DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg...

173
AKADEMIEZH ROAZHON DASTUMADENN TESTENNOÙ

Transcript of DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg...

Page 1: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

AKADEMIEZH ROAZHON

DASTUMADENN TESTENNOÙ

Document de travail exclusivement destiné à l’expérimentation

par les enseignants de breton dans les classes bilingues de 6ème et 5ème

Kenniget get

Daniel Carré Jean-Pierre Deredel

Michel Philippot Hervé Maubian Patrick Gouez François Louis

Plan de formation 2001-2002 Atelier « Textes fondateurs »

Rostrenen — 2002

Page 2: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

1

D’ar gelennerion brezhoneg er c’hlasoù a 6vet hag a 5vet divyezhek

Keneiled vat, Ar pezh a zo arruet geneoc'h amañ etre ho taouarn nend eo ket un dra ... lipet ;

damlipet, lakaomp... Met penaos e vehe bet d'ar bare kenseurted bet "tad" dezhañ ober gwelloc'h a pa ne oa gete ken nemet 12 eurvezh (4 penn devezh "stal labour") ? Boulc'het o deus al labour, ha setu ; mard eo didroet ar parkad e chom c'hoazh lec'h da... c'hweziñ ennañ betek ma vo medet, betek ma vo kaset ar greun d'ar suler.

Danvez dafar lenn ha studi ar yezh er c'hlasadoù a 6vet hag a 5vet divyezhek hon eus choazet amañ. Testennoù distag int, hañval a-walc'h doc’h ar pezh a gaver e galleg evit an hevelep oad. Nend eo ket bet aes an dibab, m'hen asur deoc'h ! Klasket hon eus danvez savet e brezhoneg "a-feson" get skrivagnourion mestr àr o yezh ; traoù liesseurt : pennadoù kar d'ar pezh a vez anvet Textes fondateurs e galleg (skridoù tennet ag ar Bibl, a lennegezh kozh ar Vretoned...) ; danvez da zigor ar speredoù hag ar c'halonoù d'hor sevenadur-ni (sonennoù, gwerzioù, pezhioù-c'hoari, kontadennoù...) ; eñvorennoù buhez ; istorioù hag... avanturioù ; fablennoù ha barzhonegoù...

Evit pep testenn hor boa lakaet en hor soñj kinnig : a) poltred an oberour, ur c'hrenn ag e vuhez, roll e oberennoù... b) poelladennoù a-ratozh evit sikour al labour studial ar yezh, kompren an danvez, dougen komz ha skrid ar skolidi ; c) skeudennoù, daveennoù pladennoù ha CDoù, h.a. Sklaer eo goût n'eo ket tizhet ar pal penn-dre-benn...

Un nebeud evezhiadennoù kent kloziñ : 1°- Kement-mañ nend eo ket ur benveg peurachu : un teuliad labour eo, graet evit bout

implijet etrezomp, evit bout pinvidikaet get ar pezh a vo savet ha kavet get pep unan ac'hanomp. Goude hepken, ‘benn ma vo bet amprouvet mat en hor c’hlasoù, e vo kinniget da dTES da embann ; pas a-raok.

2°- C'hwi a gavo an dafar kinniget e div feson : tennet àr baper (stumm ur c'haier) hag enrollet àr ur CDrom. Soñjet hon eus e oa aze ar gwellañ tra d'ober evit aesaat al liestenniñ (evit ar skolajidi) ha, dreist pep tra, evit reiñ an tu da bep unan ac'hanomp da « adlabourat » an testennoù (o c'hrenniñ, stagiñ notennoù : geriaoueg, poltred an oberour, goulennoù...) ha da sevel – pe da adkempenn – ar poelladennoù da heul.

3°- Goulenn a reomp groñs get a-gement a adkempenno un destenn bennak, a fardo ur fichenn... kas deomp ([email protected]) ar pezh en do savet1 ; rak àrnoc'h-c'hwi, keneiled vat, e kontomp bremañ evit kas al labour-mañ da benn. El-se, hag èl-se hepken, e vo aozet geneomp ar gwellañ benveg a fehe bout : an hini savet get tud àr an dachenn evit tud àr an dachenn.

Roazhon, d'an 30.10.02

D. Carré Getañ ar garg a enseller àr ar brezhoneg

1 Un dra vat e vehe menegiñ mat an niverenn referañs a gavoc’h àr ar CD-ROM, e kiz testenn kuzhet, e-raok pep testenn ; dre skwer, evit Ar bleiz hag an oan, Étienne Le Strat (Stevan Kerhored) Le Strat, Gwerzennoù Breizh-Izel, An Henbont, 1931, ar referañs a zo FL03.

Page 3: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

2

TAOLENN

1/ Barzhonegoù, gwerzioù, kanennoù, fablennoù

- Ar bleiz hag al louarn, Guillaume Ricou, Fabloù Ezop troet en brezhoneg, 1828, Gwilmer, Montroulez

- Ar bleiz hag an dañvad, Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioù, 1935 - Ar bleiz hag an oan, Étienne Le Strat (Stevan Kerhored) Le Strat, Gwerzennoù

Breizh-Izel, An Henbont, 1931 (trugarez da Zaniel Doujet) - An durzhunell hag ar verienenn, Pierre-Désiré de Goësbriant, Fablenn brezhoneg,

18.. ? - An daou zen hag an azen, Guillaume Ricou, Fabloù Ezop troet en brezhoneg,

1828, Gwilmer, Montroulez - Ar c’hrilh hag ar verienenn, Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioù,

1935 - Ar grilhan hag ar verionenn, Étienne Le Strat (Stevan Kerhored), Gwerzennoù

Breizh-Izel, An Henbont, 1931 (trugarez da Zaniel Doujet) - Ar vran hag al louarn, Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioù, 1935 - Razh kêr ha razh kouer, Prosper Proux, Bombard Kerne, Jabadao ha Kaniri - Gwerz sant Juluan, diàr ar werz lâret get Y.-F. Kemener, Kanoù kalon Breizh,

Skol Vreizh 1996 - Azenorig-C’hlas, Kervarker, Barzhaz Breizh, emb. 1841 - Tri martolod, kanet get Alan Stivell, Olympia Concert, Disques Dreyfus, 26 av.

Kleber, 75116 Paris - Son ar chistr, kanet gant Alan Stivell, Reflets, Disques Dreyfus Sony Music

France - Ar chistr nevez, Loeiz Herrieu, Gwerzennoù ha sonennoù Bro-Gwened, 1911 - Marv eo ma mestrez, kanet gant Yann Fañch Kemener, Héritage des Celtes, BYG

Production / Sony Music Entertainment (France) S.A. / Columbia, 1994 - Gwerz Kêr-Is, Olivier Souvestre, kanet get Yann-Fañch Kemener, Enez Eusa,

L’Oz Production, 1995 - Mac Do, An Diaoul ha peder, Un taol botez, emb. Pluriel, 1999 - Lagad an Heol, Añjela Duval, Kan an Douar, Mae 1964 - Ar mab-laer, Denez Prigent, Irvi, Barclay Universal Music, 2000 - Ma far, Yann-Fañch Kemener - Me ‘zo ganet e-kreiz ar mor, Yehann-Pier Kalloc’h, Àr an daoulin, Plon, 1921 - Ki bihan-me, Añjela Duval, 3 a viz Du 1979 - Fousou (maronad), Añjela Duval, 9 a viz Gwengolo 1974 - Ar vernikenn, Yehann-Pier Kalloc’h, Àr an daoulin, Plon, 1921 - Planedenn, Yann-Bêr Pirioù, Ar mallozhioù ruz

2/ Mojennoù, sorbiennoù, kontadennoù, sinadoù

- Poell hag Araoun, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

- Poell ha Rianon, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

- Manawezan, mab Lir, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

Page 4: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

3

- Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

- Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù, lakaet e brezhoneg get Erwan ar Moal (Dir-na-Dor), emb. e Kroaz ar Vretoned, miz Even 1911

- Sinadoù, testonioù dastumet get Mikael Madeg, emb. àr gasedig, Komz nnn 1, Dastum

- Troioù-kamm Alanig al Louarn, Jakez Riou, Gwalarn nnn 89, Ebrel 1936 3/ Danevelloù, beajoù, buhedigezhioù

- Mousa, Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj Jeruzalem, 1903 - Petra a weler eus menez ar Gwez oliv : ar mor Marv eus a Sodom da Gêr-Is,

Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj Jeruzalem, 1903 - Ur c’hrennard iskiz : Moñsig Maman Sion, Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma

beaj Jeruzalem, 1903 - Ar sembolenn, Taldir Jaffrennou, Ur wezh e oa... 1944 ; ademb. get Hor Yezh,

1985 - Bilzig dirak ar barnour, Fañch al Lae, Bilzig, emb. Buhez Breiz, 1925 - Mont d’ar skol tro 1920, er vro Vigoudenn, Pêr-Jakez Helias, Marc’h al

Lorc’h,Terre Humaine, Plon, 1986 - Ki ar c’homandant, Alan an Diuzet, Eñvorennoù ur prizoniad, embannet get an

oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon) - Un tec’hour kalonek, Alan an Diuzet, Eñvorennoù ur prizoniad, embannet get an

oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon) - Dervezh tennañ d’ar sord e Kastell-Paol, Lan Inizan, Emgann Kergidu, 1877-

1878 - Jako Fri Kamm, Loeiza ar Meliner, Àr bont ar velin, Dihunamb, 1938 - Bopig, Frañseza Kervendal, Un aod, ur galon, Barr-Heol, nnn 57, Gwenholoñ 1968 - Pleiben, ar gwaied, Yeun ar Gow, E skeud tour bras Sant-Jermen, 1955 - Targazh ar sabad, Jakez Riou, An Ti satanazet, Le Courrier du Finistère, 1930-

1931 4/ C’hoariva

- Mojiz hag ar ramz ; Ar Pevar mab Hemon, lesanvet Ar Pevar marc’h limon, adkempennet get Pêr Bourdellez, Skol, 1967

- Gurvan, ar marc’heg estrañjour, Tangi Malmanche, 1923 - Daoustoc’h petra ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se, Molière, Troioù-kamm Skapin,

troet get Loeiz Konan, c’hoariet get C’hoarivari, 2000 - War un dachenn fobal, Pêr-Jakez Helias, Biskoazh kemend-all, Brud Nevez, nnn 17

Ebrel-Mezheven 1964 - Ar boued-touseg, Pêr-Jakez Helias, Biskoazh kemend-all, Brud Nevez, niv. 17

Ebrel-Mezheven 1964 - Bitekle, Gwilhoù Kergourlay, Bitekle pe war hent ar baradoz, emb. Brud Nevez,

1979. Lakaet e brezhoneg Kallag get ar strollad F.A.B., 1997 - Lubaner Kreiz-Breizh, diàr John Millington Synge, The Playboy of the Western

World,lakaet e brezhoneg get Sylvain Botrel ha Mari-Elen Morvan, emb. Skol-Vreizh, 2000

- Arsenik ha kozh dantelaj, Joseph Kesselring, c’hoariet get Strollad Penn-ar-Bed

Page 5: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

4

5/ Ar Bibl, Buhez ar Sent

- Adam hag Ev, Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896 - Adam hag Eva, Eugène Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan, Ploermel,

1896 - An deluj, Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896 - An deluj, Eugène Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan, Ploermel, 1896 - Noah, Ar Bibl, troet diàr an hebraeg get Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien, emb. An

Tour-tan, 1981 - Sant Geltas, Jag Larboulet, Buhez ar sent eit pep deiz ag ar blez, ti-moulliñ Galles,

1907 - Santez Noalwenn, Jag ar C’hromm, Buhez ar Sent, 1839

6/ Ar Vosenn

- Bosenn Elliant, Kervarker, Barzhaz Breizh, 1839 - Bosenn Elliant, kanet get Maryvonne Bacon, dastumet get Donatien Laurent,

Tradition chantée de Bretagne – Les sources du Barzaz Breiz aujourd’hui, Ar Men / Dastum, 1989

- Bosenn Elliant, kanet get Gaït, Plomeur, 1868, dastumet get Fañch an Uhel - Ar vosenn, Pêr Bras, ganet e Kore e 1904, enrollet get Mona Bouzec e 1977

Page 6: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

5

1

BARZHONEGOÙ

GWERZIOÙ

KANENNOÙ

FABLENNOÙ

Page 7: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

6

Page 8: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

7

Ar bleiz hag al louarn Ur bleiz en devoa bet graet Ur bourvizion vras a voued, Evit un tamm mat a amzer, Hag e oa neuze dibreder. Al louarn a deu d’hen kavet, A c’houl digantañ ar sujed. Ar bleiz a gomprenas neuze E oa o tailhañ finese ; Ne oa ket ar galant deut di Nemet evit gripañ e breizh. Dre-se e ra seblant dezhañ E oa chomet un tammig klañv ; Ma oa evel-se dalc’het mat, Ne c’helle ket a labourat, Hag e suplie anezhañ Hag e suplie anezhañ Al louarn o vezañ fachet O vezañ n’en devoa gallet A zont a-benn deus e afer, A roas koñseilh d’ar berjer Da vonet da gavern ar bleiz Hag e tapje e inimi, Hag an hini ne lake ket A evezh da vezañ tapet. Ar berjer pront a bartias D’her c’hombatiñ, hag hen lazhas. Al louarn a chomas aotroù Ha d’ar c’havern, ha d’ar madoù. Mes ar joa demeus e dorfed A oe prest a-walc’h finiset : Ar memez berjer, goude-se, A eure e afer ivez. Sañs moral Un dra vil hag ivez mezhus Hag alies pernisius, Kazi ordinal d’an hini A vez karget deus a avi.

Guillaume Ricou, Fabloù Ezop troet en brezhoneg, 1828, Gwilmer, Montroulez

Page 9: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

8

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet, La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet, La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998

Page 10: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

9

Ar bleiz hag an dañvad Un dañdavig bihan ‘oa ‘c’h evañ dour, Dour-red ha sklaer evel ur melezour, Pa zegouezhas warnañ ur pikol bleiz louet, O klask e voued, Ha du gant an naon : – « Petra ‘rez aze te, lampon ? » Eme ‘r bleiz gant ur vouezh c’harv. « Piv ‘n deus roet koñje dit-te, pezh divalav, Da zont da louzañ va soubenn din-me ? Me da lazo, sell ! ‘Vezin ket keit-se ! » – « Aotrou, ‘me ‘n dañvadig, arabat deoc’h fachañ ; ‘Barzh an dour-red emaon amañ, Ha peogwir c’hwi zo dek paz uheloc’h Evit aze moarvat an dour ‘vo ket lousoc’h ! » – « Hen louzañ ‘rez, A lâran dit, » eme ‘r bleiz didruez ; ‘‘Ha me ‘m eus klevet ouzhpenn warlene Te ‘poa klasket koll va brud din-me ! » – « Penaos ? peogwir ne oan ket ganet ? Me n’on ket bloaz, Me zo ‘tenañ va mamm c’hoazh ! » – « Da vreur eo ‘ta neuze ? » – « ‘M eus breur ebet ! » – « Mat ! da gerent neuze ! Ur vandenn hailhoned, Gant ar chas hag ar bastored, ‘C’h ober brezel din-me bemdez ! Me zesko dit, genoù glazvez !’’ Ha kerkent, hep hiroc’h abadenn, E tap peg en e groc’hen. Emañ strinket war al letonenn, Ha lonket hep pebr nag holen. An neb ‘zo ar Mestr d’en em gannañ N’eo ket diaes dezhañ Kaout ar ger diwezhañ.

Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioù, 1935

Page 11: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

10

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net

Page 12: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

11

Ar bleiz hag an oan En ur riolenn sklaer, un oanig penn-deñved A oa soublet e benn e’it torriñ e sec’hed. Setu erru ur bleiz hanter varv get an naon : Pezh ur joa evitañ kavet un oan bihan ! « Petra rez-te, moj vil ? » a lâr-eñ kounnaret, « Te gousi an dour-mañ a pa vennan evet ! Evit ur penn-deñved, hardizh ous un nebeud, Ha te baeo emberr kement a hardizhted ! » An oanig paour skontet en ur greniñ a lâr : « Aotrou, plijet genoc’h distaniñ ho kounnar. Gober jenamant deoc’h biskoazh ne ‘m eus soñjet Mes daet on d’ar wazh-mañ e’it torriñ ma sec’hed. Evet em eus d’an diaz, pellik-mat a-zoc’hoc’h, Ha n’hellan ket krediñ emañ an dour viloc’h. » « Viloc’h ! » eme ar bleiz, « Viloc’h er c’havan-me ! O ya, m’az anav mat ; ur brav a loen ous-te ! Me oar, ar blez arall ez teus ma dikriet ! » « Penaos ? » eme an oan, « Ne oan ket c’hoazh ganet, Eh on c’hoazh é teniñ. » « Piv eo neuze ? Ta vreur ? » « E gwirionez, aotrou, ne ‘m eus na breur na c’hoar. » « Ne vern, ur re bennak atav a ra poan din. Holl, chas ha bugulion, e vennont ma lazhiñ. Te baeo evite, rak skuizh on é andur ! » Kentizh àr an oanig ar loen gouez dinatur A zigor e veg bras, er c’has getañ pelloc’h Hag en debr a dammoù hep chikanal muioc’h. Àr an douar-mañ get ar c’hreñvañ Emañ ar rezon liesañ.

Étienne Le Strat (Stevan Kerhored) Le Strat, Gwerzennoù Breizh-Izel, An Henbont, 1931

Trugarez da zDaniel Doujet

Page 13: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

12

An durzhunell hag ar verionenn Eus a vihanoc’h traoù e teu c’hoazh ar gentel Un deiz, oc’h evañ dour e oa un durzhunell, A-hed ur wazhig sklaer. Eno ur verionenn En em gavas en he c’hichen, Pehini, o stouiñ re lark a-zioc’h al lenn, En dour war he fenn a gouezhas. Al lenn eviti ‘zo mor bras : Kaer he deus neuial, al loenig kaezh Ne c’hell kaout poent da zont er-maez. An durzhunell a reas aluzen, En ur deuler d’ar verionenn Ur c’heotenn da dalvezout planken, Hag al loen paour, diwar goust ar bod geot, A c’hellas en em dennañ en aod. War an c’houlz-se e tegouezhas Ur baleer war e dreid noazh, Ur wareg hag ur bir en e zorn : Gwelout a ra ar goulm, en ur sellout a-gorn : Houmañ, emezañ, ‘zo din ; hag o bukañ e tenn. Met ken buan ar verionenn, Er flemm e seul e droad. Eñ, en ur dreiñ e benn, En deus spontet an durzhunell, Ha koan ar baleer a ya gant an avel.

Pierre-Désiré de Goësbriant, Fablenn brezhoneg, 18.. ?

Page 14: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

13

An daou zen hag an azen Daou zen, un dezert o tremen, War o hent a gav un azen ; Ma savas disput entreze O klask goût da biv e vije. Pep hini 'ne’ a zoñj dezhañ E oa deut hennezh evitañ, E oa 'r fortun a zegase An azen da bep hini 'ne’. Entre ma oent gant o debat, An azen a ya ur pennad, Hag evel-se a-nebeudo Ec'h a kuit hag o lez eno ; Ha pa zistrojont da sellet, E chomjont o-daou souezhet : Ur c'heuñv bras neuze o devoa, Pa oent tremenet hep netra. Sañs moral Meur a hini a vez frustret Deus ur vat a vez arruet En defot gouzout e gemer D’e implij evel ma kleer

Guillaume Ricou, Fabloù Ezop troet en brezhoneg, 1828, Gwilmer, Montroulez

Page 15: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

14

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net

Page 16: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

15

Ar c’hrilh hag ar verienenn Ar c’hrilh rous, chomet en hañv Da ziskanañ Hep ehanañ N’he doa ken ‘met bevañs skañv. Pa oe deut an avel viz . Kaer he doa furchal gand tizh. Ne gave na preñv na maon2, Seurt da lakaat ouzh he staon. Ha hi da di ‘n amezegez, Ar verienenn, tost o chom, Da c’houlenn ‘vit he ziegezh Da vont betek an heol tomm, Un nebeudig greun da brestañ. – « Touiñ ‘ran e teuin d’o rentañ, Emezi, da vare ‘r foenn, Hag interest bras ouzhpenn. » Ur verienenn da brestourez Ne vez kavet e neblec’h. – « E-pad an hañv, petra raec’h ? » Emezi, dichek, d’ar baourez. – « Kanañ laouen noz ha deiz Evit plijadur va nesañ. » – « Kanañ ? Labour skuizhus, feiz ! Mat eo, kit da sutal bremañ. »

Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioù, 1935 2 preñved

Page 17: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

16

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet, La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998

Page 18: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

17

Ar grilhan hag ar verionenn En amzer ag an hañv Hep arsav, noz ha deiz, E kane ar Grilhan Ha bourrus e kave. E-kreiz an deverrañs Ankouaet mat en doa A serriñ e vevañs E’it an amzer goude. Mes tremen a ra buan An ebad, an c’hoari. Setu daet ar gouiañv Ha daet ar gerteri ! Ne gave mui netra Da reiñ d’e gargusenn, Na preñved, na bara, Nag un tamm kelionenn. Ar Grilhan disoursi, Goulle-kaer e vouelloù, Kalz a c’hoant n’en doa mui Da lâret sonennoù. Da di ar Verionenn Eñ aet, ar c’haezh Grilhan, Da c’houlenn ur c’hranenn Evit torriñ e naon.

« Me lâr deoc’h a-vremañ, A galon » eme-eñ, « M’ho paeo, an eost-mañ, Div c’hranenn e’it unan. » Mes ar Verionenn kriz A reskond d’ar Grilhan : « Bara n’hoc’h eus ket mui ! Petra raec’h-c’hwi d’an hañv ? » « Pa oa kaer an amzer, E’it komz get gwirionez, Er-maez ag en tier Me gane noz-ha-deiz. » « Ha ! Ya, c’hwi a gane Pa oa ret labourat ! Hama, krollit ivez. Kenavo ! Yec’hed mat ! » Grilhan, n’ankouait ket, Mes dalc’hit soñj ervat Da bep unan er bed Emañ ret labourat. Ha c’hwi, gouiit ivez, Merionenn digalon, Selaouet get truez Goulenn ar baourerion !

Étienne Le Strat (Stevan Kerhored), Gwerzennoù Breizh-Izel, An Henbont, 1931

Trugarez da zDaniel Doujet

Page 19: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

18

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net

Skeudenn tennet a gounskrid mestroniezh Daniel Doujet, La Fontaine e brezhoneg, Roazhon II 1998

Page 20: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

19

Ar vran hag al louarn An Itron Vran, war he gwezenn kludet, A zalc’he ‘n he beg fourmaj gwenn. Lan al Louarn, war e lost hir puchet, A gomzas outi evel-henn : – « Deiz mat deoc’h, Itron Vran Eus ar C’hoajoù, Na c’hwi zo koant hiriv, ha kaer ho tilhajoù ! Mardouen ! ma ouezit kanañ ‘Vel ma ouezit en em glinkañ, C’hwi zo gwir Rouanez laboused ar vro-mañ. » Kerkent Bran ar C’hoajoù, lorc’h enni, sot atav, Evit diskouez he mouezhig vrav, A zigor bras he beg... Kouezhet ar fourmaj gwenn, Tapet gant Lan en ul lamm krenn. – « Itron Vran, Eme Dom Lan, Ne ouiec’h ket ‘ta ‘Ranker atav paeañ An enor hag ar meuleudi ! Ur gentel gaer am eus roet deoc’h-c’hwi ; N’eo ket paeet re ger moarvat Gant ur fourmaj leun a c’hwezh vat. » Ar vran, lostek, a douas, met diwezhadig, Ne vije tapet mui gant an trubard Lanig.

Aogustin Konk (Paotr Treoure), Barzhaz ha sonioù, 1935

Page 21: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

20

Skeudenn tennet ag al lec’hienn http ://www.la-fontaine-ch-thierry.net

Page 22: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

21

Razh kêr ha razh kouer

I Ur razh, aotrou pinvidik, Eus a gêr Iz, ginidik, A bedas ur razhig kouer Da goaniañ gantañ, er gêr

II Souezhet eo, ar paour-kaezh, Pa zegouezh e-barzh ar palez E c’henoù, frank digoret, E zaoulagad dislonket Na wel nemet aour o lintriñ Melezourioù o skediñ War an daol ur stal bladoù Leun a bep seurt madigoù Digor frank e zivfroen Da ruflañ o mogedenn Tramouilhat a ra e c’henoù Ha lipat e vuzelloù - Ma feiz ! – eme Yann ar Maezioù Un askell en e c’henoù, - Bezañ aotrou zo gwall gaer ! Me a ranko chom e kêr.

Lonkañ dour evel gleskered, Honnezh n’eo c’hoari ebet ! Gwellañ gwin zo e kêr Iz ! D’ho yec’hed, aotrou Markiz !

III Hogen e-kreiz ar stok-gwer, ‘Oe klevet un drouz pounner, Gant merc’h Gradlon o c’hoarzhin, Hi ha meur a vastokin. Ha ma razhed da redek Hep gellout torchañ o beg War o lerc’h chas kounnaret, Un targazh ha lakoned. An daou gaezh a red, a red Evel loened difelc’het Ha paneved un toull goz, ‘Oant skubet gant an Ankoù - E feiz – eme gouer, dialan – Ar foultr ganit ha da goan ! Gwell eo din louzoù, hep nec’h, Eget kig, e kêr, gant rec’h !

Prosper Proux, Bombard Kerne, Jabadao ha Kaniri

Page 23: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

22

Gwerz sant Juluan Sant Juluan pa oa den yaouank, ‘Oa un den bras ha puisant. Un deiz e savas beure mat ‘Vit mont da chaseal d’ar c’hoad. E-kreiz ar c’hoad en ur arruet Ur c’hadig rous ‘n eus rañkontret. Ur pennadig ‘n eus he heuliet. - Perak, Juluan, ma heuliez-te, ‘Met en esper kaout ma buhez ? O, mar ma lazhit-c’hwi, Juluan, C’hwi ‘lazhay ho Tad hag ho Mamm. C’hwi ‘lazhay ho Mamm hag ho Tad O-daou er memes gwelead. - Kentoc’h ‘vit konsantiñ gober se Me ‘yay da bell vro da vale. » Kuitaet ‘n eus Juluan e garter Ha diskennet e Breizh-Izel. Ha diskennet e Breizh-Izel E ti ur priñs da vout mevel. Juluan a rante servij vat. An aotrou er c’hare ‘vel e vab ; Kement a joa en doa doc’htañ Eñ ‘n oa roet e verc’h dezhañ. Tad ha Mamm Juluan ‘oa souezhet : O mab er gêr n’arrue ket. Gwerzhet ‘doa tout o holl vadoù ‘Vit mont noz-ha-deiz da vale bro. Kement o doa graet o kerzhet ‘Oant arruet e toull dor porzh o mab. E toull dor o mab p’oant arruet Un itron gaer ‘doa rankontret. « - Petra ‘glaskit-c’hwi, daou zen-me, Bout er c’hoad-mañ war vale ? - Hor mab Juluan hon eus kollet. ‘Ouiomp ket ‘barzh peseurt bro ‘mañ aet. Itron, n’ho peus ket-eñ gwelet ?

- Ma fried din-me ‘zo Juluan. ‘Ouian ket doc’h peseurt bro emañ-eñ. Met deuit en ti da repoziñ. Hag un tamm bennaket da zebriñ ? » Kement a druez ‘vel he doa doc’hte Ma ‘doa o lakaet barzh he gwele. Pa oa Juluan o chaseal Ur c’hadig rous a rankontras Hag a rae da Juluan gwelet Un den fall get e bried o kousket. Neuze e tas Juluan d’ar gêr Evel un den en dezesper. Juluan er gêr en ur arruet E vatezh vihan ‘n eus rankontret : « - Ma matezh vihan, din e lareet Alc’hwez ma c’hambr din a roeet ? » Alc’hwez e gambr pa oa roet Daou zen er gwele ‘n eus kavet. E Dad, e Vamm ‘n eus lazhet. Pa añtree Juluan er sal E welas e bried o paseal : « - Ma fried paour, din e lârahet Piv em gwele ‘poa lakaet ? - Den ‘met ho Tad hag ho Mamm, Juluan, ‘Oa daet d’ho klask get kalz a boan. - Lâret mat ‘doa din ar c’had Em behe lazhet ma Mamm, ma Zad, O-daou er memes gwelead. Ma Mamm, ma Zad, ma ‘m eus lazhet, D’ar binijenn ‘rankan monet. Me ‘savay ul loj raden glas ‘Gavin da dremen ar gwazhadoù bras.

Diàr ar werz lâret get Y.-F. Kemener,

Kanoù kalon Breizh, Skol Vreizh 1996

Page 24: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

23

Azenorig-C’hlas

I Azenorig-c’hlas zo dimezet, Ned eo ket d’he muiañ karet ; Azenorig-c’hlas zo dimezet, D’he dousig kloareg, ned eo ket.

II ‘Zenorig ‘oa tal ar feunteun, Ha ganti ur vrozh seiz melen ; War lez ar feunteun, hec’h-unan, O pakat eno bleuñv balan, Da ober ur bokedig koant, Ur boked da gloareg Mezlean. Bout e oa e-tal ar feunteun, Pa dremenas ‘n aotrou Youenn, ‘N aotrou Youenn, war e varc’h glas, Kerkent en ur redadenn vras ; Kerkent en ur redadenn vras, Hag outi damsellet a reas : - Houmañ a vezo va fried, Pe n’am bo, ‘vit gwir, gwreg ebet !

III Kloareg Mezlean a lavare Da dud e vaner, en deiz ‘oa : - Pelec’h ‘eus ur c’hemenngader. Ma skrivfen d’am dous ul lizher ? - Kemenngaderien ‘vo kavet, Hogen e vint re ziwezhat. - Va matezhig, din leveret, Na petra zo amañ skrivet ? - Azenor, me na ouzon ket, Biskoazh e skol ne on-me bet ;

Azenor, me na ouzon ket, Digoret-eñ, hag e welfet. Pa oa lakaet war he barlen, ‘Zenorig a zeuas d’e lenn.

IV Ne oa ket evit e lenn mat, Gant ‘daeloù eus he daoulagad. - Ma lavar gwir al lizher-mañ, ‘Ma-eñ tost da vervel bremañ ! Ne oa ket he c’homz peurlavaret, Pa d’al leurzi ‘oa diskennet. - Petra nevez zo en ti-mañ, Pa welan ‘n daou ver ouzh an tan ? Pa welan ‘n daou ver ouzh an tan ‘N hini bras ha ‘n hini bihan ? Petra nevez zo en ti-mañ, Pa erru sonerien amañ ? Pa erru sonerien amañ. Ha pachigoù a Germorvan. - En ti-mañ n’eus netra henoazh, Nemet ho eured zo arc’hoazh. - Mard eo ‘benn arc’hoazh ma eured Mont a rin abred da gousket, Hag ac’hano ne savin ket, Ken da lienañ ‘vin savet. Tronoz beure pa zihunas, He matezhig-gambr ‘erruas ; He matezhig-gambr ‘erruas, Hag er prenestr en em lakas : - Me ‘wel an hent, ha poultr ennañ, Gant kalz roñseed o tont amañ :

Page 25: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

24

An aotrou Youenn ‘penn kentañ, Ra vo torret e c’hoûg gantañ ! D’e heul, ha flec’h ha marc’heien Ha kalz tudjentil hed an hent. Ha dindanañ ‘n inkane gwenn, Ur stern aouret war e gerc’henn ; Ur stern alaouret penn-da-benn, Un dipr voulouz ruz war e gein. - Mallozh d’an eur e teu amañ ! D’am zad, d’am mamm, ar re gentañ ! Difennet eo d’an dud yaouank Da heuliañ, er bed-mañ, o c’hoant.

V Azenorig-c’hlas a ouele O vont d’an iliz an deiz-se. Azenorig a c’houlenne, A-biou Mezlean pa dremene : - Va fried, mar plij ganeoc’h-c’hwi, Me ‘yel’ un tammig tre en ti. - Evit feteiz na yefoc’h ket ; Arc’hoazh e yefoc’h, mar keret. Azenorig druz a ouele, Ne gave den he frealze ; Ne gave den he frealze, ‘Met he matezhig, hi a rae : - Tevet, itron, na ouelet ket, Gant Doue ‘viot digollet. Azenorig-C’hlas a ouele E-tal an aoter, da greisteiz ; Adal ‘n aoter bet’ an nor zal, ‘Oa klevet he c’halon ‘strakal. - Tostait, ma merc’h, em c’hichen ; ‘Lakfen war ho piz ar walenn.

- Poan zo ganin ‘tostaat amañ, Pa n’am eus an hini ‘garan. - Azenorig, pec’hiñ a ret, Un den a-feson hoc’h eus bet ; Perc’henn en arc’hant hag en aour, Ha kloareg Mezlean a zo paour. - Pa ven gantañ o klask ma boued, Se ne ra tra da zen ebet !

