2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O...

45
Sketchoù evit deskiñ komz Michelle Kerrain Tresadennoù : Riwal Georgelin KELC’HIAD 2

Transcript of 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O...

Page 1: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù

evit deskiñ komzMichelle Kerrain Tresadennoù : Riwal Georgelin

KELC’HIAD 2

Page 2: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Da gentañ da reiñ plijadur dezho dre ar yezh : farsal, jestraouiñ, c’hoari gant o c’horf ha gant o mouezh hep mont betek ober gwir c’hoariva.Met ivez ha dreist-holl evit lakaat bre­zhoneg en o genoù. Pal ar c’hoari sketchoù eo deskiñ ha gwellaat o live yezh dre lakaat anezho da implijout ar stummoù hag ar c’heriaoueg diazez a vank dezho, ha war memes tro lakaat

anezho da gaout un eskemm e brezhoneg gant ar vugale all.Sketchoù ar fichennaoueg-mañ zo bet implijet er c’hlas gant bugale skol-vamm 5-6 vloaz. Gallout a reont talvezout da vugale ar CP ivez.Er mod-mañ ez aio an traoù en-dro peurvuiañ.– Da gentañ e vo c’hoariet an istor gant ar skolaer(ez) dirak ar vugale, hep kontañ an istor dezho en a-raok. C’hoariet e vo an holl dudennoù, hag evit diskouez mat ar perzhioù disheñvel e vo cheñchet plas, cheñchet mouezh, jestraouet, kement-se da sikour o c’homprenidigezh hag da reiñ c’hoant dezho da c’hoari an dudenn-mañ-tudenn.– Goude-se e vo roet un tamm amzer d’ar skolidi da lâret ar pezh o deus komprenet : piv eo an tudennoù ? Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto.– Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet e vo gantañ. Kroget e vo gant bugale a zeu aes ar c’homz dezho, ha tamm-ha-tamm e vo roet ur perzh d’ar re eo diaesoc’h an

traoù dezho. Muioc’h a amzer o devo bet da eñvorenniñ ar pozioù ha d’en em lakaat e korf an dudenn o deus dibabet reiñ buhez dezhi. Evel-just e vefont holl sikouret – gant ar vugale all, ar muiañ ma c’haller – pa ankouaont ar pozioù pe pa reont fazioù. Roet e vo ur perzh bras d’an distagadur ha d’ar pouez­mouezh. Ha klasket e vo broudañ anezho da gaozeal kreñv ha da c’hoari gant o mouezh ha gant o c’horf.C’hoariet e vo ar sketch e-pad 3 pe 4 devezh, betek ma vo anavezet mat gant an holl. Adimplijet e vo komzoù zo e buhez ar c’hlas gant ar skolaer(ez) ha broudet e vo ar skolidi d’ober kement all, dezho da briziañ talvoudegezh ar sketchoù evit mont war-raok gant ar yezh.Pa vo anavezet mat ar sketch gant an holl e c’hellor sevel ur pezh nevez war ar memes patrom. Kinniget e vo (gant ar skolaer(ez) pe gant ar skolidi) ur cheñchamant bennak.Neuze e vo goulennnet digant ar vugale sevel ur sketch nevez en ur deurel pled eus ar cheñchamant degaset : anvioù, anvioù-gwan, liester, unander, displegadur ar verboù… ha c’hoariet e vo ar stumm, pe an daou pe dri stumm nevez-savet.Sketchoù all a c’heller kavout, dreist-holl en albomoù. Adalek ma’z eus un tamm kaoz etre div dudenn en un istor e c’heller lakaat ar vugale da c’hoari an div pe deir frazenn-se. Ne vo ket desket pep tra dre c’hoari sketchoù, met un elfenn eus kelenn ar yezh d’ar vugale e c’hell bezañ, ha sur n’eo ket an hini displijusañ !

Michelle Kerrain

Perak lakaat ar vugale da c’hoar i sketchoù ?

Page 3: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh :– « Petra eo ? » – Geriaoueg an dilhad, an dafar er skol, ar c’hoarioù.

Niver a vugale o c’hoari : 3 pe 4 bugel.

Tudennoù : Ur vamm ha 2 pe 3 bugel.

Dafar : Dilhad pe dafar skol pe c’hoarioù.

Petra eo ? 1

Ar vugale zo o lenn, o c’hoari, o sellet ouzh ar skinwel… Ar vamm zo aet skuizh gant o sklabez.

– Ar vamm : Petra eo se ?– Ar bugel 1 : Ur stammenn.– Ar vamm : Petra eo se ?– Ar bugel 2 : Ur bragoù.– Ar vamm : Petra eo se ? – Ar bugel 1 : Loeroù.– Ar vamm : Petra eo se ?– Ar bugel 2 : Ur chupenn.– Ar vamm : Ha petra zo kaoz emaint war al leur ?

Hastit buan dastum anezhe, mar plij. Diouzhtu, ha n’eo ket a-benn un eur !

Gallout a reer menegiñ anvioù dilhad all kavet war al leur.E-lec’h ar vamm e c’heller lakaat ur skolaer, pe ur skolaerez, a c’houlenn klozañ dafar ar c’hlas (ul levr, kreionoù, sizailhoù, paper…).

Page 4: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Poent eo » + verb.

Niver a vugale o c’hoari : 2 vugel.

Tudennoù : Ur vamm hag ur bugel.

Dafar : Ur madig.

Poent eo ! 2

– Ar vamm : Poent eo mont da gousket.– Ar bugel : Gortoz un tamm !– Ar vamm : Poent eo mont da gousket.– Ar bugel : Gortoz un tamm !– Ar vamm : Poent eo dont da gerc’hat ur madig.– Ar bugel : Erru on diouzhtu !

Page 5: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Livioù. – « Eo… n’eo ket ». – « Me ’lâr dit ». – « Na… na… ».

Niver a vugale o c’hoari : 3 bugel.

Tudennoù : 3 bugel.

Dafar : Ur stammenn vouk.

