Em c’humun e Penn

32

description

Traduction en breton par Gael Roblin de la version française de Charlotte Fillonneau du conte "Les deux bossus".

Transcript of Em c’humun e Penn

Page 1: Em c’humun e Penn
Page 2: Em c’humun e Penn
Page 3: Em c’humun e Penn
Page 4: Em c’humun e Penn
Page 5: Em c’humun e Penn
Page 6: Em c’humun e Penn

m c’humun e Penn-ar-bed , pell amzer zo, pa ne oa nemet ur mous bihan tad tad ma zad, e veve daou zen tort.An hini kentañ a oa anvet Titouan Penhoat. Kemener e oa hag an holl dud a gare anezhañ.

Un den yaouank dalc’hmat imoret mat e oa .Mousc’hoarzus e oa ha mignon d’an holl, ur c’hamarad feal hag ur c’honversant onest e oa ivez.Plijout a rae dezhañ dañsal ha c’hoarzhin met gant e dorossenn ne grede ket en diskouez.

An eil den tort a oa anvet Brieg Nedeleg, kere ar barrouz a oa eñ.An den-mañ ne gare nemet an arc’hant. Mouspenneg hag e unan penn e veze, hag e c’hoarveze gantañ laerañ e bratikoù pa c’helle.Ne oa ket karet gant tud ar barrouz ha ne gare ket anezhe kenebeut.

Page 7: Em c’humun e Penn
Page 8: Em c’humun e Penn

n nozvezh ma tistroe Titouan deus un atant e-lec’h en doa degaset ur pezh dilhad e rankas treuziñ al lanneg.Al loargann a sklerijenne mat e hent met ne oa ket dinec’h peogwir e oar an holl

vretoned e teu al lanneg da vezañ tachenn ar voudiged, al lutined hag ar gorriganed n’int ket dre ret madelezhus ur wezh ma krog an noz.

Page 9: Em c’humun e Penn
Page 10: Em c’humun e Penn

vit tapout kalon e soñje e Katell Kerivan , ur plac’h eus e barrouz en doa karantez eviti.

Merch ur martolod e oa hag e plije dezhi pignat gant toenn an iliz evit damwelet liennoù ar bigi a zistroe d’ar porzh.Titouan en doa c’hoant bras da grapat ken uhel evit en em gavout ganti , met abalamour d’e zistres ne o ket kat d’en ober.Setu ma chome mut ha didrouz pa geje ouzh Katell hag e villige e dorossenn.

Page 11: Em c’humun e Penn
Page 12: Em c’humun e Penn

astañ a rae dre al lanneg hag ar peulvanoù pa glevas un trouz.Selaou a reas mat .An avel a zegase ur voubouenn soutil a sonerezh hag a c’han.

Dont a réas da vezañ kurius hag e ankoueas e aon, hag e klaskas kavout eus pelec’h e teu an trouz.Pourmen a rae abaoe un nebeud amzer hag e oa e soñj da cjom a sav pa welas a-dreñv d’ur peulvan gouloù un tantad.Tostaat a reas hep trouz hag e kavas un tropelladig a gorriganned a oa o tañsal tro-dro d’an tan en ur ganañ.Estonet e voe Titouan gant komzoù o c’han.Ar grouadurioù a gane « Lun, meurzh, merc’her … Lun, meurzh, merc’her … » hag e adkrogent diehan.Titouan a gavas furoc’h mont war e giz, peogwir e ouïe e oa ar gorriganned gwir farsourien, ha ma vije bet gwelet gante o dije lakaet anezhañ da zañsal betek ma kouezhje diwar ar skuizhentezh. Maleurusamant, kaer en doa bet klask mont kuit didrouz e oa bet gwelet ganto. Ar gorriganed a ziredas betek ennañ hag e voe kaset da gemer perzh en o dañs diroll gante hag e adkrogas ar c’han. « Lun, meurzh, merc’her … Lun, meurzh, merc’her … »

Page 13: Em c’humun e Penn
Page 14: Em c’humun e Penn

oude ur frapadig ne voe Titouan evit alaniñ ken. E zivc’harr ne oant ket evit dougen anezhañ hag evit gounit amzer e kinnigas d’ar gorriganned : « Aotrounien mar plij ha ma vefe kanet lodenn all ar ganaouenn ? »« Lodenn all ar ganaouenn ? Met n’ouvezomp ket ul lodenn al d’an ton-mañ »

« Mat eo din he c’helenn deoc’h ! »« Ho ya ! Lavar deomp ‘ta » « lavar deomp ‘ta ! » a huchas ar gorriganned . Tapout a réas Titouan e alan a-raok kanañ : « Lun, meurzh, merc’her, yaou, gwener ! »Holl laouen e voe ar gorriganned « Hourra ! Bevet ar c’hemener ! Ur marvailh eo ar ganaouenn mañ hag e klot ! Adkrogomp gant an dans ! »Hag e adkrogjont da zañsal en ur ganañ « Lun, meurzh, merc’her, yaou, gwener ! »Nemet e taolent evezh ouzh Tioutan ha pa grogas hemañ da ziskouez e oa erru skuizh e paouezjont gant o c’helc’h.

Page 15: Em c’humun e Penn
Page 16: Em c’humun e Penn

oue ar gorriganned aze as betek ennañ « Anaoudeg omp az pefe desket deomp peurrest an ton hag e fell deomp digoll ac’hanout . Da lezel a ran dibab , pe e sevenomp un het pe e laoskomp ac’hanout da vont kuit gant ar pezh a c’helli tapout eus hon teñzor ».