VI Azenorig a c’houlennas E Kermorvan pa zegouezhas : - Va mamm-gaer, din-me leveret, Pelec’h ema va gwele graet. - Bout ‘ma ‘tal kambr ar marc’heg-du ; Me ‘ya d’en diskouez deoc’h diouzhtu. War he daoulin ‘n em strinkas krenn, Dispafalet he blev melen ; War an douar, gant gwir enkrez : - Ma Doue ! ‘pez’ ouzhin truez !

VII - Va mamm itron, ha me ho ped, Pelec’h ema aet ma fried. - Er gambr d’an nec’h ema kousket ; Aet-hu di hag he frealzet. Pa zeuas tre ‘kambr e hini : - Eurvad deoc’h, intañv, eme-hi. - Itron Varia hag an Drinded ! Evit intañv am c’hemeret ? - ‘Vit intañv n’ho kemeran ket, Hogen e berrik e viot, Setu amañ brozh ma eured, A dalv, a gredan, tregont skoed ;

Page 26: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

25

Houmañ ‘vo d’ar vatezh vihan, He deus bet ganin kalzig poan, A zouge lizherioù kollet… A Vezlean d’hon zi, va fried. Setu ur vantell nevez-flamm Zo bet brodet din gant va mamm ; Homañ ‘vo roet d’ar veleien, Da bediñ Doue ‘vidon-me. ‘Vit va c’hroaz ha va chapeled, Ar re-se ‘vo deoc’h, ma fried ; Miret-o mat, ha me ho ped, Ma zalc’hfoc’h soñj eus hoc’h eured.

VIII - Petra zo degouezhet er gêr-mañ, Pa son ar c’hloc’h war e gostez ? - Azenor mervel he deus graet, He fenn war barlen he fried. ‘Maner Henan, war un daol grenn, Ema bet skrivet ar werz-mañ ; ‘Maner Henan, ‘tal Pont-Aven, Da vout kanet da virviken. Barzh an aotrou kozh he savas, Hag un damezell he skrivas.

Kervarker, Barzhaz Breizh, emb. 1841

Page 27: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

26

Tri martolod Tri martolod yaouank (tra la la, la la la la) Tri martolod yaouank o voned da veajiñ Tri martolod yaouank (tra la la, la la la la) Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ O voned da veajiñ ge, o vonet da veajiñ (bis) Gant avel bet kaset (tra la la, la la la la) Gant avel bet kaset betek an Douar Nevez Betek an Douar Nevez ge, betek an Douar Nevez E-kichen Meilh ar Vern (tra la la, la la la la) E-kichen Meilh ar Vern o deus mouilhet o eorioù O deus mouilhet o eorioù ge, o deus mouilhet o eorioù Hag e-barzh ar Veilh-se (tra la la, la la la la) Hag e-barzh ar Veilh-se e oa ur servijourez E oa ur servijourez ge, e oa ur servijourez Hag e c’houlenn ganin (tra la la, la la la la) Hag e c’houlenn ganin pelec’h hon eus graet konesañs Pelec’h hon eus graet konesañs ge, pelec’h hon eus graet konesañs E Naoned, er marc’had (tra la la, la la la la) E Naoned, er marc’had hor boa choazet ur walenn Hor boa choazet ur walenn ge, hor boa choazet ur walenn

Kanet gant Alan Stivell, Olympia Concert, Disques Dreyfus, 26 av. Kleber, 75116 Paris

Page 28: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

27

Son ar chistr Ev chistr ‘ta Laou, ar chistr zo mat lonla. Ev chistr ‘ta Laou, ar chistr zo mat. Ev chistr ‘ta Laou, ar chistr zo mat. Ur blank, ur blank, ar chopinad lonla, Ur blank, ur blank, ar chopinad. Ar chistr zo graet ‘vit bout evet Hag ar merc’het evit bout karet Karomp pep hini e hini ‘Vo kuit da zen kaout gwarizi Eürusañ tud war an douar Zo daou zen yaouank en em gar Daou zen yaouank n’en em garont ket ‘Gav hir an amzer ha kalet ‘Oan ket c’hoazh tri miz eureujet Ma vezen bemdez chikanet Taolioù botoù, fasadigoù Ha toull an nor ‘wezhadigoù Met n’eo ket se ‘ra poan spered din Ar pezh zo bet lavaret din Lavaret din oan butuner Ha lonker chistr ha merc’hetaer Me gar ar chistr a varazhoù Hag ar merc’hed a vriadoù

Kanet gant Alan Stivell, Reflets, Disques Dreyfus Sony Music France

Page 29: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

28

Ar chistr nevez Peizanted, ar gwez zo karget A avaloù melen : Golc’hit ho fustigoù, paotred, Ar blezad er goulenn. Lakait ho fustigoù, ho tonnoù Da drempiñ e dour sklaer, Ha tolpit ho pern avaloù Er c’hornig a ho leur. A pa zay ar gouiañv kalet, Kargit ho milinioù, Ha troit gant plijadur, paotred, Malit hos avaloù. Hag en ho presoù stoubet mat Pakit ho markajenn ; Lakait plouz kerc’h àr bep troc’had Ho chistr a vo melen. Ha bremañ, get ho nerzh brasañ, Stardit àr ho presoù : Ar chistr a red : ar frond c’hwekañ A sav dre ho krañjoù. D’an dud ag an ti ha d’ar vistr Ha pa vêr get ar pred, Netra ne dalv ur bannig chistr E’it torriñ ar sec’hed. Hag a pa vêr drailhet d’ar boan, É hersal doc’h an douar, Evit degas kalon d’an den Ar chistr a zo hep par. Ar chistr a zo evaj an holl, Ar pinvik hag ar paour ; Mes mezviñ getoñ a zo koll Ha dismantr evaj aour. Eñ ‘zo gwad ar gwir Vretoned ; Hembzoñ n’hellont ket beviñ. Chomomp fidel d’hon chistr, paotred ; Mes gouiomp en eviñ !…

Loeiz Herrieu, Gwerzennoù ha sonennoù Bro-Gwened, 1911

Page 30: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

29

Marv eo ma mestrez Me am eus ur feunteun E-barzh kornig ma jardin, Ennañ me ‘vo kavet, Deus an noz hag ar mintin. Ennañ me ‘vo kavet Atristet gant ar glac’har, ‘Soñjal e ma mestrez A zo aet d’an douar. Marv eo ma mestrez, Marv eo holl ma fiziañs, Marv ma flijadur, Marv an holl esperañs. Biken ‘mije soñjet, Nag ar marv a deuje Da lamen diganin Ma dous, ma c’harantez. Deus poanioù ar bed-mañ, Fuzuilhoù ha kontelloù, Hastit mar plij ganeoc’h, Disoc’hit din ma deizioù. Hastit, mar plij ganeoc’h Disoc’hit din ma buhez, ‘Vit ma’z in d’ar bed all Àr-lerc’h ma c’harantez. C’hoarvez’ a ray ganin Evel gant ur marc’hadour, En deus ur vatimant Da neuñvgellat war ar mor, Graet ganti he beaj Erruet e porzh ar joa, Pa toucho da Gerne3 E tleo perisañ

Kanet gant Yann Fañch Kemener, Héritage des Celtes, BYG Production / Sony Music Entertainment (France) S.A. / Columbia, 1994

3 Ma toucha d’ar gern er skrid kavet àr levrig ar bladenn, hag a sinifi, sañset : Si le mât vient à se briser (?...)

Page 31: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

30

Porteled Prosper Proux, get Yan’ Dargent, mirdi an Arzoù-kaer, Kemper

Raktres get Evariste-Vital Luminais, mirdi an Arzoù-kaer, Kemper

Fuite de Gradlon, Evariste-Vital Luminais, mirdi an Arzoù-kaer, Kemper

Page 32: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

31

Gwerz Kêr-Is Petra ‘zo nevez e Kêr-Is Ma’z eo ken foll ar yaouankiz Mar glevan-me ar binioù Ar vombard hag an telennoù. E Kêr-Is n’eus netra nevez Met an ebatoù ‘vez bemdez, E Kêr-Is n’eus nemet traoù kozh, Hag an ebatoù ‘vez bemnoz. Bodennoù drez ‘zo diwanet, E dor an ilizoù serret, Ha war ar beorien o ouelañ, E hiser ar chas d’o drailhañ. Ahes merc’h ar roue Grallon, Tan an ifern en he c’halon, Er penn kentañ deus an diroll, A gas ar gêr d’he heul da goll. Sant Gwenole gant kalonad, ‘Zo bet meur a wezh ‘kavout he zad, Ha gant truez an den Doue, A ‘n deus lavaret d’ar roue : « Grallon, Grallon, lakait evezh, D’an dizurzhioù a ren Ahez, Rak tremenet ‘vo an amzer, Pa skuilho Doue e gonner ». Hag ar roue fur spouronet, D’e verc’h en deus bet kelennet ; Met diskaret gant ar gozhni, ‘N deus mui a nerzh da stourm outi. Ha skuizh gant rebechoù he zad, Evit mont deus e zaoulagad, En deus graet gant drougsperedoù, Ur palez kaer tost d’ar skluzioù. Eno gant hec’h amourouzien, Ema fenoz an abadenn, Eno, en aour hag en perlez, Evel an heol a bar Ahez.

Olivier Souvestre, Gwerz ar roue Grallon a Kaer Is, kanet get Yann-Fañch Kemener, Enez Eusa, L’Oz Production, 1995

Page 33: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,
Page 34: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

33

Lagad an heol - Heol, perak out ken diwezhat o tiblouzañ ? Ha perak eo ken ruz da lagad ? Ha bet ‘c’h eus ur wallhuñvre Ha leñvet dre da hun ? - Na hun na huñvre n’am eus graet. E-pad an noz em eus beilhet, Tra ma kouske ar C’hornôg dibled War ludu louet e lore, Me ‘m eus graet tro an Douar. - Heol ! Petra ‘c’h eus gwelet war da roud ? - Gwelet ‘m eus tud o vervel gant ar riv. Gwelet ‘m eus tud o vervel gant an naon. Gwelet tud o vervel gant an dic’hoanag. Gwelet tud o lazhañ tud, breudeur o ‘n em dagañ. Gwelet ‘m eus pobloù mac’het. Gwelet ur ieeud o h otc’het.

Page 35: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

34

POELLADENNOÙ

1. Kompren dre vras Dibab ar respont(où) mat.

a) Pet « den » a gaoze er barzhoneg-mañ ? 1 2 3 4

b) Penaos eo ar bed a vez taolennet er barzhoneg ? brav eo ne ouezer ket n’eo ket brav

c) Deus petra zo kaoz ? deus an dud deus ar baourentez deus an natur

d) Piv zo o leñvañ ? an heol ar varzhez (Añjela Duval) 2. Kompren dre ar munud Respont d’ar goulennoù-mañ. Skriv niverenn ar werzenn e-lec’h ez peus kavet ar respont a) Abred eo savet an heol ar mintin-mañ ?

-

b) Ur wallhuñvre en deus graet an heol ? -

c) Petra en deus graet e-pad an noz ?

- ……

- ……

d) Penaos eo an traoù en deus gwelet (gwerzennoù 11-17) ? Displeg gant da

c’herioù.

- …

e) Piv eo ar « vreudeur » a vez meneget (gwerzenn 19) ?

-

f) Perak eo ruz lagad an heol ? (gwerzenn 23)

-

g) Klask pemp anv-kadarn a ziskouez o deus poan tud zo er bed.

- - - - -

Page 36: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

35

Ar mab-laer Ganet em eus seizh mab dispar Ganto siwazh ‘m eus ‘met glac’har Ganto siwazh ‘m eus ‘met mizer Gwelet anezho leuriañ er gêr Gwelet anezho leuriañ en ti Hed ar sizhun da vakañsiñ Gwelet ‘nezho gant an RMI ‘Gavont neblec’h da labouriñ ‘Gavont neblec’h da labourat Daoust dezho bout diplomet mat Daoust dezho holl bout diplomet Met ar Benoni n’eo ket Met ar Benoni n’eo ket Gantañ avat n’on ket nec’het ! Lezirek eo ha merc’hetaer Hag ouzhpenn-se eo ‘tamm laer Hag ouzhpenn-se eo ‘tamm treitour Er politik ‘kavo labour Er politik ‘kavo labour ‘Vevo en arc’hant hag en aour ‘Vit ‘r pennoù vras ‘barzh ar vro-mañ An enkadenn ne cheñch netra Ne cheñch netra an enkadenn ‘Vijent re ruz o pe re wenn ‘Vijent re ruz o pe re wenn ‘N em glevont mat war ar chupenn ‘Vijent re wenn o pe re ruz Memes chakod eus a bep tu Memes chakod don ha ledan Da laerezh ar re vihan

Denez Prigent, Irvi, Barclay Universal Music, 2000

Page 37: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

36

Ma far - Heolig lavar, Petra war an douar. Heolig lavar, Petra ‘peus gwelet war an douar ? - Netra ma far, ‘M eus gwelet war an douar. Netra ma far, Nemet hudur ha glac’har. Brezel, ma far, A zo war an douar. Brezel ma far, Truez, hirvoud ha glac’har. Bugel bihan, Bet lazhet e vamm. Bugel bihan, A oa ken yac’h ha divlamm. An den ‘zo foll, Ar bed a ya da goll. An den ‘zo foll, Eñ a gaso an holl da goll. An dour a red, ‘Zo atav ken dibred. An dour a red, ‘Vel ar vuhez a-hed a-hed.

A lâr d’an den : Me ‘oa ur gwir vammenn. A lâr d’an den : Setu perak am eus anken. An aer ‘oa pur, Ha n’eus nemet hudur. An den ‘oa fur, Hiriv n’eus ‘met displijadur. Karout a rae, N’anave ket ar fae. Karout a rae, An holl vleunioù a digore. Galloud, arc’hant, Kollet gantañ e skiant. Galloud, arc’hant, Spered, kened, kollet gantañ. Karout a rae, N’anave ket ar fae. Karout a rae, An holl vleunioù a digore. Setu ma far, ‘Pezh ‘zo war an douar. Setu ma far, ‘Pezh ‘m eus gwelet war an douar.

Yann-Fañch Kemener

Page 38: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

37

Page 39: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

38

Page 40: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

39

Me ‘zo ganet e-kreiz ar mor Me zo ganet e-kreiz ar mor

Teir lev er-maez ; Un tiig gwenn du-hont am eus, Ar banal ‘gresk e-tal an nor Hag al lann a c’hol an avaez. Me zo ganet e-kreiz ar mor, E bro Arvor. Ma zad a oa, èl e dadoù,

Ur martolod ; Bevet en deus kuzh ha diglot — Ar paour ne gan den e glodoù — Bemdez bemnoz àr ar mor blot. Ma zad a oa, èl e dadoù,

Stlejour rouedoù. Ma mamm ivez a laboura

— Ha gwenn he blev — ; Geti, an c’hwez àr hon taloù, Desket em eus, bihanig-tra, Mediñ ha tenniñ avaloù. Ma mamm ivez a laboura

D’hounid bara..... O deizioù mam bugalerezh,

Pand aen, diluzi, Get mamm da redek an ervi Pe get ma zad d’ar beskerezh, Men eh oc’h-c’hwi, men eh oc’h-c’hwi ? O deizioù mam bugalerezh,

Na dous e oac’h ! C’hwec’h ‘oamp neuze, santez Mari,

Àr-dro d’an daol ; Yac’h ha laouen e vevemp holl, Da Zoue ha deoc’h e tougemp bri. Bremañ ema kemmet an taol. C’hwec’h ‘oamp neuze, santez Mari : N’omp mui ‘met tri... Ar Marv àr an nor ‘n deus stoket, Daet eo a-barzh : Hon eurvad zo aet kuit ‘n un arc’h Er vered parrez da gousket... Hag ennon e c’hanas ur barzh. Ar Marv àr an nor ‘n deus stoket...

— Ne ouelin ket !

Ne ouelin ket ! Re ‘m eus ouelet Neuze, siwazh !

Ha c’hoant em behe d’ober c’hoazh, D’ar glac’har zo tro d’am oaled ! Met ret eo bout kreñv e’it arc’hoazh. Ne ouelin ket ! Re ‘m eus ouelet :

Eurioù kollet. Daeroù a zic’hoanag divent

Am eus taolet An devezhioù-hont ken kalet ; Ra vahet benniget èlkent, Rak roet ho peus din ar Gweled ! Daeroù a zic’hoanag divent

Ma amzer gent !...... ...Ha bremañ petra lârin-me,

Pa oarit holl ? Ma eurvad douarel aet da goll, Bet on er c’hloerdi, en arme, Baleet ‘m eus edan Ho heol. Ha bremañ petra lârin-me,

Dirak man Doue ? Petra lârin Deoc’h, o Doue strizh,

Mor madelezh ? Ar baourentez zo c’hwerv he laezh ; Ar blev disec’het ‘houlenn gwlizh ; An douar-mañ zo lous e follezh. Petra lârin Deoc’h, o Doue strizh,

‘Met eh on skuizh ! Daet on davedoc’h arselin ;

Doc’h Hos aoter E klaskan dibun ma fater : Sklaerderait-me hag e welin, Komzit, ma tañvain Ho touster. Daet on davedoc’h arselin

Àr man daoulin....

Yehann-Pier Kalloc’h, Àr an daoulin, Plon, 1921

Page 41: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

40

Ki bihan-me ! Aet ‘oas da harzal Ouzh rodoù foll e garr-tan Ha flastret out bet, paourig Da gorfig astennet marv-mik. Ez-kichennig ur poulladig gwad Astennet ken brav ez repoz Da bevar droadig ha da benn, Frank digor da lagadoù Da Eneig skañv nijet dija Da wenva da Ouenn. Ha me semplet ez kichen. …Ur mignon ‘n deus toullet da vez El liorzh, ma finoc’hes c’hoazh Er mintin-mañ ur bern douar gozed. Da vamm Brandu, da vamm-gozh Fionn Hag ar re all Hollnec’het A c’hwesha al lec’h M’out kousket da viken Hag eus korn va lagad ur bread dour bervet a ziruilh war va jod.

Añjela Duval, 3 a viz Du 1979

Page 42: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

41

Fousou (maronad) Da selloù ken doaniet Paret war va re A seblant ur bedenn A ! Nag ‘m eus truez ouzhit. Ha ma vije bet em galloud Frealziñ dit da boan A, ma vijen bet Pareour ! Eus a betra out kablus ‘ta Ki paour ? Peseurt dle eta Ac’h eus da baeañ, loenig mat P’eo ret dit gouzañv kement Kent rentañ da dammig buhez ? Daoust ha kontet zo dit evel pec’hed An nebeud vioù-se paket ganit e kuzh D’ar mareoù ma vages chas bihan ? Daoust hag e vefe ganit un Ene da salviñ ? Ha setu te kollet bremañ Fousoù. Pelec’h ‘ta out tec’het, te ken gwan ? Pelec’h out ‘n em guzhet da vervel Evel da vreudeur gouez er c’hoadoù... Tri deiz hon eus klasket Da c’halvet a-bouez da anv Gant ur vouezh ankeniet Respont ebet...A ! Kavout da gorf ! Da gorfig paour kastizet gant hirgleñved Da gelan a chomo eta da wennañ Dindan an Heol-loar ? Pelec’h out ‘ta Fousou ? Fousou ! Va Fousou mat !

Añjela Duval, 9 a viz Gwengolo 1974

Page 43: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

42

Page 44: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,
Page 45: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

44

Planedenn Pa renkas dilezel ar gêr Ha mont d’ar brezel da bellvro Ar c’hleier galv a vralle taer Ne zeuas ket he gwaz en dro Pa ‘c’h eo aet kuit da seitek vloaz E oa koant ‘vel ur rozenn wenn Lizher avat n’he deus bet biskoazh He merc’h zo kollet da viken Ha pa laoskas he mab e barkoù Da vont da vervel ‘vel an tad An drez a greskas en e brajoù Gant ar balan hag al linad Bugale all ‘zo aet da Baris Bevañs amañ ne oa ket aes Bugale all zo aet da Baris Skeud an Ankoù ‘zo war ar maez He zi bet gwezhall leun a vuhez A zo digor d’an avel foll Ha piv a gredo tamall neuze M’he deus gwinardant war an daol ? Kredit ac’hanon kompagnunez Evit dastum o fezhioù aour Un toullad mat eus an aotronez A oar ober teil gant ar paour Arc’hoazh e vo kaset d’an ospis Hec’h unan gant he c’halon yen He bugale zo aet da Baris Pe da lec’h all n’ouzon ket ken.

Yann-Bêr Pirioù, Ar mallozhioù ruz

Page 46: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

45

POELLADENNOÙ Gerioù un tammig diaes Renkañ : verb- Dav eo dezhañ mont du-se / Ret eo dezhañ mont du-se / E rank mont du-se. Me a renk, me a renke, me a renko, me a renkas (p. simple). Dilezel /Dilaoskañ: verb – Dilaosket/ Dilezet eo ar vaouez gant he bugale. Leuskel a gostez = abandoniñ. An ti-mañ 'zo bet dilezet pell-zo : o kouezhañ emañ. Ar c'hloc'h / Ar c'hleier : añv- Son a ra ar kleier an iliz :«Bimbalom ! Bimbalom !...» Taer : Bezañ taer = Bezañ brizh, rust. Un den taer = aes e ya e fulor, e kounnar. Aon 'meus eus an den drouk -mañ rak taer eo . An avel taer neus torret ur bern gwez. Ar gwaz : añv- Gwaz = pried =/= Maouez= gwreg.Yann 'zo dimezet da Vari ; Yann a zo gwaz Mari, ha Mari 'zo gwreg Yann. Koant : Koant evel ur rozenn = Brav evel ur rozenn. Biskoazh (tremenet eo ) / Biken ( an amzer o tont) : james, morse. Biskoazh n'em eus komzet ganti ha biken ne rin. Ar skeud : E galleg : l'ombre de quelque chose sur le sol, le mur.... Plij’ a ra din c'hoari gant skeud ma bizied. Tamall : verb. E galleg : accuser. Tamallet e vez da Jakez bezañ laer. N'eus netra da damall din-me. Ar gwinardant : evajoù kreñv evel al lagout, ar wiski, ar skotch...... Aotronez : liester (pluriel) Aotrou. Ober teil gant unan bennak : dispriz unan bennak (E galleg : mépriser quelqu'un) Poelladenn kompren diwar selaou ar barzhoneg meur a wezh da-reñk Stumm A. Pa renkas 1.............................. ar gêr Ha mont d’ar 2 ....................... da 3 .................................. Ar 4 ............................ galv a vralle 5 .............................. Ne zeuas ket he 6 ............................ en dro. 1 : dilezel - dilezet - diaesaet - diazezet 2 : c'hervel - gervel - besel - brezel 3 : korntro - bellvro - nitchevo - karuso 4 : seier - kizhier - c'hleier - bizhier 5 : seder - taer - sklaer - ponner 6 : kwaz - c'hazh - gwaz - skoaz Pa ‘c’h 1 eo 1 ............. ................. da seitek vloaz E oa 2 .................. ‘vel ur rozenn 3 ......................... 4 ..................... avat n’he deus bet 5 ....................... He 6 ......................... ‘ zo kollet da viken. 1 : deuet kuit - aet kuit - skoet kuit - kae kuit 2 : sant - moan - koant - kant

Page 47: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

46

3 : velen - wennik - wenn - gorzenn 4 : lizher - lazher - filzier - kizhier 5 : warc'hoazh - siwazh - neoazh - biskoazh 6 : merc'h - gwerc'h - c'hwec'h - berc'h Stumm B. Ha pa ....................... he mab e barkoù Da vont da ........................... ‘vel an tad An drez a ....................... en e ........................... Gant ar ........................... hag al ............................ .............. ........... ‘zo aet da Baris ................... amañ ne oa ket aes Bugale all ‘zo aet da Baris .................... an Ankoù ‘zo war ar ................. He .......... bet gwezhall ..................... a vuhez A zo .......................... d’an avel foll Ha piv a gredo ............................ neuze M’he deus ..............................war an daol ? Kredit .............................. kompagnunez Evit dastum o ......................... aour Un toullad mat eus an ........................... A oar .............. ................. gant ar paour Arc’hoazh ..... ............. ................ d’an ospis ................-unan gant he c’halon yen He bugale zo aet da Baris Pe da ............... ............ n’ouzon ket ken.

Page 48: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

47

Poelladenn reizhskrivañ (auto-dictée). Pa renkas.............................. ar gêr Ha mont d’ar ....................... da .................................. Ar ............................ galv a vralle .............................. Ne zeuas ket he ............................ en dro. Pa ‘c’h 1 eo ............. ................. da seitek vloaz E oa .................. ‘vel ur rozenn ......................... ..................... avat n’he deus bet ....................... He ......................... ‘ zo kollet da viken. Ha pa ....................... he mab e barkoù Da vont da ........................... ‘vel an tad An drez a ....................... en e ........................... Gant ar ........................... hag al ............................ .............. ........... ‘zo aet da Baris ................... amañ ne oa ket aes Bugale all ‘zo aet da Baris .................... an Ankoù ‘zo war ar ................. He .......... bet gwezhall ..................... a vuhez A zo .......................... d’an avel foll Ha piv a gredo ............................ neuze M’he deus ..............................war an daol ? Kredit .............................. kompagnunez Evit dastum o ......................... aour Un toullad mat eus an ........................... A oar .............. ................. gant ar paour Arc’hoazh ..... ............. ................ d’an ospis ................-unan gant he c’halon yen He bugale zo aet da Baris Pe da ............... ............ n’ouzon ket ken.

Page 49: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

48

Goulennoù 1- Piv ‘neus dilezet ar gêr ? Perak ? 2- Eus peseurt brezel emañ o komz ? 3- Piv ‘zo chomet er gêr ? 4- Piv ‘zo aet kuit da seitek vloaz ? 5- Keloù he deus roet d’he zud ? Perak ? 6- Perak ‘neus laosket ar mab e barkoù ? 7- Penaos eo aet ar feurm da vout ? 8- Da belec’h eo aet he bugale all ? 9- Perak n’int ket chomet en-dro d’ar vamm ? 10- Piv eo an Ankoù ? 11- Pegiz eo an ti, ur wezh aet tout he bugale da Baris ? 12 - Petra ‘ra ar vamm neuze ? 13 - Eus peseurt aotronez emañ o komz amañ ? Perak ? 14- Perak eo yen he c’halon ? 15- Da belec’h e vo kaset ? 16 Petra sonjit eus an istor-se ? Daoust hag eñ e c’hell bezañ gwir ? Displegit ?

Page 50: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

49

Poelladennoù war ar yezh A- Ha ma krogfec'h gant ar pennad / ar ger islinennet ? Skouer : - An drez a greskas en e brajoù - En e brajoù e kreskas an drez. 1- Ar c’hleier a vralle taer. 2- Ar plac’h a oa koant ‘vel ur rozenn wenn. 3- He merc’h zo kollet da viken. 4- Bugale all ‘zo aet da Baris. 5- Skeud an Ankoù ‘zo war ar maez. 6- Ne zeuio ket he bugale en-dro. B-Lakait ar verb en amzer ranket. Gwezhall ne zeuas ket he gwaz en-dro. Warc'hoazh ne ............. ket he gwaz en-dro. Ar c’hleier galv a vralle taer an deiz-se. Ar c'hleier galv a .................. taer bremañ ivez. Gwinardant a oa ganti war an daol an devezh-se. Gwinardant a ................ ganti bremañ ivez. Gwinardant a oa war an daol an devezh-se. Gwinardant a ................. ganti warc'hoazh ivez. Ne ouien ket pelec’h e oa aet kuit he bugale dec'h. Ne .................. ket pelec'h .............. aet kuit ar vugale bremañ. Ne .................. ket pelec'h ..................... kuit ar vugale warc'hoazh. Da Baris ez aent da chounit o bara un amzer 'zo bet. Da Baris e .................. atav da c'hounit o bara bremañ. Da baris e ................. c'hoazh da c'hounit o bara a-benn dek vloaz. C.-Klokait an daolenn-mañ. He bugale ne zeuont ket d'he gwelet

Elle était jolie comme un petit oiseau

Dilezet eo bet ar skol gantañ ha deuet eo da reiñ an dorn d'e dud.

Erwan est accusé d’être un voleur

Ne ouzon ket mui pelec'h em eus kavet ar voutailh-mañ

Page 51: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

50

Yezhadur a)- MA-UNAN : Le possessif devant unan équivaut en français «tout seul »= Ma-unan = moi seul, moi-même. Il varie suivant la personne (cf l’anglais myself...) - MA-UNAN, DA-UNAN, E-UNAN, HEC’H-UNAN, au singulier. -HON-UNAN, HOC’H-UNAN, O-UNAN, au pluriel. ( Noter HEC’H, HOC’H au lieu de HE, HO devant les voyelles ). Poelladennoù Klokait gant ar stumm "....-unan" a zegouezh. 1- N’emañ ket ................ 8- Deuit ..................... 2- ............. emaoc’h o vont. 9- .......... emañ Enora o labourat. 3- Piv ‘zo o tont ................ ? 10- N’emaomp ket ................o c’hortoz. 4- N’emaon ket .................... 11- Trist on .................. 5- O tañsal ............ emaint 12- N’emaout ket .................. o labourat. 6- Deus ............ 13- Emaint o vont da veajiñ.................... 7- N’ouzon ket ............. 14- Klañv eo ............

Page 52: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

51

2

MOJENNOÙ

SORBIENNOÙ

KONTADENNOÙ

SINADOÙ

Page 53: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

52

Skeudenn tennet ag Al Liamm nnn 39, 1953

Page 54: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

53

Poell hag Araoun Ur mintinvezh, e yaouankiz an deiz, ez eas Poell, priñs Deved, e Bro-Gembre, da chaseal gant e chas, er c’hoad bras tost d’e gastell. Dindanañ e oa ur marc’h kreñv hag herrek. Er c’hoad e oa ur frankizenn, da lavarout eo ul lec’h hep gwez. Pa zegouezhas Poell eno, e welas o tont di, en ur redek, ur c’harv, chas-hemolc’h war e lerc’h. Ar re-mañ a sachas evezh Poell ; gwenn-lintrus e oant holl, ha dezho divskouarn ruz-flamm. E-kreiz ar frankizenn e voe paket ar c’harv gant ar chas, diskaret ganto ha lazhet. Poell a dostaas, ha pellaat ar chas dianav, ha lakaat e re dezhañ da zebriñ ar c’harv. D’an ampoent, e welas Poell, o tont davetañ eus ar c’hoad, ur marc’heg dianav, gwisket gant gloan louet, ha dindanañ ur mell marc’h glas-louet. – A, briñs, gouzout a ran piv out-te ; n’az saludin ket avat, eme an den dianav. Rak gaou ac’h eus graet ouzhin. – Petra ‘ta ? a respontas Poell. – Biken n’em eus gwelet den oc’h ober un dra ken diseven : pellaat ur bagad-chas diouzh ar c’harv emañ o paouez lazhañ, ha reiñ ar jiboez da chas all. Brud fall o talvezout ouzhpenn kant karv e c’hellan sevel warnout. – Ma m’eus-me graet gaou ouzhit, ez on-me ivez prest d’az tigoll... Met piv out-te ? – Araoun, roue Annouen. – Salud dit, roue Annouen. Petra ‘m eus-me da ober evit, bezañ mignon dit ? – Setu : Hafgan, roue war ul lodenn eus va bro, a ra brezel din. Ma teuez a-benn da vezañ trec’h warnañ, - hag aes e vo dit, - neuze e vezi va mignon. – A zo mat. Penaos e teuin a-benn eus va c’hefridi ? – Setu : te, a vo me en Annouen e-pad bloaz. Den n’az anavezo. Gant an holl e vo soñjet ez out, me. – Hag Hafgan, petra am bo d’ober gantañ ? – A-benn bloaz hiziv, en em gavi gantañ er roudour. Sko gantañ un taol, unan hepken, hag Hafgan a varvo. Goulenn a ray un taol all diganit. Na selaou ket anezhañ. – Mat. Ha va Bro-Deved ? – Bez dinec’h. Ober a rin war he zro e-pad ma vi en Annouen. Ha den na ouezo ez out-te aet kuit diouzh Bro-Deved. – Mont a ran eta da Vro-Annouen. » Poell a yeas da Annouen. Degemeret-mat e oa gant an holl, dre ma soñjent e oa distro Araoun diouzh e hemolc’h, ha tra ken. Bloaz goude, deiz evit deiz, ez eas Poell betek ar roudour d’en em gavout gant Hafgan. E holl varc’hegeien a oa gantañ. Diouzhtu pa zegouezhas ar Roueed e-kichen ar stêr, e savas ur marc’heg ha lavarout – Tudjentil Annouen, selaouit mat : n’eus emgann amañ nemet etre an daou roue. Lezit anezho eta da zirouestlañ o afer, i o-daou hepken. Kerkent e tostaas an daou roue an eil ouzh egile, er roudour. Faoutet e voe skoed Hafgan, ha torret e houarn-wisk gant taol goaf Poell. Enebour Araoun a gouezhas a-c’hwen e gein en dour, dreist talier e varc’h. – En an’ Doue, eme Hafgan, tizhet d’ar marv, peogwir ac’h eus kroget gant va lazhañ, peurechu da wall-daol. – Klask unan all evit se, a respontas Poell. Hag an holl dudjentil a oa aze da youc’hal : « Bevet Araoun, roue war Annouen a-bezh ! » An deiz war-lerc’h ez eas Poell d’ar frankizenn. Araoun a oa eno ouzh e c’hortoz. Laouen-bras e oant en em gavout.

