourien pe tud a vicher, ha war dachenn ar sinema. Pouezañ a ra an obererien war

ar fed e vez diaes dezho produiñ ha skignañ o oberennoù pa rankont mont dreist rakvarnoù enep pe

skoilhoù evit a sell ouzh an arc’hant. Ret eo d’ar galloudoù publik klask penaos kemer ar brezhoneg e

kont e-barzh ar politikerezhioù sevenadurel. Fellout a ra d’an Departamant ober kemend-all gant e

bolitikerezh youlek evit ar yezh da-geñver e skoazelloù d’an oberoù sevenadurel.

a) Skoazellañ ar c’hrouiñ hag ar skignañ

Ar strolladoù a vicher war dachenn an arvestoù bev na vezont ket sikouret evit o mont en-dro a-hed

ar bloaz a c’hall bezañ harpet gant ar C’huzul-departamant da-geñver ar stignadoù da skoazellañ ar

c’hrouiñ. Diazezet eo ar stignadoù-se war brizidigezh al labour arzel ha niver an abadennoù a c’hallo

bezañ kinniget en departamant hag e lec’h all ivez. Sikouret ez eus bet strolladoù c’hoariva brezhonek

e-giz-se, evel Teatr Piba evit e grouidigezh Metamorfoz e 2014. Ur strollad a vicher all, Strollad Ar Vro

Bagan, a vez sikouret bep bloaz evit ar mont en-dro.

Abalamour da stabilaat ar skipailhoù ha da ginnig skoazelloù da harpañ al lusk e klasko an Departamant

ouzhpennañ ur rann gouestlet d’ar brezhoneg er stignad a zo dija. E-giz-se e vo gallet kemer e karg ar

c’houst a zeu ouzhpenn, evel an ustitloù, pe diwar sevel pe treiñ oberennoù… Ret e vo azasaat ar

stignad neuze.

Gallout a reer soñjal er pezh a sell ouzh ar skignañ e-keñver ar politikerezh yezh. Gwir eo e c’hall an

oberennoù brezhonek bezañ gwelet evel traoù « a-gostez » ha dre-se e vez diaes dezho sachañ

arvesterien a-leizh. Daoust da se, bez’ ez eus teknikoù evit digeriñ an traoù d’ar muiañ a dud (ustitloù,

treiñ lodennoù, divyezhegezh…) ha mat e vefe anaout anezho muioc’h. Gallout a ra an Departamant

sikour brudañ an teknikoù-se. Evit sikour digeriñ al lec’hioù a zegemer arvestoù bev d’ar

c’hompagnunezhoù brezhonek e vo daou dra :

- Broudañ renerien an ensavadurioù da brogrammiñ abadennoù brezhonek. Broudet e vo

an ensavadurioù a vez arc’hantet gant an Departamant d’en ober ur wech degemeret ar

brastres-mañ. Evit al lec’hioù sevenadurel meret gant ar c’humunioù pe an

etrekumunelezhioù, goulennet e vo digant ar re o deus sinet ar Garta « Ya d’ar brezhoneg »

delc’her kont eus an abadennoù sevenadurel e brezhoneg a vo kinniget.

- Pa vo adwelet ar stignadoù gant an Departamant e vo studiet ar plas a vo roet d’ar

brezhoneg. Gwelet e vo penaos digreskiñ ar c’houstoù ouzhpenn a zeu diwar implij ar

brezhoneg (niver an arvesterien, embann ul levrig…).

An Departemant a sikour ar frammoù a zo o fal diorren ha skignañ an oberoù e brezhoneg, e-giz ar

c’hevread C’hoariva hag ar gevredigezh Daoulagad Breizh.

E-pad an atalieroù evit prientiñ ar brastres e oa bet kaoz, gant ar berzhidi, eus un « hunvre » : ul lec’h

a-ratozh evit an oberoù arzel e yezhoù minorelaet (yezhoù rannvro eus Frañs, yezhoù an dud deuet

eus broioù all…). Goulenn a ra ar C’huzul-departamant digant an obererien klask ul lec’h hag a vefe

troet war an tu-se dija. Gallout a rafed neuze diorren an traoù eno. Degas a reer da soñj ivez ez eus

ezhomm da glask gouzout piv eo an arzourien e Penn-ar-Bed a labour e brezhoneg. Ne vezont ket

anavezet atav gant ar rouedadoù boas war dachenn an arvestoù bev. Ha dav eo gouzout e vo mat

Page 38: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

38

lakaat obererien all eus ar re bouezusañ da gemer perzh en traoù, e-giz Rannvro Breizh hag ar Stad

(DRAC).

b) Pleustroù a-youl vat ha deskiñ diouzh ar skeudennoù

Evit ar pleustroù a-youl vat, sikouret e vez ar c’hevread C’hoariva ha Ti ar C’hoariva gant an

Departamant. Skoazellet e vez ivez ar festival « Teatr brezhonek » a laka ar strolladoù c’hoariva a-youl

vat war wel. Evel evit ar c’hoariva a vicher e vez broudet ar c’humunioù da sikour an obererezhioù arzel

gant tud a-youl vat.

War un dro eo dav degas da soñj, ha pa vefe anat d’an holl, ez eo ar c’hoariva un doare eus ar c’hentañ

evit sikour deskiñ ur yezh. Anez ankouaat ez a an dud hag a gemer perzh er pleustroù-se d’ober danvez

arvesterien ! Gant se eo mat d’ar c’hevread C’hoariva hag ar strolladoù a zo ennañ bezañ gouest da

ginnig muioc’h a atalieroù c’hoariva digor da dud a bep seurt :

- Bugale ar skolioù. Sikouret e vez ar pleustroù-se gant Rannvro Breizh dre ar stignad « Skol

C’hoariva ».

- An dud vras a zo o teskiñ brezhoneg. Ret eo skoulmañ pe startaat liammoù gant ar

frammoù a ra war-dro ar stummañ evit an oadourien.

- An holl. Atalieroù a c’hallfe bezañ kinniget asambles gant an emglevioù-bro, diouzh ar pezh

e vezer o c’hortoz pe e-sell d’ober el lec’h-mañ-lec’h.

Pal brastres an Departamant evit kelenn an arzoù eo frammañ ar c’hinnig en departamant a-bezh. Ar

c’hoariva a-youl vat zo da vezañ kemeret e kont en afer-se ha Ti ar C’hoariva zo e-barzh ar jeu ivez,

dreist-holl e-giz kreizenn dafar. Divizet ez eus bet e vefe kemeret perzh gant ar c’hevread C’hoariva en

obererezhioù hag er c’hendivizoù gant Ti ar C’hoariva evit a sell ouzh ar brezhoneg.

