Golo ar romant klok bet troet gant Yeun Ar Gow. · 2020. 11. 20. · Brudet bras eo ar romant...

12
Golo ar romant klok bet troet gant Yeun Ar Gow.

Transcript of Golo ar romant klok bet troet gant Yeun Ar Gow. · 2020. 11. 20. · Brudet bras eo ar romant...

  • Golo ar romant klok bet troet gant Yeun Ar Gow.

  • Brudet bras eo ar romant Treasure Island (« Enez an Teñzor ») er bed a-bezh.

    Troet eo bet e nouspet yezh hag e brezhoneg eo anavezet mat troidigezh Yeun

    Ar Gow.

    Skrivet e oa bet an istor gant ar skrivagner skosat Robert Louis Stevenson evit

    ar re yaouank. Ganet e oa bet hemañ e 1850 e Din-Edin (Edimbourg) ha lodenn

    diwezhañ e vuhez a dremenas er Mor Habask, etre Amerika hag Azia, e-lec’h

    ma oa tommoc’h ha yac’husoc’h an amzer evitañ. Mervel a reas yaouank a-

    walc’h c’hoazh e 1894, en enezenn Samoa.

    Kontañ a ra R.L. Stevenson troioù-kaer martoloded o klask un teñzor bet kuzhet

    gant forbaned en un enezenn distro. Ne vint ket o-unan avat, reuz, kann hag ur

    bern darvoudoù a vo a-hed an istor...

    Er pajennoù da-heul e vo kavet un diverradenn vrezhonek eus ar romant brudet,

    bet savet gant Herve Konan.

    Herve Konan e oa anv skrivagner (anv-pluenn) Armañs ar C'halvez, beleg ha

    kelenner e Sant-Jozef e Lannuon. E penn "Wanig ha Wenig" e oa, ur gelaouenn

    evit ar vugale, hag ivez e penn “Breuriezh Sant-Erwan" ur gevredigezh evit ar

    vrezhonegerien yaouank. Ginidik e oa eus Kemper Gwezheneg ha marvet eo e

    Lannuon. (s.o. geriadur ar skrivagnerien, Lukian Raoul, Al Liamm 1992)

  • PENNAD KENTAÑ

    AR C’HABITEN KOZH

    “Lavar din, kabiten !” eme ar c’hozh vartolod d’am zad en ur deurel tri pe bevar

    fezh aour ouzh toull-dor an ostaleri anvet “An Admiral Benbow”. “C’hwi a lavaro

    din pegoulz e vo bet dispignet ganin an arc’hant-se.”

    Bez’ e oa un den bras, kreñv ha brun, gwisket gant ur porpant lous. Roud un

    taol kontell a oa chomet war unan eus e zivjod. Hon ostaleri a blijas dezhañ dre

    ma tarempredemp nebeut a dud. Reiñ a rae din, hag aliesoc’h ne rae ket, un

    tammig arc’hant evit eveshaat ma teufe ur martolod bennak, dreist-holl unan

    dezhañ ur c’har goad.

    Ar c’habiten kozh a eve rom, a zisplege kontadennoù spontus hag a gane

    kanaouennoù mor a-hed an deiz.

    “Pemzek paotr war arc’h an den marv”

    “Yo-ho-ho hag ur voutailhad rom !”

    Setu an diskan a zeue gantañ an aliesañ.

    Da gentañ e oa ur gounid evit an ostaleri. An amezeien a zeue d’evañ ha da

    ganañ gantañ. Met chom a reas ganimp pa oa dispignet ar pevar fezh aour. Ne

    baee ken netra evit e voued hag e lojeiz. Paour e oamp deuet da vezañ gantañ.

  • PENNAD DAOU

    UR GENTEL VAT

    Ma zad en doa aon rak ar c’habiten, hag evit lavaret ar wirionez, holl e vezemp

    spontet gantañ. Ur gentel vat a zegemeras un deiz. An doktor Livesey a zeuas

    da welout ma zad. A greiz-holl e krogas ar c’habiten gant e ziskan en ur skeiñ

    war an daol evel kustum evit goulenn peoc’h. Holl e tavjont nemet an doktor, a

    gendalc’has da gomz.

    - Peoc’h du-hont ! eme ar c’habiten.

    - Ouzhin e komzit, Aotroù ?

    - Ya, eme ar c’habiten, en ur bec’hiñ1.