Page 55: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

54

– Bennozh Doue dit, eme Araoun, gouzout a ran ez out ur mignon feal. Pa vi distro d’az pro, e weli petra am eus graet evidout. Ha pep hini a adkemeras e stumm gwirion. Hag Araoun d’Annouen. Ha Poell da Zeved. D’an eil ha d’egile e voe graet degemer vat. Ha meuleudi dezho e kane an holl evit o gouarnamant dispar e-pad ar bloaz tremenet. Adalek neuze e oa Poell hag Araoun mignoned vras : profañ ‘reont an eil d’egile kezeg, kon-hemolc’h, falc’huned, ha pep tra prisius gouest da laouenaat ur mignon.

K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

Page 56: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

55

Page 57: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,
Page 58: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

57

Poell ha Riannon Ur menezig a oa tost da gastell Poell. Goursez Arberzh a raed anezhañ. Bez’ oa un dorgenn disheñvel diouzh an torgennoù all. Ma pigne warni ur priñs, e oa sur hemañ da welout un dra dibar bennak. Un deiz e pignas Poell war beg ar menezig, gant e vignoned, e varc’hegerien hag e vevelien (e wazed). Hag i holl, degouezhet e beg Goursez Arberzh, a welas ur plac’h yaouank kaer-dreist azezet war gein ur marc’h gwenn, o vont gant an hent e-kichen an dorgenn. – Hag unan bennak ac’hanoc’h, eme Boell, a anavez ar plac’h he marc’h gwenn ? Nikun anezho n’en doa biskoazh gwelet ar plac’h-se. – Kae war he lerc’h, a lavaras Poell da unan eus e wazed, ha goulenn diganti piv eo-hi. Hag ar mevel ha mont. Ar marc’h gwenn a yae plaen ha goustadik gant e hent. Met kaer en doa an den redek ha redek ne c’helle tostaat tamm muioc’h ouzh al loen. Edo ar c’hwezenn o tiverañ puilh diwar zremm ar gwaz. Hag ar marc’h gwenn o vont atav war e bouezig. Ha ne c’helle ket ar mevel tostaat tamm outañ. Skuizh-marv e tistroas ar gwaz davet e aotrou. – Gant piv ac’hanoc’h emañ ar marc’h herrañ ? a c’houlennas priñs Deved... – Ganit-te ? Mat ! Kae da gaout ar plac’h he marc’h gwenn, ha gra d’az loen daoulammat par ma c’hell. Pegen buan bennak avat e lakaas ar marc’heg e loen da zaoulammat, ne c’hellas tostaat ouzh ar marc’h gwenn. Ha skuizh-divi e tistroas da gaout Poell. – Roit din va marc’h, eme Boell. Me va-unan a yelo ‘ta da c’houlenn hec’h anv digant ar plac’h yaouank-se. Met kaer en doa reiñ kentroù d’e loen ne c’helle Poell tizhout ar marc’h gwenn. Seul vui e ise e jav, seul vui e pellae dioutañ ar marc’h gwenn. Ha koulskoude ne oa ket neuz war hemañ da vont tamm buan. Ma youc’has Poell erfin : – Itron, chomit a-sav ! Hag hi a-sav. – Perak, eme Boell, n’oc’h ket chomet a-sav a-raok ? – N’her gellan, nemet goulennet e vefe diganin gant ur priñs. Ha n’out-te ket priñs Deved ? – Eo. Ha c’hwi, piv oc’h, mar plij ? – Riannon eo va anv. Va zad a zo priñs war ul lodenn all eus ar vro. – Ouzh ho toare em eus gwelet ez oc’h ur briñsez. Ha Poell, o welout pegen kenedus e oa Riannon, a soñjas diouzhtu e plijfe dezhañ dimeziñ ganti. Ha goulenn diganti : – Ha laouen e vefec’h da vezañ priñsez Deved ? – Ya, laouen. Met d’ur priñs all ez on-me prometet gant va zad. Ne blij ket din koulskoude. – Piv eo hennezh ? – Gwaoul, mab Klud. – Ha ne c’hellan-me ober netra evit ho sikour ? – Eo, emezi. A-benn bloaz hiziv, e vo, e lez va zad, ur banvez bras, da geñver va eured gant Gwaoul, mab Klud. Deus eno, ganit truilhoù ur c’hlasker-bara war da zilhad priñs. Ha kemer ar sac’hig-mañ a roan dit. Ur sac’h-hud eo. – Petra rin-me gantañ ? – Gouzout a rez emañ ar gwir gant ar glaskerien-vara da vont-tre e ti ar priñs pa vez pred bras el lez ? – Ya, gouzout a ran. Ha da bep paour e vez roet boued e-leizh e sac’h.

Page 59: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

58

– Mat ! Deus er sal gant da sac’hig. Goulenn diganin kargañ anezhañ a voued. Ha me ‘grogo d’hen ober. Leun avat ne vo morse, kaer em bo sankañ boued ennañ. – Ha neuze ? – Bez’ e c’houlennin diganit : Perak n’eus ket tu da leuniañ da sac’h ? Respont a ri din : Ne vo leun nemet dont a rafe ur priñs da lakaat e dreid er sac’h. Ha Gwaoul, mab Klud, a zeuay da lakaat e dreid er sac’h ? – War an taol e vrasay ar sac’h ha Gwaoul e-barzh ! Neuze skoulm start da sac’h... – Mat-tre. Kement-se holl a rin. Bloaz war-lerc’h e oa pred war an ton bras e lez tad Riannon. Hag azezet e oa Riannon etre he zad ha Gwaoul, mab Klud. P’edod e-kreiz ar pred, setu ur mevel o tont ha d’e heul ur c’hlasker-bara, ur sac’hig gantañ en e zorn. – Mar plij, eme an den truilhek, ur begad boued e sac’hig ar paour-kaezh ! Ha Riannon o sevel da lakaat boued er sac’h... Met kaer he doa, ne zeue ket a-benn da leuniañ anezhañ. – Perak n’eus ket tu da gargañ dit da sac’h ? emezi. – Ne vo leuniet, a respontas ar paour, nemet ur priñs a zeufe da waskañ ar boued ennañ gant e dreid. – Piv a lakay e dreid er sac’h ? eme Riannon en ur c’hoarzhin hag o sellout ouzh Gwaoul. – Hag e rin-me, eme Waoul. Ha Gwaoul da lakaat e dreid er sac’h. Ha diouzhtu, setu ar sac’h o vrasaat, o vrasaat. Ha Gwaoul e-barzh en e bezh. Ar paour, trumm, da skoulmañ e sac’h, startañ ma c’hellas. Neuze e tennas e druilhoù ha lavarout : – Poell, priñs Deved ez on-me. Diganeoc’h, Aotrou, e c’houlennan da bried ho merc’h, Riannon. E keit-se e krie Gwaoul en e sac’h : – Va lezit da vont er-maez ! – Selaou da gentañ. Poell, priñs Deved ez on-me. Riannon a fell dezhi dimeziñ ganin-me ha nann ganit-te. He zad a zo laouen bras... – Mat ! Mat ! eme Waoul. Me ivez, met diskoulmit buan ar sac’h-diaoul-mañ. Neuze e voe lezet da vont er-maez eus ar sac’h. Ha tizh warnañ e tistroas d’e vro. Riannon a zimezas gant Poell. Hag eishtez e padas ar friko.

K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

Page 60: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

59

Page 61: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

60

Skeudenn tennet ag Al Liamm nnn 39, 1953

Page 62: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

61

Manawezan, mab Lir Prederi, mab Poell ha Riannon, a zimezas gant Kigva. Ha Riannon, goude marv Poell, a eilzimezas gant Manawezan, mab Lir. O fevar e vevent eürus e Bro-Deved. Ur wezh e rejont ur pred war an ton bras gant o mignoned. Goude debriñ, ez eas an holl da ober un dro war C’hoursez Arberzh. Sklaer ha sioul an noz. A-daol-trumm avat, setu koumoul du o c’holeiñ ar vro a-bezh. Ken tev e oa ar vrumenn ma ne c’helle ket an dud en em welout. Nebeut-ha-nebeut e sklaeraas adarre an oabl. Met liv ebet ken eus mignoned Prederi, Manawezan, Kigva ha Riannon. Distreiñ a reas ar re-mañ d’o lez. Sioul-sioul e oa : den ebet, ennañ, na, matezh, na mevel, nag er gegin, nag er c’hav, nag er marchosi. Mont a rejont e pep ti eus Bro-Deved. Holl ziez Bro-Deved a oa sioul-sioul, goullo, hep tan. Ne oa mui o vevañ er vro nemet Prederi, Manawezan, Kigva ha Riannon. – Sur, eme Brederi, ez eo strobinellet hor bro. – Chomomp amañ, eme Manawezan, betek ma vo distrobinellet. Hag i hag ober evel-se. Bemdez ez ae Prederi ha Manawezan da chaseal. Un deiz, p’edont war-nes tizhout un hoc’h-gouez, e weljont ur c’hastell nevez, e-lec’h ne oa bet biskoazh ti ebet. Al loen a gavas repu er c’hastell-se. Ha Prederi gant e chas war-lerc’h al loen gouez, daoust da ali kontrol Manawezan. Betek kreiz ar maner ez eas Prederi. Petra ‘welas eno ? Ur mell chaodouron aour a-istribilh en aer war-bouez peder chadenn, aour, hir-hir, ken ne weled fin ebet dezho. Prederi a soñjas : – Kas a rin ganin d’ar gêr ar chaodouron aour-mañ. Hag eñ ha kregiñ enni. War an taol avat e pegas e zaouarn ouzh ar chaodouron, e pegas e dreid ouzh al leur, e pegas e vuzelloù an eil ouzh eben. Ma ne c’hellas mui rannañ grik. Aet skuizh o c’hortoz, e tistroas Manawezan d’e gastell, hep Prederi. Riannon, pa glevas an abadenn, a redas d’ar maner evit klask he mab Prederi. E welout a reas en e sav, hep gallout na fiñval, na komz. Buan e klaskas-hi distagañ daouarn Prederi. Met touch a reas-hi ouzh ar chaodouron. Ha setu-hi, raktal, hep gallout na fiñval nag he zreid, nag he daouarn, nag he zeod. D’an noz e oa trouz bras, evel kurun. Hag e steuzias ar c’hastell nevez gant Prederi ha Riannon ennañ. Ken ne chome mui e Deved nemet Manawezan ha Kigva, trist-bras da vezañ kollet Prederi ha Riannon... Manawezan en doa hadet gwinizh e tri fark tost d’e vaner. Un nozvezh hañv ez eas da welout stad an ed. Azv e oa ar gwinizh ; poent e oa troc’hañ anezhañ. D’ar mintin war-lerc’h e teuas eta d’e bark kentañ gant e falz. Alas ! Torret e oa an holl bennoù gwinizh ne chome mui er park nemet plouz. – Ur gwall hud a zo war Vro-Deved, eme Manawezan ; met daou bark all am eus c’hoazh. D’an deiz goude, pa’z eas d’an eil park e kavas e winizh evel er park kentañ : plouz hep greunenn ebet. – Me a fell din gwelout piv a zo evel-se o trastañ va eost, a lavaras Manawezan. Hag eñ mont da guzhat d’an noz en trede park evit gouzout ervat petra c’hoarveze. Pa zeuas hanternoz, setu logod, ur vandennad bras-spontus, o tont er park. Biskoazh n’he doa Manawezan gwelet ken bras bandennad logod. Pignat a rae al logod betek ar pennoù gwinizh. Ha ne oa penn-ed ebet hep ul logodenn o tebriñ ar greun anezhañ.

Page 63: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

62

Buanañ ma c’hellas e lammas Manawezan war al loenedigoù. Met buanoc’h c’hoazh e tec’has al logod. Ne c’hellas an den pakañ nemet unan vihan. Lakaat a reas anezhi en e vaneg. Ha d’ar gêr. – Petra ‘zo ganit ez maneg ? eme Gigva. – UI laerez. – UI laerez en ur vaneg ? Ha Manawezan da gontañ an istor penn-da-benn da Gigva. – Petra ‘ri dezhi ? – Krougañ anezhi a-benn ar mintin. D’ar mintin e plantas Manawezan daou damm koad en douar hag e lakaas un tamm koad a-dreuz dezho. E oa kroget da ober ur gordennig evit krougañ al logodenn, pa welas o tont davetañ un den estren. – Demat dit-te, eme an estrañjour. Perak e sellez kement-se ouzhin-me ? – Dre ma n’em eus gwelet den ebet e Bro-Deved abaoe pell ‘zo. – Petra emaout o vont da ober d’al logodenn-mañ ? – Ul laerez eo-hi, hag emaon o vont d’he c’hrougañ. – Perak, krougañ ul loen ken bihan ? Lez anezhi da vont kuit hag ul lur arc’hant dit. – Nann, krouget ‘vo. – Tri lur arc’hant dit. – Nann ha nann ; krouget ‘vo al laerez. – Eizh lur... – Nann. Ha perak ec’h eus-te kement a c’hoant da gaout al logodenn-mañ ? – Sorser on, eme an estrañjour, ha me eo hag en deus sorset Deved, cheñchet tud da vro e logod. I eo hag o deus debret da winizh-te. Ha dec’h d’an noz e fellas d’am gwreg bezañ logodenn ivez evit gallout mont da zebriñ gwinizh. Hi eo ac’h eus-te paket. Ro din va gwreg en-dro hag e vo echu an hud war Zeved, hag e weli adarre Riannon ha Prederi. – A zo mat. Met holl dud Deved e fell din gwelout adarre, ha bev. » Hag ar sorser ha treiñ e vazh-hud. Un trouz setu Prederi ha Riannon war an hent. Neuze e c’halvas ar sorser : – Logod, amañ ! Ha setu holl dud Deved dirak Manawezan. – Ro din bremañ al logodenn a zo ganit, » a lavaras ar sorser. Manawezan a lezas al logodenn da vont er-maez eus ar vaneg. Ha setu al loen o tont da vezañ ur plac’h yaouank kaer. Eürus e vevas goude Manawezan ha Riannon, Prederi ha Kigva. Ha morse ne voe mui sorset Bro-Deved.

K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

Page 64: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

63

Page 65: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

64

Skeudenn tennet ag Al Liamm nnn 39, 1953

Page 66: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

65

Branwen Bennigetvran a oa en amzer-se roue war Gembre. Ken bras e oa ma ne c’helle mont e ti ebet. Ret e oa bet sevel evitañ un deltenn uhel-uhel. Ur c’hoar en doa, Branwen, hag ur breur, Evnisien. I ne oant ket ramzed. Branwen a oa ur plac’h yaouank kaer-dreist, karet gant an holl ; Evnisien, avat, a oa un den kriz. Un devezh edo Bennigetvran, Branwen, Evnisien, o mevelien ha marc’hegerien azezet war reier Harlec’h, hag e weljont listri o tont daveto. P’erruas ar bigi en aod, e kasas Bennigetvran unan eus e vevelien evit gouzout piv a oa o tont evel-se. – O, Aotrou Roue, eme ar mevel pa zistroas. Aze emañ Mazholouc’h, roue Iwerzhon, deuet da c’houlenn da c’hoar Branwen evit pried. » Neuze e tilestras Mazholouc’h. Degemer kaer a oa graet dezhañ gant roue Kembre hag a roas urzh da aozañ ur pred dispar. Ha Branwen a zimezas gant Mazholouc’h, roue Iwerzhon. D’an deiz war-lerc’h e kemeras Mazholouc’h ha Branwen hent Iwerzhon. Bennigetvran a roas evel prof da bried e c’hoar lod eus e gezeg gwellañ. Evnisien a yeas droug ennañ en abeg d’ar prof-se. Ha petra ‘reas ar pezh fall-se ? Gant e gontell e troc’has divskouarn ha muzelloù ar c’hezeg. Trist-tre e oa an daou roue o welout kement-se. – Den drouk eo va breur Evnisien, eme Bennigetvran. E-lec’h ar c’hezeg-se e kinnigan dit, Mazholouc’h, ur prof all : ur chaodouron bras-bras, plas enni da meur a zen. Ur chaodouron hud eo. E-pad ar brezel, taol enni da soudarded lazhet hag i a zeuay bev en-dro. – Bennozh Doue dit, eme roue Iwerzhon. Ha Mazholouc’h, Branwen, o mevelien ha marc’hegerien a zistroas da Iwerzhon. Eno e voe graet degemer laouen dezho, gant an holl. Ha Branwen a c’hanas ur mab, Gwern. A-benn ur pennad amzer e ouezas pobl Iwerzhon istor kezeg Kembre. Adalek neuze ne fellas mui da Iwerzhoniz kaout Branwen da rouanez, peogwir e oa-hi c’hoar da Evnisien. Hag e lakajont anezhi en un toull-bac’h e-lec’h ne c’helle mui gwelet nag he fried nag he babig. Ha bemdez e teue kiger al lez da reiñ dezhi ur javedad. E-pad tri bloaz e padas evel-se. A-benn neuze e teuas Branwen da zoñvaat un dred ha deskiñ dezhañ penaos mont da Gembre da gaout Bennigetvran. Skrivañ a reas-hi ul lizher evit displegañ d’he breur he stad truezus. Stagañ a reas al lizher dindan askell al labous hag hemañ a nijas betek Kembre. Diskenn a reas war skoaz Bennigetvran. Trist-meurbet e voe roue Kembre goude lenn lizher e c’hoar. Hag eñ ha gervel e soudarded, hag aozañ pep tra evit mont da ober brezel ouzh Iwerzhoniz drouk. Evnisien, daoust da ali kontrol ar roue, a fellas dezhañ mont ivez gant ar re all. An holl a bignas el listri, nemet Bennigetvran. Hemañ a dreuzas ar mor gant dour betek e zaoulin hepken. – Petra eo ar gwez-se war an dour ? eme tud Iwerzhon. Petra eo ar menez-se o treuziñ ar mor ? – Kembreiz ha va breur o tont d’ho kastizañ, a respontas Branwen. – Petra ober ? eme Mazholouc’h. Torromp ar pont war ar foz a zo en-dro d’al lez. Hag e vezimp e surentez. – Penaos tagañ Iwerzhoniz ? eme Kembreiz. Emaint el lez diwallet gant ur foz-dour don-don. Ne c’hellimp ket mont betek enno. – Eo, eo, a respontas Bennigetvran. Hervez ar c’hrennlavar : Ra vo ar penn pont ! Me eo hag a vo ho pont. Ha roue Kembre oc’h ober pont war ar foz, e dreid war ur ribl, e zaouarn war an hini all. Hag an holl soudarded a dreuzas ar foz war gorf o roue. Pa welas Mazholouc’h kement-se, e c’halvas e guzulierien evit klevout diganto petra ober.

Page 67: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

66

– Ro he frankiz da Vranwen, eme unan. – Ha savomp un ti da Vennigetvran, a lavaras unan all. Roue Kembre a vo laouen sur ma c’hell erfin kaout un ti bras a-walc’h evitañ. – Mat-tre ho kuzulioù, eme roue Iwerzhon. Hag eñ ha kas keloù eus kement-se d’e vreur-kaer. Pa glevas kement-se e teurvezas gant roue Kembre echuiñ ar brezel. Savet e voe an ti bras gant Iwerzhoniz. E-kichen pep piler anezhañ, e lakajont ur sac’h. Evnisien a welas ar seier. Ha goulenn digant Iwerzhoniz : – Petra eo se ? – Bleud, a voe respontet dezhañ. Ha Evnisien o tastournat ar seier. Ur soudard a gavas e pep hini anezho. Hag eñ ha tagañ an holl soudarded-se. Pa voe echu an ti e roas Mazholouc’h hag Iwerzhoniz ur pred bras en enor da Vennigetvran ha da Gembreiz. Branwen a oa ouzh taol gant he mab, etre an daou roue. Ha laouen an holl. P’edo oc’h echuiñ debriñ, e c’halvas Bennigetvran e niz bihan ha c’hoari gantañ un nebeudig. Goude ez eas ar babig betek Evnisien. Prim e pakas Evnisien ar bugel, ha teurel anezhañ en tan. Neuze e savas trouz ha reuz bras en ti uhel. Krogad spontus a voe etre Iwerzhoniz ha Kembreiz. E-kreiz an emgann e teuas soñj da Vazholouc’h eus ar chaodouron-hud. Teurel a reas enni e soudarded lazhet. Ha d’ar mintin war-lerc’h edont bev adarre, mut avat. Evel-se ez eas an trec’h gant paotred Iwerzhon. Pa welas kement-se en em lakaas Evnisien e-touez Iwerzhoniz lazhet. Taolet e voe er chadouron d’e dro. Neuze e vrasaas korf breur drouk Branwen. Ma torras al lestr-hud. Met tarzhañ a reas ivez bruched Evnisien. Ha mervel. Glaozet e voe Bennigetvran gant ur bir kontammet. Gourc’hemenn a reas d’e soudarded troc’hañ dezhañ e benn ha kuitaat Iwerzhon gant Branwen. Kembreiz bev (seizh anezho hepken !) a zistroas d’o bro, trist-meurbet, en ur zougen penn o roue. Degouezhet e Kembre e varvas Branwen, rannet he c’halon gant ar glac’har.

K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liamm nnn 39, 1953

Page 68: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

67

Page 69: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

68

Skeudennoù tennet a Guide de la Bretagne mystérieuse, emb. Tchou

Page 70: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

69

Tro Gab Lukaz Gab Lukaz a oa devezhier en Run Riou. Bemnoz e tizroe da Gerdreskenn e-lec’h ma oa o chom gant e wreg hag e bemp bugel, ‘barzh an teuskañ eus lochennoù ar vilajenn baour. Rak Gab Lukaz evit bevañ e dud n’en devoa nemet an dek gwenneg a c’houneze bemdez. Mistri Run Rioù a dalc’he dezhañ kalz. Bep Sadorn da noz e vije lakaet fin. Ar mestr a baee e sizhunvezh da C’hab hag ar vestrez a roe dezhañ war ar marc’had un draig bennak evit tud Kerdreskenn. Ur sadorn da noz e lavaras dezhañ : « Gab, lakaet em eus a-gostez evidoc’h ur sac’had avaloù-douar. Kaset-eñ eus ma ferzh da Vadalen Denez, ho kwreg. » Gab Lukaz a lavaras bennozh Doue, a sammas ar sac’had war e choug hag a yeas en hentoù, goude bezañ lavaret nozvezh vat da dud an ti. Tri c’hardlev sur a oa eus a Run Riou da Gerdreskenn. Gab a valee skañv da gentañ. Al loar a oa sklaer hag ar flip en devoa evet en devoa tommet dezhañ. Kement ha bezañ hardishoc’h, ec’h ae ‘n ur c’hwitellat hag en ur soñjal pegen sart e vije Madalen Denez o welet anezhañ o tizreiñ gant ur sac’had avaloù-douar. An deiz war-lerc’h e vije poazhet leizh ar pod-houarn ; un dailhenn kig-sall a vije lakaet gante, hag an holl a lipje o bizied. Mes ‘benn neuze, ar flip o vezañ kollet e vertuz dindan aer yen an noz, Gab a santas pouez e zevezh o vorzañ e izili outañ hag ar sac’had avaloù-douar o pounneraat war e zivskoaz. Souden e vanas hep distagañ e c’hwitelladenn. E oa oc’h arruout e-kichen kroaz Kerantour lec’h ma kouezhe war an hent bras hent bihan mereuri Nizilzi. « Ma kavfen da vihanañ, emezañ, ur c’harr bennak war ma hent ! Ma feiz, ec’h an bepred d’azezañ ur pennad amañ war sichenn ar groaz, kement hag ober un dennadenn. » Taol’ a reas e sac’h war an douar hag ec’h azezas en e gichen da lakaat an tan war e gorn. Ar vro a oa sioul tro-dro. Souden, chas Nizilzi a grogas da yudal truezus. « Daoust petra ‘zo c’hoarvezet d’ar re-se ? » eme Gab Lukaz. Hag eñ o klevet neuze, ‘barzh an hent bihan don, trouz ur c’harr o tont. An ahel, lardet fall, a wigoure ken a rae : wig-a-wag ! « Bon ! eme Gab, setu-me o vont da vezañ disammet. Tud ar maner, moarvat o vont d’an traezh da Lokmikael. Kas a refont ma sac’h din betek toull ma dor. » Kerkent, ar c’hezeg hag ar c’harr a difoupas war an hent bras. Ar c’hezeg a oa treut hag eskernek, pezh ma oufes gwelet. A dra sur, n’eo ket kezeg Nizilzi e oa ar re-se hag a vije bepred flour ha lart evel an toaz. Ar c’harr a oa feuzet gant plenkon diskloz ; ar reilhoù a horjelle a bep tu. Ur pikol den, ul lankon bras ken diwalc’het hag e gezeg a oa o touch. Un tog ledan a c’holoe e zaoulagad. Gab n’hallas ket gouzout piv e oa. Hopal a reas warnañ memestra. « Ma den mat, emezañ. N’ho pefe ket un tamm plas en ho karr evit ar sac’had avaloù-douar-mañ ? Brevet on gantañ. N’an ket pelloc’h ‘vit Kerdreskenn. » Ar charretour a dremenas ha ne respontas ger. « ‘N deus ket klevet ac’hanon, eme Gab, kement a drouz ‘vel a ra e gozh kariolenn ? » Koulskoude, n’houlle ket mankout war e daol. Hastañ ’reas lazhañ an tan war e gorn ha bountañ anezhañ en e c’hodell ; ha da gregiñ en e sac’h ha war-lerc’h ar c’harr... Hemañ n’ae ket gwall brim. Gab a dapas anezhañ, hag en ur ober ouf e laoskas e sac’h da gouezhañ e-barzh. Mes penaos ‘ta ? Ar sac’h a zo tremenet a-dreuz d’ar c’hozh plenkon ha kouezhet war an douar ! « Pesort karr an drampet eo hemañ ? » eme Gab.

Page 71: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

70

Serr ‘ta e sac’h hag e fell dezhañ poz anezhañ ur wezh all e-barzh ar c’harr en ur vountañ anezhañ donoc’h an dro-mañ. Mes foñs ar c’harr, ret eo krediñ, a oa poazh penn-da-benn rak ar sac’h a dremenas a-dreuz ha Lukaz a reas memes tra. O-daou e ruilhjont war an hent bras. An harnez, koulskoude, a zalc’he da vont. Ar charretour ne oa ket zoken dizroet da sellet. Gab a lezas anezhañ da vont. Pa’n devoe kollet ar gwel warnezhañ e kredas mont ‘trezek Kerdreskenn ; ‘benn ec’h arruas er gêr e oa hantervarv gant ar spont. « Petra ‘zo c’hoarvezet ganit ? » eme Madalen Denez, o welet anezhañ ken stummet fall. Gab Lukaz a gontas e dro. « ‘C’hanta ! Sell aze ! » emezi. « Karrig an Ankou ‘teus gwelet ! » Gab a voe darbet dezhañ tapout an derzhienn. An deiz war-lerc’h e klevas an taolioù o son. Mestr Nizilzi a oa marv, en noz a-raok, etre dek eur ha dek eur hanter.

Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù, lakaet e brezhoneg get Erwan ar Moal (Dir-na-Dor), emb. e Kroaz ar Vretoned, miz Even 1911

Page 72: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,
Page 73: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

72

Sinadoù

1/ Glas Plougastell Marteze evedon dek vloaz bennak, hag evedon e skolaj Lesneven. Hag un nozvezh, war dro teir eur bennak diouzh ar mintin, ez on bet dihunet gant ur glas. Hag... ne oa ket kleier Lesneven a oa o son. E oa kleier Plougastell. Tregont kilometr deus ar gêr, hag e kleven kleier Plougastell. Hag e pade, hag e pade, hag e pade. Setu me dihuniñ an hini oa em c’hichen, a oa un den eus a Blougastell ivez. Hag e lavaran dezhañ : - Jamari, ‘glevez ket glas Plougastell ? - Ro peoc’h ! a lavare eñ. - Eo, klevet a ran, a lavaran dit. Klevet a ran kleier o son deus Plougastell. Hag… sur, sur, eo

kleier Plougastell ez int, n’eo ket kleier Lesneven ! - N’eus trouz kleier ebet neblec’h, a lavare eñ, ale kousk ! A-benn ar fin e tihunan anezhañ adarre hag e lavaran dezhañ : - Lavar din petra d’ober. - Ma, ‘peus nemet lavaret da chapeled ! Setu, me krog em chapeled hag… kousket. ‘Meus en em roet da gousket. Hag… en devezh war-lerc’h, va zad a delefon din hag e lavar : - Gouzout a rez, da voereb a zo marv. Honnezh oa plac’h yaouank kozh, hag a gare ac’hanon spontus. - Da voereb zo marv hag he deus galvet ac’hanout pa ‘vedo marv. - Da bet eur ez eo marv ? - O, war-dro teir eur diouzh ar mintin. An dra-se zo en em gavet din.

(L. Bodenes, Plougastell)

2/ Marvet e Tunizi An dra-se a zo tremenet er bloavezhioù seizh ha tregont pe eizh ha tregont. Ur c’houzin a oa oc’h ober e amzer soudard e-barzh an Tunizi. Hag a zo bet beuzet eno. Hag... ‘Meus bet klevet va mamm goude-se, un nebeut devezhioù, daou pe dri devezh a-raok ma oa en em gavet an dra-se‚ ‘meus klevet anezhi o lavaret edont e-barzh ar vered, e giz m’emañ... e giz an dud diwar ar maez, goude an oferenn, ez eont war ar bezioù, ar re varv atav, bezioù ar familh. Hag eno ‘oant bet ivez war bezioù ar familh. Hag e oant chomet diwar-lerc’h ar re all, un tammig, da gomz. Hag int-i o doa klevet e-giz pa vije unan bihan, unan bihan o leñvañ : ur mous bihan o leñvañ. Hag int-i souezhet... hag... ne welent ket perak, unan bihan ‘barzh ar vered o leñvañ. Int-i o sellet war o zro. Ne welent netra. Aet pelloc’hig da welet : ne welent netra. Hag... int bet souezhet mat eus an dra-se, ha n’eus ket bet respont deus an dra-se nemet un nebeut devezhioù goude-se. Daou pe dri devezh goude, deuet me ‘gav din an aotrou maer, da lavaret : « Ur c’heloù trist on deuet da lavaret deoc’h », da lavaret da, da va moereb. « Ho mab a zo marv, beuzet ‘barzh an Tunizi » Hag un nebeut devezhioù goude-se oa deuet da soñj dezho deus an dra-se. « Sell, an dra-se oa… ». E soñje dezho… ar mab oa, mat, douetus bras, beuzet er momed-se p’he doa klevet anezhañ o leñvañ, mestal ur mous bihan o leñvañ ‘barzh ar vered.

Page 74: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

73

3/ Ar mor war an treuzoù An dra-mañ zo bet en em gavet gant ur vaouez eus ma bro, a oa o chom e-kreiz ar maezioù, aze, en ur geriadenn. Hag he gwaz a oa martolod, da lavaret eo pesketaer. Hag ez ae bep mintin da besketa, abred, abred, abred, kreiz an noz c’hoazh, evel-just. Hag un nozvezh, er mod-se, ma oa aet kuit, hi a gave dezhi e oa un trouz drol aze e-kichen he zi : e giz ma vije bet trouz ar mor. Hag... koulskoude ar mor a oa pell, hag a-raok klevet trouz ar mor e vije ret kaout ur pezh gwall amzer pe ur pezh tampest. Hag... koulskoude, peogwir e kleve c’hoazh tost d’he zi a oa aet da zigeriñ an nor. Hag er-maez he doa gwelet ar mor, ar mor hag a oa deuet betek ar porzh, a oa deuet e kreiz ar porzh, aze. E-kreiz ar porzh ne oa nemet ar mor, ne oa nemet dour partoud. Hag hi serriñ an nor, hag o vont en-dro e-barzh an ti, evel-just, ankeniet ha tout. O klask kompren petra oa en em gavet. Koulskoude, an ti a oa pell mat deus ar mor ; daou gilometr d’an nebeutañ, hag e oa war an uhel kentoc’h. Hag ar pezh a oa en em gavet, kazi sur, e oa ur sinad, kar, pa oa deut an deiz goude-se, he doa klevet, he gwaz oa bet beuzet en ur gemer e vag. Diouzhtu en ur vont gant dour red he doa troet e vag, hag e oa bet beuzet he gwaz.