War a seblant eo diazezet mat bremañ an obererezhioù deskiñ diouzh ar skeudennoù a vez kaset da

benn gant Daoulagad Breizh e skolioù divyezhek an teir rouedad. Dav eo d’ar gevredigezh-se lakaat he

c’hevelerien lec’hel e-barzh ar jeu evit delc’her gant an hent-se : skolioù, emglevioù-bro, salioù sinema,

kevredigezhioù (e-giz Canal Ti Zef e bro Brest)… A-wechoù ivez, pa labourer e-giz-se en ur rouedad, e

vezer lakaet diaes a-fet arc’hant, abalamour ma ranker feurmiñ ar salioù hag ar filmoù. Ne vez ket a-

walc’h gant skoazelloù an Departamant evit talañ ouzh an diaesterioù-se. Ezhomm a vefe da glask

sikourioù ouzhpenn.

A-hend-all e vefe mat diorren an obererezhioù evit ar skolajidi, koulz war dachenn an arvestoù bev ha

da-geñver ar raktresoù deskiñ diouzh ar skeudennoù. Evit a sell ouzh deskiñ ar yezh d’ar remziadoù

nevez, kaoz a oa bet uheloc’h eus ar pouezus m’eo ar rummad oad-se, hag eno e c’hall an troc’h

c’hoarvezout.

2. Kreñvaat plas ar brezhoneg er pleustroù sevenadurel hag el lec’hioù glad

E Penn-ar-Bed e kaver mirdioù, diskouezadegoù, ur glad hep e bar, festivalioù... Dleout a ra al lec’hioù

sevenadurel-se reiñ muioc’h a blas d’ar brezhoneg. E 2014 ez eus bet graet ur studiadenn gant an DPKS

Hentoù ar glad27 ma komzer eus ar pezh a c’haller ober war an dachenn-se : diskouezadegoù divyezhek,

sturlevr brezhonek, un degemer a-ratozh evit ar skolioù divyezhek... Fellout a ra d’an Departamant,

gant ar brastres yezh, broudañ al lec’hioù sevenadurel da gemer ar brezhoneg e kont pa vezont o sevel

diskouezadegoù. Gallout a ra Ofis publik ar brezhoneg bezañ ur benveg e servij ar frammoù-se.

27 Ensavadur publik hag a zo bodet ennañ Domani Trevare, Maner Kernod, Abati ar Releg, Kastell Keryann hag

Abati Daoulaz.

Page 39: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

39

El lec’hioù a zo d’ar C’huzul-departamant e vo lakaet kinnigoù ar brastres-mañ, ha karta an

divyezhegezh evit a sell ouzh ar panellerezh, da dalvezout. Gallet e vo ober un diagnostik resisoc’h evit

pep framm abalamour da c’houzout peseurt obererezhioù a gloto ar muiañ.

Evit ar frammoù a vez skoazellet gant an Departamant, broudet e vint d’ober kemend-all dre ar

c’henemglevioù keveliñ a vo lakaet enno, tamm-ha-tamm, ar pezh a vez erbedet e-keñver an

divyezhegezh galleg/brezhoneg ha tuta pe stummañ an implijidi. Roet e vo skoazelloù d’ar festivalioù

gant ma vo staliet panelloù divyezhek el lec’hioù pennañ (degemer, lec’hioù debriñ, tavarnioù,

privezioù, kef, leurennoù evit sonadegoù, salioù-prezegenniñ…).

Goulenn a reer ivez digant an obererien war dachenn sevenadur Breizh, e-giz ar c’helc’hioù keltiek, ar

bagadoù hag ar skolioù sonerezh hengounel, reiñ ur plas d’ar brezhoneg. Gallout a reer en ober e meur

a zoare hag a zeu da glokaat an eil egile : kentelioù brezhoneg evit an izili, abadennoù ur wech dre vare

evit deskiñ an diazezoù, panelloù ha skritelloù divyezhek er salioù, kehentiñ divyezhek… Pa vo votet ar

skoaziadennoù evit ar mont en-dro e vo kemeret se e kont gant an Departamant.

Broudet e vez ivez ar c’humunioù hag an etrekumunelezhioù d’ober kemend-all e-keñver an obererien

sevenadurel a zo enno.

3. Ar c’han hag ar c’hontadennoù, doareoù eus ar re wellañ evit deskiñ brezhoneg d’ar remziadoù nevez

Fellout a ra da Departamant Penn-ar-Bed adlavaret amañ pegen pouezus eo ar c’han hag ar

c’hontadennoù evit ober gant ur yezh. Meur a zoare zo da bleustriñ an obererezhioù-se : festoù-noz,

lazoù-kanañ, abadennoù en-dro d’ar c’hontadennoù, sonadegoù…

Ar c’hlasoù divyezhek zo lec’hioù eus ar gwellañ evit an treuzkas dre gomz. Dleout a rafe ar gelennerien

bezañ broudet, pe sikouret zoken ma vez ezhomm, d’ober gant ar c’han hag ar c’hontadennoù. Gallout

a ray an Departamant komz eus se pa vo kendivizoù gant an Deskadurezh-Stad.

Brudañ bep bloaz an dud eus Penn-ar-Bed a vo aet ar maout ganto e Kan ar Bobl a vo un doare da

lakaat ar pleustroù-se war wel. Kan ar Bobl zo ur genstrivadeg e Breizh hag a sell ouzh meur a bleustr

– kan da zañsal, kan a boz, kontadennoù e brezhoneg, strolladoù sonerezh, daouadoù, lazoù-kanañ ar

skolioù…

4. Sevel ur porched web « Brezhoneg »

Daoust ma vez graet ur bern traoù e Penn-ar-Bed eo diaes d’an obererien ha d’an obererezhioù war

dachenn ar brezhoneg bezañ anavezet en tu all d’ur rouedad tud hag a oar mat diouzh an afer-se.

Ouzhpenn-se o dez poan an nevezvrezhonegerien a-wechoù o kavout tro da gomz brezhoneg. Diwar

al labour sevel ar brastres departamant ez eus bet gwelet n’eus ket a-walc’h a ditouroù aes da gavout

evit an holl hag ezhomm e vefe en em lakaat en ur rouedad. Evit an Departamant eo dav sevel ur

porched web a-ratozh evit talvoudekaat ha kreñvaat implij sokial ar brezhoneg.

Klasket e vo tizhout, da gentañ-penn, ar vrezhonegerien hag an nevezvrezhonegerien (pegoulz ha

pelec’h e c’hallan komz brezhoneg ?), familhoù ar vugale a zo er c’hlasoù divyezhek (petra a vez kinniget

da’m bugel e-maez ar skol ?), an aozerien abadennoù hag ar gelennerien (penaos kavout

brezhonegerien eus an diavaez da zont da gejañ gant ar skolidi ?)…

Peder lodenn bennañ a yafe d’ober ar porched-se :

- Renabl an obererezhioù pad (mirdioù, glad, levrioù ha lennadennoù, natur, touristerezh,

bugale-yaouankiz, mediaoù, arzoù bev, deskiñ brezhoneg, servijoù)

- Deiziataer (dudioù, abadennoù, stajoù…) ha kartenn al lec’hioù ma tegouezh an traoù

- Renabl an obererien (arzourien, animatourien, jubennourien…)

Page 40: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

40

- Lizher kelaouiñ ingal

Fellout a ra da Departamant Penn-ar-Bed ma vo savet ur porched seurt-se. Dav eo en em soñjal war ar

gevelerien rak mat e vefe kaout ar benveg-se evit Breizh en he fezh. Goulennet e vo digant Rannvro

Breizh hag an Departamantoù all kemer perzh er preder.

