Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput -...
Transcript of Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput -...
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
1
Yezhadur :
da betra e talv ar yezhadur ?
Dizoloomp
Adlenn deroù an danevell :
Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Un deiz
en em gavis gant kabiten ul lestr. « Ha bezañ lestr eo deoc’h war ma mezeg mat ? » emezañ. « Ya, laouen, » a respontis. Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar
C’hreisteiz e oa. »
+ Ha meizañ a rez pezh a lavar kabiten al lestr da Lemuel Gulliver amañ a-us ? + Ha gallout a rez adkavout pezh a lavaras dezhañ e gwirionez ? E skriv
amañ dindan ha displeg pezh a zo kemmet. ___________________________________________________________________________
Dalc’homp soñj A bouez bras eo urzh ar gerioù en ur frazenn evit meizañ he ster. Gant ar yezhadur eo e komprenomp kement-se.
1 § Mar lak unan ar gerioù e n’eus forzh peseurt urzh ne dalvezo ar frazenn mann ebet.
Skouer : Un gavis en em deiz gant ul lestr kabiten. 2 § Mar kemm unan urzh ar gerioù e c’hell kemm ster ar frazenn.
Skouer : Morioù ar C’hreisteiz e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek
Antelope e oa. Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar C’hreisteiz e oa.
3 § A-wechoù e c’hall unan kemm urzh ar gerioù hep kemm ster ar frazenn.
Skouer : Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. Gant kabiten ul lestr en em gavis un deiz. An div frazenn-se a-us zo reizh e brezhoneg.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
2
Pleustromp
1) Eilskriv war da gaier en ur lakaat ar gerioù en urzh vat :
er penn kentañ. ar mor Sioul e oa D’ar 4 a viz Mae 1699 porzh Bristol.e kuitajomp
amzer Da c’houde fall spontus.e savas
Klask ar c’hordennoù.a raen terriñ
Goude al labour. e voe echu un eurvezh
2) Sell mat ouzh an div frazenn-mañ ; reizh-tre int o-div :
Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto. Ganto e voe flemmet ma dorn kleiz ha ma dremm.
Eilskriv ar frazennoù amañ dindan. Kemm urzh gerioù pe strolladoù
gerioù hep kemm ster ar frazenn, evel er skouer a-us.
Goude un eurvezh e voe echu al labour. Sioul e oa ar mor er penn kentañ. Goude un nebeud munutennoù e oa aet ar boan kuit. Neuze ez eas an dud da gerc’hat skeulioù. Hep dale e chomis kousket.
3) Lenn ar frazenn-mañ, he skriv war un tamm paper. He didroc’h
en ur rannañ ar strolladoù gerioù ha goulenn ouzh da amezeg(-ez)
hec’h adsevel.
Un nebeud munutennoù war-lerc’h e pignas un dra bennak gant ma gar. Ijin ur frazenn all war ar patrom-se ha gra an hevelep labour
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
3
4) Laka keñver ha keñver ar frazennoù-mañ. Ha kemmet eo o ster ?
Perak ?
ster heñvel
ster disheñvel
a) Skeulioù all a voe degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù. b) Degaset ha lakaet e voe skeulioù all ouzh ma c’hostezioù.
a) Un huchadenn a voe klevet neuze, ha teurel o biroù bihan
a rejont ouzhin. b) Klevet e voe neuze un huchadenn, ha teurel a rejont o biroù bihan ouzhin.
a) Neuñviñ a ris betek an aod, hag astenn war ar geot berr ha flour. b) Astenn a ris betek an aod, ha neuñviñ war ar geot berr ha flour.
a) Echu ma fred ganin e tegasas an dud ul louzoù, a lakais war ma dorn ha war ma dremm. b) Echu ul louzoù ganin e tegasas an dud ma dorn ha ma dremm, a lakais war ma fred.
