An hentañ e
trede klas
Anv:
Trede klas
Bak hollek, tekno pe micher ? An dibab pouezusañ ‘peus d’ober er bloaz-mañ zo choaz etre an hentenn hollek ha teknologel hag an hentenn
vicher.
Lakait ur groaz er rontig ma oc’h a-du gant ar frazenn.
Displijet on kalz gant al labour noz
Plijout a ra kalz din lenn
Mall zo warnon kregiñ gant ur vicher bennak
Plijout a ra din studiañ traoù fetis
C’hoant ‘m eus ober ur vicher uhel e live studi (mezeg, alvokad...)
N’ eo ket uhel a-walc’h ma disoc’hoù evit tremen en eilved hollek
Plijout a ra din mont d’ar skol
Mall zo warnon bezañ er skol-veur
C’hoant ‘m eus gounit arc’hant buan war-lerc’h ar bak evit bezañ emren
Klask a ran titouroù alies evit donaat ar c’hentelioù (levrioù, internet...)
Plijout a rafe din bezañ stummet el lise met ivez en embregerezhioù (ober kalz a stajoù)
Ne ‘m eus tamm mennozh ebet eus ar vicher a c’hellfen ober
Plijout a ra din bitellañ, ober labour dorn
Bountañ a ra ar gelennerien, ma zud, warnon evit ma rafen studioù hir a-walc’h
C’hoant ‘ m eus ober studioù berr
Efedus on gant ma labour skol, deskiñ a ran buan ar c’hentelioù
N’on ket evit labourat war un danvez na blij ket din
Barrek on evit sevel ur pennad skrid hir (prederiañ, dielfenniñ, arguziñ)
Ne fell ket din labourat diouzhtu, ezhomm ‘m eus amzer evit dibab ur vicher
Plijet on gant an deknologiezh
Plijout a rafe din labourat er-maez, pas bac’het en ur burev
Plijout a ra din al labour pleustrek, taolioù arnod
C’hoant ‘ m eus donaat un danvez skol resis ( Galleg, istor, saozneg...)
A B CH
Penaos lenn respontoù an daolenn ?
Ma ‘peus kalz a respontoù A e yez kentoc’h war-zu ur bak hollek
Ma ‘peus kalz a respontoù B e yez kentoc’h war-zu ur bak teknologel
Ma ‘peus kalz a respontoù CH e yez kentoc’h war-zu ur bak micher
Gant sikour “Après la troisième” (Onisep), lakait biroù evit lakaat war-
wel an hent ho pefe c’hoant heuliañ er bloavezhioù a zeu.
Termen
CAP
Kentañ
teknologel
Kentañ
hollek
2 ved
micher
2 ved hollek
ha teknologel
Trede klas
Bloavezh
kentañ CAP
Kentañ
Micher
Termen
teknologel
Termen
Hollek
Termen
micher
Breved micher, BT, BTS, DUT… Aotreegezh, DUT, BTS, Skolioù-meur…
CAP
Bak
micher
Bak
hollek
Bak
teknolog
el
An eilved hollek ha teknologel Implij amzer ul lisead 2 ved Danvezioù ret
Galleg Istor geo Yezhoù Mat Fizik kimiezh SVD DKS Keodedouriezh, gwir Skoazell
Padelezh
4 eurvezh
3 e.
5 e. 30
4 e.
3 e.
1 e. 30
2 e.
0 e.30
2 e.
Danvez dizoloiñ ekonomiezh
SES Ekonomiezh ha merañ
1 e. 30
+ un danvez dizoloiñ all
An danvez ekonomiezh all
Lennegezh ha kevredigezh
Skiantoù an ijinour Skiantoù al labourva Hentenn ha Muzulioù
Skiantel (MPS) Krouiñ ha neveziñ
teknologel Krouiñ hag
oberiantizoù arzel Yec’hed ha sokial Bioteknologiezh Yezh vev 3 (Arabeg) Gresianeg Latin Brezhoneg
1 e.30
3 e.
Danvezioù diret
Gresianeg Latin Yezh vev 3 Brezhoneg Arzoù C’hoariva Kleweled
3 e.
Ne vern peseurt danvez dizoloiñ e tibabit en eilved e chom digor choaz ar bak hollek (S, L, ES) pe teknologel
(STMG, ST2S, STI2D, STD2A, STL, STAV, Leti ha DMD)
Un danvez dizoloiñ nemetken a c’hell bezañ ma vez dibabet arzoù ar sirk (6 e.), krouiñ ha sevenadur disign
(6 e.) pe D.K.S. (5 e.)