Dudioù ha deskadurezh poblDudioù ha deskadurezh poblDudioù ha deskadurezh poblDudioù ha deskadurezh pobl

Ne c’haller ket deskiñ ur yezh dre ar skol hepken. Un toullad mat a vloavezhioù zo e vez kaset oberoù

en-dro war an an tu-se gant kevredigezhioù. E-giz war dachennoù sevenadurel all e vefe mat diskouez

muioc’h a anaoudegezh-vat dezho. Gant ar benveg web a zo bet kinniget uheloc’h amañ e vo gallet

sevel ar renabl anezho. A-hend-all e c’haller kreñvaat ar rouedad keveliñ etre ar c’hevredigezhioù, ar

c’humunioù hag an etrekumunelezhioù, tiez an douristed…

Fellout a ra d’an obererien war dachenn an deskadurezh pobl broudañ ar re yaouank da vont e-barzh

ar jeu. Un toullad bloavezhioù zo ez eus eus an DABU hag an DARE28 e brezhoneg. Kinnig a ra

Departamant Penn-ar-Bed reiñ ur skoazell arc’hant d’an dud n’eo ket uhel o live bevañ hag a fell dezho

lakaat o anv evit tapout an diplomoù-se. Evit mont pelloc’h ganti e fell d’an obererien ma vefe krouet

ar Breved-Stad Buhezañ e brezhoneg. Pouezus-tre eo kement-se evit reiñ lañs d’an dudioù e brezhoneg

evit ar vugale. A-hend-all, abaoe 2013 emañ ar Mareoù Obererezhioù Troskol (TAP), lakaet e pleustr

da-geñver an implij-amzer nevez er skolioù. Gallout a ra ar mareoù-se bezañ digarezioù da lakaat an

holl vugale d’ober anaoudegezh gant ar brezhoneg pe da ginnig obererezhioù brezhonek d’ar skolidi

divyezhek. Graet e vez ul labour kenurzhiañ er rannvro gant ar gevredigezh Sevenadurioù Breizh.

Kenurzhiet e vez ar c’hinnigoù evit a sell ouzh kampoù vakañsoù e brezhoneg, evit Breizh a-bezh, gant

an UBAPAR29. En em gavet ez eus bet kinnigoù a bep seurt er bloavezhioù diwezhañ. E 2015 e oa bet

aozet 26 kamp vakañsoù brezhonek e Penn-ar-Bed, lec’h ma oa bet degemeret 337 a vugale eus an

departamant, ha re all ouzhpenn. Peurliesañ e vez aozet ar c’hampoù-se gant kevredigezhioù (5 zo e

Penn-ar-Bed30) met darn anezho a vez gant strollegezhioù ivez (e-giz Kemperle Kumuniezh pe kumun

Loperc’hed). Kinniget e vez ur skoazell a-ratozh d’ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg (e 2016 e vez

roet 4,60 €/nozvezhiad/bugel) gant an Departamant, evit sikour ha broudañ ar familhoù da enskrivañ

o bugale divyezhek evit oberoù seurt-se. Sikouret e vez ivez frammoù zo da vont en-dro. Bras eo an

ezhommoù hag ar goulennoù war an dachenn-se. Un dachenn a bouez eo evit reiñ lañs d’ar brezhoneg

peogwir e kinniger eno un endro bevañ brezhonek e-pad meur a zevezh. Talvoudus e vefe anaout

gwelloc’h ar pezh a soñj an dud o deus kemeret tro eus se (ar re yaouank, ar familhoù) abalamour da

zelc’her gwellaat an traoù. A-hend-all e vez diaes bepred aozañ beajoù digustum (skiañ, broioù

estren…), gant se e vez goulennet digant ar strollegezhioù lec’hel sikour an obererezhioù-se pa vez

anezho. E 2016 en doa gallet Departamant Penn-ar-Bed sikour e-giz-se an UBAPAR da aozañ un

eskemm gant re yaouank eus Kerne-Veur. Gallet e oa bet kaout ur yalc’had europat (Erasmus +).

Hag evit echuiñ, e Penn-ar-Bed ez eus 1200 km aodoù ha stêrioù a-leizh, dre-se e kinniger obererezhioù

merdeiñ ha sportoù a bep seurt ennañ. Mat e vefe degas an obererezhioù e brezhoneg war-zu an

dachenn-se. Gallet e vo adreiñ lañs da obererezhioù zo, evel aozañ stajoù merdeiñ kaset en-dro gant

animatourien vrezhonek. E-giz-se e vefe roet ton d’an div varregezh, teknik ha yezh war un dro, ha

gallet e vefe reiñ ul lañs nevez d’ar vrezhonegerien, koulz ar re vras hag ar re vihan. Dav eo en em

soñjal war an afer-se da-geñver politikerezhioù an Departamant a-fet sport hag asambles gant Merdeiñ

e Penn-ar-Bed.

28 Diplom aotren war ar buhezañ ha Diplom aotren war ar renerezh 29 Unvaniezh Breizh buhezañ ar broioù diwar ar maez 30 An Oaled, KLT, EPAL, Ti Menez Are, Emglev Bro Douarnenez…

Page 41: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

41

3333eeee lodennlodennlodennlodenn

Lakaat brastres an DLakaat brastres an DLakaat brastres an DLakaat brastres an Departamant da dalvezout epartamant da dalvezout epartamant da dalvezout epartamant da dalvezout

hag hag hag hag evezhiañ anezhañevezhiañ anezhañevezhiañ anezhañevezhiañ anezhañ

Penaos lakaat ar brastres da vezañ ur benveg fetis war hir dermen ? Penaos lakaat anezhañ da

dalvezout ?

Gant ur brastres war meur a vloaz e c’hall an dilennidi heñchañ an traoù dre vras ha lakaat o sell da

vezañ boutin gant an holl obererien war an dachenn. Goude-se e vez heñchet an oberoù pemdez gant

ar framm labour-se. Evit ober kemend-all e talc’ho Departamant Penn-ar-Bed gant e bolitikerezh yezh

hag a laka an holl servijoù hag obererien da genlabourat, kinnig a ray stignadoù nevesaet pa vo

ezhomm hag ober a ray war-dro evezhiañ ha priziañ e bolitikerezh.

Page 42: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

42

I. Ar brezhoneg en ensavadurioù

Evezhiañ al leEvezhiañ al leEvezhiañ al leEvezhiañ al lezenniñzenniñzenniñzenniñ

Meur a oberer hag a strollegezh a ra war-dro ar politikerezhioù evit ar yezhoù rannvro ha ret eo dezho

en em ober diouzh stad an traoù e Frañs hag er bed zoken. Gant se e vo an Departamant war evezh

evit a sell ouzh emdroadur al lezennoù war an dachenn-se. Evit poentoù zo e vo goulennet digant ar

Stad kemer divizoù fetis evit gwareziñ ar yezhoù rannvro.