5) Dre strolladoù tri, skrivit bep a frazenn war ar patrom-mañ : Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. Didroc’hit strolladoù gerioù ho frazennoù. O meskit ha klaskit o adsevel
pe sevel frazennoù nevez.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
4
VERBOÙ
Dizoloomp Lenn ar pennad-mañ :
Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Un deiz
en em gavis gant kabiten ul lestr. « Ha mat eo deoc’h bezañ mezeg war ma lestr ? » emezañ. « Ya, laouen, » a respontis.
Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar C’hreisteiz e oa.
D’ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajomp porzh Bristol.
+ Islinennet eo ar verboù displeget. Petra a gemm ? Perak ? + Piv a ra pep ober ? + Pegoulz e vez graet pep ober ?
Dalc’homp soñj En ur zisplegañ mat ar verboù e c’heller merkañ :
+ ar gour a ra an ober : me / te / eñ / hi / ni / c’hwi / int.
Skouer : ‘en em gavis’, ‘a respontis’, ‘e kuitajomp’.
+ ar mare ma vez graet an ober :
amzer-dremenet / amzer-vremañ / amzer-dazont. Skouer : ‘eo’, ‘zo’, ‘e oa’.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
5
Pleustromp 1) Kemmet eo ar gour en eil frazenn. Kelc’h ar verboù ha lavar e peseurt gour emaint displeget.
Skuizh-bras e oan. Skuizh-bras e oant.
Hep dale e chomis kousket. Hep dale e chomas kousket.
Klask a raen terriñ ar c’hordennoù. Klask a raes terriñ ar c’hordennoù.
D’ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajomp porzh Bristol. D’ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajout porzh Bristol.
Pep a banerad kig a zougent.
Pep a banerad kig a zougec’h.
2) Kemmet eo an amzer en eil frazenn. Kelc’h ar verb ha lavar pegoulz ez eo graet an ober (amzer-vremañ, amzer-dremenet, amzer-dazont).
Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Lemuel Gulliver e oa ma anv, hag ur mezeg a oa ac’hanon.
Abred diouzh ar beure e tihunis hag e klaskis sevel. Abred diouzh ar beure e tihunan hag e klaskan sevel.
Skeulioù all a voe degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù.
Skeulioù all a vo degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù. Ne c’hellen ket fiñval.
Ne c’hellin ket fiñval.
Ur varrikennad win a zegasjont neuze, a voe lonket ganin. Ur varrikennad win a zegasint neuze, a vo lonket ganin.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
6
3) Eilskriv ar frazennoù en ur zibab ar verb displeget a zere.
a) Ouzh ur film e (-ni). Ouzh ur film e (-c’hwi).
sellit – sellomp – sellan
b) Bep sizhun ez (-me) d’ar c’hoariva. Bep sizhun ez (-hi) d’ar c’hoariva.
a – eont – an
c) War-lerc’h an amzer e (-te). War-lerc’h an amzer e (-c’hwi).
red – redit – redez
d) Ar miz tremenet e e vakañsoù. A-benn ur miz e e vakañsoù.
vimp – emaomp – oamp e) En Henamzer e ar Gelted war gezeg.
Bremañ e an dud e kirri, trenioù ha nijerezioù.
veajo – veaje – veaj
4) Merk pezh a gemm :
ar gour an amzer
Dimeurzh e yelo ma mamm d’al levraoueg.
Hiziv ez a ma mamm d’al levraoueg.
Bep yaou ez eont da c’hoari war an aod.
Disul e oant bet o c’hoari war an aod.
N’emaon ket o komz dit !
Dec’h ne gomzent ket dit.
A-raok e kanes bep beure dindan da strinkadenn.
A-raok e kanec’h bep beure dindan ho strinkadenn.