Ma tibabit mont war-zu ur bak teknologel e c’hellit ober daou zanvez dizoloiñ ouzhpenn SES.
o Peseurt danvezioù zo ret er skolaj ha n’int ket
mui el lise ?
o Peseurt danvezioù dizoloiñ a blijfe dit ober er
bloaz a zeu ? (An danvezioù dizoloiñ kinniget e
lise Diwan Karaez zo islinennet)
o Pet eurvezh a vo en eilved pep sizhun ?
An eilved micher: Perak ket ?
Deskiñ ur vicher eo pal an hent micher. Da heul daou vloaz studi e vez prientet ur CAP pe ur bak micher (bac pro) e tri bloaz. Memes talvoudegezh zo etre ur bak hollek hag ur bak micher.
Petra eo perzhioù mat ur bak micher ?
Da heul ur bak micher pe ur CAP e c’hellez labourat diouzhtu ar pezh n’eo ket posupl gant ur bak hollek pe
teknologel.
Al live goulennet zo izeloc’h: ma n’out ket plijet gant ar studioù ha ma ‘peus diaesterioù evit deskiñ er skol e
vo aesoc’h ur bak micher. Chom a ra memestra danvezioù hollek (galleg, mat...) met fetisoc’h eo ha liammet
gant bed al labour.
Peseurt diforc’h zo etre ur CAP, BEP hag ur bak pro ?
Graet ‘vez ur CAP war daou vloaz nemetken (eilved CAP ha termen CAP). Stummet e vezer war ur vicher resis
(200 CAP disheñvel zo)
Da heul adreizh al lise eo deuet ar BEP da vezañ just un diplom etre (tremenet e fin ar c’hentañ micher)
Gallout a rez tremen ur bak micher zoken hep ar BEP.
Tremenet e vez ar bak micher e tri bloaz da lâret eo eo uheloc’h e live evit ur CAP pe BEP.
Evit stummadurioù zo n’eus ket a vak micher (da skouer evit ficherezh blev e ranker ober ur CAP)
Pet bak micher zo ?
57 bak micher zo a gas war-zu micherioù a bep seurt: labour-douar, industriezh pe servijoù. Talvoudus eo dit
sellout ouzh al listenn evit gallout dibab an hini a glot ar muiañ gant da c’hoantoù micher.
Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA ?
Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher prientet en ul lise micher (lise pro) pe en ur CFA.
Ouzhpenn ar c’helenn hollek ‘vez kalzik a labour pleustrek en daou sistem met padelezh ar stummañ en
embregerezhioù n’eo ket memes hini. En ul lise micher ‘vez heuliet tro-dro seizh sizhunvezh ar bloaz en
embregerezhioù padal vez kalz muioc’h en ur CFA: stummet e vez al liseidi a bep eil: en alternañs: ur
sizhunvezh el lise ha div sizhunvezh en embregerezh.
Paeet eo un tamm al liseidi en ur CFA. (etre 25 % ha 75% eus ar SMIC hervez al live hag an oad)
Adalek 16 vloaz e c’heller bezañ enskrivet en ur CFA met un aotre ispisial a rank bezañ goulennet evit ar re zo
yaouankoc’h.
Peseurt studioù a c’hellan heuliañ war-lerc’h ur CAP pe un eilved micher ?
Ha war-lerc’h ur bak micher ?
Da heul ur bak micher e krog da labourat diouzhtu ar bras eus an dud. Memestra e vez tro dro 20 - 30 % eus
al liseidi a gendalc’h gant o studioù. Ur stummadur war ur bloaz a c’hell bezañ heuliet (MC) a-benn bezañ
stummet gwelloc’h war ur vicher resis pe war daou vloaz evit tapout un diplom a live uheloc’h. (BTS, DMA,
DUT)
E peseurt bak micher vez klasket tud ha pelec’h e vez diaes kavout ur plas ?
E bakoù micher zo e vank tud pep bloaz. Talvezout a ra e vez aes kavout ha nebeut a zilabour vez.
Da skouer: Sevel tiez, micherioù teknik en industriezh, karroñserezh otoioù, treuzdougen, melestradurezh...
Hag hend all vez diaesoc’h bezañ degemeret e bakoù micher zo: dresañ kirri tan, keginañ, Bouloñjerezh,
pastezerezh, ficherezh blev, kenedouriezh, magouri...