Ma stammenn vouk 3

– Ar bugel 1 : Sell pegen brav eo ma stammenn ruz !– Ar bugel 2 : N’eo ket ruz da stammenn !– Ar bugel 1 : Eo, ruz eo !– Ar bugel 2 : N’eo ket, roz eo !– Ar bugel 1 : Me ’lâr dit eo ruz !– Ar bugel 2 : Roz eo, ’lâran dit !– Ar bugel 3 : Dall oc’h ho-taou, n’eo na ruz na roz,

mouk an hini eo.

Page 6: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Me ’m eus ». – « Ne’m eus … ebet », « na… na… ». – « Emaomp ».

Niver a vugale o c’hoari : 3 pe 4 bugel.

Tudennoù : 3 pe 4 bugel.

Ma familh 4

a. 3 bugel o kaozeal eus o loened.

– Ar bugel 1 : Me ’m eus ur c’hi, ur c’hi bihan jentil.– Ar bugel 2 : Me ne’m eus ki ebet. Ur c’hazh am eus,

unan gwenn ha du.– Ar bugel 3 : Me ne’m eus na ki na kazh.

Daou vreur ’m eus, ha trawalc’h emaomp en ti evel-se, a lâr ma mamm.

b. 4 bugel o kaozeal diwar-benn breudeur ha c’hoarezed.

– Ar bugel 1 : Me ’m eus ur c’hoar, ur c’hoar vras.– Ar bugel 2 : Me ’m eus daou vreur, unan bihan hag

unan bras.– Ar bugel 3 : Me ’m eus ur breur hag ur c’hoar,

ha me eo an hini koshañ (pe an hini goshañ).– Ar bugel 4 : Me ne’m eus na breur na c’hoar.

Ur c’hi am eus ha trawalc’h eo evel-se.

Page 7: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Choant ’m eus da gaout ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 3 bugel hag ur vamm pe un tad.

Dafar : Ur madig, ur c’hoariell.

C’hoant ’m eus 5

– Ar bugel 1 : Mammig (pe Tadig), c’hoant ’m eus da gaout ur madig.

– Ar bugel 2 : Mammig (pe Tadig), c’hoant ’m eus da gaout ur pok.

– Ar bugel 3 : Mammig (pe Tadig), c’hoant ’m eus da gaout ar c’hoari a zo gantañ (pe ganti ma vez dizkouezet ur plac’h).

Ar vamm pe an tad a ro bep tro an dra goulennet.

– Ar vamm (pe an tad) : Ha me, c’hoant ’m eus da gaout peoc’h !!!

Gallet e vo astenn an tamm diviz gant traoù all, un istor, un tamm chokolad, evit lakaat muioc’h a vugale ’barzh ar jeu.

Page 8: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh :– « Pelec’h emañ ? N’emañ ket ».– « Dindan, e-barzh, war ». – « ’M eus ket ». – « Ma kavan ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : Ur bugel o klask e draoù, an tri all o respont dezhañ.

Pelec’h emañ ? 6

– Ar bugel 1 : Pelec’h emañ ma c’hreion ?– Ar bugel 2 : Sellet ’teus dindan an daol ?– Ar bugel 1 : Ya, n’emañ ket eno.– Ar bugel 3 : Klasket ’teus e-barzh da sac’h ?– Ar bugel 1 : Ya, n’emañ ket eno ivez.– Ar bugel 4 : Furchet ’teus war da vurev ?– Ar bugel 1 : ’M eus ket. O ! Aze ’mañ ! Kavet eo !

Bremañ, ma kavan un tamm paper ouzhpenn e c’hellin ober un dresadenn.

Page 9: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh :– « C’hoant » + verb. – Respont gant ar stumm nac’h : « n’eus ket ». – « Zo evidon ». – Displegadurioù an araogennoù : « evidout ». – Amzer da zont : « e kouskin / me a gousko ». – Geriaoueg ar gambr.

Niver a vugale o c’hoari : 7 bugel.

Tudennoù : 2 vugel e-barzh ar gambr, ar re all o tont an eil war-lerc’h egile.

C’hoant-kousket ’m eus 7

– Ar bugel 1 : C’hoant-kousket ’m eus. Ur gwele zo evidon ?– Ar bugel 2 : N’eus ket, re vihan eo ar gwele amañ evidout.– Ar bugel 1 : Neuze e kouskin war ar gador.– Ar bugel 3 : C’hoant-kousket ’m eus. Ur gwele zo evidon ?– Ar bugel 4 : N’eus ket, re vihan eo ar gwele amañ evidout.– Ar bugel 3 : Neuze e kouskin war an daol.– Ar bugel 5 : C’hoant-kousket ’m eus. Ur gwele zo evidon ?– Ar bugel 2 : N’eus ket, re vihan eo ar gwele amañ evidout.– Ar bugel 5 : Neuze e kouskin war ar bank.– Ar bugel 6 : C’hoant-kousket ’m eus. Ur gwele zo evidon ?– Ar bugel 4 : N’eus ket, re vihan eo ar gwele amañ evidout.– Ar bugel 6 : Neuze e kouskin war al leur.– Ar bugel 7 : C’hoant-kousket ’m eus. Ur gwele zo evidon ?– Ar vugale 2 ha 4 : N’eus ket, re vihan eo ar gwele amañ evidout.– Ar bugel 7 : Neuze e kouskin war ar gador.– Ar vugale 2 ha 4 : Ha ni a gousko war al leur.

zzzz z z

Page 10: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Da biv eo ? » – « Ma hini ». – « N’eo ket din, din eo ». – Implijout ur frazenn hir.

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 3 bugel oc’h ober un dra, un den bras (mamm, tad, skolaerez) o tiskouez un dra war al leur.

Dafar : Ur stammenn ruz, botoù.

Da biv eo ? 8a

– Ar skolaer : Da biv eo ar stammenn ruz a zo aze war al leur ?

– Ar bugel 1 : N’eo ket din, glas eo ma hini.– Ar skolaer : Da biv eo ar stammenn ruz a zo aze

war al leur ?– Ar bugel 2 : N’eo ket din, ma hini ’m eus lakaet e-pign.– Ar skolaer : Da biv eo ar stammenn ruz

a zo aze war al leur ?– Ar bugel 3 : Feiz, din-me eo, ’soñj din.– Ar skolaer : Dastum anezhi diouzhtu neuze !