(I. Gourmelon, Plougastell)

4/ Kabarus Du-mañ gwezhall e teue ur marc’hadour amann da zaspugn amann, ur wezh ar sizhun, pea. Hag e kase ar vioù gantañ. Hag e anv dezhañ a oa Kabarus. N’ouzon ket eus pelec’h e teue hennezh evit kaout un anv er mod-se. Kabarus a oa eñ tout, eñ, hag a ouie brezhoneg. Hag... hennezh oa graet deus outañ an aotrou Kabarus, kar, hennezh, ur wezh dastumet an amann gantañ, sur a-walc’h eo pinvidik a-walc’h. Hag en doa amzer da vont da chaseal ha da besketa, setu... oa bet laosket dezhañ an douaroù du-mañ evit dezhañ dont da chaseal p’en doa c’hoant. Setu ni, ar vugale, oa kustum o welet anezhañ, oa boaz da welet anezhañ hag e chas, hag o c’hwitellat. Hag ar chas e-touez an avaloù-douar, e-touez ar maiz. Hag er mod-all ez ae a-wezhoù ivez da besketa, pea. Hag... Setu neuze ur wezh, an dra-se zo pemzek vloaz zo marteze eus an dra-se. Hag… div c’hoar din ‘deus lavaret da ma mamm er mod-se, diouzh ar mintin : - Che, ni hon eus klevet Kabarus, aze, e-pad an noz, a oa o hopal d’e chas, hag o c’hwitellat,

ha tout. Ha setu Mamm ‘lavare dezho : - Ket bezañ. Kabarus ne vez ket aze e-pad an noz Hag e lavare ar merc’hed... ar re-se a oa dek vloaz bennak, eizh pe dek vloaz bennak... ar

merc’hed ‘lavare dezhi : - A yao’vat ! Ni hon eus klevet : Régine ‘deus klevet, Evelyne ‘deus klevet : an div o deus

klevet Setu, Mamm komañset… an dra-se a oa drol un tammig, pea. Klask gouzout petra ‘vez bet klevet. Hag an deiz war-lerc’h oa bet klevet Kabarus oa bet beuzet ‘barzh an Dorchenn. N’ouzon ket hag eñ e ouezoc’h ‘barzh pelec’h emañ an Dorchenn. An dra-se zo etre Penmarc’h ha Beg ar Raz, hag a rae eñ tout an aod, nemet ez eus aze ur plas e-lec’h maz ‘z eus reier. Hag ur bern tud a za da besketa. Ha lod deus outo ‘vez lopet gant ar mor er mod-se. Hag, sur a-walc’h, ma mamm ‘deus lavaret an dra-se a oa ur sinal bennak, marteze, e oa bet beuzet dija d’ar poent, hag e oa e ene o redek ar vro, o c’hwitellat d’ar chas, n’ouzon ket.

(Agnes Helies, Tremeog)

Testonioù dastumet get Mikael Madeg, emb. àr gasedig, Komz nnn 1, Dastum

Page 75: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

74

POELLADENNOÙ

Ar mor war an treuzoù (I.Gourmelon, Plougastell)

An dra-mañ zo bet en em gavet gant ur ............................ eus ma bro, a oa o chom e-kreiz ar maezioù, aze, en ur ............................. . Hag he gwaz a oa martolod, da lavaret eo ............................ . Hag ez ae bep mintin da ............................, abred, abred, abred, kreiz an noz c’hoazh, evel-just. Hag un nozvezh, er mod-se, ma oa aet kuit, hi a gave dezhi e oa un ............................ drol aze e-kichen he zi : e giz ma vije bet trouz ar ............................ . Hag... koulskoude ar mor a oa pell, hag a-raok klevet trouz ar mor e vije ret kaout ur pezh ............................pe ur pezh tampest. Hag... koulskoude, peogwir e kleve c’hoazh tost d’he zi, e oa aet da zigeriñ an ............................ . Hag er-maez he doa gwelet ar mor, ar mor hag a oa deuet betek ar ............................, a oa deuet e kreiz ar porzh, aze. E-kreiz ar porzh ne oa nemet ar mor, ne oa nemet ............................ partoud. Hag hi serriñ an nor, hag o vont en-dro e-barzh an ti, evel-just, ............................ ha tout. O klask kompren petra oa en em gavet. Koulskoude, an ti a oa pell mat deus ar mor ; daou gilometr d’an nebeutañ, hag e oa war an uhel kentoc’h. Hag ar pezh a oa en em gavet, kazi sur, e oa ur sinad, kar, pa oa deut an deiz goude-se, he doa klevet, he ............................ oa bet beuzet en ur gemer e ............................ . Diouzhtu en ur vont gant dour red he doa troet e vag, hag e oa bet ............................ he gwaz.

a) Poelladenn kompren dre vras

Lakait ur groaz dirak ar respont(où) mat. 1.Gant piv eo bet en em gavet an istor-se ?

ur vaouez eus bro ar c’honter ur paotr eus bro ar c’honter ur vaouez eus ur vro estren ur vaouez eus Breizh

2.Pelec’h e oa o chom ? e-kreiz ar c’hoadoù e-kreiz ar mor e-kreiz ar maezioù e-kreiz ar porzh e-barzh ur

geriadenn 3.Petra a oa micher he gwaz ?

martolod medisin labourer-douar pesketaer 4.Peur ez ae da besketa ?

e-kreiz an noz abred-tre goude lein war-dro peder eur tri warn-ugent 5.Peur he deus klevet un trouz iskis ?

pa oa o tebriñ merenn diouzh an noz diouzh ar mintin 6.Petra oa an trouz-se ?

trouz un traktor trouz ar mor trouz an avel trouz al lapoused 7.Perak ne oa ket posubl klevet an trouz-se ?

abalamour ma oa re bell ar mor abalamour ma oa an noz abalamour ma oa e-mod-se 8.Petra he deus graet neuze ?

aet eo da zigeriñ an nor aet da zigeriñ ar prenestr aet da zigeriñ un voestad piz-bihan 9.Petra he deus gwelet ?

deuet e oa ar mor e-kreiz al liorzh deuet e oa ar moc’h e-kreiz ar porzh deuet e oa ar moc’h e-kreiz al liorzh deuet e oa ar mor e-kreiz ar porzh

10.Petra he deus graet war-lerc’h ?

Page 76: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

75

serret he deus an nor aet eo da zebriñ he fiz-bihan en-dro aet eo en-dro en he zi 11.Pelec’h e oa an ti ?

pell mat deus ar mor daou gilometr eus ar mor war an uhel 12.Petra zo c’hoarvezet d’he gwaz ?

beuzet eo marvet eo kousket eo 13.Peur ?

un devezh goude daou zevezh goude ur sizhunvezh goude pemzektez goude ur miz goude b) Poelladenn kompren dre ar munud

Selaou mat ar c’hasedig ha leugn an toulloù zo bet lakaet en destenn.

c) Labourat war geriaoueg ar mor : Lak ur ger brezhoneg dindan pep skeudenn. Peseurt hini na vez ket kavet e-barzh an istor-se ? Gra ur c’helc’h ruz tro-dro dezhañ.

d) Labourat war ar gerioù diaes Gra biroù etre ar gerioù hag an termenadurioù a glot ganto.

Gerioù . Kêriadenn . Gwall amzer / Tempest . Ankeniet . Sinad . Beuziñ

Termenadurioù . Un dra a ro da c’houzout eo tost unan bennak da vervel . Mervel en dour . Un nebeut tiez bodet asambles . Pa’z eo fall-tre an amzer (avel greñv, glav-pilh...) . Pa n’emaomp ket en hon bleud, enkrezet.

Page 77: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

76

e) Daou c’hoari bihan :

Sell ouzh ar skeudenn e-lec’h m’emañ Mickey ha Dingo. E-touez ar skeudoù zo e-kichen,

n’eus nemet unan hag a c’hellfe bezañ hini ar pesketaer. Peseurt hini eo ? Displeg penaos ez

peus graet evit kavout ar respont.

An hini mat eo N’eo ket an hini mat Perak ? Skeud A

Skeud B

Skeud C

Skeud D

Page 78: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

77

Piv en deus paket ar pesk ?

Page 79: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

78

Troioù-kamm Alanig al Louarn

Lip-e Bav ar c’hazh ‘zo deuet, a-berzh ar roue Nobl, da gerc’hat Alanig al Louarn evit mont d’ar palez da vezañ barnet war lec’h e holl dorfedoù. Kaset eo bet a-raok Lom, an arzh, met hemañ ‘zo bet touellet digant al louarn ha deuet eo en-dro e-unan d’ar palez hanter-varv. Difiz ‘neus ar c’hazh ouzh al louarn... Lip-e-Bav a zegouezhas d’an abardaez e-tal Kastell-al-Laer. Alanig a oa azezet dirak toull an nor, o kemer aer vat. Saludiñ a reas anezhañ : « Aotroù Alanig, a-berzh ar roue on deuet d’ho kavout, da lavarout deoc’h dont d’ar palez diouzhtu, pe ker e kousto deoc’h ha d’ho tiegezh. Nobl a zo aet droug bras ennañ abaoe m’eo deuet Lom en-dro en ur stad truezus. » Alanig a respontas : « Deuit tre, ma niz muiañ-karet, ha Doue d’ho pennigo. » Ar soñjoù treitour a oa e penn al louarn a oa disheñvel-meurbet diouzh ar c’homzoù flour-se, hag an amprevan a glaske penaos e vije deuet a-benn d’ober taolioù trubarderezh all. Hag, evit touellañ gwelloc’h ar c’hazh, e lavare dezhañ : ma niz. « Ma niz, petra a vo servijet deoc’h d’ho koan ? Gwelloc’h e kousk unan pa vez leun e gof. Chwi a zebro hag e kousko henoazh em zi, warc’hoazh ez aimp hon-daou da balez ar roue. Fiziañs am eus ennoc’h. C’hwi eo an hini a garan ar muiañ eus ma holl gerent. An arzh a oa deuet da ma c’havout an deiz all. Ur gwall loen eo, ha droug a ya ennañ buan. Penaos em bije kredet ober hent gantañ ? Ganeoc’h ervat ez in, ha warc’hoazh vintin zoken. » Lip-e-Bav a lavaras : « Krediñ a ra din, Alanig, e vefe gwelloc’h kemer diouzhtu hent Kemper-Kaourintin. An noz a zo sklaer, al loar a zo o sevel, hag an hentoù a zo sec’h ha kompez. » « O ! eme Alanig, ne garan tamm ebet beajiñ dre an noz. Ne oar ket unan petra c’hoarvez. Hag ar mignon a denn e dog pa dremen e-biou deoc’h da greisteiz a c’hellfe ober deoc’h ho stal ma tegouezh deoc’h tremen e-biou dezhañ pa vez sonet hanter-noz. » « Mat ! eme Lip-e-Bav, chomomp amañ eta da c’hortoz warc’hoazh, ha lavarit din petra a vezo da goan. » Alanig a lavaras, a vouezh izel ha flourig : « O ma niz, ne raimp ket chervad, evel e palez ar roue. Ma fredoù a vez atao dister, ha ne zebran nemet meuzioù treut. Ma hoc’h eus c’hoant, evelato, e servijin deoc’h mel fresk, ar mel gwellañ a gaver er vro. » « Ne garan ket ar mel, e feson ebet. Ma n’eus netra all ebet en ti, e karfen gwelloc’h kaout d’am c’hoan ul logodenn bennak. Mirit ar mel evit ar re all ». « Ha plijout a ra deoc’h kement-se al logod ? a c’houlennas Alanig. Logod e-leizh a servijin deoc’h. Ar miliner, ma mignon, en deus en e vilin ouzhpenn ur c’harrad logod. Bemnoz e vez drailhet seier nevez dezhañ. Sac’hadoù bleud a ya en o c’hof. Kemeret o deus an hardizhegezh da zont zoken en e di d’ober abadennoù dañs, pa vez leun o c’hof. Pellig ‘zo ne c’hell mui kousket e-pad an noz gant ar cholori a vez e kement korn eus an ti, eus ar c’hav d’ar c’hrignol. » « O, eme Lip-e-Bav, deomp di buan ‘ta. Din-me e plij kenañ-kenañ ar c’hig logod. Nag ur c’had nag ur glujar ne dalvez ul logodenn. » « Deomp ‘ta neuze, a lavaras Alanig. An taol-mañ e viot servijet gwelloc’h eget roue an Turki. Deomp diouzhtu. Arabat koll amzer. » Setu-int o-daou d’ar vilin. Degouezhet e oant. Alanig en doa graet un toullig er voger, rak dre ar vilin e oa aes-tre mont da glud ar yer. Hag an deiz a-raok, en doa plantet tro e gouzoug kilhog ar miliner, ar gwellañ kaner er barrez. Mab ar miliner a oa aet klañv p’en doa gouiet e oa marv e gilhog. Beradoù gwad ha pluñv a gavas en toullig, hanter guzhet en ur c’horn. Ne oa ket bet pell o stennañ ul

Page 80: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

79

las ennañ, ha gwazh-a-se evit al louarn a zeuio da astenn e fri. Alanig a santas c’hwezh al las stennet. Lavarout a reas eta da Lip-e-Bav : « Ma mignon, it dre an toull-se e-barzh ar vilin. Me a chomo amañ er-maez da ziwall, e-pad an noz, e-pad ma viot o chaseal al logod. Ne vezo ket diaes deoc’h pakañ ur bern anezho. Selaouit !.... Ne glevit ket anezho oc’h ober cholori ! Pa ho pezo ur c’horfad, c’hwi a lavaro din. Arabat eo dimp en em goll henoazh. Warc’hoazh d’ar beure ez aimp a-gevret da balez ar roue, rak berroc’h e vez kavet an hent pa vezer daou-ha-daou o veajiñ. » Lip-e-Bav a selle ouzh an toull gant kalz a zisfiziañs. « N’eus toull all ebet ? » emezañ da Alanig. Hag Alanig dezhañ, en ur ober un tammig goap : « Feiz, nann, n’eus toull all ebet ! Unan n’eo ket a-walc’h ? Ha ken aonig-se oc’h ? N’em bije ket kredet. Ma ! Distroomp d’ar gêr. Ma gwreg a frito deoc’h da goan ar gwellañ kig a zo en ti. » Neuze, Lip-e-Bav, gant ar vezh en doa, a lammas en toull. Ha kerkent ar skoulm lagadenn a stardas dezhañ toull e c’houzoug. Pa santas en-dro d’e c’houzoug ar skoulm lagadenn daonet, Lip-e-Bav a redas un anken vras penn-da-benn da livenn e gein. Sachañ a reas a-raok, sachañ a reas a-dreñv, ha da gement sachadenn, ez ae ar skoulm war strishaat, ha muioc’h-mui e veze stardet gouzoug ar c’hazh paour, aet berr e alan gant ar skoulm ha gant ar spont. Neuze Lip-e-Bav a c’halvas Alanig gant ur vouezh flour ha truezus. Alanig a selle outañ hag a lavaras en ur c’hoarzin : « Ata, Lip-e-Bav ! Ha blaz mat a zo gant ar c’hig logod ? Lart a-walc’h int ha tener eo o c’hig ! Met petra ‘glevan ? Perak e rit kement a reuz ? Marteze n’eo ket aozet ar pred gant a-walc’h a aked evit ho kenoù milzik ? Lavarit din ‘ta, ma ‘z in da zihuniñ ar miliner, da lavarout dezhañ degas deoc’h pezh hoc’h eus ezhomm evit ma plijo ar pred-mañ d’ho teod ha d’ho staon. ‘M eus aon avat, ne selaouit ket ac’hanon. Ho kalon a oa digor, met bremañ ho kenoù eo an hini a zo digor-bras. Chomit eta da ober miaou keit ha ma karot. Bremaik e teuio ar mestr da reiñ deoc’h fest ar vazh, evel ma roas an Aotroù Rustevel d’ar paour kaezh Lom. Alo ! Kenavo, genaoueg ! Ma tegouezh deoc’h en em dennañ bev ac’halen, e teuio soñj deoc’h meur a wezh moarvat eus Alanig al Louarn ». Ha Alanig kuit.

Jakez Riou, Troioù-Kamm Alanig al Louarn, Gwalarn nnn 89, Ebrel 1936

Page 81: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

80

Page 82: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

81

3

DANEVELLOÙ

BEAJOÙ

BUHEDIGEZHIOÙ

Page 83: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

82

Skeudenn get Th. Busnel, tennet a Ma beaj Jeruzalem,

moullet e ti Prud’homme, Roazhon, 1903

Page 84: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

83

Mousa Ar wezh-mañ e fell din reiñ deoc’h da anavezout ma mignon nevez. Ya ‘vat, abaoe hirie ec’h omp deuet da vezañ mignoned, Mousa ha me. Eñ marteze, a c’hellfe a-walc’h bezañ ankouaet ac’hanon ; evidon-me, n’ankouain ket anezhañ birviken. Mousa a zo ur soudard turk a c’hell kaout marteze un hanter kant vloaz bennak. Gwisket distres a-walc’h, emichañs, ‘vel ar soudarded all. Memes tra, e kavan ez eo re dezhe war ar poent-mañ. E vragoù moan-moan a ra eus e zivesker evel div wadigenn. E chupenn a zo ivez kalz re strizh evitañ, ha kalz re verr, peogwir e tremen e c’houriz lêr war lein ar botonoù kouevr a zo staget war al lostoù. Ya, pa gomzfit din deus un den kampet faro, komzit din deus Mousa. Ur paotr jentil avat, ‘vel na n’eus ket, hag ur paotr a zever. Plijout a ra eston d’an ofiserien. Setu perak, o vezañ n’en deus netra, pe gazi netra d’ober e vez lezet gante da vont d’ambroug ar belerined a ziskenn gwezh-ha-gwezh e ostaleri Itron-Varia-Frañs. Ha eñ na c’houlenn ket gwelloc’h : tammoù mat a werzh-butun a dalv dezhañ e garg a ambrouger. Gantañ ‘vat, n’hon eus ket ezhomm da gaout aon eus den ebet. Gwa d’an nep a glaskfe ober dimp un dismegañs bennak ! Dorn Mousa a gouezfe warnañ, pe ar vazhig a dalc’h en e zorn. O vezañ m’eo muzulmad, e oar reizh ar pezh a zo difennet dimp ober el lec’hioù sakr a zo gouestlet da Vahomet. An deiz all e harze unan eus ar belerined da vutunat war leurenn an div voskeen veur. Na c’houlenne ket kennebeut e vije aet hini ebet anezhe ‘barzh ar moskeennoù get e votoù lêr. Hirie e teu ar soñj din da c’houlenn digantañ, en ur wignal dezhañ hag en ur drailhañ gantañ tammoù galleg : « Perak eta, Mousa, na lezes ket ac’hanomp, an deiz all, da vont ‘barzh ar voskeenn gant hon botoù ? - « Sultan ! » emezañ. Ar ger-se hepken a deu gantañ. En ul lâret anezhañ, avat, e ra sin, gant e zorn, da droc’hañ e c’houg. Intentet em eus : n’eus ket d’ober fent gant difennoù sakr ar sultan. Met gwa dezhañ, mar displij dezhañ e vez graet anezhi gant e soudarded. Ni ne baouezomp ket, en ur ziskenn da gouvant ar Groaz-Santel, d’ober anezhi gant e Vousa, ha hemañ na c’houlenn ket gwelloc’h evit-se. Fentus eo, dreist-holl pa glask, brec’h-ouzh-brec’h gant ur pelerin, kerzhet d’ar paz en ur lâret, ‘vel soudarded hon bro : » Unan, daou ! Unan, daou !… »

Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj Jeruzalem, moullet e ti Prud’homme, Roazhon, 1903

Page 85: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,
Page 86: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

85

Page 87: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

86

Skeudenn get Th. Busnel, tennet a Ma beaj Jeruzalem, moullet e ti Prud’homme, Roazhon, 1903

Page 88: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

87

Ur c’hrennard iskiz : Moñsig Maman Sion Emañ ar berc’hinderion / ar birc’hirined o weladenniñ un ti e lec’h ma vez degemeret ha savet bugale emzivad. Dalc’het eo an ti-se gant C’hoarezed ar Garantez - da lâret eo gant Leanezed, Seurezed – deuet eus ar Frañs. Diskouezet e vez ar vugale dezho. Unan anezhe dreist-holl a chomomp holl da sellet hep skuizhañ. Ur bugel nammet koulskoude, brec’h ebet dezhañ, nemet un tamm ibilh kigennek, hag eñ berr-berr, a zo e-pign ouzh e skoaz gleiz. E dreid zoken a zo gweet un nebeudig, hag unan anezhe, an hini kleiz, a zo hanter baket gant ul lien gwenn, ‘vel pa vije goret. Pa deuas war an douar, unnek vloaz zo, en Konstantinopl, e kavas e dad anezhañ ken vil ken e kemeras mezh dioutañ, ha ne lezas ket diskouez anezhañ d’e vamm. En magerezh el lakaas hag en dalc’has e-pad pemp bloaz. Mes, diwar neuze (…) ne gasas ken gwenneg ebet d’ar wreg a save ar paour-kaezh moñs. « Kenavo dit, neuze ! » emezi. Hag ar bugel lakaet e maez he zi. Ar marv a oa o c’hedal anezhañ pa oa bet degemeret gant ur c’hristen a gasas anezhañ (…) da C’hoarezed ar Garantez d’e sevel ; ha setu penaos en deus, ‘benn ar fin, kavet ar bugel ur vamm vat, an hini a reer anezhi gant an holl e Jeruzalem « Maman Sion ». An anv-se eo anv « C’hoar Sion » a ren an ti-mañ abaoe m’eo bet savet. He moñsig, ‘vel just, eo he bugel ar muiañ karet, dre m’eo e zoare ar muiañ truezus. Gwir eo n’eo ket diaes e garout : amgraüs eo ar pezh a c’heller bezañ, hag ur galon aour en deus en e greiz. Ha neuze, spered holl eo, gouest da zeskiñ ar pezh a gar. (…) E skiant ivez na baouez da greskiñ. ‘Vit skrivañ n’en deus ket e bar. Pa wel ac’hanomp oc’h arruout, en em lak en e goazez war un daol, e tap gant bizied an troad dehoù un daolennig maen-glas, hag e harp anezhi war e droad kleiz. Neuze e laka ur vazhig du, moanaet eus ar beg, etre biz meud hag eil biz e droad dehoù, hag eñ da skrivañ, ken brav ‘vel ma raje ur mestr-skol, ar gerioù gallek-mañ : « Bonjour, les pèlerins français ». Da gentañ e chomomp holl estlammet o welet kement-se, ha goude, hep bezañ en em glevet, ez a hon dorn d’hon godell da glask ur bakchij ‘vit ar skrivagner bihan. Kement a stad a zo en hon moñsig, ken e stag adarre da skrivañ. C’hwel amañ ar ger gallek a deu gantañ ar wezh-mañ « Merci ! » Ger berr, ha koulskoude ur ger hag a zo talvoudus evidomp. Goude skrivañ, debriñ. Daoust ha ne vez ket roet da zebriñ d’hon faotrig evel e vez graet d’ar poupigoù ? Nann, nann. Evit diskouez dimp penaos en em vag ar paotrig, e laka al leañnez un tamm bara sec’h dindan e ibilh-skoaz, hag ouzh e dreid un toullad kakaouetennoù, frouezh bihan sec’h heñvel a-walc’h ouzh filbich ar gwez fav. Ha kerkent ar moñsig o kregiñ gant e zent en e vara. Goude pep begad e tiblusk div pe deir gakaouetenn gant bizied e dreid, ha, gant e dreid adarre, e toug anezhe d’e c’henou ‘vit chaokat anezhe war-un-dro gant ar bara. Biskoazh kement-all n’hon eus gwelet. N’hen ankouafomp birviken.

Louis Le Clerc (Kloareg ar Wern), Ma beaj Jeruzalem, moullet e ti Prud’homme, Roazhon, 1903.

Page 89: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

88

POELLADENNOÙ

1. DRM : Dibabit ar Respont Mat. a) Deus piv zo kaoz en istor ? deus ur bugel pinvidik deus ur bugel dilezet gant e dud b) Piv en doa mezh dioutañ ? e dad e vamm c) Gant piv eo bet savet da gentañ ? e dad e vamm ur vagerez d) Gant piv eo bet savet goude ? gant « Maman Sion » gant e vamm gant den ebet e) E pelec’h e tremen an istor ? e Jeruzalem e Konstantinopl e Breizh f) Penaos e vez kavet ar bugel-se gant ar birc’hirined ? ne reont ket van souezhet int, ha laouen trist int g) Petra a dalv al lesanv a vez roet d’ar paotr : « moñs » pe « moñsig » ? un den treut un den a vank ur vrec’h dezhañ un den foll 2. Goulennoù : a) Peseurt lodennoù eus e gorf a zo nammet ? - - b) Pe oad eo ar paotr-se ? c) Perak eo bet dilezet gant e dad ? d) Perak n’eo ket bet savet gant e vamm ? e) Perak eo chomet e ti ar vagerez pemp bloaz nemetken ? f) Perak eo estlammet ar birc’hirined o welet anezhañ o skrivañ war un daolennig maen-glas ?

Page 90: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

89

- - g) Petra eo ar « bakchij » a glaskont en o godell ? h) Peseurt boued a zebr dirak ar birc’hirined ? i) Penaos e ra evit debriñ ar boued-se ? 3. Geriaoueg : Setu er vann kleiz doareoù ar paotrig. Liamm anezho gant ar pezh a glot a zehoù.

E zoare (hervez e dad) • • paket gant ul lien Brec’h kleiz • • truezus

e dreid • • brav e droad kleiz • • vil

e zoare (hervez Mamm Sion) • • N’en deus hini ebet e skritur • • gweet

4. Sevel frazennoù : Gant ar gerioù mesk-ha-mesk eo ret deoc’h sevel ur frazenn a dalv ar frazenn vat a zo a-us. Ur memor bras en deus A ZESKIÑ GAR AR EO GOUEST PEZH DA Hegarat-tre eo EO PEZH BEZAÑ AMGRAUS AR A C’HELL N’eus ket daou zen gouest da skrivañ evel ma ra E BAR N’EN DEUS SKRIVAÑ EVIT KET

Page 91: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

90

Skeudenn tennet ag ur paper euvrer embannet get Dihunamb er blezioù 1930

Page 92: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

91

Ar sembolenn Daou di-skol a oa, unan lik evit ar baotred hag unan kristen evit ar merc’hed. An hini lik a oa renet gant an Aotrou Bouder, genidik a Blougonver, ouzh e skoazellañ un eiler yaouank, an Aotrou Losteg, a Lohueg. Ne oa ket kalz a baotredigoù e skol an Ao. Bouder, daoust da Garnoet da vezañ ur barrez vras, gant he 2.800 a drevidien. Ne veze ket kaset an holl vugale d’ar skol, pell ac’hano… Mar boamp tri-ugent, e oa an hirañ… Bet on pevar bloaz o heuliañ skol ar bourk. Eno ‘m eus desket ar « rudimant », evel ma lavared. Deskard mat a-walc’h e oan, plijout a raen d’an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue du-mañ da ober kaoz gant ma c’herent, ha da gas dezho ma notennoù. Nemet avat, e rebeche ma zad na zalc’he ket a-walc’h warnon da gaozeal galleg. Ne oa nemet brezhoneg holl ganimp kanfarted vihan, hag ar paour-kaezh Ao. Bouder a golle kalon o welout na zeske netra an hanter eus e vugaligoù. Ne zeue ket en e benn evel just, e oa fall an doare-deskiñ ; tamall a rae ar vugale hag o zud, e-lec’h tamall ar C’houarnamant, a oa e Zoue – rak fougeal a rae gant ar Republik. E skol Garnoet, evel e lec’h all e veze roet ar « sembolenn » d’ar re a veze tapet o vrezhonegañ. Ur votezig-koad a oa ar sembolenn. Un devezh, ma oa degouezhet ar sembolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude ar skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs. « Gant piv emañ ar sembolenn hiriv ? » a c’houlennas an Aotrou Bouder da beder eur. Grik ebet gant den. « Alo, respontet ‘ta an neb en deus ar sembolenn ! » Grik ebet c’hoazh. « Ma, eme ar mestr-skol, mar n’en em ziskuilh ket an hini en deus skoachet ar sembolenn, e chomot holl e pinijenn betek koan. - Me ‘m em eus kollet anezhi... emezon-me en ur ober van da ouelañ. - Pelec’h ‘c’h eus kollet anezhi, Jaffrennou ? - Kouezhet eo e-barzh ur puñs hep gouzout dare din. - Penaos ‘ta ? Kouezhet er puñs. Gaouiad ! Anzavit ‘ta hoc’h eus stlapet anezhi er puñs, maleürus bihan. Kastizet e viot, ha start ! » Ober a reas an Ao. Bouder ur sach war ma divskouarn, lakaat a reas war ma fenn ar « boned azen » gant gourc’hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev. Met kollet ar sembolenn, ne voe ket graet unan all goude se. Pa oan er skol, an taolioù hag ar skouarnadoù a oa aotreet. An Ao.Bouder en doa ijinet div jahinerezh nevez. Sachañ war an divjod gant e zaou viz ha skeiñ taolioù reolenn war du diavaez an dorn. « Astennit ho torn ! » Dav ! un taol reolenn. An hini a vouzhe da astenn e zorn, en deveze daou daol e-lec’h unan !... Lod eus ma c’hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoù ken na oa hanter zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa. Lod arall a dape taolioù-botez en o revr hardizh, evel Maoris an Dod, unan hanter inosant, a lakae droug da vont er mestr-skol gant e c’heizoù. Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d’ar c’houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d’ar skol. » E-lec’h mont, kalz a rae skol-louarn e-pad an deiz, hag a zistroe d’ar gêr d’abardaez-noz en ul lavarout e oant bet er skol. Den ebet n’ae da glask pelec’h e oant bet.

Taldir Jaffrennou, Ur wezh e oa... 1944 ; ademb. get Hor Yezh, 1985

Page 93: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

92

Skeudenn get Fañch ar Goaill, Bilzig, embannadurioù Emgleo Breiz, 1963

Page 94: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

93

Bilzig dirak ar barnour Ur gwall dra a zo en em gavet er vourc’h : bugale a zo bet o laerezh per e liorzh ar person. Bilzig, o vale dre eno get e ziv c’hoar vihan hag e vreurig, n’eo ket bet evit tec’hout ken buan eget ar ganfarted all, ha tapet eo bet get ar sakrist. Ma oar hemañ ne oa ket Bilzig o laerezh e kred neoazh e vo aes ober dezhañ flaterat ar vugale all. Met Bilzig ne bleg ket ; hag ar person, un den rust ha kalet a galon, a gas an afer dirak ar barner. Setu galvet holl bugale ar vourc’h da dremen dirak ar varn a vo dalc’het er presbital. Kerent Bilzig, int, n’int ket deuet, hag aes eo kompren : marvet int o-daou ; e « vamm Izabel », ar vaouez he deus kemeret ar vugale en he zi, n’eo ket deuet kennebeut. Trouz hag enkrez er bourk ; petra ez aer d’ober d’ar vugale ? Hag ar vugale hag o c’herent d’ar presbital. Evel just, Bilzig a oa bet galvet ar c’hentañ dirak ar barner. Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras ; en e-gichen, a-zehoù, ar person ; a-gleiz, ar c’hure ; an daou archer, hag ar sakrist e toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud ; war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh. Bilzig a sellas a gorn ouzh ar barner, hag a-dreuz ouzh an div wialenn. - Lavar din, mabig, ha te ‘zo bet e gwezenn ber an aotrou person ? - N’on ket, aotrou. - Ma, n’eo ket te, mabig, a zo bet tapet gant ar sakrist o tebriñ per ? - Geo ! - Ar per-se marteze a oa kouezhet o-unan ez kenoù ? Ger ebet. - Respont, mabig ! Ne vo ket graet a zroug dit, ma vezez fur… Lavar ar wirionez. N’out ket bet er wezenn ? - Nann, aotrou. - Goût a ran, met bugale all a oa eno. Ne oas ket-te, moarvat, da-unan ; hag anavezout mat a rez-te ar re all. Lavar piv int ? Bilzig ger ne rannas. - Me ‘oar ervat ec’h anavezez anezhe. Lavar piv a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha diouzhtu ! Piv a oa ganit ? - Madalenn, Yannig, Katellig, aotrou, a oa ganin. - Degasit anezhe amañ ! eme ar barner d’an archerien. An tri vugelig a oa el liorzh o c’hortoz o breur An archer a dapas krog enne hag o bountas er sal. Ar person, ar c’hure, ar sakrist, an archerien n’int ket bet evit en em viret da c’hoarzhiñ. Ha da c’hoarzhiñ ivez a re a oa e-barzh an añtre, hag ar re a oa en diavaez. Ar barner ne c’hoarzhe ket, droug ennañ, bronduet e zivjod, fuc’hal a rae ! Un taol lagad a gorn d’an archer : - Krogit ennañ !… C’hoarzhiñ goap ouzh ar varn, ouzh ar barner ! Krogit ennañ !… Ar wialenn !… - N’am skoit ket, aotrou, n’eo ket me ! - Ober goap ! Goap !… Lavar piv ? Ger ne respontas ar paotr. Un archer a dapas krog er wialenn. - Piv ?… Lavar piv… - ‘Lavarin ket. - Ac’ha ! ‘Lavari ket ?…

Page 95: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

94

Poan a zo bet gant ar paotr, gweñv e gorf evel ur silienn ; kroget en neus gant e zent e dorn un archer. Setu eñ war an daol, liammet troad ha dorn. - Lavaret a ri ?… Ger - Un taol ! En aer ar wilaenn a c’hwiban. Ur skrijadenn ! - ‘Lavarin ket ! ‘Lavarin ket ! Ar wialenn a bege ouzh kroc’hen e beñsoù : unan ! daou ! tri ! pevar ! pemp ! Semplet ar paotr… Pa deuas ennañ, en-dro dezhañ e vreur hag e c’hoarezed o c’houelañ, dirazañ ar barner hag ar person. - Pennek out, mabig, pennek ! Imor fall a zo ennout, ijin fall, ‘m eus aon. Diwall, mab, diwall ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ez an da zeskiñ dit : Neb na sent ket ouzh ar stur Ouzh ar « wialenn » a raio sur ! - N’eo ket me ! N’eo ket me ! a advouskomze ar paotr en ur valbouzenniñ. N’eo ket me ! - Prenn da vragoù, hag er-maez ! Bilzig a grogas e dorn Katellig, an daou all d’e heul, liv ar marv en e gerc’henn. Ankeniet, e galon a lamme en e greiz, poan gantañ o tennañ e alan, an daeroù o ruilhañ war e zivjod. War e lerc’h, pemp pe c’hwec’h paotr all o deus tañvaet blaz ar wialenn ; hini anezhe ne zalc’has penn ouzh ar barner. Hag eñ hag ar person o deus klevet penn-da-benn an doare ; klevet ivez penaos Bilzig n’en nevoa bet nep perzh el laeroñsi ; debret en nevoa bet ur berenn, gwir eo, met skañv a oa e bec’hed, kriz ar binijenn. - N’eus forzh ! eme ar barner ; ken gwazh an hini a zalc’h ar sac’h hag an hini a laka e-barzh. Met an aotrou person ne oa ket skañv e vennozh ; ha meur a wezh, ha pell goude, pa wele ar paotr e rae ur distro war an arvest c’hoariet en e sal, hag e goustiañs a rebeche dezhañ gwialenn ar barner. Holl bugale ar bourk en nevoa gallet doñvaat ; Bilzig biskoazh. Bilzig, pa wele an aotrou person, a lakae e zorn war e beñsoù, ha da redek : kaout a rae dezhañ, seblantout a rae dezhañ e c’houzañve ar wialenn war e groc’hen. Evit ar barner ar wialenn a oa e lezenn e-keñver ar baotred, ha na Bilzig nag e binijenn n’o devoa kleuzet o arroudenn war daolenn e eñvor. Dir e galon, enep an druez ; e-pad e vuhez a varner, gwelet en nevoa gwazh, pegen gwazh, ha gwashoc’h c’hoazh, hag e goustiañs, pell amzer a oa abaoe, ne fiñve ken en e greiz ; marv e oa ar preñvig bihan-se dirak pinijennoù ken dister : un taol gwialenn !… Pa erruas Bilzig er gêr, Izabel a oa o fichañ lein. - Jezuz ! Petra ‘zo c’hoarvezet ganeoc’h-c’hwi ? Hag ar vugale da ouelañ. Izabel ne oa ket bet betek ar presbital : gouzout mat a rae penaos Bilzig n’en nevoa ket laeret, ha ne oa ket deuet en he c’hredenn e vije bet skourjezet. Poan galon dezhi dirak daeroù he faotr. - Na ouelit ket, bugaligoù ! Na ouelit ket, paour-kaezh paotr !… Plegañ, va bugelig, pe derriñ !… - N’eo ket me, mamm Izabel, n’eo ket me !… Ha ne oad ket evit tennañ netra all deus e benn. Skourjezet e oa bet hep abeg, n’en nevoa ket laeret. Debret en nevoa ur berenn, laeret n’en nevoa ket.