E mellad 75-1 Bonreizh Frañs e lenner « ez eo ar yezhoù rannvro ul lodenn eus glad Frañs ». E-giz m’hor

boa skrivet evit kregiñ ne c’haller ket diazezañ politikerezhioù yezh youlek war ar soñj-se. E 1992 e oa

bet votet ar Garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver, a zo lakaet da dalvezout abaoe 1998.

Betek-henn n’eo ket bet peurwiriekaet gant Bro-Frañs, a ziskouez e-giz-se ur youl kontrol evit ar pezh

a sell ouzh gwareziñ ar yezhoù-se enni. Ober a ray Departamant Penn-ar-Bed, asambles gant ar

strollegezhioù all, evit ma vo peurwiriekaet ar Garta. War ar memes tro emañ an Departamant o

c’hortoz ma vo savet ul lezenn-stern evit ar yezhoù rannvro, d’ar galloudoù publik da c’hallout labourat

evit gwareziñ ha diorren ar yezhoù a gomzer en o zakad.

Hag evit echuiñ, ma vefe diazezet ar politikerezh yezh e Penn-ar-Bed gant sikour ar stadegoù e klotfe

muioc’h gant an ezhommoù. Hiziv an deiz ne vez ket dalc’het kont eus ar yezhoù a anavez an dud pa

vez graet niveridigezh ar boblañs. Gallout a ra dastum an titouroù gant enklaskoù lec’hel. E-giz-se, da

skouer, e oa bet ouzhpennet goulennoù diwar-benn ar brezhoneg e 2014 en arsellva ar menoioù a vez

kaset en-dro bep daou vloaz gant Penn-ar-Bed. Plijout a rafe da Zepartamant Penn-ar-Bed gallout

labourat diwar titouroù nevesaet ingal da-geñver an niveridigezh vroadel. Mont a raimp e darempred

gant an EBSSA31 evit se.

Kensevel ar politikerezh yezhKensevel ar politikerezh yezhKensevel ar politikerezh yezhKensevel ar politikerezh yezh

Kadarnaet eo ar skoazell roet d’ar brezhoneg gant ar brastres departamant 2016-2021 da-geñver an

engouestl evit « Penn-ar-Bed a sach an dud ». Adkavout a reer an ober youlek-se e politikerezhioù

departamant a bep seurt. Gant ar brastres yezh e c’haller diazezañ ur stern evit an obererezh-se ma vo

lakaet meur a servij eus ar strollegezh da gemer perzh. Ret e vo d’an holl degas o lod evit lakaat

engouestloù an Departamant da dalvezout.

E-se e vo roet lañs d’un toullad obererezhioù er strollegezh ouzhpenn ar stignadoù graet evit an

obererezhioù kaset en-dro asambles gant kevelerien diavaez. Kustum eo servijoù ar C’huzul-

departamant da labourat war raktresoù resis, gant se e c’hallint en ober aze evit mont holl war-zu ar

memes pal.

31 Ensavadur broadel ar stadegoù hag ar studioù armerzhel

Page 43: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

43

Sintezenn an obererezhioù diabarzh er strollegezh

Ahel labourat Obererezh Servij(où) da vezañ e-barzh ar jeu

Kehentiñ

Sevel karta an divyezhegezh Kehentiñ ha Sevenadur Sport Yaouankiz (DCSJ)*

Brudañ an divyezhegezh, talvoudekaat ar brezhoneg

Kehentiñ

Broudañ implij ar brezhoneg er strollegezh

Koskor, Kehentiñ ha DCSJ

Sikour diazezañ ur porched web "brezhoneg" gant meur a geveler

DCSJ

Divyezhegezh abred

Titouriñ / Sachañ evezh an dud a labour war an dachenn

Gwarez ar Mammoù hag ar Vugale ha DCSJ

Broudañ an ober, broudañ an dud Kehentiñ ha DCSJ

Liamm etre ar remziadoù

Titouriñ / Sachañ evezh an dud a labour war an dachenn

Tud war an oad ha Nammidi

Tiriad Diazezañ un divyezhegezh par-ouzh-par

Kehentiñ, Renerezh an Hentoù hag Aveadurioù Monedone, Savadurioù ha Servijoù Hollek, Renerezh ar Skolajoù, DCSJ, Kefridiezh ar C'henlabourioù Tiriadel

Raktresoù sevenadurel

Kreñvaat plas ar brezhoneg el lec'hioù ma vez degemeret tud

DCSJ - Servij mirerezh ar glad hag ar mirdioù, Mirdi breizhek an Departamant, GIP Mirdi, DPKS Hentoù ar Glad

Sikour skignañ ha brudañ an embann brezhonek

DCSJ - Levraoueg Penn-ar-Bed

Talvoudekaat ar raktresoù arzel e brezhoneg

Kehentiñ

Engouestl ar re yaouank

Reiñ plas ha pouez d'ar brezhoneg er raktresoù evit ar yaouankiz

Kefridiezh Yaouankiz

* Emañ ar post karget a gefridi evit ar brezhoneg e-barzh an DCSJ

Page 44: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

44

Page 45: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

45

III. Ar stignadoù

Lakaet e vez darn eus engouestloù ar brastres da dalvezout gant stignadoù a zo anezho dija pe a vo da

sevel. Lakaet e vo stignadoù zo da cheñch ivez e-kerzh ar mizioù da zont.

En daolenn a gaver izeloc’h ez eus ur renabl eus ar stignadoù a vo kinniget d’ar gevelerien diavaez.

Tem Stignad

Stad an dra (a zo anezhañ /

da sevel / da

gempenn)

Rann eus ar politikerezh a zo e

kont

Kelenn

Ostilhoù kelenn er 1añ derez A zo anezhañ Deskadurezh (Ren. Skolajoù)

Deskiñ an diazezoù er skolioù 1añ derez publik

A zo anezhañ Brezhoneg

Stummañ an danvez kelennerien divyezhek d'an daoulamm - DESK

A zo anezhañ Brezhoneg

Sikour ar frammoù da gelenn d'ar re vras A zo anezhañ Brezhoneg

Kentelioù brezhoneg d'an daoulamm - Pevarlamm

Da sevel Brezhoneg

Divyezhegezh abred Stummañ an dud a zo war ar postoù dija Da sevel Brezhoneg

Deskiñ an diazezoù d'ar re vihanañ Da gempenn Brezhoneg / PMI

Liamm etre ar remziadoù

Stummañ an dud a labour en tiez ma vez degemeret tud war an oad

Da sevel Brezhoneg / PAPH

Klaskerien ha treizherien soñjoù Da sevel Brezhoneg

Broioù

Sikour an Emglevioù-bro Da gempenn Brezhoneg

Sikour ar c'humunioù hag an etrekumunelezhioù da baeañ panelloù divyezhek

A zo anezhañ Brezhoneg

Sikour d'ar radioioù kevredigezhel A zo anezhañ Brezhoneg

Sikour an aveadurioù sport ha liezimplij Da gempenn Sevenadur ha sport

Sikour an aveadurioù sevenadurel ha sokiosevenadurel nes

Da gempenn Sevenadur

Sikour an hentoù-bale Da gempenn Kempenn hag endro bevañ

Oberoù arzel

Sikour ar c'hrouiñ hag ar c'henbroduiñ war dachenn an arz

Da gempenn Sevenadur

Sikour al lec'hioù ma vez degemeret arvestoù

Da gempenn Sevenadur

Sikour ar festivalioù Da gempenn Sevenadur

Engouestl ar re yaouank Sikour an DABU hag an DARE A zo anezhañ Yaouankiz

Sikour ar c'hampoù vakañsoù brezhonek A zo anezhañ Brezhoneg

Merzet ez eus bet, da-geñver al labour priziañ, ne vez ket lakaet an obererezhioù evit ar brezhoneg