    - Neuze, eme an Dr Livesey gant ur vouezh sioul, n’em eus nemet un dra da

    lavarout deoc’h : ma kendalc’hit da evañ rom evel-se e vo hep dale un

    hailhon nebeutoc’h.

    Ar martolod kozh a savas leun a gounnar2, a zigoras e gontell hag a

    c’hourdrouzas pegañ ganti an doktor ouzh ar voger.

    “Lakait ar gontell-se en ho kodell diouzhtu, a lavaras an doktor hep aon, pe e

    prometan deoc’h bezañ dic’houzouget gant an Asezoù3 kentañ.”

    Souezhet e voemp holl o welout ar c’habiten o sentiñ.

    “Ha bremañ, eme an Dr Livesey, e lavarin deoc’h ez on barner ha medisin war

    un dro ha ma klevan ur c’hlemm diwar ho penn e viot argaset eus ar vro.”

    Kement-se a sioulas ar c’habiten evit ur pennad. Hon ti a veze didrousoc’h. Hag

    evel ma oa krog ma zad da fallaat un tammig bemdez hor boa, ma mamm ha

    me, a-walc’h d’ober evit teurel re a evezh ouzh hon ostiz4 displijus.

    1 Pec’hiñ : komz dizoare, diseven

    2 leun a gounnar = drouk ennañ

    3 Asezoù = bodadeg ar varnerien

    4 ostiz = un den degemeret

  • PENNAD TRI

    KI-DU

    Un devezh a viz Genver e oa aet ar c’habiten evel kustum d’an aod gant e

    deleskop dindan e vrec’h. E-keit ma oan oc’h aozañ e lein dezhañ e tigoras an

    nor hag e teuas un den e-barzh : glas e oa, hag un neuz1 klañv warnañ. Kollet

    en doa zoken daou viz eus e zorn kleiz.

    Fellout a reas dezhañ ur werennad rom. Pa voe bet servijet e c’houlennas hag-

    eñ e oa an dijuni evit e gamalad Bill. “N’anavezan ket ho kamalad Bill, emezon,

    ar pred-mañ a zo evit “ar c’habiten”.

    “Mat, emezañ, ma c’hamalad Bill a c’hell bezañ anvet ar c’habiten. Un troc’h

    war e jod, lakaomp war an hini zehou ha bez’ eo ouzhpenn un den plijus, dreist-

    holl pa vez mezv. Laouen-kenañ e vo Bill Kozh ouzh ma gwelout2!”

    Dre an nor e selljomp hag e weljomp ar c’habiten o tistreiñ. Daoust ma oant

    “mignoned” e seblante an estrañjour bezañ nec’het. Tennañ a reas e gontell ha

    chom en e sav a-dreñv an nor digor.

    Ar c’habiten a zeuas tre, a serras an nor hag a azezas.

    “Bill,” eme an den en ur glask ober ur vouezh gros ha lorc’hus.

    Ar c’habiten a droas hag e sellas outañ. Glas e oa aet betek e fri ha heñvel e

    oa ouzh un den hag a welfe un tasmant3 pe un diaoul.

    “Deus, Bill ! Ma anavezout a rez sur-mat !” a lavaras an estrañjour.

    “Ki-Du !” a hopas ar c’habiten. “Eñ e-unan, eme egile, Ki-Du deuet da welout e

    gamalad Bill e ti an Admiral Benbow”.

    1 un neuz klañv = seblantout a rae bezañ klañv

    2 d’am gwelout = o welout ac’hanon

    3 un tasmant = skeud un den marv

  • PENNAD PEVAR

    TROUZ HA BEC’H ETRE MIGNONED

    Petra a glaske Ki-Du ? Ne ouezis ket neuze rak argaset e voen ganto eus ar

    sal. Ne glevis da gentañ nemet komzoù a vouezh izel, met hep dale komzoù

    leun a gounnar distaget a vouezh uhel.

    "Echu, eme ar c'habiten. Ha ma komzer eus krougañ, ra vimp holl krouget."

    Ki-Du a redas er-maez eus an ti gant ar gwad o tiverañ1 eus e skoaz. Buan e

    tec'has kuit.

    "Rom, Jim," eme ar c'habiten, en ur lakaat e zorn ouzh ar voger evit chom en e

    sav. "Rom ! Ret eo din tec'hout. Rom !"