Gallout a reor :– cheñch liv ar stammenn (kemmadur) ;– cheñch an dra a zo war al leur evit ma vo ret

implijout « anezhañ » e lec’h « anezhi ».Gwelet ar sketch 8b.

Page 11: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Da biv eo ? 8b

– Ar skolaer : Da biv eo ar botoù a zo aze war al leur ?– Ar bugel 1 : N’int ket din, ruz int ha gwenn eo ma re.– Ar skolaer : Da biv eo ar botoù a zo aze war al leur ?– Ar bugel 2 : N’int ket din, n’eo ket ken bihan-se

ma zreid !– Ar skolaer : Da biv eo ar botoù a zo aze war al leur ?– Ar bugel 3 : N’int ket din, klozet eo ma re

war an estajerenn.– Ar skolaer : Da Baol int neuze !– Ar bugel 4 : Ya, din-me int.– Ar skolaer : Dastum anezho diouzhtu

neuze !

Page 12: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh :– « Naon ’m eus », « sec’hed ’m eus ». – « A blijfe din ». – « Un tamm, ur banne, boued, evaj ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 3 bugel, un tad pe ur vamm.

Naon ’m eus ! 9

– Ar bugel 1 : Naon ’m eus !– Ar bugel 2 : Naon ’m eus !– Ar bugel 3 : Sec’hed ’m eus-me, ’m eus ket naon.– An tad : Petra a blijfe deoc’h debriñ ?– Ar bugel 1 : Un tamm bara amann a blijfe din debriñ.– Ar bugel 2 : Un tamm kachenn a blijfe din debriñ.– Ar bugel 3 : Ur banne chug-avaloù a blijfe din evañ.

Page 13: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Gwelloc’h e kavan ». – « Neuze e tebrin ». – « Ne ri ket ». – « Klañv e vi ma tebrez ». – « Gallout a reomp ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 3 bugel, un tad pe ur vamm.

Krampouezh 10

– An tad : Krampouezh gant amann ’m eus graet. Piv en do unan ?

– Ar bugel 1 : Ur grampouezhenn gant amann ? Gwelloc’h e kavan krampouezh gant sukr.

– Ar bugel 2 : Me ’gav gwelloc’h krampouezh gant chokolad.

– Ar bugel 3 : Me ’gav gwelloc’h krampouezh gant koñfitur.

– An tad : Neuze e tebrin anezho ma-unan.– An 3 bugel : Ne ri ket, klañv e vi ma tebrez anezho

tout. Gallout a reomp sikour ac’hanout un tamm memes tra !

Page 14: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Te an hini ’teus graet ». – « N’eo ket me ». – « Marteze eo ».

Niver a vugale o c’hoari : 5 bugel.

Tudennoù : Unan o klask piv en deus graet trouz, ha pevar o respont dezhañ/dezhi.

Trouz zo ! 11

– Anna : Te an hini he deus graet an trouz-se ?– Solenn : Me ? N’eo ket me ! Ne’m eus graet

mann ebet ; marteze eo Pêr.– Anna : Te an hini en deus graet an trouz-se ?– Pêr : Me ? N’eo ket me ! Ne’m eus graet mann ebet ;

marteze eo Paol.– Anna : Te an hini en deus graet an trouz-se ?– Paol : Me ? N’eo ket me ! Ne’m eus graet mann ebet ;

marteze eo Mari.– Anna : Te an hini he deus graet an trouz-se ?– Mari : Ya !– Anna : Penaos ’teus graet an trouz-se ? Plijout a rafe

din dont a-benn d’ober kement all. Lâr din ’ta ! – Mari : Deus, ec’h an da ziskouez dit.

?

Page 15: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Verb displeget gant ar stumm nac’h : « ne gavan ket ». – « Ganin, ganit, digantañ, diganti ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 pe 5 bugel.

Tudennoù : Unan o klask ha tri pe bevar all, paotred ha merc’hed mesk-ha-mesk.

Dafar : Ur c’hreion ruz.

Ne gavan ket ma c’hreion ! 12

– Ar bugel 1 : Ne gavan ket ma c’hreion ruz. Ganit emañ ?– Ar bugel 2 : N’emañ ket, goulenn diganti (o tiskouez ur plac’h),

marteze e oar-hi pelec’h emañ.– Ar bugel 1 : Ne gavan ket ma c’hreion ruz. Ganit emañ ?– Ur plac’h : N’emañ ket, goulenn digantañ (o tiskouez ur paotr),

marteze e oar-eñ pelec’h emañ.– Ar bugel 1 : Ne gavan ket ma c’hreion ruz. Ganit emañ ?– Ur paotr : N’emañ ket, goulenn diganti,

marteze e oar-hi pelec’h emañ.– Ar bugel 1 : Ne gavan ket ma c’hreion ruz.

Ganit emañ ?– Ur plac’h : Ganin emañ, evel-just !

Te an hini ez poa prestet anezhañ din ! Dal, kemer anezhañ en-dro.

Page 16: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh :– « Piv en deus c’hoant da ». – « Ganin, ganimp ». – « N’hellan ket, re … on ».

Niver a vugale o c’hoari : 5 bugel.

Tudennoù : Ur bugel o c’houlenn a-bouez-penn, 4 bugel evit respont (1+1+2).

C’hoar i ganin ! 13

– Ar bugel 1 : Piv en deus c’hoant da c’hoari ganin ? Piv en deus c’hoant da c’hoari ganin ?

– Ar bugel 2 : Me n’hellan ket, re vras on.– Ar bugel 1 : Piv en deus c’hoant da c’hoari ganin ?

Piv en deus c’hoant da c’hoari ganin ?– Ar bugel 3 : Me n’hellan ket, re vihan on.– Ar bugel 1 : Piv en deus c’hoant da c’hoari ganin ?