Fañch al Lae, Bilzig, emb. Buhez Breiz, 1925

Page 96: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

95

Mont d’ar skol tro 1920, er vro Vigoudenn

Evit mont d’ar skol da viz Here, o vezañ n’eo ket yen c’hoazh an amzer, ma mamm he deus lakaet renkañ din ur gwiskamant soudard kaki bet d’am eontr Yann en neus servijet e-pad bloavezhioù en Indez-Sina a-raok dont da vezañ lazhet war an dachenn vrezel e Tahure. Chom a ra un all, damnevez, er val-ofiser. Setu ma ‘z on pourvezet evit pell. N’eus graet nemet cheñch boutonoù war ar chupenn. Hejañ-dihejañ ‘ra un tamm war ma roched, met bez’ eo da c’hortoz ur jiletenn c’hloan stammet din gant ma mamm evit ar goañv. Hag ouzhpenn, un tammig re hir ha re ledan eo war bep tu abalamour emaon da vrasaat. Ar bragez a ziskenn din da hanter kov-gar. Bez’ em eus loereier gloan glas, graet ivez gant ma mamm koulz hag ar chaosonoù. Ur rumm boteier nevez-flamm, tachet gant ma zad, koaret penn-da-benn hag a lintr e-giz un heol du. Peogwir n’eo ket onest mont war benn noazh, ez eus graet kempenn evidon ur c’halot degaset gant ma zad deus ar brezel. Ar brezel-se, da vihanañ, en no servijet da wiskañ ac’hanomp un disterañ. Kalz eus ma mignoned vihan a rod eveldon gant e restajoù. Roet en neus deomp un dra all, diouerus a-walc’h hennezh : al laou, ma konter int deuet deus an trañcheoù gant ar vrezelidi. Bez’ e ranker kregiñ bemdez-Doue da stourm outo didruez. Madik c’hoazh evit ar baotred o fenn damdouzet peurvuiañ. Ar paour-keizh merc’hedigoù, avat, a leñv bep mintin dindan an dirouestlerez. O mammoù a labour warno start gant ar grib a-us d’ur plad pri gwenn. Dre ma kouezh ennañ al laou du, ar merc’hed bihan a frik anezho dindan ivin ar biz-meud, « mailhig al laou ». Evel-se e pakomp an herezh deus dienez hon tadoù. Kaer hon eus labourat gant ar meud, al laou en em zifenn mat. Er skol, ar vistri a welo outo a-wezhoù o tiheñtañ war un tal pe o kouezhañ war ur bajenn gaier. Nebeut-ha-nebeut e teuimp a-benn d’en em zieubiñ diouto a-drugarez da bep seurt tretoù ma trok ar merc’hed ar sekredoù anezho an eil gant eben. Marijan Bourdon he deus kavet unan hag a zo ur gwir vurzhud evidon. Ma c’halot a dalvez din da gentañ un dismegañs bennak. O vezañ m’en eus graet ma zad e servij gant ar ganolierien, ar c’halot-se en neus ur rizenn ruz a ra c’hoant da vugale ar soudarded war droad, rizennet e melen. Ganeomp-ni, ar ruz a drec’h dalc’hmat war ar melen, gwelloc’h lazig a ra d’al lagad. Ar re all a ginnig din trokañ anezhañ evit o hini gant un teñzor bennak da heul, evel ur gountell dibav pe ur vatalm-blezhet. Ha me a zalc’h penn ; kalot ma zad ‘n hini eo. Kement-se a dalvez din un taol peuk bennak, rak n’emaon ket e-touez ar re greñvañ. Tra gaer, chupenn gaki an eontr he deus dalc’het ganti he chakotoù bras boutonet. Lakaat a ran e-barzh ma c’halot pleget kerkent hag erru e porzh ar skol, kuit din da chom war ma fenn noazh ur vunutenn bennak a-raok mont tre er c’hlas. Hag er c’hlas, soñjit ‘ta, e ranker didogañ e-giz en iliz. Didogañ a reomp hep re a boan. Ar brasañ nec’hamant evidon a zo lezel hor boteier dirak an nor. Chom a reont aze en ur bern, kemmesket, penn-treuzet an eil war eben. Lod eus ar re vihan n’eo ket pinvidik a-walc’h o familh evit dezho kaout chaosonoù. Evit ar re-mañ e ra solioù ha torchennoù plouz pe foenn. Pa rank ar vugale kemer o boteier en-dro en ur vont er-maez, ne gavont ket bewezh ar fournis-se. A-wezhoù ivez ez eus trouz evit ar boteier, ar re greñvañ o klask riñsañ ar re wellañ outo p’emaint ouz o zroad. Ne ya ket re bell an tabut dre ma laka ar vistri an urzh vat da ren. Paour ha pinvidik a zo gwisket damdost memes tra, damdost ken peñseliet an eil hag egile. Nemet ec’h anavezer bugale an toradoù bras dre ma tougont pezhioù dilhad forbuet o breuder gozh, dilhadoù hag a dalvezo c’hoazh d’ar breur war-lerc’h pa ne c’hello ket mui an douger sankañ enno e zivskoaz pe e beñsoù, pa ne ziskenno ket ar mañcheier kalz izeloc’h eget pleg an ilin. Anavout a reer bugale ar mammoù dievezh pe re vec’hiet a labourioù dre ar rogoù, an toulloù takonet fall, met ar re-se n’eus ket outo atav ar re baourañ. Lorc’h meur a hini eus ar c’hanfarted-se a zo ober ar c’hentañ-gwiskañ d’ur rumm dilhad penn-da-benn e voulouz panez roudiennet a leugn ar c’hlas gant frond ur c’hwezh pounner, ur c’hwezh pinvidik. An dilhad nevez, avat, o deus gounezet dija un eil foñs bragez peogwir, er vicher skoliad, e ranker

Page 97: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

96

labourat war e revr. Pa ‘z eo teuc’het an eil foñs, ar vamm a ziwri anezhañ. Ya, met ar bragez, etretant, en neus cheñchet liv dindan ar glavioù sall ken na vez graet eus ar paotrig ur « revr dislivet ». An ilinoù, ivez, a deuc’h spontus war an taolioù, an daoulin war ar porzh hag an hent pa c’hoarier jeu-kanetenn. Neuze ar gemenerez, evit ur gwenneg bennak, a stag tammoù ha ne glotont ket gant ar rest. Mar kredit e ra diaes an dra-se d’unan bennak... Me, ha n’eus bugel nemedon evit ar mare, mab d’ur vamm hag a zalc’h berv d’hec’h anv mat, me a zo e-touez ar re nebeutañ fall wisket. Bez’ ez eus zoken ganin ur bragez lien dindan egile, pezh na zegouezh ket gant an holl nag an darn vuiañ. Rouez an dilhad-dindan. Hag hini ebet ouzhomp, evel just, ne ‘n eus ur vantell evit an amzer c’hlav, nag hon tadoù ha mammoù kennebeut. Ar muiañ da glemm a zo ar re a zeu d’ar skol eus a bell, re Bennhors da skouer, a rank ober trotig-louarn war ul lev gant n’eus forzh peseurt amzer. Pa ‘z int glebiet, evit an deiz penn-da-benn ’ni eo, poal ar c’hlas oc’h ober gwellañ ma c’hell pa ‘z eus outañ. Pakañ a reont ur gaouad all d’an abardaez en ur vont d’ar gêr. O zruilhoù kailharet a zo astennet da sec’hañ dirak an tan. Antronoz int gwisket adarre, kalet c’hoazh, sec’h pe c’hleb. N’eus ket da bep hini un eil bragez nag un eil rumm chaosonoù. Mar bez glav pilh, an diwezhañ gwarez evit ar gerent a zo en em glozañ gant ur sac’h avaloù-douar. Ar re vihan a chom er gêr, gwazh a se evit al labour penn.

Pêr-Jakez Helias, Marc’h al lorc’h, Terre Humaine, Plon, 1986

Page 98: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

97

Page 99: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

98

Skeudenn tennnet ag al levrig embannet get Cathou

Page 100: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

99

Ki ar c’homandant

1942 pe 1943 : Emaon en ur c’hamp prizonidi brezel, en un tu bennak, en Alamagn. Bez e oa en hor c’hamp tud e-leizh, eus gouennoù disheñvel. Bez e oa, zoken, Sinaiz bet paket war listri ar Saozon ; degouezhet e oant un devezh gant prizonidi all, darn damzu ha darn all hep liv resis. Skornet e oa an hentoù ; graet o doa pevarzek kilometr a-raok tizhout ar c’hamp ; gwisket e oant dres evel pa voent paket, da lavarout eo skañv a-walc’h rak edont d’ar mare-se war vorioù tomm ar C’hreisteiz, ha kalz anezho a oa keginerien pe dommerien. Gallout a reer krediñ e oa nebeut a zilhad war o c’hein ; diarc’hen e oant ivez. Ret e vefe bet gwelout ar paour-kaezh krouadurien-se oc’h erruout e-kichen dor-dal ar c’hamp, disliv o dremm, pounner o zreid ha poan ganto lakaat pep troad a-raok egile ; kerzhout a raent evel ma vefe bet spilhoù diniver war an hent hag e gwirionez flemmet ha koeñvet e oa bet o solioù, gant ar frim hag an erc’h. Pet eur o doa lakaet evit dont a-benn ouzh o fevarzek kilometr ? Tost un hanter zevezh moarvat. Kaset e voe ar reuzeudien-se e lochennoù rannet diouzh hor re gant div renkennad orjal dreinek ; hag eno e vevjont hervez o gizioù. Lous e oant, ha trouzus, ha dalc’hmat oc’h arguziñ an eil gant egile ; kann a veze ivez bep an amzer ; neuze ez ae ar c’hontilli war-raok ; ur from ! Bez e oa komandant ar c’hamp un diskennad eus Gallaoued ; dougen a rae un anv gall, ha komz ervat ar galleg ; ne oa ket un den drouk e-keñver ar brizonidi. Dalc’hmat e veze gantañ ur c’hi bras ha gell sklaer ; a-wezhoù ez ae hemañ da vale dre an alezioù, e-unan penn. Un devezh e c’hellas mont tre el lochenn ma veve ar Sinaiz hag o c’henseurted. Gwelet e voe oc’h antren ; met ne voe ket gwelet o tont er-maez. Petra ‘oa bet c’hoarvezet gantañ ? Klasket pizh e voe evel just gant gwarded ha tud eus ar burevioù. Ki ebet. Hag e tremenas an amzer. A-benn ar fin e ouezjomp ar segred : paket e oa bet ar c’hi gant ar Sinaiz, lakaet d’ar marv, diskrochenet, dibezhiet, poazhet ha… debret gant kalz a joa, moarvat.

Alan an Diuzet, Eñvorennoù eur prizoniad, embannet gant an oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon).

Eil embannadur get Al Liamm e 1980

Page 101: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

100

Skeudenn tennet ag al levrig embannet get Cathou

Page 102: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

101

Un tec’hour kalonek

Miz Du 1940 : Gant soudarded all, Bretoned en o mesk, eo tapet an Diuzet gant an Alamaned. Diboa Mezheven emaint bac’het en ur c’hazarn e Hanternoz ar Frañs. Komzet e vez a cheñch lec’h, ha kroget eo ar brizonidi da soñjal e vefent kaset davet ar C’hornog, davet Breizh… Ur beurevezh e voemp bodet e porzh ar c’hazarn hag ambrouget betek ar porzh-houarn. Prestik goude e loc’he an tren war-du an Hanternoz. Neuze e krogjomp da sellout an eil ouzh egile, nec’het da vat : e-lec’h mont etrezek ar C’hornog edomp o skeiñ war-du Bro-Veljia. Ne oa ket tomm an amzer peogwir e oa miz Du o vountañ ac’hanomp e-kreiz ar yenijenn a oa deuet abred ar bloaz-se. Edomp daou-ugent bennak er vagon, chouchet an eil ouzh egile. Sevel a rae unan ac’hanomp, gwezh an amzer, evit sellout dre ar prenestrig. Anavezout mat a rae ar vro rak ganet e oa e-kichen Valenciennes. Prederiet e oa ar paotr ; ne sache ket e selloù diwar ar parkoù hag an tiez. Padal e chomemp-ni gourvezet war leur ar vagon, faezh-divi, hanter voredet. Edo an heol o vont da guzh. Souchañ a rae va c’heneil, beleg Brest, muioc’h-mui ouzhin evit kemer un tamm eus va zommder. A greiz-holl e weljomp ar soudard o vont hag o tont, mall warnañ, hag o klask un dra bennak. « Va sac’h ! Va sac’h ! » emezañ. Neuze e tapas krog en e « vuzetenn » hag e krias : « Va zi ! Va zi ! Gwelet em eus va zi ! » Buan e sailhas gant ar prenestr, e stlapas e vuzetenn er-maez hag en em silas evel un naer dre an toull, e benn da gentañ. Kerkent e savjomp holl evit herzel an tec’hour ; met primoc’h e oa bet egedomp hag e kouezhas war ribl an hent-houarn. Neuze e vo klevet un dennadeg spontus : fuzuilhoù ha mindrailherezed. Tridal a reas hon c’halonoù ha dislivañ hon dremmoù : « Daoust hag e oa bet paket gant ur boled ? » Soñjal a raemp e oa bet gloazet da vat o kouezhañ. Met a greiz-holl, e klevjomp ar rodoù o wigourat ; edo ar starderez o c’hoari ; ha, war-bouez eizh kant metr bennak, e chomas an tren a-sav : Raktal e tostaas trouz boteier pounner ha hopadennoù raouliet ar warded. Digoret e voe neuze ar bagonioù. Klevout a raemp an orjal disgweet o strakañ hag an dorioù o ruilhal war o rodoùigoù bep ma tostae ar soudarded. Goulenn a raent dirak pep bagon ha ne oa ket aet unan bennak kuit. Respontet e veze, nann ! dezho bep gwezh ; hag ez aent kuit o c’hrozmolat hag o lavarout e oa bet lazhet an tec’hour. « Kapout, kamarad ! Kapout, kamarad ! » emezo. Bec’h a oa warnomp, evel just ; met ne gredemp ket evelato, e oa gwir kement-se. Pa voe bet gweladennet an tren penn-da-benn e loc’has adarre. Prestik goude e treuzemp harzoù Bro-Veljia hag e skoemp war-du Bruxelles. Ne fellas da zen ebet mont kuit war-lerc’h an darvoud-se.

Alan an Diuzet, Eñvorennoù eur prizoniad, embannet get an oberour e ti Riou-Reuze (Roazhon).

Eil embannadur get Al Liamm e 1980

Page 103: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

102

Dervezh tennañ d’ar sord e Kastell-Paol An tennañ d’ar sord e Kastell a yoa merket evit an 19 a viz Meurzh 1793. Galvet e oa da vont da lakaat o dorn er sac’h an holl dud yaouank a dro-war-dro, betek Gwinevez, Gwiniventer, Plouvorn hag ar parrezioù all tostoc’h. Canclaux a ouie an dra-se, ha c’hoant a deuas dezhañ dont e-unan da Gastell da lakaat an dud yaouank da sentiñ ouzh lezennoù ar Republik. Mes evel (…) ma n’en doa ket a c’hoant da goll e vuhez e tastumas an dud a yoa diouzh e zoare e kêr Vrest, hag ouzhpenn ur rejimant soudarded anvet Rejimant ar C’halvados, abalamour ma ‘z oant ginidik eus al lodenn-se eus an Normandi, anvet bremañ Calvados. Ouzhpenn kement all a dud e kasas gantañ c’hoazh meur a bezh kanol, rak n’en em fizie ket a-walc’h en e soudarded. En em gavout a reas e Kastell-Paol daou zervezh a-raok an dervezh lakaet evit tennañ d’ar sord. Lakaat a reas sevel teltoù e-kreiz al leur-gêr evit lojañ e soudarded. Sevel a ra e ganolioù harp ouzh an iliz katedral, tro o genoù ouzh an dud. E-pad an noz ha diouzh ar mintin, deiz an tennañ, soudarded ne ehanent ket a vale, gant o fuzuilhoù, dre an holl ruioù eus a gêr. Mes kaer en devoe Canclaux diskouez e soudarded gant o fuzuilhoù, hag e ganolioù gant o genoù du ha spontus da welet, ne c’hellas ket ober aon da zen. Ar baotred yaouank a dlee tennañ d’ar sord, hag ez oant kalz, start war o zreid, plom en o sav, o boned segovi a-ispilh war o divskoaz, a valee hep aon, dre gêr, sioul ha mut da welet. Mut ha sioul e oant c’hoazh, rak ne lavarent grik ; mes, pa selled pizh outo, e weled o daoulagad o lugerniñ hag e kleved o c’halon o lammat en o c’hreiz. Heñvel oant ouzh ar goabrenn a sav en oabl. Goloet eo an heol, du eo an amzer, mes ne strak ket c’hoazh ar gurun. Ar mammoù ne ziskrogent ket kennebeut eus o bugale. Dre ma valeent dre gêr, e teuent war o lerc’h. Anat oa ez oant glac’haret, roudoù an daeloù a yoa war o divoc’h, mes ne oant ket evit lakaat en o fenn e rankje o bugale o dilezer. O c’hlevet a reer o komz evel-hen, pep hini ouzh e vugel : « Evidout-te, va mab, ne di ket kuit. Ha perak ez afes ? Daoust ha brezelioù an dud fall-se a sell ouzhomp-ni ? Mar karfent chom e peoc’h n’o defe trabas ouzh den. (…) Greont da vihanañ o brezelioù er c’hiz ma kirint, gant o bugale o-unan, ha lezont hor re ganeomp-ni. Evit va hini-me ne day ket ganto. » Setu ar c’homzoù a gleved e kement bandenn dud a valee dre ruioù Kastell. Klemmoù ha huanadennoù hon tud a ranne hor c’halonoù ; sevel a reas ar gwad d’hor penn. Mar doamp sonn en hor sav a-raok, bremañ, o klevet hor mammoù, ne reomp ket kalz a forzh a netra. Ne ouzon ket petra oamp o vont da ober pa glevjor ur vandenn o tont war al leur-gêr en ur ganañ ar werz-mañ, savet en amzer gozh, hag a zo en ul levr anvet Barzhaz Breizh. Mont a rejomp holl d’en em heul en ur ganañ a-unan, hag oc’h en em respont pep eil koublad, an eil bandenn d’eben : - Petra leret-hu, paotred yod, Ha paeañ ar gwirioù a reot ? Evidon-me ne baein ket ! Gwell ‘ve ganen bezañ krouget ! - Evidon na rin kennebeut ! Noazh va faotred, va chatal treut : Na rin ket, m’hen toue ru-glaou-tan, Sant Kado kerkoulz ha Sant Yann. (…) - Kent an de e kavfont trouz ha kann ! Ni hen toue mor ha taran ! Ni hen toue stered ha loar ! Ni hen toue eñv ha douar !

Page 104: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

103

Soudarded Canclaux ne ouient ket petra ‘ganemp, mes o welet hon daoulagad entanet, hor bale dichek ha faeüs, e krogas un tamm aon enno. Sevel a rejont o daoulagad da sellet en-dro dezho, hag e chomjont sebezet o welet en holl brenestroù, en-dro d’al leur-gêr, hon tadoù, hon breudeur, hor c’herent hag hor c’hamaraded, deuet ganeomp da Gastell. Anat oa dezho e vije trouz ha kann a-raok an tennañ d’ar sord ; kaout a reas dezho n’o doa na poultr, na plom a-walc’h evit herzel ouzh kement all a dud. Mont a rejont d’an ti-kêr (…) da c’houlenn c’hoazh poultr ha plom. Ar maer lakaet gant ar Republik, anvet Prud’hom-Langon, n’en doa ket da reiñ dezho. Canclaux a gavas dezhañ edo ar maer oc’h ober goap anezhañ, hag en doa c’hoant d’her lakaat da vezañ lazhet, eñ hag e soudarded, gant an dud diwar ar maez. Mont a reas droug ennañ ; lakaat a reas e soudarded da gregiñ e Prud’hom-Langon ha d’hen degas war al leur-gêr. Eno, dirak an holl, e voe lazhet a daolioù kleze hag a daolioù kros fuzuilh. En ur ober ar muntr-se, e kave dezhañ edo o vont da lakaat an holl da grenañ dirazañ ha da lakaat an dud yaouank da dennañ difrae d’ar sord. Allas ! n’eo ket an dra-se a c’hoarvezas ! Prud’hom-Langon a yoa ur maer republikan, n’edo ket ivez ‘ta e kostez ar roue, mes un den a goustiañs eeun oa, ha dre-se, evitañ n’oa ket eus Kastell, oa karet a-walc’h e kêr. Ar gwel eus ar c’horf marv-se, lazhet ken didruez, a lakeas penn an holl da dreiñ. Droug a ya ennomp ; hon tud a deu, d’ar red, er-maez eus an tiez war al leur-gêr, hag holl a-bezh e lammomp war ar soudarded. Den n’en deus aon, buntañ a reomp tud Canclaux, hag, en un taol, ec’h en em gavomp e-harz mogerioù an iliz katedral ; pezhioù kanol Canclaux a zo kemeret ganeomp, emaint etre hon daouarn. Mes siwazh ! den ne oar penaos tennañ ganto ! Ar soudarded, sebezet, a dec’he en hor raok ; ni a skoe warnezho a daolioù dorn hag a daolioù bazh ; mesk-ha-mesk edomp ganto ; c’hoant o deus d’en em dennañ a-gostez evit en em renkañ hervez o giz ha gellout tennañ warnomp. Lod eus hon tud-ni a yoa ivez fuzuilhoù ganto hag en em lakeas da dennañ warnezho, bremañ pa ‘zint dispartiet dioc’h ouzhomp. Ar soudarded a dennas ivez, ha kêr Gastell a dregernas e-pad ur pennad gant an tennoù. Ar gwad a rede, meur a gorf marv, diouzh an daou du, a yoa astennet war ar pave. Canclaux ne gollas ket e benn. Kalz a yoa diskaret dezhañ, evit gwir, mes gwelet a reas n’oa urzh ebet en hon touez-ni, ha ne ouiemp ket stok ar brezelioù. Lakaat a reas e youl da dennañ talvoudegezh a gement-se. Dastum a reas en-dro dezhañ ar soudarded chomet e buhez ; gourc’hemenniñ a reas dezho en em deuler warnomp, a-benn-her, o baionetez e beg o fuzuilh, bezañ didruez ouzh an holl, ha diskar d’an douar muiañ ma c’helljent, kozh ha yaouank, gwazed ha merc’hed ; hag ar pezh en doa gourc’hemennet a voe graet en un taol. Ar soudarded, pep hini en e renk, a lamm warnomp ; skeiñ a reont a-gleiz hag a-zehoù, kas reont tud d’an traoñ, toull gofiñ a reont hemañ, dallañ a reont henhont, terriñ a reont e c’har da un all… Ar Vretoned a chomas mantret. A-enep beg lemm ur vaionetez, petra oa o fenn-bazh, petra oa zoken o fuzuilhoù ? Ni, ne ouiemp ket c’hoazh ar vicher ; edor ouzh he deskiñ deomp, ha diwezhatoc’h e kousto ker d’ar C’hallaoued. Buntet e voemp d’hon tro, hep dale, ha ret e voe deomp mont war hor c’hiz er-maez eus a gêr Kastell. Kriz, ha kriz-meurbet, e oa deomp rankout mont kuit hep kas ganeomp hon tud lazhet ha mac’hagnet, ni hag a venne terriñ, en dervezh-se, e benn ouzh Canclaux hag ouzh e soudarded. E meur a emgann on bet abaoe, koulskoude, ar soñj eus a emgann Kastell eo a zo chomet donañ em c’halon, marteze abalamour ma ‘z eo hennezh va emgann kentañ.

Lan Inizan, Emgann Kergidu, 1877-1878

Page 105: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

104

Skeudennoù get R. Perrin tennet a Ar bont er velin, emb. Dihunamb 1938

Page 106: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

105

Jako Fri-Kamm Meur a wezh, é klask gouiet re, e vez souezh get an den ! Klevit kentoc’h ar pezh a zegouezhas, bout a zo pell ‘zo, pell ‘zo bras, get ur pesketaour, kurius doc’h sour, c’hoantaet dezhoñ gouiet penn da segred ar bed. Ur wezh enta eh oa un den é valé bro. Ur pesketaour e oa, unan dour dous, ha klask a rae ur wazh lec’h ma vehe bet bourrapl dezhoñ ober e vicher. Degouezhiñ a ras dezhoñ un deiz arrest da chakiñ ur greuñvenn, en ur c’haer a dachad àr ribl an Evel. En tachad-se, e seblante an dour bout du-kel, gronnet ma oa get ar bodoù haleg hag e blege ar barroù anezhe da heskennat red an dour. Skudell dour ha limouch a vrave bevennoù ar stêr get o lostadoù gwer hag o bokedoù gwenn. Etre daou venez e rede an Evel, èl ma red atav. Doc’h un tu ema menezioù Boulé ha re Bod-Choch ha doc’h an tu ‘rall re ar Bodri hag ar Faoued, savet eno get an Autru Doue evit difenn peoc’h ar flagenn bourrus-se. Doc’htu e kavas brav ar baleour-bro ar c’hornad, hag a-benn en em lakas da sevel ul loj e korn ur bratell glas. Pevar pilot koad, bountet en douar, un doenn banal ha heek, un toull en doenn evit ar moged ha setu tiet man den. Mechal piv e oa-eñ ? Hag a beban e tae-eñ ? N’er larin ket deoc’h, rak er gouiet ne ran ket. Moranvet e oa Jako Fri-Kamm get bugale an dro, rak m’en doa ur fri hir-hir, ur fri hir ha kromm hañval doc’h un divoucher gouloù. Evel-se eh oa e fri ivez ha n’en tamallan ket dezhoñ peogwir, hervez ma larer, nend eus fas brav erbet a zo bet difetet get ur fri hir. Ha neuze, evel mah oa eh oa... Hani ne dostae forzh-kaer da loj Jako, rak kentizh ma wele ur stronk lapous bennak é flaerat en-dro dezhoñ, eh ae ar boulom àr e lerc’h get e gorzenn hir. Hag evel mah oa ul linenn e penn ar berchenn, hag un higenn e penn al linenn, dam ! ar vugale e dape botoù-kazel ha ne dostaent ket ken. Didrous enta e veve Jako en e lojig àr ribl an Evel. Adal ar mintin betak an noz e veze gwelet é klask preñved, é kempenn e linennoù hag é heuliat kammdroiennoù ar wazh. Pesked a dape, biskoazh kement ‘rall ! Leun e oa an dour anezhe an amzer-se, pesked a bep sort brasted hag a bep sort liv, sort ne weler ket mui en amzer-mañ. Kollet eo an nasion anezhe pell ‘zo ! Un deiz eh oa Jako é harchennat arre doc’h ar pesked, a pe zas dezhoñ gwelet ul loen é krog e preñv e linenn ; ur pesk moj mortalus, get pezhioù daoulagad luc’hek en e benn. « Mechal petra an diammik eo hennezh, a soñjas Jako. Deomp dezhoñ da welet ! » Ha setu-eñ é harpiñ e gein doc’h ur wezenn, é tenniñ, é sachiñ par ma c’helle, krommet e gein getoñ, krommet ar gorzenn, krommet e fri get ar souezh, muioc’h eget biskoazh. Met poan gollet ! Tenniñ ar pesk er-maez ag an dour n’helle ket. E benn hepken a save getoñ a-dreist an dour, ur penn bras-bras evel hani ur boser ! « Hama, a lâras Jako, mar nen dit ket er-maez dre vrav, donet a rahet dre vil, loen paour. » Ha Jako d’e lojell da glac’h e « astell » pe e fuzuilhenn mar karit. Hag eñ da lakaat dafar enni. Met dafar n’en doa ket mui ! Eñ aet neuze ha bountiñ div vezenn en e fuzuilhenn e-lec’h an draj. Pan ! Pan ! Daou denn lerc’h-oc’h-lerc’h, ha setu fardet an div vezenn e penn ar pesk, unan e pep lagad dezhoñ. « Bremañ, eme ar pesketaour, e tay ar « bidoc’h » er-maez evelkent ! » Hag eñ ha diskenn en dour betak e zivgazel, e sigur en tenniñ tre. Met an dour en-dro d’al loen a oa ken yen, ken hirisus, ma oa bet ret da Jako el leskel er wazh e’it monet da doemmet. Ha noz a oa daet. Skuizh-brein doc’h em hersal en-dro d’al loen divalav, Jako a gasas d’an deiz àr-lerc’h al labour n’en doa ket fonnet ober. Fonnapl en doa souret ar c’housked àrnezhoñ hag, e-pad an noz, eh as e spered àr el loen souezhus en doa gwelet. Huneal a ras àrnezhoñ, ha dre e gousked er gwele é krapiñ àr ar bratel, eh arru e-tal toull dor e loj, e veg digor frank-frank getoñ, evel evit el lonkiñ en ur begad !