    Met a-raok ma oan distro gant ur werennad e oa gourvezet2 ar c'habiten war al

    leur. Dre chañs e oa deuet an Doktor da welout ma zad. Stagañ a reas da

    ziwadañ ar martolod kozh.

    "Pelec'h emañ Ki-Du ? ", a hopas ar c'habiten pa zigoras e zaoulagad.

    "N'eus Ki-Du ebet amañ, eme an doktor. Taolit evezh ouzh ma c'homzoù : diwar

    ur werennad rom ne varvoc’h ket. Met c'hwi a evo c'hoazh meur a hini, ha c'hwi

    a varvo a-benn fin. Klevout a rit ? Ha buan d'ar gwele ! "

    "Ha pegeit en deus gourc'hemennet an Aotrou-se din chom em gwele ? " a

    c'houlennas ar c'habiten, pa oa aet kuit an doktor. "Ur sizhunvezh, da vihanañ",

    emezon.

    "Ur sizhunvezh !, a hopas, n'hellan ket chom keit-se. A-raok fin ar sizhun o devo

    lakaet ar merk du warnon". Klask a reas sevel, met diouzhtu e kouezhas war e

    gein.

    1. o tiverañ = o ruilhañ

    2 gourvezet = ledet, astennet

  • PENNAD PEMP

    AN DEN DALL

    "Ki-Du a zo fall a-walc'h, emezañ, met tud falloc'h c'hoazh a zo war e lerc'h.

    Emaint o klask laerezh ma c'houfr-martolod. Ma lakaont ar merk du warnon, kit

    da lavarout d'an Doktor dont amañ gant an dud a lezenn. Me e oa kentañ ofiser

    ar c'habiten Flint, ha me hepken a oar pelec'h e kuzhas e deñzor. Met arabat

    mont da lavarout d'an dud a lezenn, Jim, nemet e welfes Ki-Du, pe ur martolod

    dezhañ ur c'har hepken, pe c'hoazh ar merk du lakaet warnon. Un doare urzh

    eo ar merk du. Digor mat da zaoulagad, Jim, hag e roin dit un hanter eus an

    teñzor !"

    An nozvezh-se e varvas ma faour-kaezh tad. Lezet e voe ar c'habiten d'ober ar

    pezh a gare, da evañ rom adalek ma c'hellas sevel diwar e wele.

    Deiz war-lerc'h interamant ma zad e welis un den o tiskenn gant an hent. Dall e

    seblante bezañ peogwir e skoe war an douar gant e vazh hag e oa hanter-

    guzhet e zaoulagad.

    "Piv a lavaro din pelec'h emaon ? ", a c'houlennas war un ton kanus. Biskoazh

    em buhez n'em boa gwelet un dremm ken spontus.

    "En ostaleri an Admiral Benbow, ma den mat, emezon.

    — Roit din ho torn, den yaouank, ha diskouezit din an hent da vont e-barzh".

    Stardañ a reas war ma dorn gant bizied dir.

    "Ha bremañ kas ac'hanon betek ar c'habiten pe e torrin da vrec'h dit !

    — Drouk eo, emezon, ha dalc'hmat e vez ur gontell vras digor en e gichen.

    — War-raok, eme an den dall, gant ur vouezh gros ha divalav. Ma c'has betek

    ar c'habiten, ha huch dezhañ Setu amañ ur mignon, Bill ! pe e .... "

  • PENNAD C'HWEC'H

    AR MERK DU

    Ken spontet e voen ma sentis outañ. Pa welas ar c'habiten an estrañjour e

    klaskas sevel, met re wan e oa.

    "Azez e-lec'h ma 'z out !", a c'hourc'hemennas dezhañ an den dall.

    "An aferioù eo an aferioù. Ma faotr, krog en e vrec'h ha laka e zorn e-kichen ma

    hini." An den dall a dremenas un dra bennak e dorn ar c'habiten hag e redas

    ken buan all er-maez eus an ti.

    Ar c'hozh paotr kozh a selle ouzh e zorn. "Dek eur, emezañ, c'hwec'h eurvezh

    a chom ganin c'hoazh." Lammat a reas en e sav, met diouzhtu e kouezhas

    marv-mik war al leurenn.

    Ma mamm ha me a yeas d'ar gêriadenn da glask sikour. Met an dud o doa

    kement a aon diouzh ar c'habiten Flint ma ne gredent ket tostaat. Un den war

    varc'h a gasas keloù d'an Doktor Livesey.