Piv en deus c’hoant da c’hoari ganin ?– Ar vugale 4 ha 5 : Ni !!! Deus buan

da c’hoari ganimp !!!– Ar bugel 1 : Ha petra ’vo c’hoariet

ganimp ?– Ar vugale 4 ha 5 : Gwelet e vo !!!

Page 17: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Bras, brasoc’h ».

Niver a vugale o c’hoari : 3 bugel.

Tudennoù : Bugale.

Dafar : Ur pakad madigoù.

Bras on ! 14

– Ar bugel 1 : Bras on.– Ar bugel 2 : Bras out marteze, met brasoc’h on ’vidout.

Sell (hag eñ/hi o pignat war ur bank).– Ar bugel 3 : Bras oc’h ho-taou, met brasoc’h on ’vidoc’h

(hag eñ/hi o pignat war ur gador).Me eo an hini brasañ amañ !

– Ar bugel 1 : Te eo an hini brasañ, gwir eo, met ingal eo, ganin emañ ar pakad madigoù.

Page 18: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Ro din, reiñ ». – « Ganti ».

Niver a vugale o c’hoari : 2 vugel.

Dafar : Ur pakad madigoù.

Ro din ! 15

– Divi : Ro ur madig din !– Lena : Ne rin ket !– Divi : Ro ur madig din, mar plij ! (War un ton jentil.)

– Lena : Ne rin ket !– Divi : Ro ur madig din ! (Fuloret.)

– Lena : Ne rin ket !– Divi : Mammig, Lena ne fell ket dezhi

reiñ ur madig din, koulskoude zo ur sac’had leun ganti ! (Distaget ha kreñv.)

Page 19: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Me eo ». – An anvioù-gwan en derez uhelañ : « brasañ, kreñvañ, gwashañ ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel hag un tad.

Me eo an hini brasañ ! 16

– Ar bugel 1 : Me eo ar mestr, me eo an hini brasañ.– Ar bugel 2 : N’eo ket gwir, me eo ar mestr,

me eo an hini kreñvañ.– Ar bugel 3 : Petra ’lârez aze ? Me eo ar mestr,

me eo an hini gwashañ.– Ar bugel 4 : Hopala ! Me eo ar mestr,

me eo an hini primañ.– An tad : Me eo ar mestr amañ, kit holl da gousket,

ha diouzhtu !

Page 20: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Ur c’hi on ». – « Un dra zo ganin ». – Ar verb bezañ : « out ? n’on ket ».

Niver a vugale o c’hoari : 5 bugel.

Tudennoù : Ur bugel geot en e zorn. Loened (etre 3 ha 5).

Geot zo ganin 17

– Ar bugel : Geot zo ganin da reiñ d’ul lapin. Ul lapin out ?– Ar c’hi : N’on ket, ur c’hi on.– Ar bugel : Geot zo ganin da reiñ d’ul lapin. Ul lapin out ?– Al louarn : N’on ket, ul louarn on.– Ar bugel : Geot zo ganin da reiñ d’ul lapin. Ul lapin out ?– Ar pemoc’h : N’on ket, ur pemoc’h on.– Ar bugel : Geot zo ganin da reiñ d’ul lapin. Ul lapin out ?– Al lapin : Ya.– Ar bugel : Setu evidout. – Al lapin : Trugarez vras !

Ar memes sketch a c’haller ober gant fourmaj evit ul logodenn, un askorn evit ur c’hi, greun evit ur yar. D’ar vugale da sevel o istor ur wezh desket hemañ en ur zibab un dra etre 3 pe 4 kinniget dezho. ?

Page 21: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Ne gavan ket mat ». – « Sot on ». – Geriaoueg ar boued.

Niver a vugale o c’hoari : 2 vugel.

Tudennoù : Unan a ra ar bugel, unan a ra ar vamm-gozh.

Petra zo da zebr iñ ? 18

– Ar bugel : Petra zo da zebriñ ?– Ar vamm-gozh : Soubenn ar c’harotez.– Ar bugel : Ac’h ! Ne gavan ket mat ar soubenn.

Ha goude-se ?– Ar vamm-gozh : Kig gant piz-bihan.– Ar bugel : Ac’h ! Ne gavan mat nag ar c’hig

nag ar piz-bihan. Ha goude-se ?– Ar vamm-gozh : Un dartezenn avaloù.– Ar bugel : Manam ! Sot on gant an tartez avaloù,

ro un tamm din diouzhtu, mar plij !

Page 22: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Dit-te eo, n’eo ket ». – « Din-me ». – « Ne lakan ket ». – « Lousoc’h eo ».

Niver a vugale o c’hoari : 6 bugel.

Tudennoù : Ur skolaerez ha pemp bugel.

Dafar : Ur stammenn.

Dit-te eo ? 19

– Ar skolaerez : Dit-te eo ar stammenn am eus kavet ? War ar porzh e oa.

– Ar bugel 1 : N’eo ket, ruz gant rizennoù du eo ma hini.– Ar skolaerez : Dit-te eo ar stammenn am eus kavet ?

War ar porzh e oa.– Ar bugel 2 : N’eo ket, ne lakan stammenn ebet,

tomm a-walc’h eo din evel-se.– Ar skolaerez : Dit-te eo ar stammenn am eus kavet ?

War ar porzh e oa.– Ar bugel 3 : N’eo ket, un tamm lousoc’h eo ma hini. – Ar skolaerez : Dit-te eo ar stammenn am eus kavet ?

War ar porzh e oa.– Ar bugel 4 : N’eo ket, un tamm brasoc’h eo ma hini.– Ar skolaerez : Dit-te eo ar stammenn am eus kavet ?

War ar porzh e oa.– Ar bugel 5 : Din eo, trugarez. Diwisket em boa anezhi

pa oan oc’h ober sport hag ankouaet anezhi goude-se. Trugarez vras.

Page 23: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh :– « Aet eo, aet int ». – Liester un toullad anvioù loened : « lapined, chas, kizhier ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : Unan zo e-kreiz al leurenn, tri a erru an eil war-lerc’h egile, pennfollet-tout.