Page 107: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

106

Ur fall nozvezh kousked e oa bet evit Jako ha kentizh ma klevas kog Boulé é tiskan da gog Bod-Choch e strimpe er-maez ag e wele da ouiet doere d’e besk. Nag ur souezh evitoñ a pa zegouezhas getoñ ! Div wezenn uhel-uhel, div zervenn daet e penn ar pesk, a-ziàr an div vezenn-hont, en doa kreskaet, kreskaet ! Ha hirat a raent bepred... Touch a raent doc’h ar c’hogus, monet a raent en tu ‘rall dezhe. Hep arvar eh arruent get an neñv. Da gentañ e krede Jako eh oa atav get e hune, met a-brest e komprenas eh oa dihun-kaer ha gwir-mat ar burzhud a wele dirak e zaoulagad. Ha daet ar soñj dezhoñ en en doa c’hoantaet lies gouiet petra a oa en tu ‘rall d’ar billig glas-se a wele dreist e benn a-c’houde ma anave droug doc’h vad hag a veze staget àrnezhi d’an noz kement a voutonoù melen. « Mechal, a soñj-eñ e’it ar gantvet kwezh, mard eo aze ema ar Baradoez ? Eh an da esae gouiet peogwir e kavan an tu hiziv. » Ha Jako d’e loj a-benn, da glask ar brasañ tarer en doa. Er bountiñ a ras àr-dreñv e gein, edan stagell e vandenn lavreg, ha goude bout skopet mat en e zaouarn e’it reiñ krog dezhe, eñ ha krapiñ er wezenn a seblante dezhoñ an uhelañ. Liant evel ur rac’h-koad, monet a ra a varr da varr. Pellig-mat en doa reket evit monet betak ar c’houmoul ; aet e oa en tu ‘rall ha tostaat a rae da vlein an dervenn. Eh oa eh arru get ar billig ! Neuze e ras un tenn anal, hag e taolas ur sell disprizus àr an douar a wele etre daou damm kogus é postal unan àr-lerc’h an arall. Tourioù moan e spie é tibouk dre vesk ar c’hoadoù, met dister e oant evel spilhoù. Ar gwez derv en-dro d’an douaraouier a seblante bout nozeganed é koroll al laride, hag an Evel, strizh evel un nac’hennig, a splanne gwenn kann etre an daou venez ha ne ziskouezent ket bout kalz uheloc’h eget daou vern douar goz. Goude an diskuizh-se, Jako a grapas arre, hag emberr eh oa lein e dok doc’h deun ar billig. Krog a ras en e darer bras ha d’al labour doc’htu. Difonn, difonn eh ae an traoù getoñ. Start e oa ur bam ar metal tra glas-se. « Ne vern, eme an den, derc’hel a rin e-pad ma bez dalc’het din ! » Siwazh d’e galon ! Ne oa ket dalc’het dezhoñ, setu ! En un taol eñ a santas penaos e pellae, e pellae e zaou droad trema ar sav-heol, peotramantig eh oa e darer a bellae, a bellae trema ar c’huzh-heol... Ne oa ket e’it goût reizh ; eh oa evel un den en hent-houarn, ha ne oui ket mui forzh-kaer ha eñ-eo a bost pe ar gwez ! Derc’hel a ras start ar e darer ha setu-eñ, a-benn un herrad, distaget-groñs doc’h ar wezenn, e zivhar é labourat an aer ag an amzer evel re ur gwiader. Ne oa mui harp erbet edan e dreid, ha troiñ e darer n’helle ken. Lies a wezh en doa graet goap ag ar boulom Galile, un amiod, a lâre-eñ, hag a venne lakaat an dud da grediñ e tro an douar. Ar wezh-mañ ema dav dezhoñ krediñ ne oa ket gaou ar pezh e lâre Galile. Arru e oa an div wezenn un tam mat a-zoc’htoñ ! Penaos ober ? Arrest mekanig ar boulom ? Ne oa ket an alc’hwez getoñ... Chomel a-skrebilh doc’h an tarer ? N’en dehe ket harzet pel evel-se, rak sourdiñ a rae e zivrec’h. Ret e oa dezhoñ enta em leskel da zeval. Gwelet a rae an Evel edantoñ. Mard a eeun d’an dias, e c’hell kouezh a-barzh ha parraat a dorriñ e gostezioù. Blotoc’h e vehe atav evit rec’hier Bod-Choch. Ha Jako da zistag a-zoc’h e darer ha da vonet, da vonet, da vonet ha da cheñch penn oc’hpenn kant gwezh beta ken ne gouezhas àr roc’h bras menez Bod-Choch, baou ! ken ponner ma faoutas ar roc’h getoñ. Aet e oa a-barzh betak an divskoaz : e benn hepken er-maez... Ema atav eno, splann er-walc’h da vout gwelet, e’it an hani ne gred ket. Met a-c’houde ema troet e benn da vout maen. E-lec’h e zaoulagad eh eus daet daou vaen-gwer splann. Bremañ eh eus graet hentoù-houarn er c’hornad-se ha hentoù-pras kroaz-digroaz. A pa zegouezho deoc’h tremen da greiz an hañv àr hent Baod, doc’h Gwern-Alan, a pa vo an heol é sevel, sellit trema lein Bod-Choch ha c’hwi welo é luc’hiñ get terennoù an heol, daoulagad ruz-tan Jako Fri-Kamm plantet eno betak ar varn diwezhañ rak m’en doa c’hoantaet gouiet petra a zo en tu ‘rall d’ar « billig »-hont.

Loeiza ar Meliner, Àr bont ar velin, Dihunamb, 1938

Page 108: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

107

Bopig Rouz lufrus evel ur gistinenn. Tammiket a dakonoù blev arc’hant. Un disterig lost. Div skouarn hir o fiñval a bep tu d’ar penn fin ha speredek. Daoulagad aour-teuz karget a vadelezh. Setu ma c’hi kentañ. Ur Spagnol Breizhat a ouenn c’hlan. Roet e oa bet deomp krennik dija. Amzeien ma mamm, tud pizh ha skragn, ne c’houlennent ket magañ ur c’hi na servije da netra. Int o doa roet dezhañ un anv ken droch. Klasket hon eus lakaat un tamm liv brezhonek war ar « Bobi »-se. Met, brezhonakaet pe get, ne oa ket gwall vrav e-skoaz kaerder dibar al loen. Bevañ a raemp d’ar c’houlz-se e ti ma mamm. Ur ranndi, e-kreiz ur gêriadenn hep an disterik liorzh dezhi. N’eo ket aes sevel seurt chas hag o mirout sioul en ur ranndi ! Gant an amzer, ober a rae hor c’hi e gresk. Ha peogwir e kase dent, an nebeutañ tra dezhañ ‘oa ober taolioù esae gante ! Ma mamm o tistreiñ eus an oferenn ur wezh, a glaskas pell hanter all he chaosonaouenn. Gellet he doa dastum ar bruzhunoù en trepas. Ha me ! Tost din bezañ paket un taol-gwad pa gavis rideoz tul broudet ar sal vras, an dantelezhenn gaer graet gant an dorn, aet da chelpi ! Kounnaret ‘oan war e-lerc’h an deiz-se ! Gourdrouz ! Azezet war e dalbok dirazon, e benn stouet a gostez, sellout a rae ouzhin, ar souezh, ar sebez bras en e zaoulagad sklaer. Santout a rae en doa graet un dra falloc’h eget ar boaz pemdeziek, met evitañ, dantelezh pe votoù, peseurt diforc’h ? Ma mamm, mouezh ar furnezh, da sarmon din : « An dra-se, emichañs, a zesko deoc’h diwar ho koust ! Ma karit memes, dastumit kement loen savetaet gant an tad Noe en ho ti ! Propoc’h ‘ve deoc’h klask an dizober eus ar c’hi-se a-raok ma vo drailhet kement tra vat ho peus ! » An dizober eus Bopig ? Aes ‘oa da lâret. Re ziwezhat ! Kemeret en doa e lec’h em c’halon. Bez e c’hellfe debriñ holl zantelezhioù an ti pa ne vefen ket war soñj. Petra eo se e-keñver mignoniezh ur gwir geneil feal ? Fealañ n’em eus bet biskoazh em buhez.

Frañseza Kervendal, Un aod, ur galon, Barr-Heol, nnn 57, Gwenholoñ 1968

Page 109: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

108

POELLADENNOÙ

Lufrus : lufrañ, luc’hañ a rae. Botoù nevez siret, ur c’harr nevez gwalc’het a lufr dindan an heol Tammiket a dakonoù blev… Toupennoù, takadoù, tammigoù blev gwenn argant a oa e-mesk ar blev rouz. … a ouenn c’hlan : ur gwir Spagnol Breizhat e oa ar c’hi ; ne oa ket ur bastard. Krennik : brasik, bras a-walc’h dija. Tud pizh ha skragn : Amezeien (Voazined) ar vamm a oa tost diouzh o argant, ne blije ket dezho dispign o argant. Ar bruzhunoù : ar restajoù, ar pezh a chome eus ar chaosonenn bet drailhet tout gant ar c’hi. Aet da chelpi : Bet chaket, drailhet, lakaet a dammigoù gant ar c’hi. (galleg : charpie) Azezet war e dalbok : Azezet war gab e revr. Ar furnezh : soñjit e fur : un den fur. Kontrel ar furnezh a zo ar sotoniezh.. Sarmoniñ d’unan bennak : Ober trouz d’unan bennak, klask diskouez dezhañ petra en deus graet a fall. (eus ar galleg : sermoner) Dizober eus un dra bennak : Pas derc’hel un dra bennak . Amañ : reiñ pe gwerzhañ pe lazahañ ar c’hi Bout war evezh : Diwall mat. Feal : fidel. Keneil : kenseurt, kamarad. I.- Dizoloiñ ar skrid. 1°- Petra eo ar skrid-mañ (Ur skrid a faltazi ? Ul lizher ? Un tamm eus ur pezh c’hoariva ? Eñvorennoù buhez ?…) ? Perak e lârit kement-se ? 2°- Piv en deus skrivet ar pennad-mañ ? Daoust hag-eñ eo ur gwaz pe ur vaouez ? Daoust hag-eñ eo ur skrivagnour/ez anavet ganeoc’h ? Lennet ho peus dija un dra bennak skrivet gantañ/ganti ? Petra ? 3°- Ur c’hi eo an haroz amañ.

- Petra eo e anv ? - Ne oa ket bet lakaet « Bopig » da gentañ tout. Penaos e oa e anv ? Piv en doa roet

an anv-se dezhañ ?

Page 110: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

109

- Perak he doa Franseza cheñchet anv dezhañ ? Perak « Bopig » ha pas « Fridu », da skouer ? Ha plijet-bras eo Franseza gant « Bopig » ?

- Ur Spagnol Breizhat e oa. Hag anavout a rit an ouenn-se ? Gouiet a rit abalamour da betra emañ bet roet an anv-se dezho ? Peseurt chas int (chas gward, chas jiboes, chas « madam », chas saout,…) ?

- Ha gwir eo e vez diaes sevel seurt chas en ur ranndi ? Perak ? 3°- Achuet eo an istor, d’ho soñj ? Perak ? Mar kavit ganeoc’h n’eo ket achuet, ijinit ar pezh a zegouezho goude ha kontit kement-se d’ho keneiled/keneilezed. II.- Labour àr ar gerioù. 1°-Petra a dalv…

• « … Roet e oa bet deomp krennik dija » ? (klaskit KRENN er geriadur) - bras a-walc’h e oa dija - sot a oa dija un tammig - bras-tre e oa dija.

• « … ober a rae hor c’hi e gresk » ? - brasaat ha koshaat a rae. - debriñ a rae kalz. - kemer a rae e blijadur.

• « … peogwir e kase dent… » ? - e oa oc’h ober e zent - e oa o tiskouez e zent - e oa o koll e zent.

• « … klask an dizober ag ar c’hi… » ? - kalsk reiñ boued d’ar c’hi. - klask deskiñ ar c’hi. - klask reiñ pe gwerzhañ ar c’hi.

2°- « Chas » a zo liester « ki ». Petra eo liester ar gerioù-mañ ? (sellit er geriadur diouzh rekis)

- Kazh, ur c’hazh : …………………….. - Buoc’h, ur vuoc’h : ………………………..

- Jao, ur jao : ………………………… - Den, un den :…………………………….. - Tarv, an tarv : ………………………. - Yar, ur yar : …………………………….

III- Kompren donoc’h an istor. 1°- Klaskit poltred ur Spagnol Breizhat da begañ war ho follenn. Get biroù, lakait tro-ha-tro d’ar poltred ar pezh a vez lâret a « Bopig » (e vlev, e lost, e zivskouarn…). 2°- Ur c’hi yaouank eo Bopig amañ c’hoazh. Petra ‘ziskouez eo yaouank ? 3°- Piv ‘oa an Tad Noe-se a gomzer anezhañ ? Perak ha penaos en doa-eñ savetaet loened ? 4°- Staget-bras eo e vestrez diouzh « Bopig ». Petra hen diskouez splann ? 5°- Gant piv e oa bet roet ar c’hi da Franseza ?Perak o doa klasket ar voazined an dizober anezhañ ? 6°- Franseza ne c’hell ket ken en em zizober a « Bopig ». Perak ? 7°- « Sarmoniñ » a ra mamm Franseza. Daoust hag-eñ ne gar ket « Bopig » ? Perak e lâr neuze e vehe gwelloc’h en em zizober anezhañ ? IV.- Mont pelloc’h evit an istor.

- Hag ur c’hi, ur c’hazh, ul loen doñvaet arall ho peus ? Pehini/pere ? Kontit…. - Ha c’hwi a zo, c’hwi ivez, un Tad pe ur Vamm Noe ? Kontit…

Page 111: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

110

Page 112: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

111

Pleiben ar gwaied Ne blije ket da Bleibeniz klevout ober Pleiben ar Gwaied ouzh o bourc’hadenn. Setu al lesanv he devoa tapet, koulskoude, abalamour d’ar bandennadoù niverus eus al loened-se a veze gwelet o treuziñ al leurgêr vras, lost-ha-lost, da vont war an hentoù hag er parkeier, en-dro d’ar vourc’h, da glask o boued. Dislangour e oant hag, alies, e taole dezho ar voused da zebriñ tammoù kreun bara krapet ouzh div spilhenn gamm stag o-div, unan ouzh pep penn d’un tamm poell. Hag e veze digarez da c’hoarzhin o welout ar gwaied dalc’het daou-ha-daou gant al las dre o genoù, goude bezañ lonket an tammoù kreun. Un deiz e troas gwaied Joz ar Bizouarn, ar marichal, un div zousenn bennak anezho, e porzh Maria ar Rouz, ar varc’hadourez gwin. War ar bern teil e oa bet stlapet maskoù kastrilhez du, bet e glec’h e-barzh odivi kreñv evit ober « cassis » pe boeson dous. Ne voe ket pell al loened rankles o tebriñ ar maskoù-se hag e tistrojont d’ar gêr, badaouet hag oc’h horjellañ war o diversker. Dizale e chomjont a-stok o c’horf war an douar ha Joz, o tont er-maez eus e c’hovel, o c’havas astennet hag evel marv e-kreiz ar porzh. Hag eñ da c’hervel e wreg : « Marianna », emezañ, « n’ouzon ket petra an tanfoeltr a zo c’hoarveet gant ar gwaied ! Piou an Diaoul ‘n neus bet ar galon da roi ampoezon dê, rak maro int sur a-walc’h diwar un dra bennak bilimus e-giz-se ? — Chesuz-Doue ! Gwerc’hez santel ! » a estlammas ar vaouez, « ampoezonet ar gwaied ? Brao ‘momp ganti ‘vat ! Ma ! fall rak bea an dud war an douar-ma, ‘velato, evit en em lakaat ouzh lôned na reont droug da zen ! Ha petra rafomp brema eus ar paour kêzh gwaied-se ? Martehe n’int ket fall da zibri ? » — Dibri gwaied maro n’ouzomp ket penôs ? » eme Joz. « Biken ‘vat ! N’ho peus nemet displeuña anê ha, ‘benn arc’hoazh, e vint interet ‘barzh un toull er jardin ! » Ha Marianna a hastas displuañ ar gwaied, rak prizet-bras e oa o flu d’ober golc’hidi ha pennweleoù. — Antronoz vintin e kouezhas ar sabatur war ar vaouez, pa gavas he gwaied, divezvet ha bev-buhezek, o pourmen war ar porzh hag o krenañ gant ar riv, rak e-kreiz ar goañv e oa. Hag hi d’ar red da gavout he gwaz. « Biskoazh kemend-all, paour kêzh Joz ! » emezi. « Resusitet e ar gwaied, brema pa int displeuñet ganin, goude ma kreden oant maro ! Petra vo grêt dê da viret oute da vont gant ar goañv ? » N’emede ket Joz war-c’hed eus ur seurt tra ha, goude bezañ chomet alvaonet ur pennad, e respontas d’e wreg : « Petra vo grêt ken nemet lakaat dê bep a chupenn ? » Ha Marianna, o sentiñ ouzh e ali, a glaskas ur gemenerez d’ober chupennoù da wiskañ al loened. Laosket e voe ganto an dilhad-se ken a zeuas plu dezho en-dro ha farsus-tre e voent da welout e-giz-se, landrammus ha dopes, o treuziñ ar vourc’h e prosesion.

Yeun ar Gow, E skeud tour bras Sant-Jermen, emb. get an oberour, 1955 Eil embannadenn get Al Liamm, 1978

Page 113: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

112

POELLADENNOÙ 1. DRM :

Dibabit ar respont(où) mat a) E pelec’h e tremen an istor ? e Pleiben e Gwened e Gwaien b) Deus petra zo kaoz ? laboused klañv tud varv chas kounnaret c) Perak e tapont ar c’hleñved-se ? peogwir o deus evet un dra vilimus peogwir o deus debret un dra vilimus d) Pet den zo e-barzh an istor ? 2 3 4 e) Ha klañv e oa al loened-se a-benn ar fin ? Ya Ne oant ket. 2. Goulennoù a) Perak e vez lesanvet Pleiben « Pleiben ar gwaied » ? …………………………………………………………………………………………………… b) Penaos eo en em gavet ar vandennad gwaied daonet e porzh Maria ar Rouz ? …………………………………………………………………………………………………… c) Peseurt micher a ra honnezh ? …………………………………………………………………………………………………… d) Perak n’eo ket gouest ar gwazi (ar gwaied) da chom en o sav ken ? …………………………………………………………………………………………………… …………………………………………………………………………………………………… e) Petra he deus c’hoant Marianna da ober gant he gwazi (he gwaied) marv ? …………………………………………………………………………………………………… f) A-du eo Joz ganti ? Petra a lavar d’e wreg ober ? …………………………………………………………………………………………………… …………………………………………………………………………………………………… g) Perak e vez dalc’het pluñv ar gwazi (ar gwaied) ?

Page 114: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

113

…………………………………………………………………………………………………… h) Laouen eo Marianna diouzh ar mintin ? Perak ? …………………………………………………………………………………………………… …………………………………………………………………………………………………… i) Peseurt diskoulm a gavont ? ……………………………………………………………………………………………………. 3. Gerioù nevez

………………………………… kafe : ar pezh ar chom er sil/er sac’h-kafe …………………………………………… : ur seurt frouezh ……………………………… : lambig, alkol kreñv-spontus ……………………………… : dañjerus evel un naer pe ur skorpion ……………………………… : al lec’h ma labour ar marichal, ar gov

Page 115: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

114

4. Poelladenn : Liamm ar frazenn e brezhoneg gant an hini a glot e galleg.

“ Ya ” emezañ. • • “ Oui ” dit-elle.

“ Ya ” a estlammas. • • “ Oui ” dit-il.

“ Ya ” emezi. • •“ Oui ” s’exclama-t-il. / “ Oui ” s’exclama-t-elle.

“ Ya ” a lavaras din. • • “ Oui ” répondit-il.

“ Ya ” a respontas. • •“ Oui ” me dit-il. / “ Oui ” me dit-elle.

5) Geriaoueg : Setu un nebeut gerioù tennet diouzh an destenn.

Penaos e vez skrivet ar re skrivet druz peurliesañ (e-barzh ur geriadur, da skouer) ?

ar gwaied (l.1)

c’hoarveet (l.14)

roiñ ampoezon dê (l.15)

dibriñ (l.20-21)

displuñvañ anê (l.22)

paour kêzh Joz (l.26)

Page 116: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

115

6. Laboused an tiegezh

________________ ________________ ________________ (liester : ) ( ) ( )

________________ ______________ ___________ (liester : ) ( ) ( ) • LABOUSED ALL A ANAVEZEZ ? ar waz, … • DA GLASK ER GÊR : Peseurt boued a vez roet dezho da zebriñ ? …

Page 117: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

116

Targazh ar sabad Job ha Lom a zo daou genderv, daou istrogell eus ar c’hentañ… Kavout a reomp anezho amañ, e-kreiz an noz, e Karreg-al-Louarn, dirak ti o moereb Mari a zo klañv war he gwele. Deuet ‘zo c’hoant d’an daou genderv tapout hec’h argant ; setu o deus divizet kenetrezo lakaat anezhi da vervel gant ur barrad spont !… Job a zo o sellout e-barzh an ti dre ar prenestr ; Lom a zo dirak an nor, prest da zigor ha da vont e-barzh. - Gwelout a rit un dra bennak, Job ? Job ne responte ket. Ne selle mui, mes selaou a rae gant e ziv skouarn, ha gant peder en dije selaouet mar en dije bet. Kuitaat a reas ar prenestr, mont a reas da doull an nor. - Lom, emezañ, stankit buan toull ar c’hazh. - Gant petra ? - Gant ho taouarn ! Gant petra ken ? Lom a reas evel ma oa lavaret dezhañ. - Perak, emezañ, stankañ toull ar c’hazh ? - Evit stankañ an toull d’ar c’hazh ! Ne oa ket peurechuet gantañ e gomzoù, ma yudas gant ivinoù al loen o vont don en e zaouarn. N’ouzon ket penaos e c’hoarvezas goude, rak, pa vez krabiñset unan bennak gant ivinoù ur c’hazh, ne zale ket da wintañ anezhañ dioutañ ar pellañ ma c’hell. Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genou al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha war benn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour-kaezh beg etre e zaouarn. Mes ar c’hazh – an targazh, peogwir un targazh a oa – ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : Miaou ! Miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ. Klevet e voe e vouezh e Troboa, e Toull-ar-Vouezh, er Genkiz, e Toull-ar-Broc’h, ha Penn-Aod. Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile : - Hag a nevez e Karreg-al-Kouarn ? - Ur c’hazh o vervel an hini eo ? - Pe un den ? - Pe an Ankoù ? - Pe Satanaz ? - Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. Hag ar gristenien a souche o fenn dindan al liñselioù hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougañ ar c’hlemmoù truezus. Job ha Lom a gendalc’he da waskañ war benn kil ha troad al loenig. Hag hemañ a c’harme muioc’h-mui, pa ne c’helle ket ober a-hend-all. Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhañ, ha souchet start dezhañ e ivinoù binimus. (…) Un eur hanter e padas ar cholori. Un eur hanter ; soñjit ! peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en he gwele kant gwezh ha mil gwezh. Goude un eur hanter reuz ha tabac’h, an targazh a ehanas miaoual, rak deuet e oa a-benn da doullañ chupenn Job, ha, kredit ac’hanon ! ne oa ket chomet da zastum ar blev en doa kollet. Ober a reas ul lamm ar pellañ ma c’hellas, ha, gant ul lamm all, setu eñ er wezenn. Al loar a oa izel hag an daou zen a oa deuet ar c’hoant kousket dezho. Job a lavaras da Lom : - A-walc’h a reuz evit un nozvezh. Ni a gendalc’ho. - Ni a gendalc’ho, a respontas Lom. Gant teir pe beder nozvezh c’hoazh, evel-se, ar voereb a yelo buan d’ar vered.

Jakez Riou, An Ti satanazet, Le Courrier du Finistère, 1930-1931

Page 118: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

117

4

C’HOARIVA

Page 119: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

118

Mojiz hag ar ramz War un hent.

Kentañ diviz Ar ramz a zeu tre hag a gomz outañ e-unan.

Ar ramz Bremañ hep douetañs e c’hellan lavaret Ne gavfed ket va far pa rafed tro ar bed. Biskoazh n’em eus bet gwelet ur ramz war an douar Na ken nerzhus ha me, na korfet ken dispar ! Va zad pa oa gwezhall o vevañ er bed-mañ A reas dre e nerzh da Jupiter krenañ Pa zeuas da lakaat sevel war bilieroù, D’en diskar diouzh e dron, menez war menezioù. Met mestr an doueoù a strinkas e gurun, Hag o lakaas e poultr hep esperniñ nikun… Ma vijen bet eno, ne oa nag Apolon, Yaou, na Meurzh, na Merc’her, na kennebeut Pluton, Barrek d’am spouroniñ na zoken d’am spontañ. Kent-se, me am bije graet dezhe holl krenañ. Me am bije graet dezhe holl koll kalon, Dont da c’houzout ha me a zoug kroc’hen poltron. - Rouard, an diaoulig fin, a grede va zromplañ, Hogen tromplet eo bet e-unan da gentañ. Boïard, ar marc’h dispar, roue an holl roñseed, Ha Flamberj, kleze kaer, en devoa bet kuzhet E-barzh un enezenn ‘zo anvet Palamos, Hag eno e rae gward warne deiz ha noz. Met, pa ‘m eus e gavet, al lorc’h war e vizaj, Me ‘m eus bet lavaret, ‘n ur weañ va moustach, Me am eus lavaret : « Arsa, diaoulig Rouard, Ro din amañ raktal Flamberj ha Boïard ! Rak ma ne roez ket, me ‘savo da dorchenn : N’ ez eus diaoul er bed-mañ na stropfen penn ‘vit penn. » - Rouard, sebezet holl, en desped d’e varo, A gemeras neuze stumm ur c’hole-taro, Hag en deus taolet tan ha kurun ha luc’hed, O soñjal va spontañ – met me ne spontan ket ! Me ‘m eus en dastumet klenk ha kloz ‘n e gavarn, Ereet brec’h ha gar gant ur chadenn houarn,

Page 120: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

119

Ha graet em eus dezhañ, pa ‘z on un den a nerzh, Dilezel ganin-me ha Boïard ha Flamberj. - Bremañ ne c’houlennan nemet un digarez Da ziskouez dre ar bed nerzh ha kalonegezh. Klevet em eus lavarout e vez kavet e Frañs Marc’hegerien brudet, paotred a goñsekañs. Me ‘garfe ‘n em gavout gant unan anezhe Evit aprou warnañ Flamberj va c’hleze.

Eil diviz Amañ en em gav Mojiz, hag ar Ramz o sellout outañ a lavar :

Ar ramz Piv al lorgenneg-se a dremen dre amañ ? Em enor, ne brizfen ket donet da gomz outañ, Rak fae a ve ganin ober nep darempred Nemet gant ur roue, da vihanañ priñsed.

Mojiz (a zeu tre en ul lavarout) : Abaoe ma ‘z on-me deut en oad a driwec’h vloaz Va far war ar bed-mañ n’em eus kavet biskoazh ! Hag ez an da vale evit klask a bep tu Daoust pelec’h e kavo ma brec’h un tamm didu… Me ‘gav din e welan un denn mentek du-hont ? Goulennomp digantañ penaos emañ e gont. Me rank e saludiñ gant levenez ha joa Ma vin sur eo barrek da zifenn e vara. Rak sur-mat, mar n’eo ket, hep nemeur a zale M’en kempenno ken brav ne ranko ket bale. (Tostaat a ra ouzh ar Ramz) Salud deoc’h, va mignon ! Spontus oc’h montet mat ! N’hoc’h eus-hu truez ouzh ‘nep a zo war droad ? Mar karfec’h, va mignon, evit va oblijañ, Ez afen en ho plas, ha c’hwi ‘zeufe amañ ?

Ar ramz Pardie, va mignon, c’hwi a zo un drol den ! Fellout deoc’h-hu va marc’h, hag ober din diskenn ! Ezhomm em eus va marc’h evit distreiñ d’ar gêr, Hag e rankan hastañ, rak an amzer ‘zo berr ! N’ez eus ket pell amzer abaoe m’em eus en bet,

Page 121: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

120

Mar n’hoc’h eus ket unan, me ne ran van ebet.

Mojiz Hola ‘ta, va mignon, berra da deod afo ! Diskenn buan d’an traoñ, pe me az tiskenno ! Ma rankan da bediñ c’hoazh hepken ur wezh all, Me az trailho munut evel un tamm kig sall.

Ar ramz Amañ ouzh va c’hostez ez eus ul louzaouenn Hag a rafe d’un den krenañ gant an derzhienn. Ha ma rankan teurel war an douar va zroad Me ‘ray dit he c’hrenañ. Rak-se, diwall ervat !

Mojiz Alo, diskenn buan ! Ha te glev, kamarad ?

Ar ramz Koll a rez-te da benn ? Me, kamarad dit-te ?

Mojiz Perak ne vefez ket ?

Ar ramz C’hwezhadennig buhez !

Mojiz Ha te, kozh langon bras ! Spontus out-te lorc’hus ! Daoust d’az holl brabañsoù, n’out ket ken dañjerus ! Mar-d out un nebeud sot, nebaon, m’ho tizodo. Diwall ‘ta, leue bras !

Ar ramz Ro peoc’h din, lorgenneg ! Mojiz : Diwall ervat da gig.

Ar ramz Me ‘serro dit da veg ! Lemm eo beg da gleze ?

Page 122: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

121

Mojiz Dre holl e antreo.

Ar ramz En ur c’horf eveldon ?

Mojiz Meur a doull a gavo.

Ar ramz Fae eo ganin klevout kaozioù un tammig den A daolfen pemp kant lev sur gant ur c’hwezhadenn !

Mojiz Arsa, kleze en dorn ! pe me ‘dorro da fas ! Tremenet ar gomz-mañ, te n’ez po mui a c’hras.

Ar ramz A ! paour-kaezh preñv-douar ! pa fell dit-te mervel Vo ret da gontantiñ, met te ne vi ket gwell ! Tremen, dalc’h gant da hent, hag ez po marc’had-mat. Ne vin ket laouenoc’h pa ‘m bo skuilhet da wad ! Rak ur gwad ken dister ne ray enor ebet Da un den eveldon a zo ken redoutet.

Mojiz Terriñ a rez va fenn gant da gomplimañchoù, Krougadenn villiget ! Diwall diouzh va zaolioù. Me ‘ray dit displegañ ha kouezhañ d’an douar. (Skeiñ a ra) Piv on va c’hamarad ? – ha bremañ, te her goar ?

Ar ramz N’ouzon ket da anv, met da daol ‘zo pounner. Va gloazet ac’h eus kriz, met m’az paeo emberr. Ha te ‘c’hello souten un taol eus va c’hleze ? Mar tizhan ac’hanout em bo sur da vuhez. (Dougenn a ra un taol da Vojiz, met hemañ a sailh warnañ)

Mojiz Manket out, kamarad, met me n’az mankin ket !

Page 123: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

122

E-kreiz da vouzelloù ez out bremañ tizhet. (Diskar a ra ar ramz d’an douar)

Ar ramz A ! Gloazet bras on ! ro din bremañ kartier, Hag e welin ervat out ur gwir varc’heger.

Mojiz Kartier a c’houlennez ? Lavar war be diviz… Hag ec’h eus peadra da baeañ e-rekis ?

Ar ramz Setu aze Boïard, kaerañ marc’h ‘zo er bed Hag a vo birviken war an douar gwelet ; Kreñv eo evel ar mor, buan ‘vel an avel, Doñv, sentus ouzh e vestr. N’oufed ket kavout gwell. Flamberj, va c’hleze, a zo ur prezant c’hoazh, Ar c’haerañ a gavfed a-zindan an oabl glas. Trempet e gwad aspig, entanet gant koad spern, Goveliet gant Vulkin e govel an ifern. Ar re-se a zo din. Gra a gari gante. Mar d-out gwir varc’heger, lez ganin va buhez. Gant Boïard dindanout, Flamberj ouzh da gostez, Hep aon ouzh den ebet, mont dre-holl e c’hellez.

Mojiz Pa ‘z out en em rentet, ez po sur marc’had-mat. Laka evezh avat ne vez re ziwezhat Da c’houlenn da vuhez, rak va zaol ‘zo marvel : Nemet sikour az pe, out dare da vervel. Met pa ‘c’h eus roet din Flamberj ha Boïard, Abalamour dezhe e rin un taol ampart. Arsa, deut d’am sikour, c’hwi diaouloù eus an aer Hag holl speredoù all ar mor hag an douar : Tariel, Gaviel, Tarkam, Gubariel ; Krarari, Atarib, Kore, Gargatiel, Deut da sikour Mojiz da reiñ c’hoazh ar vuhez D’ur paour-kaezh ramz ‘zo prest da rentañ e ene !

Ar ramz C’hwi eo eta Mojiz ! C’hwi eo ar marc’heger

Page 124: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

123

En deus trec’het warnon gant un taol ken dister ! Lavaret mat en doa din-me an diaoul Rouard Birviken ne golljen Flamberj ha Boïard Nemet dre da zaouarn. Mar em bije bet skiant E vijen bet tec’het pell diouzhit hep emgann !

Mojiz Ar pezh zo graet zo graet. Lienomp da c’houlioù. Goude-se, mar karez, e c’hoariimp armoù. Biskoazh n’em eus douget ur c’hroc’hen a boltron. Bihan on da welout, met bras on a galon.

Ar ramz Setu-me rentet yac’h ur wezh c’hoazh em buhez ! Ho trugarez, Mojiz ! Kemerit va c’hleze, Pignit war gein Boïard. M’o ro deoc’h a galon, P’hoc’h eus o gonezet, ‘vit poan va rañson.