    Distreiñ a rejomp d'an ostaleri. Ma mamm a felle dezhi kaout an arc'hant a zlee

    dezhi ar c'habiten kozh. Ne oa bet den en ti er c'heit-se. Chomet e oa ar

    c'habiten gourvezet war ar memes lec'h. En e gichen e kavis un tamm paper

    duet war un tu, ar merk du. Ha setu ar gerioù a oa skrivet warnañ : "Betek dek

    eur ez peus c'hoazh."

  • PENNAD SEIZH

    AL LAERON-VOR

    Alc'hwez e gased1 a zouge dindan e roched. Troc'hañ a ris al las ha pignat d'ar

    gambr. C'hwezh ar butun hag ar goudroñs a oa gant e gased. Leun e oa a zilhad

    hag a draoù iskis dastumet gantañ e-kerzh e veajoù. Dindan ur gozh vantell e

    tizolois ur yalc'had aour hag ur bakadenn paperoù pleget en ur sac'h danvez

    eouliet.

    " Diskouez a rin da vandenn laeron-vor ar c'habiten Flint ez on ur plac'h onest,

    ne gemerin ket ur gwenneg a re ", eme ma mamm. A-boan ma oa aet hanter he

    c'hont ganti pa glevjomp trouz ur vazh war an hent hag ur c'hwitelladenn war ar

    run2. Ma mamm gant hec'h arc'hant kontet ha me gant ma fakadenn baperoù a

    nijas kuit eus an ti.

    Dinerzhet-holl e kouezhas ma mamm hep dale. Sachañ a ris anezhi dindan ar

    pont bihan a oa e-kichen hon ti ha mont da guzh a-dreñv ur bod evit sellout ouzh

    bandenn Flint o tremen. Seizh pe eizh a oa anezho.

    An hini kentañ a zouge al letern hag an hini dall a gerzhe etre an daou war-

    lerc'h. "Taolit an nor e-barzh." emezañ. Unan a huchas "Digor eo !" hag unan

    all "Bill a zo marv !"

    "Furchit anezhañ, eme an den dall, ha diskennit ar c'hased d'an traoñ."

    Kriadennoù a glevis neuze. Unan eus ar baotred a zigoras prenestr kambr ar

    c'habiten evit astenn e benn er-maez.

    " Pïou ! emezañ d'an den dall. Unan bennak en deus goullonderet ar c'hased,

    met krog on en arc'hant !

    — Chaous gant an arc'hant, eme Pïou, pelec'h emañ skrid ar c'habiten Flint ?

    E-diabarzh ar c'hased pe war an hini marv ?

    — N'eus skrid ebet nag er c'hased, na war Bill, eme unan bennak.

    — Aet eo gant ar paotrig, gant mab an ti ! Ret eo dimp lakaat an dorn war dud

    an ostaleri ! "

    1 ur c'hased = ur voest vihan e koad 2 ur run = ur menez bihan, un dosenn

  • PENNAD EIZH

    E KASTELL AN ADMIRAL

    Furchal a raent dre an ti en ur ziskar an norioù hag en ur zispenn an arrebeuri.

    Ur c'hwitelladenn a zeuas adarre eus lein an dosenn, ha goude unan all c'hoazh.

    Kement-se a oa sur-mat ur sin evit lavarout diwall.

    Al lodenn vrasañ eus al laeron a glaske an tu da vont kuit gant ar madoù o doa

    dastumet. Met ne felle ket d'o rener, an den dall Pïou, ha skeiñ a rae warno gant

    e vazh ken fuloret e oa.

    An tabut-se a saveteas dimp hor buhez. Al laeron-vor a gollas amzer. Dija e

    klevemp kezeg o taoulammat war an dorgenn1. Neuze e tarzhas un tenn

    pistolenn adarre. Un sin all e oa c'hoazh : an hailhoned-se a dec'has kuit prim-

    ha-prim. Ar paour-kaezh Pïou a chomas en e unan penn.

    Mont a rae war-raok en ur skeiñ war an hent gant e vazh ha gervel e vignoned

    gant ur vouezh truezus. Met ar c'hezeg a oa dija warnañ. Pïou a voe diskaret

    ganto, hag e ruilhas dindan o zreid.