Aet eo kui t 20

– Ar bugel 2 : Aet eo kuit, aet eo kuit !– Ar bugel 1 : Piv zo aet kuit ?– Ar bugel 2 : Ma c’hazh bihan.– Ar bugel 3 : Aet int kuit, aet int kuit !– Ar bugel 1 : Piv zo aet kuit ?– Ar bugel 3 : Ma lapined.– Ar bugel 4 : Aet int kuit, aet int kuit !– Ar bugel 1 : Piv zo aet kuit ?– Ar bugel 4 : Ma chas bihan !– Ar bugel 1 : Gouzout a ran, aet int da zebriñ

ur gachenn e ti ar pemoc’h ! Hirie emañ e zeiz-ha-bloaz.

Gallout a reer astenn gant loened all (1 pe 2) el liester pe en unander : ma marc’h, ma saout, ma c’hizhier.

Page 24: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « War, dindan, e-barzh, a-dreñv ». – « Pelec’h e vo lakaet ». – Al listri.

Niver a vugale o c’hoari : 7 bugel.

Tudennoù : C’hwec’h bugel, ur vamm. Ispisial eo ar vamm. Lâret a ra d’ar vugale dont da lakaat al listri war an daol un tamm n’eus forzh penaos.

Dafar : Gwer, asiedoù, kontilli, loaioù.

Stal iañ an daol 21

– Ar vamm : Koulz merenn eo, deuit da staliañ an daol !– Ar bugel 1 : Pelec’h e vo lakaet an asied ? (Asiedoù.)

– Ar vamm : Dindan an daol.– Ar bugel 2 : Pelec’h e vo lakaet ar werenn ? (Gwer.)

– Ar vamm : War ar gador.– Ar bugel 3 : Pelec’h e vo lakaet ar gontell ? (Kontilli.)

– Ar vamm : E-barzh ar werenn. (Gwer.)

– Ar bugel 4 : Pelec’h e vo lakaet al loa vras ? (Loaioù bras.)

– Ar vamm : War an daol.– Ar bugel 5 : Pelec’h e vo lakaet ar fourchetez ? (Fourchetezioù.)

– Ar vamm : A-dreñv an asied. (Asiedoù.)

– Ar bugel 6 : Pelec’h e vo lakaet al loa vihan ? (Loaioù bihan.)

– Ar vamm : El lec’h a gari.– Ar bugel 1 : ’M eus aon ne vo ket aes debriñ hirie !

Page 25: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Dont a-benn, ne zeuan ket a-benn, ne zeuomp ket a-benn, deuet eo ganeomp ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : Ur bugel a c’halv unan ha goude daou ha goude tri bugel da sikour anezhañ. Pa vez trawalc’h anezho e teuont a-benn.

Dafar : Ur bank.

Pounner ar bank 22

– Anna : Leo, mar plij, deus da sikour ac’hanon ’ta, ne zeuan ket a-benn da zougen ar bank-se ma-unan.

– Leo : Erru on.– An 2 vugel : Re bounner eo deomp ! Ezhomm zo sikour ! – Anna : Louise, mar plij, deus da sikour ac’hanomp ’ta,

ne zeuomp ket a-benn da zougen ar bank-se, ni hon-daou.– Louise : Erru on. – Leo : Re bounner eo deomp c’hoazh !– Anna : Yann, mar plij, deus da sikour ac’hanomp ’ta,

ne zeuomp ket a-benn da zougen ar bank-se.– Yann : Erru on.– Anna : Deuet eo ganeomp ! – Leo : Da belec’h eo ret kas anezhañ bremañ ?– Anna : Laoskit anezhañ aze, c’hoant ’m boa da welet

pet e oa ret bezañ evit dougen anezhañ, ha mat pell zo.

Page 26: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Skeiñ, skoet ». – « He deus, en deus ».

Niver a vugale o c’hoari : 3 bugel.

Tudennoù : Ur vamm pe un tad ha daou vugel.

Graet en deus poan din ! 23

– Elen : Mammig, mammig ! Lomig en deus graet poan din !

– Lomig : Mamm, n’eo ket gwir, Elen eo he deus graet poan din !

– Elen : Skoet en deus war ma fenn gant ur vazh !– Lomig : Roet he deus un taol troad din e-barzh

ma gar.– Elen : Te ’oa krog da skeiñ ganin

da gentañ !– Lomig : Ne’m boa ket graet espres ha

n’em boa ket graet kalz a boan dit.– Ar vamm (pe an tad) : Paouezit

d’en em chikanañ ! Ha pep hini d’e gambr !

Page 27: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Amzer dremenet : « emaout o tont, e oas, a oa ganit ». – Stumm goulennata : « eus pelec’h ? » « oc’h ober petra ? » « peseurt labour ? »

Niver a vugale : 2 vugel.

Tudennoù : Ur vamm pe un tad hag ur bugel.

Eus pelec’h emaout o tont ? 24

– An tad : Eus pelec’h emaout o tont, lous evel ma’z out ?– Ar bugel : Eus al liorzh.– An tad : Oc’h ober petra e oas el liorzh ?– Ar bugel : O labourat.– An tad : Ha peseurt labour a oa ganit ’ta ?– Ar bugel : Naetaat !Tu zo da cheñch an diviz (lakaat « gleb », pe « drailhet da vragoù ganit » e plas « lous »). Cheñch al lec’h (« eus ar park », « eus ar porzh »...).Ha cheñch an dra a zo bet graet.

– An tad : Eus pelec’h emaout o tont, kignet ganit da benn ha da zivrec’h ?

– Ar bugel : Eus ar park.– An tad : Oc’h ober petra e oas er park ?– Ar bugel : O labourat.– An tad : Ha peseurt labour a oa ganit ’ta ?– Ar bugel : Chaseal an aerouant !

Page 28: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Verb mont : « me a yelo, ez in, n’in ket ». – « Ne raio ket ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 4 bugel.

Me a yelo da di Var i 25

– Ar bugel 1 : Me a yelo da di Vari hirie, emañ o lidañ he deiz-ha-bloaz.

– Ar bugel 2 : Me n’in ket da di Vari, me a yelo da di Yann da welet ar c’hi bihan en deus bet.