Mojiz Kenavo ! deomp bremañ etrezek ha Renod : Ma ve war gein Boïard, e ve ar gwellañ paotr ! Flamberj ouzh e gostez, hag en e zorn ul lañs, Hag e ve dirazañ an daouzek tad a Frañs Ha daou-c’hant den armet prest-kloz da gombatiñ E redfent dirazañ evel gad dirak ki. (Sailhañ a ra war Voïard, hag ez a evel an avel davet e gendirvi).

Ar Pevar mab Hemon, lesanvet Ar Pevar marc’h limon, adkempennet get Pêr Bourdellez, Skol, 1967

Page 125: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

124

Gurvan, ar marc’heg estrañjour Ar c’hoarilec’h a zo ar sal-draoñ en ur maner kozh-kozh. Eno emañ Aziliz, rouanez ar vro, o chom. Marvet eo he gwaz Gurvan e-pad ar brezel. Un devezh en em gav er maner ur marc’heg estrañjour asambles gant e vevel Perig. Ne gaoze ket kalz ar marc’heg. Setu ma klask tud ar maner gouzout hiroc’h diwar e benn digant Perig. En o zouezh emañ Deda ha Barba, div vatezh. Deda : Evelato te oar piv e’ ? Pêrig : Ya sur, hennezh ‘zo va mestr-me. Barba : Da vestr eo, an dra zo serten ; met n’eo ket e anv kement-se ! Un anv en deus mar deo kristen ! Pêrig : Ha perak c’hoazh hen goufen-me ? Ur mintin kaer, pa dremenas er c’hoad m’edon o klask kistin, ker brav, ker bras war e varc’h bras ma kuzhe ‘n heol a-dreñv e gein, n’em eus ket goulennet piv oa ; diouzhtu avat ‘m eus soñjet din : « Me a yelo da heul hemañ ». Ha goude, gantañ pa’z on bet, goude, pa’z omp en em gavet o vale d’an nec’h ha d’an traoñ, dre al lanneg ha dre ar c’hoad, en hentoù fall, en hentoù mat, en deizioù gouel, en deizioù kañv, n’em eus ket goulennet muioc’h, ha me zo aet gantañ pelloc’h. Eñ zo va mestr, m’hel lavar krenn ; dreistañ n’eus tra, dreistañ n’eus den. Eñ zo mat, eñ zo kalonek ; eñ zo dispont, ha direbech. Eñ zo gouiziek, eñ zo desket ; eñ zo paotr fin ha me n’on ket. Eñ a zo fur, eñ a zo kreñv ; eñ a gomand ha me a sent ; pa blij gantañ mont en e hent, eñ gerzh a-raok ha me a-dreñv. Kent ha ma c’halv me ‘oar sevel ; kent ha ma komz me ‘oar tevel. Pa c’hourc’hemenn un dra bennak ez an d’ober hep klask perak. Pa vez dilavar, trist e benn, me ‘chom didrouz en e gichen. Eñ zo va mestr, me e vevel ; me ‘ya d’e heul hep mui goulenn ; me hen heulio bete mervel. Eñ zo va mestr, ha netra ken !

Tangi Malmanch, Gurvan, ar marc’heg estrañjour, 1923

Page 126: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

125

Daoustoc’h petra ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Skapin (Seblantiñ pas gwelet Jeront) : Oh ! Man Doue ! Santez Anna benniget ! Peseurt fall-zoare ! O paour-kaezh tad ! Nag ur vezh evitañ… Ah ! paour-kaezh Jeront ! Petra a raoc’h-c’hwi ? Jeront (E-unan) : Petra ema-eñ é lâret a-ziàrnin, ken glac’haret ? Skapin : N’eus ket den a c’hellahe lâret din e men ema an Aotrou Jeront ? Jeront : Petra zo ‘ta Skapin ? Skapin (É redek àr ar leurenn) : E men e c’hellahen er c’havout evit lâret dezhañ ar fall-zoare-mañ ? Jeront (É redek àr-lerc’h Skapin) : Petra zo ‘ta ? Skapin : Kaer ‘m eus redek, n’er c’havan ket. Jeront : Eh on amañ ! Skapin : Kuzhet eo en ur lec’h bennak, ne c’hellan ket gouiet e men… Jeront (É arrest Skapin) : Opala ! Dall oc’h pe petra ? Skapin : Ah ! Aotrou ! N’eus ket moaiend d’ho kavout ! Jeront : Setu un euriad eh on dirakzoc’h ? Petra ‘ta zo ? Skapin : Aotrou… Jeront : Petra ? Skapin : Aotrou, ho mab… Jeront : Ya : neuze ! Ma mab ? Skapin : Ur gwalleur bras zo kouezhet àrnezhañ ! Jeront : Ha peseurt gwalleur ? Skapin : An enderv-mañ ‘m eus-eñ kavet ankenet abalamour d’un dra bennak ho poa lâret dezhañ, hag oc’hpenn kement-se ho poa ma lakaet en afer hep rezon. Evit distaniñ e c’hlac’har ‘h eh on bet getañ é vale a-davet ar porzh-mor ; aze hon eus taolet ur sell àr ur vatimant turk e-mesk ar re vravañ. Un Turk yaouank, ur brav a baotr, en deus hor fedet da vonet a-barzh, ha goude bout hor saludet èl ema dle, eñ en deus roet deomp da zebriñ frouezhaj mat ha da evet gwin, ar gwellañ zo moaiend da gavout… Jeront : N’eus nemet traoù mat aze ! Petra ‘ta zo ? Skapin : Gortozit Aotrou ! Rak e-pad mah oamp-ni é tebriñ hag éc’h evet, eñ en deus lakaet ar vag da gerzhet, ha pa oamp àr ar mor un tammig avanset eñ en deus ma lakaet en ur vag vihan evit donet da lâret deoc’h mar ne roit ket pemp kant skoed a-benn din evitañ e kasay ho mab da Bondicheri. Jeront : Petra an Diaoul ? Pemp kant skoed ? Skapin : Ya, Aotrou, hag e-raok div euriad. Jeront : Ah ! Amprevan a Durk ! Ma lazhiñ èl-se ! Skapin : Deoc’h-c’hwi eo, Aotrou, da ouiet buan petra gober evit tenniñ ho mab ag an toull-bac’h-se. Jeront : Petra an Diaoul ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Skapin : Ne soñje ket anezhañ er pezh a zo arru. Jeront : Kerzhit buan Skapin. Kerzhit da lâret d’an Turk-se eh an da lakaat ar jandarmed àr e lerc’h. Skapin : Ar jandarmed e-kreiz ar mor, ne ouiit ket petra a lârit ? Jeront : Petra an Diaoul ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Skapin : Ur fall-blanedenn a vez kaoz gwezhave. Jeront : Rekis eo deoc’h, Skapin, gober ho tever, èl ur servitour fidel. Skapin : Petra, Aotrou ? Jeront : Kerzhit da lâret d’an Turk-se degas ma mab, ha c’hwi a chomay en e lec’h prizonet, da c’hortoz ken ne’m bo dastumet an argant a c’houlenn.

Page 127: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

126

Skapin : Aotrou, soñj a rit er pezh a lârit ? Ha c’hwi a greda marse e vo sot a-walc’h an Turk-se evit kemer ur paour-kaezh loen èldin-me e-lec’h ho mab ? Jeront : Petra an Diaoul ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Skapin : An dud-se ne raont ket kas a netra. Jeront : Mes, petra an Diaoul ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Skapin : Gwir eo, met ne c’helle ket gouiet. Man Doue ! Aotrou, hastit buan ‘ta ! Jeront : Setu alc’hwez ma armener. Skapin : Mat. Jeront : C’hwi he digoray. Skapin : Mat, ha neuze ? Jeront : C’hwi a gavay doc’h an tu kleiz alc’hwez ma solier. Skapin : Ya. Jeront : C’hwi a gemeray an dilhad a zo en ur valizenn vras, ha c’hwi a yay d’o gwerzhiñ d’ur marc’hadour dilhad kozh evit preniñ ma mab en-dro. Skapin : Élkent, Aotrou ! Petra a gredit-c’hwi, biskoazh n’em bo kant lur evit ho pilhotaj, hag oc’hpenn pres zo àrnomp. Jeront : Ah ! Daoustoc’h petra ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Skapin : Pegement a amzer gollet, laoskit ar gale-se, ha soñjit eh aoc’h da goll ho mab. Ne c’helle ket gouiet ar gwalleur a zo arru, c’hwi a oui n’eus ket roet nemet div euriad din. Jeront : Pegement a c’houlenn-eñ ? Skapin : Pemp kant skoed. Jeront : Pemp kant skoed ! N’en deus ket koñsiañs ebet anezhañ ? Skapin : Gwir eo ! Un Turk en dehe koñsiañs ? Jeront : Gouiet a ra hepken petra eo pemp kant skoed ? Skapin : Ya, eñ a oui e ra pemzek kant lur. Jeront : Hag e kred marse e vez kavet pemzek kant lur edan treid ar roñseed ? Gortozit ! Skapin, ‘h an da glask an argant. Skapin : Hastit buan ‘ta ! Kreniñ a ran é welet an eur é troiñ. Jeront : Pevar c’hant skoed ho peus lâret ? Skapin : Pas, pemp kant. Jeront : Pemp kant skoed ? Skapin : Ya. Jeront : Ha petra an Diaoul ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Skapin : Gwir a-walc’h a lârit ! Mes hastit buan ! Jeront : E-lec’h monet da vale en ur lec’h arall ! Skapin : Gwir eo, met touchit ‘ta ! Jeront : Ah ! Bag milliget ! Skapin (E-unan) : Ar vag-se a laka e benn da labourat… Jeront : Setu, Skapin, ankouashaet em boa em boa resevet pemp kant skoed en aour ha ne soñjen ket e vehent bet skrapet a-benn genin. (Eñ a ziskoueza e yalc’h da Skapin mes n’er laoska ket da grog a-barzh) Setu ! Kerzhit da breniñ ma mab en-dro. Skapin (Ec’h esae kemer ar yalc’h) : Ya Aotrou. Jeront (Ne laosk ket Skapin da gemer ar yalc’h) : Mes lârit d’an Turk ema un treitour ! Skapin (Ec’h esae tap ar yalc’h) : Ya. Jeront : Un den dinatur, ur laer ! Skapin : Laoskit an traoù àr ma fouez. Jeront : Tenniñ genin pemp kant skoed en desped d’ar lezenn ! Skapin : Ya. Jeront : N’o roan ket dezhañ a volontez vat. Skapin : Mat-tre.

Page 128: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

127

Jeront : Ha mar kavan tres man dorn àrnezhañ e tapay e begement ! Skapin : Ya. Jeront (É lakaat ar yalc’h en e sac’h) : Hastit buan ! Ha kerzhit fonnapl da glask ma mab ! Skapin (É redek àr-lerc’h Jeront) : Arsa ‘ta, Aotrou ! Jeront : Petra c’hoazh ? Skapin : E men ema an argant ? Jeront : Ne’m eus ket-int roet deoc’h ? Skapin : Nann ! Lakaet ho peus-int en-dro en ho sac’h. Jeront : Ah ! Ar glac’har ma laka da goll ma spered ! Skapin : Gwelet a ran. Jeront : Daoustoc’h petra an Diaoul ema-eñ aet d’ober d’ar gale-se ? Ah gale milliget ! Ah Turk treitour ! Ah Turk an Diaoul ! Skapin (E-unan) : Poan vras en deus é koll ar pemp kant skoed e laman getañ. Mes n’eo ket achu an traoù ha eñ a baeo din en ur feson arall an dreisoni en deus graet din e-keñver e vab.

Molière, Troioù-kamm Skapin, troet get Loeiz Konan, c’hoariet get C’hoarivari, 2000

Page 129: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

128

War un dachenn fobal Jakez Kroc’hen zo deuet, evel boaz, da sellet ouzh ur c’hrogad melldroad. Ar wezh kentañ eo evit Gwilhoù Vihan, e gamarad, dont gantañ. A-dreñv ur gloued wenn emaint o sellout ouzh o skipailh, hini Poullfaouig. Koulskoude eo bet lakaet ar volotenn da vont e-barzh an toull gant o enebourien, skipailh Lanbrug. Jakez : La, n’am boa ket lavaret ‘ta ! Aet eo en toull ; paotred Poullfaouig ne dalvezont ket ur boton. M’am bije bet daou-ugent vloaz nebeutoc’h, me a vije marv kentoc’h eget chom war va fenn-a-dreñv ha diskenn ar banniel d’an traoñ dirak chas Lanbrug. Da faot eo, Gwilhoù. Gwilhoù : (sebezet). Va faot ? Peseurt faot ? Petra zo da damall ouzhin-me ? Jakez : Da faot eo m’hon eus kollet diouzhtu pa grogas ar c’hoari. Gwilhoù : Met, Jakez, n’am eus graet netra ebet, nemet sellet ! Jakez : Dres ! Me a rebech dit bezañ chomet aze hep ober van, e-giz ur peul, da zibunañ diotachoù. Gwilhoù : Ma ‘teus c’hoant, Gwilhoù, ni a droñso hor bragoù hon-daou hag a lammo war an dachenn d’ober un taol-dorn da baotred Poullfaouig ! Gortoz ! (Troñsañ a ra e vragoù betek e benndaoulin). Jakez : Azenn kornek ! N’omp ket evit sikour Poullfaouig nemet gant hor mouezh. Ober kalon dezho, gopal dezho emaomp amañ o sellet outo, ha strakal hon daouarn. Enor Poullfaouig a zo war an dachenn. Gwilhoù : (a vlej a-bouez-penn) D’an toull ! D’an toull ! Emaint deomp, emaint deomp ! Drailhit anezho a-dammoùigoù bihan ! Kasit anezho d’ar gêr da glask bronn ! Ale ! Jakez : Bec’h d’ar volotenn, paotred ! Taolit an tousigi-se war o fri. Emaint deomp ! Gwilhoù : (war un taol) Jakez piv eo hemañ, a zo o tont warnomp dre dizh, gant ar volotenn, hag a c’hoari ganti koulz hag ur c’hazh gant ur belennad neud ? Jakez : Hennezh, ar marc’h-sot-se ? Kabiten paotred Lanbrug eo. Gwilhoù : Heñvel-mik ouzh va niz Alanig ar Gosker ! Jakez : Eñ eo, ya. Emichañs e trailho e zivesker milliget, a-hend-all emaomp yennet gantañ. An dek all e teufemp a-benn diouto bravig a-walc’h, met hemañ emañ an diaoul ruz en e gorf. Gwilhoù : (a zistag da vlejal) Ler dezhi, Alanig ar Gosker, tizh d’ar c’hached, va faotr, bec’h d’ar brilli, cheu er ganetenn ! Emaout dirak an toull ! Taol warni ! (Un taol c’hwitell) La, setu ar volotenn e-barzh ! Lanbrug a zo mestr ! (Cholori) Jakez : (kounnaret) Penaos, treitour brein, judaz ! Emaout a-du gant Lanbrug bremañ ? Ne ‘teus ket mezh, penn-yod ! Gwelet a zo bet biskoazh ul loen fall e-giz hemañ ! Gwilhoù : Jakez, me n’emaon ket a-du gant Lanbrug, met gant va familh. Enor ar familh eo. Ar maout a yelo gant familh Gwilhoù Vihan. Bec’h, paotr Alanig ! Jakez : Gwilhoù, ma ‘mije kredet e-tefe c’hoariet an dro-se din, n’am befe ket kenteliet ac’hanout war an dachenn dirak an holl, poazhañ ac’hanon gant ar vezh ! Hag evit piv, mar plij ? Evit un niz ne ‘teus ket gwelet anezhañ abaoe marteze dek vloaz ! Spontus ! Gwilhoù : Gwir, Jakez, n’am-eus ket gwelet va niz Alanig abaoe dek vloaz. Penefe e-teus lavaret din piv oa, n’am-mije ket anavezet anezhañ. Jakez : Feiz sur, peogwir dek vloaz zo a zo savet etrezoc’h ho-taou, da vreur Kel Vraz ha te, abalamour d’ur foenneg bennak a felle deoc’h kaout anezhi ho-taou, lorgnez ! Gwilhoù : (strafuilhet) Ya, va breur Kel Vras a zo nebeut a feiz ennañ. Ma n’eo ket an niz Alanig gwelloc’h egetañ n’eo ket kalz a dra, nann ! Jakez : Sur eo n’eo ket kalz a dra vat pa deu da Boullfaouig d’ober goap ouzh e eontr. Gwilhoù : (savet ar gwad en e benn) Ober goap ouzh e eontr ! Jakez : Pa zistroio bugale Lanbrug d’ar gêr, Alanig ar Gosker a lavaro d’e dad, Kel Vraz : « Paket o-deus paotred Poullfaouig o stal ganin. Ha va eontr Gwilhoù Vihan a oa war an

Page 130: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

129

dachenn e-unan, dislivet gant ar vezh ». Setu pezh a lavaro ar c’hilhog Alanig, komz evit komz. Pebezh lorc’h a savr c’ enn da vreur Kel Vraz ! Pebezh dismegañs evidout, Gwilhoù Vihan ! Gwilhoù : Sac’h an diaoul, kement-se n’eo ket posubl ! Bec’h, Poullfaouig ! Kerzhit dezho a-daolioù enn pa a-daolioù dorn, met brevit an ezho, mod-pe-vod, pisoc’h eget ur veilh malañ kafe. Taolit warno, Poullfaouig ! Emaint deomp ! ! ! Jakez : Kollet omp ganto, Gwilhoù ! Re ziwezhat emaout ! Gwilhoù : Seizh kant kurun warn-ugent ha dek, Jakez, me a ya war al leur ! (Emañ o klask lammat dreist ar gloued) Jakez : Chom amañ, Gwilhoù ! Sotoniou a-walc’h e-teus graet evit an deiz-mañ. Ha diwall, diwall mat ! Emañ ar volotenn o vont da gouezhañ warnomp ! (Gwilhoù a sav e zivrec’h. Ar volotenn ler a gouezh dres war e stomog. Gwilhoù a zalc’h anezhi gantañ) Gwilhoù : Lavaret e-teus din, Jakez, enor Poullfaouig a oa er volotenn-se. Mat. Me a gaso anezhi en ur bern teil bennak, ken brav ma ne vo ket kavet gant kristen ebet a-raok fin ar bed. Eomp kuit d’an daoulamm, Jakez. (Sevel a ra ur cholori spontuz) Jakez : N’ouzon ket hag-eñ out fur pe sot, Gwilhoù, met mont a ran ganit a-dreuz ar parkeier. Gwelet e vo. (Blejal a ra) Chas Lanbrug d’ar gêr ! Chas Lanbrug d’ar gêr ! Gwilhoù : Ma ne vo ket mui fobal, Jakez, redadeg a vo. (Mont a reont kuit en ur vlejal. Emaint kuit. Cholori spontus. Treuziñ al leur a ra ur vandennad c’hoarierien fobal en ur vlejal mui ma c’hellont.)

Pêr-Jakez Helias, Biskoazh kemend-all, Brud Nevez, nnn 17 Ebrel-Mezheven 1964

Page 131: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

130

POELLADENNOÙ

1. DRM : Dibabit ar Respont Mat. a) Pelec’h e tremen an istor-mañ ? war un dachenn bouloù war un dachenn fobal war un dachenn basket b) Peseurt skipailh n’emañ ket aze ? Poullaouen Poullfaouig Lanbrug c) Piv eo an tudennoù pouezusañ ? Krakoù Jakez Lakez Gwilhoù d) Peseurt skipailh a zo o vont da c’hounit evit doare ? hini Poullfaouig hini Lanbrug hini Poullaouen e) Piv eo Alanig Gosker ? mab Jakez niz Gwilhoù niz Jakez f) Perak n’en deus ket gwelet anezhañ abaoe dek vloaz ? peogwir emaint o chom pell an eil diouzh egile peogwir zo savet fachiri er familh g) Petra a ra Jakez deus ar volotenn pa gouezh warnañ ? mont a ra da c’hoari ganti war an dachenn tec’het a ra kuit ganti evit kuzhat anezhi kreviñ a ra anezhi 2. Reizhañ : Kavit ar ger ne glot ket gant ar frazenn. Skrivit ar ger mat. a) Ma ‘teus c’hoant, Gwilhoù, ni a droc’ho hor bragoù hon-daou hag a lammo war an dachenn (…) b) N’omp ket evit sikour Poulfaouig nemet gant hor maouez. c) Emichañs e trailho e zivesker milliget, a-hend-all emaomp jenet gantañ. d) Hemañ emañ an diaoul roz en e gorf e) Brevit anezho, mod-pe-vod, pisoc’h eget ur viñs malañ kafe.

Page 132: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

131

3. Troiennoù 1 : Stankit an toulloù. a) Kasit anezho d’ar gêr da glask ! Ale ! b) Ar a yelo gant familh Gwilhoù Vihan. c) Paket o deus paotred Poullfaouig o ganin. d) Eomp kuit d’an , Jakez. 4. Troiennoù 2 : Liammit an daou vann a-benn adsevel an troiennoù a vez kavet en diviz.

Kollet omp … • • d’ar brilli Petra a zo da damall … ? • • warni

Piv a zo o tont … dre dizh • • dezhi Kerzhit … a-daolioù penn • • deomp

Emaout dirak an toull ! Taol … • • ouzhin-me Paket o deus paotred Poullfaouig o stal • • dezho

Emaint … • • ganin Brevit … • • ganto Bec’h … • • anezho

Ler … • • warnomp

5. Troiennoù 3 : Setu amañ troioù-lavar a gaver en diviz etre Jakez ha Gwillou. Klaskit sevel ar frazennoù en-dro. 1. Frazenn 1 : ……………………………………………………………………………………………………………………………… 2. Frazenn 2 : ……………………………………………………………………………………………………………………………

Page 133: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

132

3. Frazenn 3 : …………………………………………………………………………………………………………………………… 4. Frazenn 4 : …………………………………………………………………………………………………………………………… 6. Geriaoueg ar c’hoari-melldroad : Lakit ur ger brezhoneg e-kichen pep bir.

7. Gerioù groz : Evel m’ho peus klevet e sav alies cheu etre Jakez ha Gwillou. E-touez ar gerioù groz-mañ, peseurt re a vez distaget gant Jakez ?

RESPONTOU 4. Troiennoù 2 : Liammit an daou vann a-benn adsevel an troiennoù a vez kavet en diviz.

Azen korneg ! Treitour brein ! Judaz ! Penn-yod ! Genaoueg bras ! Loen fall ! Lorgnez ! Penn-pour !

Page 134: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

133

Kollet omp … • ganto Petra a zo da damall … ? • ouzhin-me

Piv a zo o tont … dre dizh • warnomp Kerzhit … a-daolioù penn • dezho

Emaout dirak an toull ! Taol … • warni Paket o deus paotred Poullfaouig o stal … • ganin

Emaint … • deomp Brevit … • anezho Bec’h … • d’ar brilli

Ler … • dezhi

Page 135: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

134

Ar boued-touseg Jakez Kroc’hen ha Gwilhoù Vihan a zo azezet ouzh taol. Jakez : Ma, Gwilhoù, setu emaomp brav azezet amañ hon-daou, dirak ar prenestr. Hag evit ur wezh, ni a zebro un tamm merenn e brasañ ostaliri Kemper... Sell peseurt sal gaer, ma mabig !... Melezourioù a bep tu, pallennoù gwenn ha bokedoù bleuñv war an tao1ioù. Amañ eo pinvidik an traoù, ma c’horf, ha naet !... Ur blijadur evit an daoulagad. Gwilhoù : Re binvidik, Jakez... Ne ya ket din kaer. Abalamour da betra ‘peus digaset ac’hanon er seurt lec’h-mañ ? ... Me a zo amañ e-kreiz an diaezamant, rak n’on ket boazet a-walc’h deus kizioù an dud pinvidik. Jakez : Arsa ! Gwilhoù droch ! An dud pinvidik a zebr boued gant o genoù evel ar re baour. Nemet brasoc’h kof o defe, a-wezhoù. Gwilhoù : Ya, ‘vat. met amañ, n’eus ken pennoù bras kêr o tont da zebriñ. Sell an aotroù gwisket-kaer, e penn all ar sal, gant ur mell chadenn vontr war e stomog. Hag an itron tev a-dreñv da gein, peseurt ardoù a ra, siwazh ‘ta ! Chistrouenn vrein ! Beg minergez ! Jakez : Ha goude-se ? Dres, ret eo deomp diskouez d’an holl penaos an dud diwar ar maez n’int ket sotoc’h eget re ar c’hêriou. Nemet ar c’hontrol a vefe, ne lavaran ket. Gwilhoù : Ta, ta, Jakez. Gwelloc’h am mije kavet chom evel kustum e ostaliri Fañchig kamm, war blasenn Sant-Vao, da zebriñ ar pezh hon eus digaset ganeomp diouzh ar gêr. Hervez ar mod, en ti-mañ, ar servicherien n’ouzont ket zoken kaozeal brezoneg, siwazh. Un druez eo ! Jakez : Gwashañ-se evito, Gwilhoù. Gwilhoù : Feiz, ya, ‘vat. Met penaos e rin-me ma c’hont ? Mat evidout, Jakez. Te ‘peus bet spered a-walc’h evit deskiñ ar galleg. Met ma fenn din zo re galet, ha re gozh on deut. Jakez : Gwilhoù, me oar galleg mat abaoe an amzer ma oan mevel gant ar medisin kozh, Doue d’e bardono ! Dit, n’eo ket ret lavaret netra. ‘Peus ken nemet sellet ouzhin hag ober ar memes tra... Mamazell !... Gwilhoù : Jakez ! Jakez ! Ur wezh bennak te a vo kollet gant an ourgouilh. Dres e-giz da vaouez Katellig-toull-seo. Ar vatezh : Bonjour, Messieurs. Jakez : Bonjour, Mamazell, apportez-nous à manger, s’il vous plaît. Ar vatezh : (gant pouez-mouezh Kemper) Bien, ces Messieurs ont vu le menu ? Jakez : Non. Mais ça fait rien. On n’est pas difficile. Ar vatezh : Tout de suite, Messieurs. Gwilhoù : Jakez, te a zo dreist war ar galleg, ma mignon.Gwelloc’h eget an dimezell dija. Met perak he deus sellet ken du ouzhin. N’on ket mat a-walc’h eviti ? Jakez : Da dok, Gwilhoù, da dok ! Gwilhoù : Ha petra gant « da dok, da dok ! » Penaos, n’eo ket brav an tok-se ? Un tok seizh bouloutenn, goloet nevez-zo gant voulouz penn-da-benn. N’az eus ket mezh, te, diskouez d’an holl da vlev gris ha da dal moal ? Jakez : Gwelloc’h e kavfen kaout blev melen ha rodellek, a-dra-sur. Met er c’hêriou, Gwilhoù, emañ ar c’hiz da dennañ an tok en ostalerioù bras. Ur merk a zoujañs eo. Gwilhoù : Ur merk a zoujañs, gurun ! Evit piv ? Me denn ma zok dirak an Aotroù Doue, en iliz, dirak ar re varv, evel-just, hag evit mont da gousket. Nemet a-wezhoù, pa ‘z on re skuizh, e yan d’am gwele tok hag all. Setu aze ! A-hend-all, netra. Ne ran van ebet ! Jakez : Mat, mat ! Arabat eo sevel trouz evit ken nebeut. Dalc’h ganit da dok bouloutenn stag ouzh da ziskouarn gant aon e teufe ur barrad avel bennak d’e gas kuit, ha da dammig penn divalav da heul, loen loutoù.

Page 136: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

135

Gwilhoù : Drouk bras a zo ennout, Jakez, abalamour ne ran ket enor dit dirak aotrounez kêr. Met evit mat ebet ne cheñchin ma doare. Ne dalv ket dit ober rebechoù. Al louarn a dle mervel en e groc’hen. Jakez : Bezañ a-walc’h, Gwilhoù. Koulskoude, ma karfes... Gwilhoù : Netra ! Me zo bet degaset amañ ganit evit debriñ merenn. Poent bras eo kaout ur begad bennak ha n’eus deut c’hoazh war an daol na kreun na minvig. Jakez : Gortoz ‘ta, gourlonker.. Setu ar vatezh en-dro gant ar bara. Ar vatezh : Voici le pain, Messieurs. Gwilhoù : A ! N’ eo ket bras an tammoù bara. Ha pegen tanav ‘ta ! Gwelout a reer sklaer a-dreuz, siwazh ! Ha penaos ober hon-daou gant ken nebeut-se a vara ! A-boan ma zo trawalc’h da leuniañ kof ur filip. Santez Anna !... N’eus forzh. Mont a ran da dennañ ma c’hontell. Jakez : Da gontell ! Amañ zo kontilli a-walc’h. Pep hini en deus e gontell e-kostez e blad. Gwilhoù : Gwelout a ran. Met ar gontell-se he deus beg ront, hag ouzhpenn ne droc’hfe ket un tamm butun-chaokat zoken. Penaos e rin-me gant ur gontell beg ront evit skarzhañ an tammoù kig a chomo etre ma dent ? Jakez : Te a skarzho da zent goude bezañ aet kuit eus an ti-mañ. N’eo ket traoù d’ober dirak an dud diavaez. Gwilhoù : A, setu un afer all ! Hen touiñ a ran dit. Jakez, morse ne lakin mui ma zreid er seurt toulloù-mañ. Gurun ! N’eus frankiz ebet d’ober netra ! Difennet atav ! Pouh !... Jakez : Cht... cht... Peoc’h en an’ Doue. Ar vatezh ! Ar vatezh : Voilà les hors-d’oeuvre, Messieurs. Quoi vous allez boire ? De 1’eau, de la bière, du vin ? Gwilhoù : Du vin on va boire sûrement ! Jakez : Sell ‘ta ! Me soñje din ne ouies ger galleg ebet ? Peseurt lapous a zen eo ar Gwilhaouig-se ! Pa zo anv eus gwin e tistag e gaojoù diouzhtu. Ar voutailhad gwin-se a gousto ker, ma mabig. Gwilhoù : Ker, pe marc’had-mat, te a baeo an dispign. Mervel gant an naon ‘yafe din c’hoazh, mervel gant ar sec’hed, avat, morse ! Hag evañ dour ar stêr e-lec’h ma vez diskarget ar sailhadoù dour lous hag ar rest, netra ! Jakez : Gwilhoù, Gwilhoù, petra ‘c’hoarvez ganit hiriv ? Mezh a rez din. Debr ‘ta ! Ha peoc’h pelloc’h... Cht... Gwilhoù : Debriñ petra ? N’ouzon ket peseurt boued an diaoul eo ar pezh a zo dirazon. Jakez : Debr atav ! N’eo ket dav gouzout. Aon az peus da vezañ ampoezonet, den digalon ? ...Cht !...Cht !...Debr !... Gwilhoù : Jakez, ne gavez ket ar boued-se reketus ? Petra eo ? Jakez : Evidout-te da vezañ reketet, me n’on ket. Betrabez ruz int. Gwilhoù : Betrabez ruz ! Mat d’ar saout ! Jakez : Ha d’an dud ivez. Debret am eus graet meur a wezh e ti ar medisin kozh. Mat int. Mat a-walc’h da nebeutañ. Gwilhoù : Jakez ! Hag ar re-mañ ? ... Emaint dres e-giz karotez gwenn, siwazh ! Jakez : A, ar re-se, n’ouzon ket, Gwilhoù. Dav eo din lakaat ma lunedoù da sellout war an tamm paper. Gortoz, gortoz... « Salade de concombres »... Seizh kant barrikennad gurun ! N’am-eus morse klevet keloù deus ar boued gouez-se ! Met, n’eus forzh, mat e tlefe bezañ. Kemer, Gwilhoù, mar plij. Gwilhoù : Nann, Jakez, kemer da gentañ. Jakez : « Salade de concombres ! » Sac’h an diaoul ! Petra ‘c’hellfe bezañ ar c’honkombrez ? Dalc’h peg, Gwilhou, ma mabig. Ar bolc’h kentañ zo dit, peogwir me eo am eus pedet ac’hanout. Gwilhoù : Nann, Jakez, dit eo da dañva, peogwir ‘anavezez boued ar c’hêriou gwelloc’h egedon.

