An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf ·...

12
An hentañ e trede klas Anv:

Transcript of An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf ·...

Page 1: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

An hentañ e

trede klas

Anv:

Page 2: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

Trede klas

Bak hollek, tekno pe micher ? An dibab pouezusañ ‘peus d’ober er bloaz-mañ zo choaz etre an hentenn hollek ha teknologel hag an hentenn

vicher.

Lakait ur groaz er rontig ma oc’h a-du gant ar frazenn.

Displijet on kalz gant al labour noz

Plijout a ra kalz din lenn

Mall zo warnon kregiñ gant ur vicher bennak

Plijout a ra din studiañ traoù fetis

C’hoant ‘m eus ober ur vicher uhel e live studi (mezeg, alvokad...)

N’ eo ket uhel a-walc’h ma disoc’hoù evit tremen en eilved hollek

Plijout a ra din mont d’ar skol

Mall zo warnon bezañ er skol-veur

C’hoant ‘m eus gounit arc’hant buan war-lerc’h ar bak evit bezañ emren

Klask a ran titouroù alies evit donaat ar c’hentelioù (levrioù, internet...)

Plijout a rafe din bezañ stummet el lise met ivez en embregerezhioù (ober kalz a stajoù)

Ne ‘m eus tamm mennozh ebet eus ar vicher a c’hellfen ober

Plijout a ra din bitellañ, ober labour dorn

Bountañ a ra ar gelennerien, ma zud, warnon evit ma rafen studioù hir a-walc’h

C’hoant ‘ m eus ober studioù berr

Efedus on gant ma labour skol, deskiñ a ran buan ar c’hentelioù

N’on ket evit labourat war un danvez na blij ket din

Barrek on evit sevel ur pennad skrid hir (prederiañ, dielfenniñ, arguziñ)

Ne fell ket din labourat diouzhtu, ezhomm ‘m eus amzer evit dibab ur vicher

Plijet on gant an deknologiezh

Plijout a rafe din labourat er-maez, pas bac’het en ur burev

Plijout a ra din al labour pleustrek, taolioù arnod

C’hoant ‘ m eus donaat un danvez skol resis ( Galleg, istor, saozneg...)

A B CH

Penaos lenn respontoù an daolenn ?

Ma ‘peus kalz a respontoù A e yez kentoc’h war-zu ur bak hollek

Ma ‘peus kalz a respontoù B e yez kentoc’h war-zu ur bak teknologel

Ma ‘peus kalz a respontoù CH e yez kentoc’h war-zu ur bak micher

Page 3: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

Gant sikour “Après la troisième” (Onisep), lakait biroù evit lakaat war-

wel an hent ho pefe c’hoant heuliañ er bloavezhioù a zeu.

Termen

CAP

Kentañ

teknologel

Kentañ

hollek

2 ved

micher

2 ved hollek

ha teknologel

Trede klas

Bloavezh

kentañ CAP

Kentañ

Micher

Termen

teknologel

Termen

Hollek

Termen

micher

Breved micher, BT, BTS, DUT… Aotreegezh, DUT, BTS, Skolioù-meur…

CAP

Bak

micher

Bak

hollek

Bak

teknolog

el

Page 4: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

An eilved hollek ha teknologel Implij amzer ul lisead 2 ved Danvezioù ret

Galleg Istor geo Yezhoù Mat Fizik kimiezh SVD DKS Keodedouriezh, gwir Skoazell

Padelezh

4 eurvezh

3 e.

5 e. 30

4 e.

3 e.

1 e. 30

2 e.

0 e.30

2 e.

Danvez dizoloiñ ekonomiezh

SES Ekonomiezh ha merañ

1 e. 30

+ un danvez dizoloiñ all

An danvez ekonomiezh all

Lennegezh ha kevredigezh

Skiantoù an ijinour Skiantoù al labourva Hentenn ha Muzulioù

Skiantel (MPS) Krouiñ ha neveziñ

teknologel Krouiñ hag

oberiantizoù arzel Yec’hed ha sokial Bioteknologiezh Yezh vev 3 (Arabeg) Gresianeg Latin Brezhoneg

1 e.30

3 e.

Danvezioù diret

Gresianeg Latin Yezh vev 3 Brezhoneg Arzoù C’hoariva Kleweled

3 e.

Ne vern peseurt danvez dizoloiñ e tibabit en eilved e chom digor choaz ar bak hollek (S, L, ES) pe teknologel

(STMG, ST2S, STI2D, STD2A, STL, STAV, Leti ha DMD)

Un danvez dizoloiñ nemetken a c’hell bezañ ma vez dibabet arzoù ar sirk (6 e.), krouiñ ha sevenadur disign

(6 e.) pe D.K.S. (5 e.)