– Ar bugel 3 : Ha me a yelo hirie da di ma mamm-gozh da zebriñ krampouezh he deus fardet evidon.

– Ar bugel 4 : Me a yelo da di ar medisin da gaout ur bikadenn.

– Ar vugale 1, 2 ha 3 : Ooooo !– Ar bugel 4 : Met n’eo ket strikt, ne raio ket poan din ha

goude-se ez in gant ma mamm da brenañ madigoù.

Page 29: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Amzer da zont. – Anvioù-gwan.

Niver a vugale o c’hoari : 2 vugel.

Tudennoù : Daou bemoc’h bihan.

Me ’savo un t i 26

An 2 bemoc’h bihan zo o kaozeal etrezo eus o dazont.

– Ar pemoc’h 1 : Me a savo un ti bras, bras-tre.– Ar pemoc’h 2 : Me a savo un ti brav, brav-tre.– Ar pemoc’h 1 : Me a savo un ti solut, solut-tre.– Ar pemoc’h 2 : ’Blam da betra un ti solut ?– Ar pemoc’h 1 : ’Blam d’ar bleiz !

Page 30: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Amzer da zont, kregiñ gant ar rener : rener + verb + dibenn « o ».

Niver a vugale o c’hoari : 2 vugel.

Tudennoù : 2 vugel.

Dafar : Ur bal ruz, ur bal velen.

Sevel ur c ’hastel l 27

– Ar bugel 1 : Emaomp o vont da sevel ur c’hastell. Te a gemero ar bal ruz ha me a gemero an hini velen.

– Ar bugel 2 : Me a gargo ar garrigell gant traezh ha te a gargo ar c’helorn.

– Ar bugel 1 : Ha ni a ziskargo ar c’helorn hag ar garrigell amañ. Amañ e vo savet ar c’hastell.

– Ar bugel 2 : Ur c’hastell bras a vo savet.– Ar bugel 1 : Hag unan brav ouzhpenn.

Deomp dezhi !

Page 31: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Geriaoueg : « sorserez, tasmant, korrigan, roñfl ». – Stumm : « n’eus ket anezhe ».

Niver a vugale o c’hoari : 6 bugel.

Tudennoù : Ur bugel oc’h ober ar sorserez, an tasmant, ar roñfl, ar c’horrigan. Ar re all oc’h ober bugale.

Ur sorserez on 28

– Ar bugel 1 : A, a ! Ur sorserez on, diwall da vezañ strobinellet ganin.

– Ar bugel 2 : Ar sorserezed n’eus ket anezhe !– Ar bugel 1 : Ou ou ou ! Un tasmant on, diwall !

Spontañ ac’hanout emaon o vont d’ober !– Ar bugel 3 : An tasmantoù n’eus ket anezhe !– Ar bugel 1 : Gr gr gr ! Ur roñfl on ha naon du am eus !

Ez an da debriñ ac’hanout.– Ar bugel 4 : Ar roñfled n’eus ket anezhe !– Ar bugel 1 : Hi hi hi ! Ur c’horrigan on. Dont a rin

e-pad an noz da hilligañ da dreid dit ha da sachañ war da vlev.

– Ar bugel 5 : Ar c’horriganed n’eus ket anezhe !– Ar bugel 1 : Oueñv, ur bugel on ha c’hoant am eus

da c’hoari ganeoc’h !

Page 32: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Displegadur ar verboù : « ne glevan ket ».

Niver a vugale o c’hoari : 6 bugel.

Tudennoù : 3 bugel o kaozeal, loened oc’h ober trouz.

Klevet a ran 29

– Ar bugel 1 : Klevet a ran ur c’hog o kanañ.– Ar bugel 2 : Me ne glevan mann ebet.– Ar bugel 3 : Me ne glevan mann ebet.– Ar bugel 1 : Bremañ e klevan ur vuoc’h o vlêjal.– Ar bugel 2 : Ne glevan mann ebet.– Ar bugel 3 : Ne glevan mann ebet.– Ar bugel 1 : Hag ar c’hi zo o harzhal,

ne glevit ket anezhañ ?– Ar bugel 2 : Geo, ha gwelet a ran anezhañ ivez.

Emañ o tont dre amañ, tec’homp kuit !– Ar bugel 3 : Aon am eus ! Tec’homp kuit !

Gallout a reer cheñch al loened : kazh o viaoual, labous o kanañ… hag ivez implijout al liester.

Page 33: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Ganin emañ, n’emañ ket ganit ». – « Warni, warnañ ». – « Ne gavan ket ». – « Ne zastuman ket » (anv-verb + merk ar rener er stumm nac’h). – « N’int ket, ma hini ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugale.

Tudennoù : 3 bugel o kaozeal.

Dafar : Ur stammenn.

N’emañ ket ma stammenn ganit ? 30

– Ar bugel 1 : N’emañ ket ma stammenn ganit ? Glas eo gant ur vleunienn wenn warni. Ne gavan ket anezhi abaoe an abadenn sport.

– Ar bugel 2 : Nann, n’emañ ket ganin ; n’on ket bet er sal-sport hirie.

– Ar bugel 1 : N’emañ ket ma stammenn ganit ? Glas eo gant ur vleunienn wenn warni. Ne gavan ket anezhi abaoe an abadenn sport.

– Ar bugel 3 : Nann, n’emañ ket ; forzh penaos ne zastuman ket an traoù ha n’int ket din.

– Ar bugel 1 : N’emañ ket ma stammenn ganit ? Glas eo gant ur vleunienn wenn warni. Ne gavan ket anezhi abaoe an abadenn sport.

– Ar bugel 4 : Ganin emañ, dastumet em boa anezhi peogwir e soñje din e oa ma hini, heñvel-mat eo ouzh ma hini.

Gallout a reer cheñch an dra kollet : « ma sac’h », neuze e vo ret ober gant « warnañ ».

Page 34: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Ma, da » (gerioù perc’hennañ). – « Pelec’h » + verb dipleget. – « N’ouzon ket ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 pe 5 bugel.

Tudennoù : Ur skolaerez gant 3 pe 4 bugel.