war wel kalz. Ret e vo neuze kelaouiñ gwelloc’h an dud war ar stignadoù-se, forzh pe doare e vefe :

kazetennoù, lec’hiennoù Internet an Departamant, radioioù, rouedadoù sokial…

Page 46: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

46

Bep bloaz e vo divizet war budjed ar stignadoù-se pa vo votet Budjed kentañ bloaziek ar C’huzul-

departamant.

III. Evezhiañ-priziañ

Er raktres departamant votet e miz Mezheven 2016 ec’h embann ar C’huzul-departamant, gant ar 7vet

« engouestl bras », ar pezh a fell dezhañ ober evit a sell ouzh priziañ raktresoù ha politikerezhioù an

Departamant. E-giz-se e vo anavezet an traoù en un doare sklaer abalamour da wiriañ ha berzh a vo

bet graet gant ar politikerezhioù publik. Gant an evezhiañ-priziañ e c’haller rentañ-kont eus an

obererezhioù ha gwellaat anezho a vloaz da vloaz.

Evit ar brastres-mañ emeur e-sell :

- Da lakaat ur bodad evezhiañ e plas, ennañ an dilennidi a zo er bodad sturiañ evit sevel ar

brastres, ar renerezhioù a sell ar brastres-mañ outo, ar gevelerien a zo er bodad teknikel.

Bodet e vo ar bodad evezhiañ ur wech pe div wech ar bloaz.

- Da lakaat merkerioù evezhiañ e plas, hag a vo nevesaet ingal.

- Da ebarzhiñ an titouroù a vo bet dastumet e-giz-se en Atlas Penn-ar-Bed pe en un teul

bennak all savet gant an Departamant.

- Da reiñ keloù ingal diwar-benn an obererezhioù kaset da benn, dre al lec’hiennoù Internet

hag an teulioù a vez embannet gant ar strollegezh

Gallout a ray an Departamant en em harpañ war labour e gevelerien pe war labour an ensavadur Ofis

publik ar brezhoneg evit dastum titouroù.

Aesaet e vo lenn hag evezhiañ an obererezhioù gant ar fichennoù-obererezhioù a vo kavet amañ da-

heul.

Page 47: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

47

Brastres yezh an Departamant evit ar brezhoneg :

Fichennoù oberoù

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL Kelenn ar brezhoneg

I.1.APalioù :

Evit : Skolidi ha familhoù Penn-ar-Bed

Oberoù :

Mare : 2017-2021

Kevelerien : Deskadurezh-Stad

Ofis Publik ar Brezhoneg

Rannvro Breizh

Rouedad Diwan

Renerezh-departamant ar Gelennadurezh Katolik

Kevredigezh tud ar skolidi Div Yezh

Merkerioù : Niver a skolidi en hentadoù divyezhek (dre hentad)

Kumunioù ha DPKE hag a ginnig un hentad divyezhek

Niver ha sammad ar skoaziadennoù evit ar c'hlasoù divyezhek

Mammennoù Rektoriezh hag Arsellva Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB)

Niver a dud gant ar yalc'had DESK ha niver a bostoù divyezhek digoret e Penn-ar-Bed bep bloaz

- Sikour muioc'h ar c'humunioù hag an DPKE da bostañ arc'hant evit sevel pe reneveziñ salioù ar

c'hlasoù divyezhek

- Skoziadennoù unan-ha-unan d'an danvez kelennerien divyezhek en tri hentad (publik,

prevez, Diwan) : stignad DESK

- Sevel ur gartenn eus ar poloù divyezhek, da adwelet bep daou vloaz

An hentadoù divyezhek

Kreskiñ an niver a skolidi zivyezhek e Penn-ar-Bed evit ma chomo bev ar yezh er vro. Tremen

eus ur feur a 7 % er c'hentañ-derez d'ur feur etre 10 ha 15 %

Kreskiñ an niver a skolioù divyezhek evit boueta muioc'h ar skolajoù hag al liseoù divyezhek

Aesaat kendalc'h ar studioù en hentadoù divyezhek ar skolajoù

- Sevel ur steuñv diorren strategel evit pep hentad, skoulmañ kevratoù gant an Deskadurezh-

Stad

- Sikour an hentadoù divyezhek ha rouedad ar skolioù DIWAN

Page 48: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

48

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL Kelenn ar brezhoneg

I.1.B

Palioù :

Evit : Bugale ar skolioù publik e Penn-ar-Bed

Oberoù :

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Deskadurezh-Stad

Kevredigezhioù hag a labour er skolioù

Kumunioù

Rannvro Breizh

Merkerioù :

Mammennoù KD29 ; RSDDS ; kevredigezhioù a emell eus ar stignad

Niver a eurvezhioù kinniget ; niver a skolioù ma reer gant ar stignad ; niver a gumunioù

Niver a skolidi er stignad ha liveoù ar re-se

Reiñ un tañva eus ar brezhoneg er skolioù

Ober diouzh ma ouio ar muiañ-niver un tamm brezhoneg

Kenderc'hel gant ar stignad, en ur startaat kement ha ma vo gallet al liamm gant ar brezhoneg,

danvez da zibab er skolajoù

Kinnig ar stignad d'an holl, gant sikour an Deskadurezh-Stad

- Neveziñ ar c'hevratoù gant an Deskadurezh-Stad hag ar gevelerien arc'hanterien (kumunioù,

Rannvro Breizh)

- Ober gant ar stignad evit skolidi ar c'helc'h 3 dreist-holl

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL Kelenn ar brezhoneg

I.1.C

Palioù :

Evit : An holl e Penn-ar-Bed

Oberoù :

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Ofis Publik ar Brezhoneg

Deskiñ d'an oadourien (DAO) ; Sked ; KLT ; Mervent ; Roudour ; Stumdi ; Kelenn

KDMPT

Merkerioù :

Mammennoù Arsellva Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB); DAO

- Stummañ ar wazourien diriadel, gant KDMPT da skouer

Niver a dud deuet hag a zesk ar yezh

Niver a dud hag a dap an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY)

Ar c'hentelioù evit an dud deuet

Kas an deskiñ brezhoneg war-raok ; reiñ talvoudegezh d'ar yezh

Kas ar stummadurioù buan-ha-buan war-raok evit an dud deuet

Gwellaat ar varregezh war ar yezh e-barzh an Departamant

- Sikour ar frammoù a stumm an dud deuet e Penn-ar-Bed

- Kelaouiñ an dud ha brudañ ar yezh

- Lakaat ur stignad nevez war-sav evit sikour ar stummadurioù evit an dud deuet

Page 49: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

49

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL An divyezhegezh abred

I.2.A

Palioù :