Ma tibabit mont war-zu ur bak teknologel e c’hellit ober daou zanvez dizoloiñ ouzhpenn SES.

o Peseurt danvezioù zo ret er skolaj ha n’int ket

mui el lise ?

o Peseurt danvezioù dizoloiñ a blijfe dit ober er

bloaz a zeu ? (An danvezioù dizoloiñ kinniget e

lise Diwan Karaez zo islinennet)

o Pet eurvezh a vo en eilved pep sizhun ?

Page 5: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

An eilved micher: Perak ket ?

Deskiñ ur vicher eo pal an hent micher. Da heul daou vloaz studi e vez prientet ur CAP pe ur bak micher (bac pro) e tri bloaz. Memes talvoudegezh zo etre ur bak hollek hag ur bak micher.

Petra eo perzhioù mat ur bak micher ?

Da heul ur bak micher pe ur CAP e c’hellez labourat diouzhtu ar pezh n’eo ket posupl gant ur bak hollek pe

teknologel.

Al live goulennet zo izeloc’h: ma n’out ket plijet gant ar studioù ha ma ‘peus diaesterioù evit deskiñ er skol e

vo aesoc’h ur bak micher. Chom a ra memestra danvezioù hollek (galleg, mat...) met fetisoc’h eo ha liammet

gant bed al labour.

Peseurt diforc’h zo etre ur CAP, BEP hag ur bak pro ?

Graet ‘vez ur CAP war daou vloaz nemetken (eilved CAP ha termen CAP). Stummet e vezer war ur vicher resis

(200 CAP disheñvel zo)

Da heul adreizh al lise eo deuet ar BEP da vezañ just un diplom etre (tremenet e fin ar c’hentañ micher)

Gallout a rez tremen ur bak micher zoken hep ar BEP.

Tremenet e vez ar bak micher e tri bloaz da lâret eo eo uheloc’h e live evit ur CAP pe BEP.

Evit stummadurioù zo n’eus ket a vak micher (da skouer evit ficherezh blev e ranker ober ur CAP)

Pet bak micher zo ?

57 bak micher zo a gas war-zu micherioù a bep seurt: labour-douar, industriezh pe servijoù. Talvoudus eo dit

sellout ouzh al listenn evit gallout dibab an hini a glot ar muiañ gant da c’hoantoù micher.

Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA ?

Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher prientet en ul lise micher (lise pro) pe en ur CFA.

Ouzhpenn ar c’helenn hollek ‘vez kalzik a labour pleustrek en daou sistem met padelezh ar stummañ en

embregerezhioù n’eo ket memes hini. En ul lise micher ‘vez heuliet tro-dro seizh sizhunvezh ar bloaz en

embregerezhioù padal vez kalz muioc’h en ur CFA: stummet e vez al liseidi a bep eil: en alternañs: ur

sizhunvezh el lise ha div sizhunvezh en embregerezh.

Paeet eo un tamm al liseidi en ur CFA. (etre 25 % ha 75% eus ar SMIC hervez al live hag an oad)

Adalek 16 vloaz e c’heller bezañ enskrivet en ur CFA met un aotre ispisial a rank bezañ goulennet evit ar re zo

yaouankoc’h.

Page 6: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

Peseurt studioù a c’hellan heuliañ war-lerc’h ur CAP pe un eilved micher ?

Ha war-lerc’h ur bak micher ?

Da heul ur bak micher e krog da labourat diouzhtu ar bras eus an dud. Memestra e vez tro dro 20 - 30 % eus

al liseidi a gendalc’h gant o studioù. Ur stummadur war ur bloaz a c’hell bezañ heuliet (MC) a-benn bezañ

stummet gwelloc’h war ur vicher resis pe war daou vloaz evit tapout un diplom a live uheloc’h. (BTS, DMA,

DUT)

E peseurt bak micher vez klasket tud ha pelec’h e vez diaes kavout ur plas ?

E bakoù micher zo e vank tud pep bloaz. Talvezout a ra e vez aes kavout ha nebeut a zilabour vez.

Da skouer: Sevel tiez, micherioù teknik en industriezh, karroñserezh otoioù, treuzdougen, melestradurezh...

Hag hend all vez diaesoc’h bezañ degemeret e bakoù micher zo: dresañ kirri tan, keginañ, Bouloñjerezh,

pastezerezh, ficherezh blev, kenedouriezh, magouri...