Pelec’h e skr ivan ? 31

– Ar bugel 1 : Pelec’h e skrivin ma anv ?– Ar skolaer : ’Drek da follenn evel-just.– Ar bugel 2 : Pelec’h e pegin ma zresadenn ?– Ar skolaer : E-barzh da gaier, evel-just.– Ar bugel 3 : Pelec’h e klozin ma labour ?– Ar skolaer : E-barzh da gombod, gouzout a rez mat

meme stra !

Goude ur pennad.

– Ar skolaer : Selaouit bugale ! Gouzout a rit pelec’h em eus lakaet ma c’hreion ruz ?

– Ar bugel 1 : N’ouzon ket ! – Ar bugel 2 : N’ouzon ket !– Ar bugel 3 : N’ouzon ket !

Page 35: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Geriaoueg ar c’hlas : an urzhioù-labour. – An doare gourc’hemenn : « kemerit ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : Ur skolaerez gant 3 bugel.

Chomet eo er gêr ! 32

– Ar skolaer : Kemerit ho kaieroù melen !– Ar bugel 1 : Chomet eo ma c’haier melen er gêr,

ankouaet em boa kemer anezhañ.– Ar skolaer : Kemerit ho kreionoù gwer bremañ !– Ar bugel 2 : Chomet eo ma c’hreion gwer er gêr.– Ar skolaer : Ha kemerit ho levrioù ivez !– Ar bugel 3 : Chomet eo ma levr er gêr.– Ar skolaer : N’eo ket posupl !

Ar vugale amañ a laosk o zraoù-skol er gêr ! Hag ho pennoù ? Deuet int ganeoc’h d’ar skol ?

Page 36: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Pelec’h emañ ? N’emaint ket ». – « Gouzout a rit ; N’ouzon ket ».

Niver a vugale o c’hoari : 7 bugel.

Tudennoù : 1 skolaerez, 4 bugel + 2 ne lâront mann ebet.

Pelec’h emañ Paol ha Yann ? 33

– Ar skolaer : Pelec’h emañ Paol ha Yann ?– Ar bugel 1 : N’ouzon ket, n’emaint ket amañ,

’m eus ket gwelet anezhe.– Ar skolaer : Pelec’h emañ Paol ha Yann ?– Ar bugel 2 : N’emaint ket amañ. N’eus nemet Mari ha

me amañ.– Ar skolaer : Pelec’h emañ Paol ha Yann ?– Ar bugel 3 : N’emaint ket amañ ? (Souezhet, en ur sellet

e pep lec’h.) Bremaik e oant o c’hoari ganin.– Ar skolaer : Me zo o klask war-lerc’h Paol ha Yann.

Gouzout a rit pelec’h emaint ?– Ar bugel 4 : Gwelet ’m eus anezhe

o vont ’drek ar bratell.– Ar skolaer : Paol ha Yann, deuit amañ !

Ho tro eo da reiñ dour d’ar plant.

Page 37: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Amzer da-zont : « e lidin, e pedin, degas a rin, pa ».

Niver a vugale o c’hoari : 3 bugel.

Tudennoù : 3 bugel.

Pa l id in ma deiz-ha-bloaz 34

– Ar bugel 1 : Pa lidin ma deiz-ha-bloaz e pedin ac’hanout.

– Ar bugel 2 : Pa lidin ma deiz-ha-bloaz e pedin ac’hanout ha Loeiza.

– Ar bugel 3 : Pa lidin ma deiz-ha-bloaz ne bedin den ebet, met degas a rin ur gachenn-chokolad bras-tre d’ar skol hag un tamm a vo evit an holl.

– Ar vugale 1 ha 2 : Manam !!!

Page 38: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Amzer da zont : « a ri, a rin ».

Niver a vugale o c’hoari : 3 bugel.

Tudennoù : 2 vugel hag ur vamm.

Dont a r i da gousket du-mañ ? 35

– Anna : Dont a ri da gousket du-mañ warc’hoazh da noz ?

– Nolwenn : Mont da gousket du-se ? Ret eo din goulenn an aotre digant ma mamm. Mammig, mammig, gallout a rin mont da gousket da di Anna warc’hoazh d’an noz ?

– Mamm Nolwenn : Mat eo da’z mamm, Anna ?– Anna : N’ouzon ket, ’m eus ket goulennet diganti

c’hoazh, ober a rin bremaik.– Mamm Nolwenn : Ar c’hentañ tra d’ober eo, ’gav din !

Ma ’vez kontant e vo gwelet.

Page 39: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Amzer da zont.

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 4 bugel.

Dafar : Pedadennoù.

Dimerc’her e l id in ma deiz-ha-bloaz 36

– Ar bugel 1 : Dimerc’her e lidin ma deiz-ha-bloaz, setu pedadennoù evidoc’h !

– Ar bugel 2 : Me a yay, sur eo e vo mat da’m mamm.– Ar bugel 3 : Me a yay, aes eo din, tost eo ma zi

ouzh da hini.– Ar bugel 4 : Me n’in ket, labourat a ray ma mamm

dimerc’her, n’hello ket kas ac’hanon.– Ar bugel 1 : Dont a ri, kavet e vo

un diskoulm. Goulenn a rin digant ma mamm.

Page 40: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Geriaoueg : « mirout, prestañ, reiñ, restaol ». – Amzer dremenet.

Niver a vugale o c’hoari : 3 bugel.

Tudennoù : 2 vugel, ur vamm pe ur skolaer pe un tad.

Dafar : Kanetennoù.

Ar ganetenn am boa prestet dezhañ 37

– Yann : Miret en deus Loeiz ar ganetenn am boa prestet dezhañ.

– Loeiz : Gaou a lârez, ’toa ket prestet anezhi din, roet ’toa anezhi din.

– Yann : Te an hini a zo o kontañ gevier, prestet em boa anezhi dit evit c’hoari, restaol anezhi din bremañ !

– Ar skolaer : Ne vez ket miret an traoù prestet. Restaol ar ganetenn-se da Yann diouzhtu !

