Naon du en deus Boulomig - eSkolaer · Mintin zo. E-barzh ar gêriadenn , ez eus ur straed. War ar...

Post on 07-Nov-2018

251 views 0 download

Transcript of Naon du en deus Boulomig - eSkolaer · Mintin zo. E-barzh ar gêriadenn , ez eus ur straed. War ar...

Naon du en deus Boulomig

Mintin zo. E-barzh ar gêriadenn , ez eus ur straed. War ar straed, ez eus un ti. E-barzh an ti, ez eus ur gambr. E-barzh ar gambr, ez eus ur gwele. E-barzh ar gwele, emañ Boulomig, goullo e sac’h.

.

- Mersi bras dit ! Na me zo sot ! N’eus sailh ebet ganin. Ne vern, gant ma zog e rin. Ha Boulomig da dapout un togad dour ha degas anezhañ d’an douar. Hag eñ da lonkañ an dour ken buan ken ez eo un drugar dezhañ. - Unan all, un tokad all ! Redek a ra Boulomig da gerc’hat un eil tokad dour, ha goude un trede ha d’echuiñ e lavar an douar : - Aaah... mont a ra gwelloc’h ganin !

Difoupañ a ra Boulomig evel an avel er park ha lakaat ur bern geot dirak ar gazeg. Hag ar gazeg da zebriñ kerkent. PEURIÑ PEURIÑ CHAOKAT CHAOKAT PEURIÑ PEURIÑ CHAOKAT CHAOKAT - Haaaaaa.... emañ o tont ! Ha Boulomig ober buhan an dro d’ar gazeg da’n em gavout dirak he fenn a-dreñv dres p' emañ he lost o sevel. Oh... sailh ebet c’hoazh. Gwazh a-se evit ma zog. POUM, POUM, POUM Ur gaer a gaoc’h-kezeg du, tomm ha c’hwezh vat gantañ, da gouezhañ e-barzh an tog. « Mersi bras kazeg ! » a huch Boulomig d’ar gazeg chomet mut, rak leun chouk eo he beg.