Evit : Ar familhoù e Penn-ar-Bed

Oberoù :

- Kas an divyezhegezh war-raok e micherioù ar vugaligoù

- Lakaat an dafar pedagogel war wel

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Divskouarn

Ofis Publik ar Brezhoneg

KBMPT hag aozadurioù evit stummañ an dud deuet

Merkerioù :

Niver a sinerien eus Karta Divskouarn ha liveoù tizhet

Niver a renerien frammoù kelaouet

Mammennoù KD29 ; Divskouarn ; arsellva Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB)

- Stummañ ar wazourien diriadel, gant KBMPT da skouer

Niver a lec'hioù ma reer gant an divyezhegezh brezhoneg/galleg

Niver a dud a vicher stummet ouzh ar brezhoneg

Al lec'hioù degemer a-stroll

Anavezout gwelloc'h ar pezh a vez graet hag ar pezh a vez gortozet a-fet an divyezhegezh abred

Kas stummadur an implijidi ouzh ar yezh war-raok

Kas an divyezhegezh war-raok

- Sikour da stummañ stank-ha-stank an implijidi gant ur skoaziadenn evit an erlec'hiañ

(stummadurioù 6 miz). Klokaat ar stignad DESK-Bugaligoù lakaet war-sav gant Rannvro Breizh

- Kelaouiñ renerien ar frammoù

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL An divyezhegezh abred

I.2.B

Palioù :

Evit : Ar familhoù e Penn-ar-Bed

Oberoù :

- Kas an divyezhegezh war-raok e micherioù ar vugaligoù

- Brudañ an dafar pedagogel a zo anezhañ bremañ hag a vo en amzer

da zont

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Divskouarn

Ofis Publik ar Brezhoneg

KBMPT hag aozadurioù evit stummañ an dud deuet

Merkerioù :

Niver a sinerien eus Karta Divskouarn ha liveoù tizhet

Mammennoù KD29 ; Divskouarn ; arsellva Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB)

Niver a skoazellerezed-mamm hag a ra gant ar brezhoneg

Niver a skoazellerezed-mamm dedennet gant ar sujed

Ar skoazellerezed-mamm

Anavezout gwelloc'h ar pezh a vez graet hag ar pezh a vez gortozet a-fet an divyezhegezh abred

Kas stummadur yezhel tud a vicher ar vugaligoù war-raok

Kas an divyezhegezh war-raok

- Kelaouiñ tud a vicher ar gennad, war-lerc'h ar stummadurioù ret

- Sachañ evezh implijidi GMB

Page 50: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

50

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL An divyezhegezh abred

I.2.CPalioù :

Evit : Ar familhoù e Penn-ar-Bed

Oberoù :

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Divskouarn

KGT, Emglevioù-bro…

Ofis Publik ar Brezhoneg

Merkerioù :

Mammennoù

Niver a frammoù a sell ar stignad skoazell outo

Niver a frammoù hag a skoazellerezed-mamm a ra gant ar brezhoneg goude ar stignad

- Startaat al liamm gant ar skolioù divyezhek, diorren an diwallerezh babigoù e brezhoneg,

harpañ implij ar brezhoneg e-barzh ar familhoù

Niver a dud a gemer perzh en abadennoù "brezhoneg gant ar familh" aozet e Penn-ar-Bed

Divskouarn ; arsellva Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) ; kounskridoù gant studierien…

- Brudañ an divyezhegezh abred dre ar c'harned-yec'hed

Kizidikaat ar vugale hag ar familhoù

Lakaat muioc'h a vrezhoneg e-touez ar vugale

Ober diouzh ma vo emrenoc'h ar frammoù

Kas an divyezhegezh war-raok hag ober evit an holl gerent

- Kenderc'hel da sikour an abadennoù e brezhoneg ; lakaat ur sikour war zigreskiñ adalek ar 5vet

bloaz ha sikour ar frammoù da vezañ emren

Page 51: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

51

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL Al liammoù etre ar remziadoù

I.3.A

Palioù :

Evit : An dud kozh hag implijidi an diazezadurioù

Oberoù :

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Kevredigezh Blaz Produktion

KDMPT

Kef Broadel ar Genskoazell evit an Emrenerezh

Merkerioù :

Mammennoù

-Diorren doareoù da zeskiñ ar yezh evit an implijidi ; en em harpañ war gouiziegezh an dud a-

youl vat a-fet ar yezh

Ar sikour d'an dud kozh

Kinnig abadennoù buhezañ e brezhoneg d'an dud kozh

Startaat implij ar brezhoneg el lec'hioù m'emañ an dud kozh o vevañ

- En em harpañ war al lodenn "buhezañ" eus ar brastres "Koshaat mat e Penn-ar-Bed"

- Talvoudekaat an implij eus ar yezh, lakaat renerien an diazezadurioù da gompren e-barzh

talvoudegezh ar yezh

Niver a frammoù hag a ginnig abadennoù buhezañ e brezhoneg

Niver a implijidi hag a gomz brezhoneg ouzh an dud kozh

Niver a dud hag a gemer perzh er stummadurioù

KD 29 ; arsellva Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) ; KDMPT

Emdroadur an darempredoù sokial ha mad an dud e-barzh an diazezadurioù

TRANSMETTRE Al liammoù etre ar remziadoù

I.3.B

Palioù :

Evit : Ar gomzerien "deskidi" hag ar gomzerien a-vihanik

Oberoù :

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Sevenadurioù Breizh

Frammoù stummañ evit an dud deuet

Deskadurezh-Stad

Frammoù da sikour an dud kozh

Kumunioù hag etrekumunelezhioù

Oberourien ar c'hleweled

Merkerioù :

Pad ar raktresoù

Mammennoù

Klaskerien ha treizherien soñjoù

Aesaat an emgavioù e brezhoneg etre ar remziadoù

Tri seurt tud :

- Tud deuet deskidi - en em harpañ war ar Vazhvalaned, hanterourien evit aesaat an emgavioù

en ur c'horn-bro bennak

- Bugale ar skolioù kentañ-derez - aozañ emgavioù da-geñver ar Sizhunvezh c'hlas

Niver a raktresoù

Ali ar re a gemer perzh er raktresoù

KD 29 ; SB ; Aozadurioù stummañ ; skolioù ha skolajoù

- Skolajidi - kejadennoù evit sevel kelaouadennoù klewelet

Page 52: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

52

DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL Al liammoù etre ar remziadoù

I.3.C

Palioù :

Evit : Ar re yaouank e Penn-ar-Bed

Oberoù :

Mare : 2016-2021

Kevelerien : Kenurzhier "yaouankiz" etrekumunel

Kreizenn-rannvro ditouriñ evit ar yaouankiz (KRTY)

Merkerioù :