Gallout a reer cheñch an dra prestet evit c’hoari gant gourel/gwregel/liester (restaol anezho, anezhañ) : kanetennoù, bolomig…

Page 41: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Da, ma » (kemmadur). – « Anezhañ, anezhi ».

Niver a vugale o c’hoari : 5 bugel.

Tudennoù : 5 bugel.

Dafar : Ur c’hreion, ul levr, un dresadenn, ur bompinell.

N’eo ket gwir ! 38

– Ar bugel 1 : Din eo an holl draoù a zo aze war an daol.

– Ar bugel 2 : N’eo ket gwir, n’eo ket da greion-te a zo aze, ma c’hreion-me an hini eo, kemer a ran anezhañ.

– Ar bugel 3 : N’eo ket gwir, n’eo ket da levr a zo aze, ma levr an hini eo, kemer a ran anezhañ.

– Ar bugel 4 : N’eo ket gwir, n’eo ket da dresadenn a zo aze, ma zresadenn an hini eo, kemer a ran anezhi.

– Ar bugel 5 : N’eo ket gwir, n’eo ket da bompinell a zo aze, ma fompinell an hini eo, kemer a ran anezhi.

– Ar bugel 1 : Mat-tre, n’eus ket a sklabez ken war an daol ! Laouen on !

Page 42: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – Amzer dremenet : « dec’h e oan, dec’h em boa graet ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 4 bugel.

Dec’h e oan bet 39

– Ar bugel 1 : Dec’h e oan bet er sinema gant ma breur bras.

– Ar bugel 2 : Dec’h e oan bet e ti ma mamm-gozh gant Tadig ha Mammig.

– Ar bugel 3 : Dec’h e oan bet oc’h ober marc’h-houarn gant ma mignon Yann.

– Ar bugel 4 : Dec’h em boa graet ur wastell ha debret e vo bremañ m’ho peus c’hoant.

Page 43: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Pa oan bihan 40

– Ar bugel 1 : Pa oan bihan e oan o chom e Pariz.– Ar bugel 2 : Pa oan bihan e oan o chom e Brest.– Ar bugel 3 : Pa oan bihan e oan o chom e Tregastell.– Ar bugel 4 : Me zo o chom e Lannuon abaoe ma’z on

ganet, ne’m eus morse dilojet.

Poelladenn yezh : – Amzer dremenet : « pa oan ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 4 bugel.

Page 44: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

Sketchoù evit deskiñ komz – TES 2012

Poelladenn yezh : – « Un, div, teir ». – Legumaj : « karotez, ur garotezenn ; pour, ur bourenn ; patatez, ur batatezenn ». – « Me ’gav mat ; ne gavan ket mat ».

Niver a vugale o c’hoari : 4 bugel.

Tudennoù : 5 bugel, ur vamm-gozh.

Dafar : Ul loa-bod, ur pod-soubenn (traoù ar c’horn-keginañ).

Ur banne soubenn ’po ? 41

– Ar vamm-gozh : Ur banne soubenn ’po ?– Ar bugel 1 : Marteze ’walc’h. Petra ’teus lakaet

e-barzh ?– Ar vamm-gozh : Teir c’harotezenn, div bourenn,

ur batatezenn hag ur penn-ognon. Ha holen ha dour evel-just.

– Ar bugel 1 : Ne gavan ket mat ar c’harotez !– Ar bugel 2 : Ne gavan ket mat ar pour !– Ar bugel 3 : Me ’gav mat an holl legumaj,

lak din ur pezh mell klogead, mar plij ! Mmmm, mat-tre eo !

– Ar bugel 1 : Mat eo din tañva ur banne bihan.– Ar bugel 2 : Me ivez.

Tu zo da cheñch al legumaj hag o niver.

Page 45: 2 evit deskiñ komz - CNDP · 2015. 6. 26. · Pelec’h emaint ? Petra a c’hoarvez ? O santimantoù hag ar soñjoù a zo ganto. – Neuze e vo galvet ar skipailh kentañ ha c’hoariet

D isklêriet

h e r v e z l e zenn

e m i z Ebrel 2012

T E

S,

Ti -

Em

ba

nn

ar

Sk

ol

i où

e ti Guivarch, m

ouller e Plerin (22)

eo bet al levr-mañ e miz Ebrel 2012

Peurvoullet

30 ru Brizeug 22015 Sant-Brieg CedexPellgomz : + 33 (0)2 96 68 14 50 – E-mail : [email protected] : 5 € – Kod crdp 220 TE 251

© TES, Sant-Brieg, 2012 Pep gwir miret strizh

isbn 978-2-35573-083-2

1. Petra eo ?

2. Poent eo !

3. Ma stammenn vouk

4. Ma familh

5. C’hoant ’m eus

6. Pelec’h emañ ?

7. C’hoant-kousket ’m eus

8. Da biv eo ?

9. Naon ’m eus !

10. Krampouezh

11. Trouz zo !

12. Ne gavan ket ma c’hreion !

13. C’hoari ganin !

14. Bras on !

15. Ro din !

16. Me eo an hini brasañ !17. Geot zo ganin18. Petra zo da zebriñ ?19. Dit-te eo ?20. Aet eo kuit21. Staliañ an daol22. Pounner ar bank23. Graet en deus poan din !24. Eus pelec’h emaout o tont ?25. Me a yelo da di Vari26. Me ’savo un ti27. Sevel ur c’hastell28. Ur sorserez on29. Klevet a ran30. N’emañ ket ma stammenn

ganit ?

31. Pelec’h e skrivan ?32. Chomet eo er gêr !33. Pelec’h emañ Paol ha Yann ?34. Pa lidin ma deiz-ha-bloaz35. Dont a ri da gousket

du-mañ ?36. Dimerc’her e lidin

ma deiz-ha-bloaz37. Ar ganetenn am boa prestet

dezhañ38. N’eo ket gwir !39. Dec’h e oan bet40. Pa oan bihan41. Ur banne soubenn ’po ?

Roll al levrioù bet embannet gant TES a vez kavet war hor pajennoù Internet : www.crdp.ac-rennes.fr/tes