Download - Rimadelloù an niveroù P emp lapousig · U nan-hag-unan Unan-hag-unan e-kichen an tan. Daou-ha-daou ’Barzh ar c’hraou. Tri-ha-tri ’Barzh an ti. Pevar-ha-pevar ’Barzh ar c’harr.

Transcript
Page 1: Rimadelloù an niveroù P emp lapousig · U nan-hag-unan Unan-hag-unan e-kichen an tan. Daou-ha-daou ’Barzh ar c’hraou. Tri-ha-tri ’Barzh an ti. Pevar-ha-pevar ’Barzh ar c’harr.

P emp lapousig

1, 2, 3, 4, 5Pemp lapousig ’barzh an neizhAn hini bihan a lâr :« Un tamm plas, mar plij ! »Badadaou !Kouezhet unan« Ha ! » a lâr an hini bihan.

1, 2, 3, 4Pevar lapousig ’barzh an neizhAn hini bihan a lâr :« Un tamm plas, mar plij ! »Badadaou !Kouezhet unan« Ha ! » a lâr an hini bihan.

1, 2, 3,Tri lapousig ’barzh an neizhAn hini bihan a lâr :« Un tamm plas, mar plij ! »Badadaou !Kouezhet unan« Ha ! » a lâr an hini bihan.

1, 2,Daou lapousig ’barzh an neizhAn hini bihan a lâr :« Un tamm plas, mar plij ! »Badadaou !Kouezhet unan« Ha ! » a lâr an hini bihan.« Setu-me ma-unan ! ».

Fulup ar Gwern

Rimadelloù an niveroù

T riwec’h

Gant triwec’hTeir gwech c’hwec’hNe vez gwelet na tri na c’hwec’hUn degad eizh unanennPebezh niver torr-pennHa torr-revr ouzhpenn !

T onton Jañ-MariUnan, daou, tri,Stagit mat ar c’hiTonton Jañ-Mari.

Pevar, pemp, c’hwec’h,Kae war e lerc’h.

Seizh, eizh, navDeomp da c’hoari atav.

Dek !

U nan-hag-unanUnan-hag-unane-kichen an tan.

Daou-ha-daou’Barzh ar c’hraou.

Tri-ha-tri’Barzh an ti.

Pevar-ha-pevar’Barzh ar c’harr.

Pemp-ha-pempWar an hent.

C’hwec’h-ha-c’hwec’hWar an erc’h.

Seizh-ha-seizh’Barzh an neizh.

A r furlukinUnan, daou, tri, ruz e fri !Pevar, pemp, c’hwec’h, e dog d’an nec’h !Seizh, eizh, nav, e vragez ledan d’an traoñSell ’ta piv ?

Me eo ar furlukin farsus !

1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! TES, 2012

Sellet ouzh film ar rimadell war lec’hienn TES : http://crdp.ac-rennes.fr/tes/site/tast/rimadellou/B17_pemp_labousig.AVI