Tres de Mayo Francisco Goya
description
Transcript of Tres de Mayo Francisco Goya
Tres de Mayo
Francisco Goya
Tres de Mayo
Francisco Goya
Tres de Mayo gant Goya
An tem
Tem istor: E 1808 e tegouezh Napoleon e Spagn gant ar c’hoant lakaat e vreur Joseph Bonaparte e penn ar Stad . Deskrivet eo gant Goya e 1814 gwaskerezh arme Frañs a oa bet da heul emsavadeg ar Spagnoliz d’an 2 a viz Mae 1808.
Tres de Mayo gant Goya
Ar c’hinnig
Liver : Francisco Goya, liver brudet tre e Spagn (1746-1828) Eoullivadur 2,66 m X 3,45 m miret e mirdi ar Prado, e Madrid. Livet e 1814 ha paeet gant gouarnamant Spagn.
Tres de Mayo gant Goya
An
aergelc’h
1- Petra eo aergelc’h an daolenn?
Tres de Mayo gant Goya
An endro hag an tudennoù
• Al lec’h: kostez ur c’hleuz e kichen ur gêriadenn
• Soudarded Napoleon gant o lifre, prest da dennañ war an emsaverien
• Spagnoliz eus ar bobl, hep armoù, ur manac’h kerniet, tud gwasket gant an aon, pleget, war pennoù o daoulin, o kuzhaat o daoulagad rag an daou zen fuzuilhiet dija. Un den e gwenn a sav e divvrec’h, war pennoù e daoulin rak ar soudarded.
2- Klokait an alc’hwez war ho follenn.
Tres de Mayo gant Goya
Al livioù
Liv splann: ruz, melen gwenn-kann a lak kemm mat gant livioù gell ha du ar foñs.
Tres de Mayo gant Goya
Ar sklêrijenn
Tremenet a oa bet ar fuzulhiadeg e-kerzh an noz; Dont a ra ar gouloù eus ul letern e-kreiz: sklêrijennañ a ra dreist-holl an dud a vo fuzuilhiet. Ar soudarded zo en amc’houloù.
Tres de Mayo gant Goya
Aozadur an daolenn
Sachet eo an evezh gant an den e-kreiz.
3- Penaos en deus graet Goya evit lakaat an den-se war-wel? E piv e c’heller soñjal?
4- Petra en doa c’hoan Goya da ziskwel, d’ho soñj?
An daolenn en istor
Rediet e oa bet Napoleon da gas
muioc’h- muiañ a soudarded da Spagn evit bezañ mestr war an dachenn met ne deuas ket a benn morse abalamour da emsavadeg ar Spagnoliz ha da sikour an arme Saoz renet gant Wellington. (1813)
Levezon an
oberenn
Levezonet e oa bet Edouard Manet p’en doa livet « Exécution de l'Empereur Maximilien du Mexique » e 1868.
Levezonet e oa bet ivez Picasso gant Moya evit diskuliañ torfedoù arme SUA e Korea. (1951)
Ar romantelezh
Graet ‘vez romantek eus oberenn Goya. Lakaat a ra an oberourien romantek ar pouez war ar santimantoù ha diskouez a reont alies o stourm politik en un doare du .
Setu obenneroù romantek all
Dos de Mayo,Goya1814
Ar beajour bammet rak ar mor-koumoul, Mirdi Hambourg, 1818Caspar David Friedrich (1774-1840)
La liberté guidant la peuple, Delacroix (1830)
Le Radeau de la Méduse ,Théodore Géricault, (1819)