Mont a rin da ’z kwelout. Mont a rae da ’z kwelout.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
7
REIZHSKRITUR
ha / a
Arabat meskañ « ha » hag « a »:
Dizoloomp “a” araogenn (kemmadur dre vlotaat war he lerc’h) Pep a banerad kig a zougent. D’ar 4 a viz Mae 1699 A-greiz-holl e voe kaset hor bagig d’ar strad Meur a hini anezho a bignas dre ar skeulioù paouez a rejont a deurel biroù ouzhin “a” rannig verb (kemmadur dre vlotaat war he lerc’h) Mont a reas al lestr a-benn en ur garreg Pignat a ris en ur vagig gant pemp den all Un huchadenn a voe klevet neuze Baraennoù bihan a rojont din ivez. “ha” (da stagañ daou anv, anv-gwan, adverb pe strollad anv) (hag
dirak ur vogalenn)
Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto. ur wareg hag ur bir a oa gantañ en e zaouarn. staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar ouzh an douar gant tachoù. « ha » (da stagañ div lavarenn) (hag dirak ur vogalenn)
Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Ne dorris tamm kordenn all ebet, ha paouez a rejont a deurel biroù ouzhin. Skuizh-bras e oan, ha hep dale e chomis kousket.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
8
Reizhskritur : « ha » pe « a »
1- Kloka an toulloù en ur stagañ an elfennoù :
e vreur .......... e c'hoar etre Sant-Brieg ......... Gwengamp
ur paotr ......... ur plac'h Mont da grec'h ......... dont d'an traoñ
ur par ............. e barez Sevel a reas diwar e gador ......... mont a reas er-
maez.
bara ......... dour Ma zad a zeuy amañ ......... a zisplego dit penaos
ober.
etre hiziv ......... warc'hoazh Daou ......... tregont.
2- Kloka an toulloù gant ar rannig-verb :
Labourat ......... ra mat. Un den ......... welan du-hont.
C'hoarzhin ......... ra e-pad an deiz. Petra ......... lavare Maria dit ?
Redek buan......... ra ar c'hazh-ki. An dour eo ......... dro da aezhenn.
3- Kloka an toulloù gant an araogenn :
Skrapet eo bet Anne Frank ........ zaouarn he zud. Ur c'helorn leun ......... zour a fell
din.
......... belec'h emañ hennezh o tont c'hoazh ? Ur mor ......... dud a oa e kreiz- kêr.
......... Vro Saoz emañ o tistreiñ eus e vakañsoù. Ar wezenn-mañ zo karget ........
frouezh.
Redek a ra paotr-al-lizhiri ......... di da di. Pet ......... vugale zo en ti-mañ ?
Kemmoù bras zo ......... skol da skol. Re .......... drouz zo ganeoc'h !
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
9
Reizhskritur : « ha » pe « a »
Dalc'homp soñj :
« ha » zo stagell : stagañ a ra asambles daou c'her, daou strollad, div lavarenn. Skrivet e vez « hag » dirak ur vogalenn. « a » zo : 1- rannig-verb, lodenn gentañ ur verb displeget 2- araogenn, o talvezout « eus »
Kloka an toulloù :
Etre Sant-Brieg ......... Gwengamp emaon o chom.
Ur paotr ......... ur plac'h zo o c'hoari asambles.
Mont da grec'h ......... dont d'an traoñ : setu pezh ......... ra ar marmouz en e gaouidell.
Ur par ............. ur barez a ranker kaout evit frouezhusaat ur viell.
Sevel ......... reas diwar e gador ......... mont ......... reas er-maez.
Bara ......... dour ......... vez roet d'ar vac'hidi.
Ma zad ......... zeuy amañ ......... a zisplego dit penaos ober.
Etre hiziv ......... warc'hoazh e vo amzer da gousket !
Pevar bugel .......... tri-ugent a zo er skol vihan-se.
Un den ......... welan du-hont.
C'hoarzhin ......... ra e-pad an deiz.
Petra ......... lavare Maria dit ?
Ur c'helorn leun ......... zour a fell din.
......... belec'h emañ hennezh o tont c'hoazh ?
Redek a ra paotr-al-lizhiri ......... di da di.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
10
GERIAOUEG
Ar gerioù-skritell
Dizoloomp
1) Klask en « Ur veaj da Lilliput » ar gerioù a c’haller lakaat dindan ar ger-skritell « karbedoù ».