Niver a filmoù "T'as la tchatche " e brezhoneg

Mammennoù

Niver a raktresoù FDSIY kaset da benn e brezhoneg

Niver a gomzerien etre 15 ha 29 bloaz

KD 29 ; KRTY ; TY29

Talvoudekaat ar pezh a vez graet gant ar re yaouank

Anavezout gwelloc'h ha talvoudekaat ar pezh a vez graet gant ar re yaouank e Penn-ar-Bed

- Kenderc'hel gant an enklaskoù diwar-benn ar sujed-se

- Reiñ ur plas d'ar brezhoneg er raktresoù "yaouankiz" e Penn-ar-Bed ; reiñ talvoudegezh d'ar

raktresoù "T'as la tchatche " e brezhoneg

- Reiñ talvoudegezh d'ar raktresoù e brezhoneg harpet gant ar Font-departamant Skoazelloù da

Intrudu ar Yaouankiz (FDSIY)

Page 53: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

53

BEVAÑ AR YEZH Broioù hag a ra evit an divyezhegezh

II.1.APalioù :

Evit : Tud Penn-ar-Bed ha gweladennerien

Oberoù : - Votiñ ur Garta an divyezhegezh er strollegezh

- Lakaat ar yezh da vezañ un dra hag a sach an dud war-zu hon

departamant

Mare :

Kevelerien : OPAB

Tud a resev skoaziadoù evit staliañ aveadurioù : kumunioù, DPKE, kevredigezhioù...

Merkerioù :

Niver ar c'humunioù skoazellet evit ar panelloù divyezhek

Niver ha doare ar raktresoù touristerezh a gemer ar brezhoneg e kont

Mammennoù

Obererezhioù kaset da benn gant an Departamant evit diorren an divyezhegezh

KD 29 ; OPAB

Votiñ ar Garta : trimiziad kentañ 2017

Panelloù-hent : bep ma vo staliet panelloù nevez

Nevesaat ar stignadoù da sikour lakaat arc'hant : adalek Budjed 1añ 2018

- Sikour ar c'humunioù hag an etrekumunioù da baeañ panelloù divyezhek

Panelloù hag endro divyezhek

Gwellaat an divyezhegezh evit kinnig ar memes kalite a-fet titouriñ, koulz e brezhoneg hag e

galleg

- Diazezañ un divyezhegezh gant an div yezh skrivet par-ouzh-par evit panelloù-hent en

Departamant- Diazezañ un divyezhegezh gant an div yezh skrivet par-ouzh-par evit aveadurioù foran ar

C'huzul-departamant, koulz e-barzh hag er-maez

- Reiñ skoazelloù a-berzh an Departamant evit sevel pe nevesaat savadurioù d'ar re a vo staliet

enno panelloù divyezhek hepken

Page 54: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

54

BEVAÑ AR YEZH Broioù hag a ra evit an divyezhegezh

II.1.B

Palioù :

Gwellaat skeudenn ar brezhoneg

Evit : An holl e Penn-ar-Bed

An dud a gomz pe a zo o teskiñ brezhoneg

Oberoù :

- Skoulmañ darempredoù gant rannvroioù all er bed hag e Frañs

Mare :

Kevelerien : Emglevioù-bro Penn-ar-Bed

Rannvro Breizh

OPAB

KBMPT

Merkerioù :

Niver an eurioù brezhonek er programmoù radioioù ha kleweled

Mammennoù

- Lakaat ar brezhoneg war wel dre ar c'hehentiñ ensavadurel

2016-2021

Niver an obererezhioù kinniget e Penn-ar-Bed ; niver an dud a gemer perzh enno

KD 29 ; OPAB ; Emglevioù-bro

- Sklaeraat ha kreñvaat roll an Emglevioù-bro ; enskrivañ ar skoazell er C'hevratoù-tiriad

- Stummañ implijidi an Departamant war ar brezhoneg ; stummañ implijidi ar strollegezhioù

tiriadel

Roll an obererien en tiriadoù ha kenurzhiañ anezho

Kinnig un endro a-feson evit ober gant ar brezhoneg bemdez

- Kreskiñ niver ar vrezhonegerien el lec’hioù ma vez degemeret tud

- Kreskiñ plas ar brezhoneg er mediaoù nes

Page 55: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

55

BEVAÑ AR YEZH Sevenadur ha deskadurezh pobl

II.2.APalioù :

Evit : An dud a gomz pe a zo o teskiñ brezhoneg

Oberoù :

Mare :

Kevelerien : Mediaouegoù an departamant

Embannerien war dachenn ar brezhoneg

Levrioù ha Lennadennoù e Breizh

OPAB

Rannvro Breizh

Deskadurezh-Stad

Merkerioù :

Niver al levrioù gwerzhet

Mammennoù

2016-2021

Niver al levrioù embannet e brezhoneg

KD 29 ; OPAB ; Levrioù ha Lennadennoù e Breizh ; Rannvro Breizh

Kreñvaat al liammoù etre an obererien war dachenn al levrioù : aozerien, embannerien,

skignerien, lennerien… ha lakaat ar rouedadoù levraouegoù foran e-barzh ar jeu

Niver an abadennoù dudi e brezhoneg a vez kinniget e levraouegoù foran Penn-ar-Bed

Levrioù ha levraouegoù foran

Skignañ gwelloc'h al levrioù brezhonek

- Delc'her gant ar politikerezh prenañ kement levr brezhonek ha prenañ skouerennoù

ouzhpenn eus ar memes levr zoken, ma vez ezhomm

- Broudañ ar mediaouegoù da greskiñ niver an dielloù brezhonek a zo ganto

- Lakaat an dielloù brezhonek war wel

- Aozañ abadennoù dudi e brezhoneg

- Kinnig moduloù stummañ nevez gant Levraoueg Penn-ar-Bed war dachenn an embann e

brezhoneg

- Tuta implijidi vrezhonek er mediaouegoù pe stummañ o implijidi war ar brezhoneg ; lakaat ar

mediaouegoù en ur rouedad

Page 56: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

56

BEVAÑ AR YEZH Sevenadur ha deskadurezh pobl

II.2.BPalioù :

Evit : An holl e Penn-ar-Bed ; brezhonegerien an departamant

Oberoù :

Mare :

Kevelerien : Obererien sevenadurel an Departamant

Obererien war ar brezhoneg (porched)

Deskadurezh-Stad

Strollegezhioù

Merkerioù :

Mammennoù

- Evit al lec'hioù a zo da Zepartamant Penn-ar-Bed pe liammaet outañ a-fet lezenn (al lec'hioù

stag ouzh an DPKS Hentoù ar Glad), staliañ panelloù diouzh Karta an divyezhegezh ha studiañ,

diouzh al lec'h-mañ-lec'h, penaos kemer ar brezhoneg e kont er raktresoù

Kreñvaat plas ar brezhoneg el lec'hioù sevenadurel e Penn-ar-Bed

- Evit al lec'hioù a resev skoaziadoù digant ar C'huzul-departamant, broudañ anezho d'ober gant

ar brezhoneg, d'an nebeutañ war ar panelloù

- Reiñ ton d'ar c'han ha d'ar c'hontadennoù, digeriñ ar pleustroù-se d'ar muiañ a dud (skolioù ;