0
5
10
15
20Galleg
Brezhoneg
Saozneg
Kasti / Al
Istor geo
Keodedouriezh
SVDFizik
Mat
Teknologiezh
sonerezh
arzoù kaer
DKS
Ma c'heidenn
Keidenn ar c'hlasad
0
5
10
15
20Galleg
Brezhoneg
Saozneg
Kasti / Al
Istor geo
Keodedouriezh
SVDFizik
Mat
Teknologiezh
sonerezh
arzoù kaer
DKS
Ma c'heidenn
Keidenn ar c'hlasad
0
5
10
15
20Galleg
Brezhoneg
Saozneg
Kasti / Al
Istor geo
Keodedouriezh
SVDFizik
Mat
Teknologiezh
sonerezh
arzoù kaer
DKS
Ma c'heidenn
Keidenn ar c'hlasad
Bilañs an 3 zrimiziad
Keidenn an danvezioù lennegel (yezhoù + istor- geo)= /20 Keidenn an danvezioù skiantel: (mat, fizik, SVD, Tekno)= /20
Keidenn an danvezioù lennegel (yezhoù + istor- geo)= /20 Keidenn an danvezioù skiantel: (mat, fizik, SVD, Tekno)= /20
Keidenn an danvezioù lennegel (yezhoù + istor- geo)= /20 Keidenn an danvezioù skiantel: (mat, fizik, SVD, Tekno)= /20
Evit gouzout hiroc’h war an hentañ:
o Lec’hienn rannvro war ar stummadurioù hag ar micherioù: Nadoz.org
o Lec’hienn ar Stad war an holl stummadurioù: Onisep.fr
o Evit klas mennozhioù studioù pe ur vicher a c’hellfe plijout dit e c’hellez ober testoù digoust gant “les métiers.net”, kledou pe studyrama.fr. Diwallit: N’eo ket ur skiant an testoù mañ, un taol sikour e c’hell bezañ, setu tout.
o Talvoudus e c’hell bezañ ivez mont d’ar CIO (Kreizenn ditouriñ ha heñchañ) e lec’h e c’hellit bezañ degemeret gant kuzulierien a vicher.
Brest : 8, Straed des onze martyrs - BP 31256 - 29212 Brest cedex Pgz: 02 98 44 31 74 Karaez Ti ar servijoù publik Pl. Tour d'Auvergne - 29270 Karaez Pgz : 02 98 93 01 02 Konkerne 116 bali an ti gar - 29900 Konkerne Pgz : 02 98 97 26 90 Landerne Ti ar servijoù publik 59 rue de Brest - 29800 Landerne Pgz : 02 98 85 23 00 Montroulez 2 pl. René Cassin - 29600 Montroulez Pgz : 02 98 88 16 Kemper 6 et 8 rue Joseph Halléguen - 29000 Kemper Pgz : 02 98 55 28 61 Kemperle Squar Liskeard - Dor A - 29300 Kemperle Pgz : 02 98 96 01 58 Douarnenez 18, Srtaed Anatole France- 29100 Douarnenez Pgz: 02 98 92 15 12 Kastelin 33 Kae Alba 29150 Kastelin Pgz : 02 98 16 14 24
KROASHENT DIWAN
AR MICHERIOÙ Anv:
Ober a rit ar memes tra a-hed an devezh ?
Ober a rit ar memes tra bemdez ?
Labourat a rit hoc’h unan pe a-stroll ?
Gant peseurt dafar ’vez labouret ganeoc’h ?
Micher:
Gant petra e labour ?
Petra ’ra ?
Anv an den:
Pegeit e labourit bep sizhun ?
Penaos oc’h staliet evit labourat? Ha cheñch a ra?
Peseurt donezon a ranker kaout evit ober ho micher ?
Ha gopret eo mat ?
Petra ’vez e aozioù labour?
Goulennoù ouzhpenn !
Peseurt studi a c’hell bezañ graet evit ober ar vicher-se ?
Gant petra ‘ peus ar muiañ a blijadur gant ho labour ?
Petra a gavit diaes memestra gant ho labour ?
Bilañs da heul Kroashent ar micherioù
Anv :
Ar micherioù kinniget
o Peseurt micherioù ’peus kavet talvoudus deskiñ traoù diwar o fenn ?
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
o Petra ’peus desket war ar vicher-se ?
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
o Ha klotaat a ra gant ar mennozh ’poa eus ar vicher a-raok ?
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
Da ali
o Gant petra out bet plijet e Kroashent ar micherioù ?
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
o Petra n’ez peus ket kavet dedennus ?
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
o Peseurt micher ne oa ket kinniget pa vefes bet plijet da gaout titouroù diwar e benn ?
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
o Ha cheñch a ra da c’hoantoù e-keñver an hentañ?
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..
Top Related