2) Dindan peseurt ger-skritell e lakafes ar roll gerioù-mañ a gaver er pennad ?
divvrec’h – divhar – daouarn – elgezh – penn – kostezioù – genoù
Dalc’homp soñj
A-drugarez d’ar gerioù-skritell e c’haller bodañ ar gerioù dre gerentiadoù. Skouer : karbedoù : marc’h-houarn ; karr ; tren ; nijerez ; planken-ruilh...
1) Klask en « Ur veaj da Lilliput » daou c’her a c’haller lakaat dindan ar ger-skritell « micheroù ».
2) Klask en « Ur veaj da Lilliput » tri ger a c’haller lakaat dindan ar ger-
skritell « boued ».
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
11
GERIAOUEG
An daouder
Dizoloomp
« Staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar ouzh an douar gant tachoù. »
« Un nebeud munutennoù war-lerc’h e pignas un dra bennak gant ma gar. » « A-benn ar fin e torris unan pe ziv, ha tu a voe din da fiñval ma brec’h
kleiz. »
*
« Ur wareg hag ur bir a oa gantañ en e zaouarn. »
« Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto. »
Dalc’homp soñj
An ‘daouder’ a arouezer gantañ strolladoù daou. Alies e vezont arveret evit lodennoù ar c’horf :
brec’h / divvrec’h ; gar / divhar ; dorn / daouarn ; glin / daoulin
Diwall : stummet e vezont gant ar rakgerioù
+‘daou-‘ evit an anvioù gourel ; + ‘div-‘ evit an anvioù benel.
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
12
Pleustromp 1) E-touez an anvadoù-mañ, barrenn ar re n’o deus ket daouder. Gallout
a rez klask er geriadur :
fri ; lagad ; genoù ; brec’h ; gweuz ; bronn ; ufern ; blev ; jod ; revr
2) Klask daouder an anvadoù-mañ (diwall ha gourel pe benel ez int !) :
lagad : _____________ gweuz : ________________
fron : _____________ skouarn : ________________
skoaz : _____________ askell : ________________
ilin : _____________ morzhed :________________
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
13
AN ARAOGENNOÙ
Dizoloomp
« Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. »
« Staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar ouzh an douar gant tachoù. »
« Ha mat eo deoc’h bezañ mezeg war ma lestr ? »
Gerioù zo a gaver e brezhoneg a liamm (strolladoù gerioù) hag a spisa ar pezh a lavarer.
Dalc’homp soñj Melloù ar yezh, koubloù ar frazennoù, eo an araogennoù. Dirak ur ger all e vezont lakaet evit e liammat ouzh ur ger all a zo a-raok. Alies e tegasont ur renadenn, ur glokaenn.
Pleustromp 1) Klask pe hini eus an araogennoù a zere bep tro. Unan a gomzas _____________. (warnon / etrezon / ouzhin)
Abred __________ ar beure e tihunis hag e klaskis sevel. (betek / diouzh /
hep) Lod eus an dudigoù em c’hichen a grogas _______ labourat. (da / gant / war)
Klask a ris tapout unan _______ an dudigoù. (etre / eus / dindan)
_____ ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajomp porzh Bristol. (diouzh / da / e)
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput
14
2) Skrivet ez eus amañ frazennoù hag arveret araogennoù amzere bep tro. Ha gallout a rez klask o adlakaat en o lec’h mat ? *
Mont a reas al lestr a-benn en ur garreg, ha torret e voe eus daou damm.
Neuñviñ a ris a an aod, hag astenn betek ar geot berr ha flour. Staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar betek an douar war tachoù.
A-benn ar fin e torris unan pe ziv, ha tu a voe din e fiñval ma brec’h kleiz.
Klask a ris tapout da unan war an dudigoù...
Meur dre hini anezho a bignas ouzh ar skeulioù gant ar savenn.
3) Krog pep frazenn gant an araogenn.
Torret e voe e daou damm.
______________________________________ . Goude-se e pignas daou-ugent denig ouzhpenn warnon.
____________________________________________________________ . Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto.
_____________________________________________________________ . Skeulioù all a voe degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù.
_____________________________________________________________ . Unan a gomzas ouzhin.
__________________________________________ .
Poelladenn ziaes : da blaenaat pe d’ober ganto.