Page 7: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

0

5

10

15

20Galleg

Brezhoneg

Saozneg

Kasti / Al

Istor geo

Keodedouriezh

SVDFizik

Mat

Teknologiezh

sonerezh

arzoù kaer

DKS

Ma c'heidenn

Keidenn ar c'hlasad

0

5

10

15

20Galleg

Brezhoneg

Saozneg

Kasti / Al

Istor geo

Keodedouriezh

SVDFizik

Mat

Teknologiezh

sonerezh

arzoù kaer

DKS

Ma c'heidenn

Keidenn ar c'hlasad

0

5

10

15

20Galleg

Brezhoneg

Saozneg

Kasti / Al

Istor geo

Keodedouriezh

SVDFizik

Mat

Teknologiezh

sonerezh

arzoù kaer

DKS

Ma c'heidenn

Keidenn ar c'hlasad

Bilañs an 3 zrimiziad

Keidenn an danvezioù lennegel (yezhoù + istor- geo)= /20 Keidenn an danvezioù skiantel: (mat, fizik, SVD, Tekno)= /20

Keidenn an danvezioù lennegel (yezhoù + istor- geo)= /20 Keidenn an danvezioù skiantel: (mat, fizik, SVD, Tekno)= /20

Keidenn an danvezioù lennegel (yezhoù + istor- geo)= /20 Keidenn an danvezioù skiantel: (mat, fizik, SVD, Tekno)= /20

Page 8: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

Evit gouzout hiroc’h war an hentañ:

o Lec’hienn rannvro war ar stummadurioù hag ar micherioù: Nadoz.org

o Lec’hienn ar Stad war an holl stummadurioù: Onisep.fr

o Evit klas mennozhioù studioù pe ur vicher a c’hellfe plijout dit e c’hellez ober testoù digoust gant “les métiers.net”, kledou pe studyrama.fr. Diwallit: N’eo ket ur skiant an testoù mañ, un taol sikour e c’hell bezañ, setu tout.

o Talvoudus e c’hell bezañ ivez mont d’ar CIO (Kreizenn ditouriñ ha heñchañ) e lec’h e c’hellit bezañ degemeret gant kuzulierien a vicher.

Brest : 8, Straed des onze martyrs - BP 31256 - 29212 Brest cedex Pgz: 02 98 44 31 74 Karaez Ti ar servijoù publik Pl. Tour d'Auvergne - 29270 Karaez Pgz : 02 98 93 01 02 Konkerne 116 bali an ti gar - 29900 Konkerne Pgz : 02 98 97 26 90 Landerne Ti ar servijoù publik 59 rue de Brest - 29800 Landerne Pgz : 02 98 85 23 00 Montroulez 2 pl. René Cassin - 29600 Montroulez Pgz : 02 98 88 16 Kemper 6 et 8 rue Joseph Halléguen - 29000 Kemper Pgz : 02 98 55 28 61 Kemperle Squar Liskeard - Dor A - 29300 Kemperle Pgz : 02 98 96 01 58 Douarnenez 18, Srtaed Anatole France- 29100 Douarnenez Pgz: 02 98 92 15 12 Kastelin 33 Kae Alba 29150 Kastelin Pgz : 02 98 16 14 24

Page 9: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

KROASHENT DIWAN

AR MICHERIOÙ Anv:

Ober a rit ar memes tra a-hed an devezh ?

Ober a rit ar memes tra bemdez ?

Labourat a rit hoc’h unan pe a-stroll ?

Gant peseurt dafar ’vez labouret ganeoc’h ?

Micher:

Gant petra e labour ?

Petra ’ra ?

Anv an den:

Page 10: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

Pegeit e labourit bep sizhun ?

Penaos oc’h staliet evit labourat? Ha cheñch a ra?

Peseurt donezon a ranker kaout evit ober ho micher ?

Ha gopret eo mat ?

Petra ’vez e aozioù labour?

Goulennoù ouzhpenn !

Peseurt studi a c’hell bezañ graet evit ober ar vicher-se ?

Gant petra ‘ peus ar muiañ a blijadur gant ho labour ?

Petra a gavit diaes memestra gant ho labour ?

Page 11: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher

Bilañs da heul Kroashent ar micherioù

Anv :

Ar micherioù kinniget

o Peseurt micherioù ’peus kavet talvoudus deskiñ traoù diwar o fenn ?

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

o Petra ’peus desket war ar vicher-se ?

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

o Ha klotaat a ra gant ar mennozh ’poa eus ar vicher a-raok ?

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

Da ali

o Gant petra out bet plijet e Kroashent ar micherioù ?

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

o Petra n’ez peus ket kavet dedennus ?

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

o Peseurt micher ne oa ket kinniget pa vefes bet plijet da gaout titouroù diwar e benn ?

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

o Ha cheñch a ra da c’hoantoù e-keñver an hentañ?

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

…………………………………………………………………………………………………………………………………………………………..

Page 12: An hentañ e trede klasddata.over-blog.com/xxxyyy/0/50/22/18/diello--teknikel/hentan-3de.pdf · Peseurt diforc’h zo etre an LP hag ar CFA? Memes talvoudegezh zo gant ur bak micher