Kan ar Bobl…)

Lakaat an obererezhioù war dachenn ar brezhoneg da vezañ anavezet gwelloc'h

Reiñ ton d'ar c'han hag ar c'hontadennoù, doareoù eus ar re wellañ evit deskiñ brezhoneg d'ar

remziadoù nevez

Raktresoù arzel ha sevenadurel

Skoazellañ ar c'hrouiñ hag ar skignañ oberennoù arzel e brezhoneg

- Broudañ da brogrammiñ oberennoù brezhonek (arvestoù bev)

- Sikour ar poloù titouriñ, e-giz C'hoariva ha Daoulagad Breizh (kleweled)

Niver ar c'hinnigoù ebarzhet er porched web da zont ; lusk tapet gant ar porched, alioù an dud…

- Tuta implijidi vrezhonek

2016-2021

Niver al lec'hioù sevenadurel ma vez programmet traoù e brezhoneg

KD 29 ; OPAB ; Rannvro Breizh

- Sikour sevel ur porched "brezhoneg" ma vo renablet an obererezhioù e brezhoneg

Doareoù obererezh kinniget (panelloù / diskouezadeg / gweladennoù heñchet e brezhoneg…)

Page 57: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

57

BEVAÑ AR YEZH Sevenadur ha deskadurezh pobl

II.2.B

Palioù :

Evit : Brezhonegerien, koulz bugale ha tud vras

Oberoù :

Mare :

Kevelerien : Obererien an deskadurezh pobl

Obererien war dachenn ar brezhoneg

Kumunioù, DPKE

Deskadurezh-Stad

Sevenadurioù Breizh (MOT)

Merkerioù :

Mammennoù

- Sikour an DABU hag an DARE

- Broudañ da ginnig muioc'h a obererezhioù merdeiñ e brezhoneg

- Broudañ da ziorren ar "Mareoù obererezhioù troskol" en-dro d'ar brezhoneg

Dudioù ha deskadurezh pobl

Kinnig oberoù estreget ar mareoù skol pe ar mareoù stummañ abalamour d'ober gant ar

brezhoneg e degouezhioù a bep seurt

- Skoazellañ ar c'hampoù vakañsoù brezhonek diouzh niver an nozvezhiadoù

2016-2021

Niver ar c'hampoù vakañsoù a vez aozet

Niver ar vugale a gemer perzh enno

Niver ar MOT liammet gant ar brezhoneg

KD 29 ; UBAPAR ; Sevenadurioù Breizh

Palioù :

Krouiñ un endro mat evit implij ar brezhoneg

Evit : Dilennidi hag implijidi Kuzul-departamant Penn-ar-Bed

Oberoù :

- Lakaat ur bodad e plas evit evezhiañ ar brastres

Mare :

Kevelerien : OPAB

Merkerioù :

Mammennoù

Lakaat ar brastres departamant da dalvezout hag evezhiañ anezhañ

KD 29 ; OPAB

- Adwelet pe sevel stignadoù da sikour ar gevelerien, koulz ar c'hevredigezhioù hag an

ensavadurioù

Diwall ma vo lakaet ar brastres da dalvezout a vloaz da vloaz, priziañ dibaouez ha kempenn ar

brastres diouzh an ezhommoù

- Evezhiañ al lezenniñ

- Temoù evit enklaskoù sokioyezhoniezh da gas en-dro

- Kreñvaat ar c'henlabour etre ar servijoù er C'huzul-departamant

- Brudañ gwelloc'h ar pezh a vez graet evit ar brezhoneg

2016-2021

Nevesaat ar merkerioù a zo bet gwelet evit pep tem

Evezhiadennoù ar bodad evezhiañ

Emdroadur plas ar brezhoneg e Penn-ar-Bed

Page 58: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

58

Stagadenn 1 :

Tud ar bodad sturiañ

hag ar bodad teknikel

evit sevel brastres yezh an Departamant

Bodad sturiañ

ANV Anv -bihan Strollad Resisadennoù

CREIGNOU Solange Muianiver Prezidantez ar Bodad sturiañ

PALLIER Elyane Muianiver Kanton Lokournan

LE BOURDON Stéphane Muianiver Kanton Kemper 1

HUON Joëlle Muianiver Kanton Plouigno

TANGUY Jean-Marc Muianiver Kanton Kemper 2

JAFFRE Claude Muianiver Kanton Molan

PERON Stéphane Muianiver Kanton Gwipavaz

GUILLERM Elisabeth Emglev Kanton Landivizio

MOULLEC Yvan Emglev Kanton Landerne

CHEVAUCHER Aline Emglev Kanton Kastell-Paol

NICOLE Corinne Rannvroelourien Kanton Karaez

Page 59: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

59

Bodad teknikel

ANV Anv -bihan Framm / Renerezh Resisadennoù

BONJOUX Rémi KD29 – Renerezh Sevenadur Sport Yaouankiz

MAGNANON Florence KD29 – Servij ar Politikerezhioù Tiriadoù Sevenadur ha Sport

COUPIER Erell KD29 - SPTCS – Brezhoneg

BOULEY Jean-Emmanuel KD29 – Renerezh ar c’hehentiñ

PROU Anne KD29 – Kefridiezh da harpañ lakaat ar raktres strategel da dalvezout

DEBAVAELERE Karine KD29 – Renerezh Ajañsoù teknikel an Departamant

CADIOU Christian KD29 – Renerezh ar Monedone

PENON Guillaume KD29- Renerezh ar skolajoù

RYCKELYNK Fabienne KD29 – Renerezh Gwarez ar Mammoù hag ar Vugale

KERNINON Isabelle KD29 – Renerezh ar C’hoskor

LETTY Pascale KD29 – Renerezh an dud war an oad hag an dud nammet

YOUINOU Tangi KD29 – Servij ar Politikerezhioù Tiriadoù Sevenadur ha Sport

Strollad sevenadur

AR BRAS Kristian Blaz Produktion Strollad liamm etre remziadoù

LE BIHANNIC Mikaël Sevenadurioù Breizh Strollad liamm etre remziadoù

MAZO Gregor Divskouarn Strollad divyezhegezh abred

Page 60: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

60

JAKEZ Fulup Ofis publik ar brezhoneg Strollad kelenn

MARQUAND

pe

AN HABASK

Patrice

Riwanon

Oaled Landelo

UBAPAR

Strollad Broioù hag a ra evit an divyezhegezh

MENGUY Yannig Kumun Pluguen Strollad Broioù hag a ra evit an divyezhegezh

Page 61: Brastres Version LB seance...justis sokial hag an doujañs kenetre ar pobloù hag ar sevenadurioù, zo ret-holl d’ar peoc’h ha d’ar ... Diazezet e oa bet an aozadur-se gant ar

Conseil départemental du FinistèreDirection de la Culture, des Sports et de la Jeunesse32 boulevard Dupleix CS 29029 – 29196 Quimper CedexTél. 02 98 76 20 20 Courriel : [email protected]

Conseil départemental du Finistère - Direction de la communication – Octobre 2016

finis

tere

.fr