Titouan a welas neuze e traoñ d’ur peulvan ur pezh koufr leun a aour n’en doa ket gwelet a-raok. Tortal a reas hag e soñjas e Katell hag e lavaras d’ar roue : « ne oan ket o klask bezañ trugarakaet e mod-se , ma c’hellfec’h tennañ ma zorossenn e vefen eurusañ den an douar.

Page 17: Em c’humun e Penn
Page 18: Em c’humun e Penn

boan m’en doa echu e frazenn e lampas ar gorriganed warnañ hag e voe lañset d’an nec’h gante. Pa gouezhas war ar geot e oant holl aet diwar wel. Ne roud

ebet eus ar gorriganed, eus o zantad pe eus o zeñzor divent. Aet e oa kuit torossen Titouan gante. Eeun e oa e gein evel peul banniel Breizh.

Page 19: Em c’humun e Penn
Page 20: Em c’humun e Penn

aouen tre e redas Titouan betek e barrouz . An heol a save . Kontañ a reas e avañtur d’ar re o doa c’hoant e glevet en ur ziskouez e gein, hag en ur c’hoarzin eus e fortun vat .

Ha dindan nebeut en em strollañ a reas an holl annezidi evit selaou anezhañ kontañ e istor ha gwelet ar burzhud.N’eus nemet Brieg ar c’here tort a chome en e gorn. Krozmolat a rae e toull dor e stal abalamour d’ar charre divoutin ken abred er beure. Un tammig goude e klaskas titout-roù dre Filomen , brasañ klakenn ar bourk, a dremene dirak e di just a-walc’h. Hounnezh na oa ket bet hir o tisplegañ an holl vunudoù a ouie . Kontañ a reas penaos en doa kejet Titouan ouzh korriganed al lanneg, an dans dre ret, an iskis a ganaouenn, dibab an digoll hag ar burzhud an den tort ne oa ket tort ken.Brieg a grozmolas « Pegen sot eo Titouan ! Ne ra forzh bezañ tort ma c’heller bezañ pinvidik ! «Hag e reas e soñj « Fenoz ez in me ivez da gavout ar gorriganed evit kelenn dezhe dibenn o sonenn null . Ha ne vin ket ken sot, ma digoll a vo graet gant pezhioù aour kaer ! »

Page 21: Em c’humun e Penn
Page 22: Em c’humun e Penn

a noz ez eas Brieg war-du al lanneg gant daou sac’h bras gant ar soñj da zegas anezho en dro leun a arc’hant. Kaer en doa bet furchal betek ar beure ne gavas ket ar gorriganed , n’int ket ken aes ha se da dapout. Koulskoude ne gollas ket

Brieg kalon hag e kendalc’has da gantreal être ar peulvanoù e-pad meur a nozvezh.A-benn ar fin ur miz goude , pa oa deuet en dro al loargann e kredas klevet ur sonerezh pell ha mouezhioù bihan o kanañ : « Lun, meurzh, merc’her, yaou, gwener ! »

Dont a reas a-benn da gejiñ evel Titouan ouzh un tantad ha korriganed hanter noaz o tañsal tro-dro. Hep tamm sevended e troc’has dañs ar gorriganed.-«N’oc’h ket gouest da ganañ un dra all ? Peadra zo da c’hoarzhiñ ! N’eo ket klok ho kanaouenn ! Mankout a ra an dibenn ! »-« Ha gwir eo ? Anavezout a rez an dibenn-se ? Kelenn deomp neuze ! » a c’houlennas ar gorrikaned displijet ma oant gant doareoù Brieg.-« Gant plijadur ! » eme Brieg hag eñ da adstagañ da ganañ : « Lun, meurzh, merc’her, yaou, gwener ! » a-raok ouzhpenniñ « sadorn, sul ».

Page 23: Em c’humun e Penn
Page 24: Em c’humun e Penn

r gorriganed a enebas , dipetet e oant.-« n’eo ket brav ! Ne glot ket ! »-« ne sell ket ouzhin ! Evel-se emañ ar pozioù ha bremañ meus kelennet

anezho deoc’h eo ret deoc’h rein un digoll din evel m’ho poa graet evit Titouan.Mouzhañ a réas ar gorriganed hag e krogjont da gomz a vouezh izel. A-benn ar fin e tostaas o roue ouzh Brieg hag e lavaras :-« emañ ar wirionez ganit, te a vo trugarekaet ivez, gellout a rez dibab être… »Abalamour d’e c’hoantegezh ne laoskas ket Brieg ar roue da echuiñ…-« Me a oar ar pezh ‘peus da ginnig hag e fell din kaout ar pezh zob et laosket gant Titouan »

An holl gorriganed a redas war Brieg , pimpoellenet e voe gante ha taolet d’an nec’h ha lezet da gouezhañ en dro war ar geot. Pa savas en dro , badaouet ma oa, e oant holl aet diwar wel ..hag en doe div dorossenn. E hini hag an hini laosket gant Titouan . Gant ar vezh ne zistroas biken d’e barrouz ha den n’en doa morse klemmet diwar-se.

Page 25: Em c’humun e Penn
Page 26: Em c’humun e Penn

itouan a eurejas gant Katell gaezh ha da nozvezh o eured e tañsas an dud betek ar beure. Lod a lavar e oa bet tu d’an nozvezh-se ,en ur selaou gant aked, klevet

mouezhioù bihan a gane : « Lun, meurzh, merc’her, yaou, gwener ! »

Page 27: Em c’humun e Penn
Page 28: Em c’humun e Penn
Page 29: Em c’humun e Penn
Page 30: Em c’humun e Penn
Page 31: Em c’humun e Penn
Page 32: Em c’humun e Penn