    An den a oa bet aet war varc'h da di an Doktor Livesey en doa kavet war e hent

    Paotred an Tailhoù. Displeget en doa dezho e peseurt riskl en em gavemp ma

    mamm ha me. Diouzhtu e oant deuet betek ostaleri an Admiral Benbow. D'ar

    rener e lavaris em boa kavet ur bakadenn baperioù e koufr ar martolod kozh.

    Ret e oa o fiziout en Doktor Livesey. Ar rener am c'hemeras gantañ war e varc'h.

    An Doktor hag Aotrou ar C'hastell a oa azezet o-daou en-dro d'ar siminal bras

    pep a gornad butun ganto en o genoù. An Aotrou a oa bras, ledan e zivskoaz.

    Ur penn mat en doa. Buanek2 e oa met ne oa ket drouk. Ar rener a gontas an

    istor hag a zistroas d'e labour. Ma-unan e chomis neuze gant an daou zen.

    1 an dorgenn = an duchenn, ar run 2 Buanek : prim da fuloriñ

  • PENNAD NAV

    SEKREDOÙ AR C'HABITEN FLINT

    "— Klevet hoc'h eus bet komz eus ar c'habiten Flint ? eme an doktor d'an Aotrou

    Trelawney.

    — Piv n'en deus ket ? Bez' e oa an hini droukañ eus an holl laeron-vor.

    — Ha bez' en doa kalz a arc'hant ?

    — Arc'hant ? Ya, evel-just. Ar seurt tud ne soñjont nemet en dra-se.

    — Lakaomp e vefe er bakadenn-mañ ur gartenn da ziskouez pelec'h eo bet

    kuzhet gante e deñzor. Neuze, avat, e feurmin-me ul lestr e Bristol evit mont da

    glask an teñzor. C'hwi ha Jim a zeuio ganin.

    — Mat, eme an Doktor, digoromp eta ar bakadenn degaset gant Jim.

    An Doktor a droc'has ar fiselennoù gant e sizailhoù-medisin. En diabarzh e

    kavas ur c'haier hag un tamm pakadenn serret gant koar1.

    Er c'haier en doa skrivet Flint diwar-benn al listri hag ar c'hêrioù preizhet2 gantañ

    ha diwar-benn an dud lazhet gantañ.

    Met kalz talvoudusoc'h a oa er bakadennig. Kartenn un enezenn a gouezhas

    diouti. Displeget e oa warni peseurt hent a dle ur c'habiten heuliañ evit mont

    betek enni.

    War-dro 13 kilometrad a hed hag 8 a dreuz a oa dezhi. Er c'hreiz e oa ur menez

    anvet "Lunedenn ar Spier". Gwelet a raed c'hoazh teir c'hroaz treset gant liv ruz.

    Div en hanternoz hag unan er mervent gant ar gerioù-mañ : "Amañ emañ lodenn

    vrasañ an teñzor".

    E traoñ ar bajenn e oa bet treset ur wezenn vras gant ar memes dorn. Berviñ

    gant ar joa3 a rae an Doktor hag an Aotrou Trelawney.

    1 koar = danvez teuzus dre an tan, implijet a-wechoù evit diskouez n'eus ket bet klasket digoriñ. 2 preizhet : laeret kalz traoù ennañ/enni 3 berviñ gant ar joa = bezañ tri-mil laouen

  • — Livesey, eme an Aotrou, arc'hoazh e tiskennin da gêr Vristol. A-benn teir

    sizhun, pe kentoc'h a-benn 13 devezh, e vo ganeomp gwellañ lestr ha gwellañ

    martoloded Bro-Saoz. Jim a vo mevel ha c'hwi a vo medisin. Amiral ez on. Tri

    eus ma mevelien a zeuio ganimp. Ur veaj vat a raimp hag aes-kenañ e vo

    dizoloet lec'h an teñzor. Arc'hant e-leizh hor bo neuze evit ar peurrest eus hor

    buhez.

    — Mont a rin ganeoc'h, eme an Doktor, ha Jim ivez. Aon am eus hepken diouzh

    un den.

    — Diouzh piv 'ta, Ma Doue ?

    — Diouzhoc'h-c'hwi ! N'ouzoc'h ket serriñ ho kenoù na tevel !

    — Livesey, eme an Aotrou war un ton sirius, chom a rin mut evel ur c'hleuz !

    Da vezañ kendalc'het evit gouzout penaos e troio an traoù...