Page 137: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

136

Jakez : Memestra, un tammig a yay ganin. Gwilhoù : Peseurt blaz a zo ganto, Jakez ? Jakez : Eh ! Blaz irvin skornet. Gurun a dan !... Gwilhoù : Teil ! teil ! A, Jakez. Keuz am eus d’am c’hig-sall ha d’am zorzh-vara segal. Setu boued evit ur c’hristen ! Jakez : Hag ar plad all ! Hemañ, da vihannañ, ‘ouzon petra eo. Vioù kalet, ma mignon, vioù yer ! Gwilhoù : Ya, met peseurt yod du a zo e strad ar plad, Jakez ? Lavaret e vefe kaoc’h-marc’h tomm, siwazh deomp ! Eh, n’am eus ket ezhomm outañ. Jakez : Gwelomp an tamm paper... « Oeufs pochés aux épinards »...Épinards, épinards ? ... soñj am-eus da vezañ debret eus ar seurt-se ‘n un tu bennak, e-pad ar brezel pevarzek. Met neuze ‘oan yaouank, hag em bije debret melchon ruz. Gwilhoù : Fidamdousik ! e-giz ma vezlavaret e Bro-Leon, ne daolin ket ma dent war al louzaouenn-ze. Nann ! Evit un tenn... Ar vatezh : Messieurs, voilà le plat de viande. Je regrette y a plus de vin. Mais vous n’avez pas mangé beaucoup ? L’appétit ne va pas ? (Div c’ hrougnadenn.) Gwilhoù : Tri mil barrad luc’hed ! N’eus ket gwin ? Mervel gant ar sec’hed goude bezañ marv gant an naon ! Petra hon eus graet d’an Aotroù Doue evit kaout ur binijenn ken skrijus ? Jakez, morse ne bardonin dit da vezañ stlejet ac’hanon e-barzh an ivern-mañ ! Jakez : Tañva deus ar plad diwezhañ-mañ ‘ta ! Kig leue tener hag a deuz war an teod. Ouzhpenn, bezañ zo gantañ boullouigoù bihan ken tener all. Ar wezh-mañ omp kouezhet mat, ma mignon. Pak din ar bara ! Gwilhoù : (goude bezañ bet tañvaet) Feiz Doue, ya ! mat-tre eo ar gegin. Ha da vihannañ, ul leue bihan ‘ouzon petra eo... Ar boullouigoù ivez a zo deus ar c’hentañ. Petra ‘c’hellfent bezañ ? Ma ouifen, me lârfe da Varianna poazhañ din eus ar re-se... Sell war an tamm paper ‘ta ! Jalez : (O lenn) « Noix de veau, noix de veau... aux...aux champignons »... Gwilhoù : Petra eo « aux champignons » ? Jakez : Debr atav ‘ta ! Arabat eo dit koll amzer, pe a-hend-all... (ober a ra ur sach mat d’ar c’hig ha d’ar boullouigoù). Gwilhoù : (O kas d’an traoñ ar muiañ ma c’hell) Ma c’hovig paour, pegen mat !... O, Jakez ! war bouez ! war bouez ! Lesk ac’hanon da gemer c’hoazh unanig bennak : an hanter outo a zo din ! Jakez : Gwir ! Diwall avat da lonkañ a-dreuz gant ar pres a zo warnout. Gwilhoù : Lavar din,’ta, Jakez, petra eo « cham...champignons » ? Jakez : Boued... Gwilhoù : Boued, boued, feiz sur boued int, amziod. Me ‘oar mat... Jakez : Beñ, Gwilhoù… Gwilhoù : Gortoz ma pakin an hini diwezhañ... La ! aet eo d’an traoñ... Jakez : (krak ha berr) Boued-touseg. Gwilhoù : Boued... Klevet mat am eus ? Boued ? ... Jakez : Ya, boued-touseg int. Gwilhoù : Boued-touseg ! A ! Sant Faron benniget ! Ampoezonet on !... Mont a ran buan d’ar gêr da vervel ! Jakez Kroc’henn, den milliget, sac’h ourgouilh brein, ma teuan a-benn da chom bev, ne fell ket din mui anaout ac’hanout. Lakaat ar paour-kaezh Gwilhou da zebriñ konkombrez, épinards ha boued-touseg !... Biskoazh kemend-all !

Pêr-Jakez Helias, Biskoazh kemend-all, Brud Nevez, niv. 17 Ebrel-Mezheven 1964

Page 138: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

137

Bitekle Goude ar marv, etre an douar hag ar baradoz eo ret tremen e-barzh kant ostaleri ha Bitekle ‘zo just plom ‘barzh ar c’hreiz. Amañ en em gav tout al lonkerien rak ‘raok mont d’ar baradoz eo ret da bep hini evañ e walc’h. Amañ ‘zo daou zen, Fañch ha Louï, ar re-mañ n’o deus ket gallet mont d’ar baradoz ha chomet int da c’hortoz ‘barzh Bitekle. An daou-mañ ‘zo bet dimezet gant Soaz ha hounnezh he deus anduret ur vuhez kalet gante. Ha setu Soaz o tegouezhout ‘barzh an ostaleri, pep hini ‘zo o klask kaout anezhi. Fañch : Chom trankil. Leusk ac’hanon da gaozeal diouti ? Hag e weli ? Hopala ! Soaz ! Soaz ! Ma yarig ! Deuet out ‘benn ar fin ! Ur veaj vrav ‘feus graet te ivez. Soaz : Hag am eus graet, ya ! Gwelet a rez, ne rez ket ! Louï : N’anavez ket ac’hanout ken anezhi. Ro plas. Deuet eo ma zro. Me ‘zo o vont da gaozeal outi bremañ. Soaz... Soñj ‘feus diouzhin c’hoazh. Soaz : O ! Ya daonet ! Soñj mat ‘meus diouzhit evel-just. Ha diouzhoc’h ho-taou ! Te gant an dour-chik melen o tiverañ ‘maez da veg war da c’hroñj hag egile gant pennoù e zaoulin kamm hag e zaoulagad ruz o luchal war e fri brulu. Louï : Gast ar c’hast ! ‘Deus ket cheñchet kalz ! Koshaet eo un tammig met ‘deus ket cheñchet pikol. Fañch : Ro plas : d’am zro bremañ ! Just a-walc’h, o kaozeal diwar da benn oamp hon-daou.... Hag o lâret... Louï : O lâret... Hag oc’h en em c’houlenn ha-eñ e teufes un devezh bennak. Fañch : Setu : ‘oamp o c’hortoz un tammig e-ser evañ ur bannac’hig... Oc’h evañ ur bannac’hig e-ser gortoz un tammig kwa... O soñjal : Marteze ‘teuy Soaz... Nec’het ‘oamp ‘blam dit hag ‘oamp krog d’ober gwad fall. Louï : Hag e oamp ! o soñjal e vijes bet aet e-biou deomp marteze hep gwelet ac’hanomp, hep taol evezh ouzhomp memes. Ha just neuze ‘out degouezhet tre. Soaz : Ne oa dañjer ‘bet din mont e-biou deoc’h, gant an trouz a rit ho-taou. Ne vez klevet nemetoc’h azalek dor ar beurbadelezh. Daou lapous-noz oc’h, me ‘lâr deoc’h. Daou lampon, daou glujar, ya ! Fañch : Ma yarig ! Soaz : Da yar gloc’h ‘lâr serriñ da veg !

Gwilhoù Kergourlay, Bitekle pe war hent ar baradoz, emb. Brud Nevez, 1979 Lakaet e brezhoneg Kallag get ar strollad F.A.B., 1997

Page 139: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

138

POELLADENNOÙ Gerioù un tammig diaes marteze : Kaozeal : komz, konto, prezeg. Leuskañ : laoskañ, lezel. Beaj / ar veaj : (gwregel) Ur veaj vrav am eus graet e bro Iwerzhon ar miz tremenet . Ar groñj : dindan ar beg, ar genoù. Daoulin kamm : daoulin... a-dreuz un tamm. Ur fri brulu: ur fri ruz ha tev. Cheñchet pikol : cheñchet kalz. Luchal : (verb) sellout a-dreuz : E-ser evañ : en ur evañ. Ober bil : bezañ nec'het, ober gwad fall. Mont 'bioù : tremen e-kichen : Azalek : adalek Peurbadelezh / ar beurbadelezh: E galleg : l'éternité. Nemetoc'h : c'hwi hepken. Displeget nemedon,nemedout, nemetañ, nemeti........ Ul lampon: E galleg : un polisson. Yar gloc'h : ur yar o c'houlenn goriñ. Evit kompren gwelloc'h. Penaos eo degemeret Fañch ha Louï gant Soaz ? Perak ? Penaos e komz Fañch digant Soaz ? Penaos eo Louï gant Saoz ? Petra a soñj Louï eus e wreg ? Perak e c'houlennont kaozeal pep hini e dro diganti ? Petra e oant oc'h ober da c'hortoz mont d'ar baradoz ? Perak e oant oc'h ober gwad fall ? Perak ne oa ket tu da Soaz mont 'biou dezhe ? Peseurt maouez eo Soaz ?

Page 140: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

139

Page 141: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

140

John Millington Synge, The Playboy of the Western World, c’hoariet e brezhoneg get Strollad Kallag

Page 142: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

141

Lubaner Kreiz-Breizh Un ostaleri vihan war maez, e Kerne-Uhel. Eno en em gav Lanig, ur c’hantreer drol, itriket eo an dud gantañ… Olier (nemet e benn dre an nor. A vouezh izel.) : Youenn Domaz ! Youenn (o tisneñvel anezhañ.) : Petra zo ? Olier : An hini oa oc’h ober e dalaroù du-hont : o sellet dreist ar c’hleuz ‘mañ ‘ barzh e soñj , ‘meus aon, laerezh yer. (o sellet a-us d’e skoaz.) Doue da’m sikour : emañ o tont war ma lerc’h. (o tont tre en ur redek.) Ma ‘n deus klevet ar pezh ‘m eus lâret e vin lazhet gantañ. Chom a reont da sellet ur pennadig ouzh an nor. Unan o pasaat er-maez. En em gavout a ra Lanig Ar Beskont, anezhañ ur skrilh, skuizh-divi, aonik ha lous-brein. Lanig (a vouezh izel.) : Boñjour d’an holl ! Ar re all : Mont a ra ? Lanig : Moaien zo da gaout ur bannac’h, mar plij, plac’h yaouank ? (o lakaat ur pezh arc’hant war ar c’hontouer.) Katrin (o servij anezhañ.) : N’out ket un’ deus ar bilhaouerien zo staliet ‘barzh Sant Nigouden du-se ? Lanig : N’on ket, nann ! Met skuizh-marv ‘c’h on, dre forzh bale. Youenn (evezhet) : Kerzh da dommañ ‘tal an tan, livet fall ma ‘c’h out gant ar riv. Lanig : Bennozh Doue dit. (tapañ e vannac’h, mont un tamm a-gleiz, ha neuze chom a-sav ha sellet tro-dro a ra.) Penaos ostiz, tremen a ra ar jañdarmed alies dre amañ ? Youenn : Ma vijes deuet ‘pad an deiz ‘fije gallet lenn al lisañs stag a-us d’an nor. Abalamour da betra e vefent o klask afer diouzhin ? Un den onest on-me ! Lanig (disammet) : Neuze, un ti dizañjer eo hemañ ? (mont a ra etresek an tan, en ur hirvoudiñ ha klemmichal. Azezañ a ra neuze, pozañ e vannac’h e-tal e gichen, hag en em lak da grignat un irvinen, re druek evit gwelet ema ar re all o sellet pizh outañ kurius anezhe) Youenn (o vont d’e heul) : Penaos ‘ta ? Aon ‘feus rak ar polis ? Klask zo war da lerc’h marteze ? Lanig : Meur a heni a vez klasket war e lerc’h. Youenn : Meur a hini, evel-just. Gant tout an dud dilabour a vez bremañ. (serriñ a ra loeroù, ha kement a zo o sec’hañ er c’hogn, hag e kas anezhe gantañ dre laer.) Laer e vefes ? Lanig (teñval e vouezh) : Laer ? N’on ket. Gwashoc’h ‘vit se. Katrin : Sell amañ un imobil ‘vat ! ‘Feus ket bet krabanad ‘bet ‘benn oas ‘barzh ar skol, paotr yaouank, dit da vezañ ken ankouaüs ? Lanig (mezhus.) : Ne zesken ket re vat ‘barzh ar skol. Ne oan ket deus ar re gentañ. Youenn : Pe sot pe fin… Goût a rez petra eo laerezh memes tra ? Abalamour da se ‘mañ ar jandarmed war da lerc’h ? Lanig (lorc’hus.) : Me, mab ul labourer douar aezet ? Doue d’e bardono. Arc’hant a-walc’h gantañ, n’eus ket pell zo c’hoazh, da brenañ da damm loch amañ ha kalz re all gantañ. Youenn (c’hwezhet.) : Ma n’eo ket laerezh, se, e c’hall bezañ gwashoc’h c’hoazh. Lomig : Fesonet fall eo hemañ ‘vat ! Daoust hag-eñ ‘vefe bet o c’hoari, o forzhañ ur plac’h bennaket ? Lanig (feuket.) : Santez Vari ! N’on ket deus ar sort tud-se, me ! Michel : Genaoueg zo ac’hanout, Lomig Tangi. ‘Mañ ket o tihan lâret dit e oa e dad labourer pinvidik, nann ? Ha hemañ fall e jeu gantañ bremañ, boutet er maez ken buan all ! Youenn (kevrin e vouezh) : An hucher an hini oa ? Lanig : An diaoul gant hennezh ! Lomig : Paotred an ti-bank ?

Page 143: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

142

Lanig :An diaoul gant ar re-se ! Michel : An noblañs ? Lanig (fumet) : Da zeviñ ‘barzh an ifern ‘lâran deoc’h ! Istorioù mod-se a vez lennet bemdez war ar journal amañ ‘barzh Kerne-Uhel pe war-dro. Met un istor ‘vel ma hini, biskoazh ‘peus bet klevet. (An holl a dosta deus outañ, c’hoant gante da c’hoût hiroc’h.) Michel : Gwall luziet eo an afer, ‘m eus aon ! Lomig : Kaozioù drol zo gant ar paotr-mañ memes-tra ! Klask goût te, Michel. Michel : Marteze ‘fije skoet pezhioù aour, peotramant pezhioù arc’hant faos kwa ? Lanig : A fe ‘nann, aotroù ! Nag ur gwenneg toull zoken ! Lomig : Pe neuze ‘vefes bet dimezet gant div pe deir blac’h asambles ? klevet ‘m eus lâret ‘ vez graet se bremañ. Lanig (gouher) : N’on ket dimezet, na gant teir na gant unan. Michel : Marteze eo hennezh ur c’hamarad da vartoloded Douarnenez – goût a rit : ar re oa en em savet a- enep d’o c’homandant du-hont, war ar mor Du, ‘pad ar brezel pevarzek. Lanig : Biskoazh ne ‘m boa kuitaet ma farroz eizhteiz zo. Katrin (o tont deus ar c’hontouer) : Neuze ne’n deus ket graet mann ‘bet. (ouzh Lanig.) Ma ‘feus ket lazhet den na graet netra fall na dizonest, pe pezhioù faos pe laerezh pe traoù mod-se, petra zo kaoz ‘out o c’haloupat an heñchoù d’an eurioù-mañ ? ‘Feus ket graet mann ‘bet. Lanig (feuket un tammig.) : N’eo ket gwall jentil lâret se d’ur paour-kaezh emzivad, foeter bro, an toull-bac’h ‘dreñv e gein, ar chafod dirakañ ha toull an ifern digor frank dindan e dreid. Katrin (oc’h ober sin d’ar re all da chom peoc’h.) : Ne rez ket ‘met lâret se, te. ‘Feus ket graet mann ebet. Ur paotr gouher eveldout, drougiezh ‘bet ennañ, ne rafe ket droug d’ur gelienenn ! Lanig (feuket.) : Mañ ket ar wirionez ganin ? Un taol skubellenn ‘feus c’hoant da gaout war da benn ? Katrin (fuloret.) : Mañ ket ar wirionez ganin ? Un taol skubellenn ‘feus c’hoant da gaout war da benn ? Lanig (o troiñ daveti en ur youc’hal.) : Na skoez ket mod-se ! Mod-se ‘m boa lazhet ma zad dimeurzh diwezhañ. Katrin (bamet.) : Se an hini ‘feus graet !

diàr John Millington Synge, The Playboy of the Western World, lakaet e brezhoneg get Sylvain Botrel ha Mari-Elen Morvan, emb. Skol-Vreizh, 2000

Page 144: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

143

Arsenik ha kozh dantellaj Skrivagner eo Mortimer. Emañ o chom e ti e ziv voereb Martha hag Abby. Ur breur foll en deus : Teddy. Hennezh a dremen e amzer o toullañ kav an ti. Kaoz zo bet etre Mortimer hag e ziv voereb da gas anezhañ da di ar re sot… E-barzh ar sal emaer. Mortimer : Moereb, me zo o vont da zimeziñ. Abby : N’eo ket gwir ? O, ma denig paour ! (O vont da bokat dezhañ.) Martha ! Deuit amañ diouzhtu. Neventi vat ‘m eus evidoc’h. Mortimer hag Elaine a zo o vont da zimeziñ. Martha : Da zimeziñ ? O Mortimer ! (O vont da bokat dezhañ tra m’emañ o sellet dre an toull prenestr.)

Abby : Ne c’hellan ket souetiñ gwelloc’h deoc’h. Martha : Neuze e tle Elaine bezañ an euvurusañ er bed ! Mortimer : (O sellet er-maez.) Ma welfec’h anezhi o lammat dreist ar bezioù a-dreuz ar vered... Abby : Mat. Gant ho fulenn azezet en ho kichen e vo plijus ar pezh, ‘m eus aon. Ur pezh romantel bennak emichañs ? Petra eo anv ar pezh ? Mortimer : Disklêriet eo bet al lazer ? Abby : Rititi ! (Mont a ra kuit d’ar gegin padal e kendalc’h Mortimer da gaozeal.) (Pa zigor Mortimer ar rideoz e vez gwelet korf un den marv war al leurenn.)

Mortimer : (Tra m’emañ o kaozeal e tigor ar bank a zo dirak ar prenest. Gwelet a ra eno korf un den marv. Leuskel a ra ar golo da gouezhañ. Gelver a ra e voereb.) Moereb ! Moereb ! Abby : Petra ‘zo ? Mortimer : En-sell e oac’h da gas Teddy d’un ti evit ar « Hoppy Dale » . Abby : (O tont gant ar paperioù.) Ya, ma denig, renket eo bet pep tra. An Doktor Harper ‘n eus degaset deomp ar paperiou da sinañ. Mortimer : (O kemer ar paperioù diganti.) Ret eo dezhañ sinañ anezho diouzhtu. (Dont a ra tre Martha gant ur plad arc’hant ha plajeier.) Martha : (O lakaat ul lien war an daol.) N’ eus ket pres da gaout. Abby : N’eus ket, ‘vat, hag ouzhpenn se bremañ pa ‘neus lakaet en e soñj toullañ... Mortimer : Selaouit, ho-tiv. Neventi fall ‘m eus evidoc’h. (Paouez a ra an div da ober war-dro an daol.) Ret e vo deomp kaout keloù. Evitañ da c’hoari gant e dok, ne soñjen ket e oa Teddy un den drouk. Martha : Un den drouk ? Mortimer : Abalamour da se eo ret kas anezhañ da di ar re glañv ha klozañ anezhañ diouzhtu. Abby : Perak klozañ anezhañ e-gis-se a-greiz-tout ? Mortimer : Abalamour ‘n eus lazhet un den. Martha : ‘N eus ket, ma denig paour. Mortimer : (O sevel hag o tiskouez ar bank.) Korf un den marv, aze, ‘barzh ar bank. Abby : Evel just, goût a ouezen. Mortimer : Goût a ouezec’h ? Martha : (O kenderc’hel da lakaat an daol.) Eveljust, met n’eus netra da welet gant Teddy. Abby : Ha bremañ Mortimer eo ret deoc’h disoñjal ar pezh ‘peus gwelet. Mortimer : Disoñjal ? Abby : Piv ‘nije kredet ‘pefe lakeet ho fri ‘barzh hon aferioù ? Mortimer : Met piv an diaoul eo ?

Page 145: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

144

Abby : Hoskins. Adam Hoskins. Setu tout ar pezh a ouzon war e bouez, nemet e oa metodist. Mortimer : Setu aze tout ar pezh a ouezit war e bouez ? Petra ‘oa oc’h ober amañ ? Petra ‘zo c’hoarvezet gantañ ? Martha : Mervel ! Mortimer : Moereb, tout an dud ne zegouezh ket dezhe mervel e-barzh ur bank. Abby : Evel just, mervel ‘noa graet a-raok. Mortimer : Ha penaos ‘ta ? Abby : Fri furch, Mortimer. Marvet eo ‘blamour ‘neus evet gwin...ampoezonet. Mortimer : Ha penaos eo degouezhet an ampoezon ‘barzh ar gwin ? Martha : Lakaet e oa bet ganeomp. ‘Blamour eo aesoc’h ‘barzh ar gwin evit ‘barzh an te. Ne vez ket santet kement ar blaz. Mortimer : Hag ho peus lakaet ampoezon ‘barzh ar gwin. Abby : Hag hon-eus, hag am eus stlejet an Aotro Hoskins betek er bank ‘blamour e oa an Doktor Harper o tegouezh. (Kenderc’hel a reont da gempenn an daol. Sabatuet eo. Mont a ra da delefoniñ.) Martha : Ha na lârit grik da Elaine. Abby, gwelet ‘meus an Intron Schultz. Goulennet he deus diganeomp kas o mab d’ar sinema. Abby : Mat. Mont a rin a-benn arc’hoazh goude merenn. Martha : Hag er wezh-mañ e choazimp ar film... ‘meus ket c’hoant mont da welet traoù spontus. (O vont d’ar gegin, Abby d’he heul.) Abby : Na me kennebeut. Ne gomprenan ket perak e vez savet filmoù da spontañ an dud. Se ne gomprenan ket ‘vat. Mortimer : (O telefoniñ.) Ac’hanta ! Ac’hanta ! Sam ? Ya, me an hini eo. ‘Benn ‘meus kuitaet bremaik : da belec’h ‘m eus lâret deoc’h e oan o vont ? Soñj ‘peus ? Da belec’h e oan o vont ? Brooklyn, ya. Da di ma div voereb. Mil bennozh deoc’h. (Gervel a ra an div vaouez.) Moereb Abby ! Moereb Martha ! Ha petra ‘vo graet bremañ ? En anv Doue, lârit din petra ‘vo graet bremañ ? Martha : Petra ‘vo graet diwar-bouez petra, ma denig paour ? Mortimer : Korf un den marv zo en diabarzh aze. (O tiskouez ar bank.) Abby : Goût a ouezomp. An Aotrou Hoskins. Mortimer : Jezuz benniget, petra ‘rin-me bremañ ? N’emaon ket o vont da c’hervel ar polis koulskoude. Martha : Da gentañ tout, distanit ho kwad un tammig. Abby : D’an eil, arabat deoc’h kaout poan-spered. Lâret hon eus deoc’h disoñjal an dra-se. Mortimer : Hag ar paour-kaezh Aotrou Hotkiss. Abby : (O resisaat) An Aotrou Hoskins, Hoskins. Mortimer : Pe vije Hotkiss pe Hoskins, ‘barzh ar bank emañ e gorf bepred. Martha : Pas evit pell. Abby : Teddy ‘zo diskennet ‘barzh ar c’hav da doullañ ur c’hanol nevez. Mortimer : ‘Peus ket lakaet ‘barzh ho soñj interiñ ‘nezhañ ‘barzh ar c’hav, eo ? Martha : Dam eo, e-giz hon doa graet evit ar re all. Mortimer : N’emaoc’h ket o vont da… (O tistreiñ en-dro.) Ar re all ? Abby : Ar re all. Mortimer : Peseurt re all ? Reoù all a zo ? Pet… ? Reoù all a vije ? Martha : O, ma denig paour, ma soñjan mat… unnek zo, Abby, n’eus ket ? Abby : N’eus ket ‘vat. An daouzekvet eo hemañ. (Mortimer ‘zo spontet. Mont a ra betek an telefon.) Martha : En em vankañ ‘rit, Abby. N’eus nemet unnek deuste. Arabat e vije kontañ an hini kentañ. Abby : Me a gonte an hini kentañ. (Soniñ a ra an telefon. Dispegañ a ra Mortimer, hanter

Page 146: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

145

sabatuet.) Mortimer : Ac’hanta ! Ac’hanta ! Plijadur ‘ra din klevet ho mouezh. Chitit ! Nann, ‘m eus ket evet banne ebet. Nann. Ken divezv hag ur gegin-spern. Klaskit kaout Georges diouzhtu. Larit dezhañ n’on ket evit mont d’an teatr warc’hoazh vintin. Ret eo da Georges ober al labour ‘barzh ma flas. Mat. Klaskit ‘nezhañ. (Echu gant an telefon.) Abby : Forzh penaos int bet interet, an daouzek anezhe, ‘barzh ar c’hav. Ac’hanta bremañ. Pelec’h oan dija ? Daouzek ! Martha : Abby a soñj ganti e tlefemp kontañ an hini kentañ. ‘Mod-se ‘rafe daouzek deomp. (Mortimer a dap ar gador da gas ‘nezhi da zehoù al leurenn, hag e tegas Martha dorn-ha-dorn hag e lak ‘nezhi da azezañ) Mortimer : Deomp dezhi bremañ. Piv ‘oa an hini kentañ ? Abby : (O vont davet Mortimer) An Aotrou Midgely. Batist e oa. Martha : Eveljust. Ne c’hellomp ket kontañ ‘nezhañ. ‘N eus graet nemet mervel amañ. Abby : Ya, deoc’h da gompren n’eo ket marvet gant hon sikour. Deuet e oa amañ da glask lojañ. Martha : Just war-lerc’h ma oac’h aet kuit da New-York. Abby : Ha ni kaout ur gambr libr padal ‘zo kement a dud dilojeiz. Martha : Un denig kozh a oa anezhañ. Abby : Na pegen digonfort e oa, kollet tout e dud gantañ. Martha : Truez hon eus bet deustañ. Abby : Ha neuze a-greiz-tout un atak-poulloud hag e kouezhas war ar gador-vrec’h aze. Mortimer : Hag e kouezhas war ar gador-gazel aze ? Na pegen spontus evidoc’h. Martha : N’eo ket bet, boazet omp bet gant ho tad-kozh kaout daou pe dri re varv ‘tro d’an ti. Ha just a-walc’h e oa Teddy o paouez toullañ e Panama hag e soñjas gantañ en doa paket an derzhienn velen. Abby : Hag e ranke douarañ anezhañ diouzhtu. Martha : Neuze hon eus sikouret ‘nezhañ da stlejañ ‘nezhañ d’an traoñ betek ar skluz. Mortimer : Un den o tont amañ, un atak poulloud hag echu ? Hag aze penn-kentañ an istor. Abby : Marv dre zegouezh. Setu n’ hon eus soñjet... Martha : (O vont davet Mortimer) Ha soñj ‘peus eus ar podadoù ampoezon chomet war-lerc’h ho tad-kozh war estajerenn al laboratoar ? Abby : Goût a rit pegen stummet e vez ho moereb Martha da geveskañ traoù. Bet ‘peus bet ouzhpenn hag un tañva deus he boued. Martha : Pemp litrad gwin bouloù skav, div loaiad vihan arsenik, un hanter loaiadig striknin, un ivinad sianid. Mortimer : Louzoù kezeg. Abby : Da lâret ar wirionez, unan eus hon Aotrounez ‘n eus bet amzer da lâret : « Na pegen iskis ! » Martha : (O vont etrezek ar gegin) N’eo ket tout. Poent bras eo aozañ koan. Abby : (Da Vortimer) Chomit da goaniañ ganeomp. Martha : Emaomp o klask aozañ ur meuz nevez. Mortimer : ‘M eus ket naon ken.

Joseph Kesselring, Arsenik ha kozh dantelaj C’hoariet get Strollad Penn-ar-Bed

Page 147: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

146

POELLADENNOÙ

A) Goulennoù diwar-benn Arsenik ha kozh dantelaj 1) Emañ Mortimer hag Elaine o vont da zimeziñ. Penaos eo spered an div voereb ? Laouen int displijet int ne reont ket van

2) Pa gav ar c'horf er bank, e soñj Mortimer eo kablus: Teddy an div voereb un den all

3) Petra a soñj an div voereb deus ar pezh en deus dizoloet Mortimer ? Ret eo dezhañ galver ar polis ret eo dezhañ disoñjal lavaret a reont ez

eo kablus Teddy.

4) Penaos eo marvet Adam Hoskins, an den marv zo er bank ? Evet en deus gwin ampoezonet marvet eo en un taol krenn, dre zegouezh ne ouezer ket

5) Piv en deus lakaet an ampoezon 'barzh ar gwin ? Teddy Abby ha Martha tad-kozh Mortimer

6) Plijout a ra d'an div voereb ar filmoù spontus ? Ya, plijout a reont dezho ne reont ket

7) Ha pell e chomo korf an ao Hoskins er bank ? Ya, pell e chomo e-barzh ne raio ket

8) Pelec'h e vo lakaet ar c'horf neuze ? war leur kav an ti er vered a zo stok ouzh an ti en un toull e kav an ti

9) Perak ez eus SIKAN etre an div voereb ? peogwir ne ouezont ket petra ober deus ar c'horf peogwir ne ouezont ket pet a dud o deus lazet

*10) Perak o doa degemeret un estrañjour en o zi ? (*meur a respont zo mat) peogwir e oant enouet peogwir e oa ur gambr libr en ti peogwir o doa TRUEZ outañ peogwir o doa c'hoant lazañ un den

11) Aon o deus bet an div blac'h rak an den marv ?

12) Perak ?

… …

B. Liammit ar gerioù pe an troioù-lavar a dalv ar memestra:

un dra nevez, ur c'heloù nevez • • n'eus ket pres da gaout e rank • • un neventi

ur maen gant ur c'horf dindanañ • • ul lien c'hoant ho poa da… • • emañ o c'hoari gant e dok

Page 148: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

147

ar pezh a vez lakaet war an daol • • d'am soñj amzer zo • • ur bez

sot eo • • e tle 'm eus aon • • en sell e oac'h da…

Page 149: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

148

Page 150: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

149

5

AR BIBL

BUHEZ AR SENT

Page 151: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

150

Murlivadenn get Michaele Angelo, doublaj ar Cappella Sistina, Vatikan

Page 152: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

151

Adam hag Ev Adam hag Ev a oa bet kroueet evel an Aeled en ur stad a santelezh. Ne zleent bout sujet, a-gentañ, na d’an droug na d’ar marv. Oc’hpenn, an dachenn ma oant a-barzh a oa ker bourrus mand eo bet anvet Baradoez an douar. Gwarniset e oa a frouezh evit o magadur ; ur wezenn hepken a oa difennet dezhe debriñ anezhi, ar wezenn da anavout an droug hag ar mad. — « Mard it ha debriñ ag ar wezenn-se, eme an Aotrou Doue, c’hwi a varvo » — Eñ a venne o amprouv ; gwelet a faote dezhoñ hag int a vehe bet sentus. Mes an diaoul en doa kaz doc’h eürusted ha santelezh an dud goude en devout kollet ar baradoez, eñ a glaskas an tu da lakaat ivez mab-den er-maez. Un deiz ma oa Ev e-tal ar wezenn difennet, eñ a dostaas dezhi e-kiz un naer : « Perak, a lâr eñ, ne zebrit ket-c’hwi ar frouezh ag ar wezenn-mañ ? » — « Rak, eme-hi, a pand ahemp ha tañvaat ar frouezh-se, ni a c’hellahe marviñ. » — »Nend eo ket gwir, a reskond an diaoul, ne varvahec’h ket ; mes mar karit debriñ anezhi, c’hwi a zay da vout hañval doc’h Doue, dre ma anavahet neuze, just eveltoñ, an droug hag ar mad. » Ev, lorbet dre ar c’homzoù-se, a sell doc’h ar frouezh : brav e oant da welet, ha mat e tleent bout ivez da zebriñ ! Hi a gemer enta unan ; ha goude en devout tañvaet, hi a gas un tamm ivez d’he fried. Adam, get aon a zisplij d’e vaouez, a gemer hag a zebr ar frouezhenn. — Kentizh e tigor o daoulagad d’ar pezh na anavent ket c’hoazh ; mes ar pezh a anavont a zegas mezh dezhe a-benn ; skontiñ a raont o-daou hag int a ya da guzh, a pa glevont an Aotrou Doue. — « Adam, eme-eñ, e men eh ous-te ? » Adam a glask digarezioù, hag a daol ar gaou àr e vaouez ; Ev a daol ar gaou àr an naer ; mes Doue em glemm anezhe rac’h. — « Te, eme-eñ d’an naer, te ‘vo milliget e-mesk ar loened ; te ‘ruzo ha gorv àr an douar ; hag un deiz da zonet, ur vaouez a flastro ha benn edan he zroad. — Te, Ev, hag an holl gwragez, nen day bugale deoc’h er bed-mañ, nemet get ar brasañ gloez. — Te, Adam, evit debriñ bara, te ‘c’hwezo doc’h er gounid, bet ken ne yi en-dro d’an douar. » En ur lâret ar c’homzoù-se, eñ en doa-int skarzhet er-maez ag ar lec’h ma oant ; ha serriñ a ras dor ar baradoez doc’hte ha doc’h o bugale. A-ziàr neuze, ema chomet mab-den da boaniiñ àr an douar, edan bili an diaoul, a-vihan betek ar marv.

Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896

Page 153: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

152

Adam hag Eva Adam hag Eva a oa bet krouet gant Doue en ur stad a santelezh ; neuze ne oant na sujet, na d’an droug na d’ar marv ; hag en tu-hont da se, an dachenn ma oant enni a oa ken brav bezañ e-barzh ken a oa anvet baradoz an douar. Eno e oa e-leizh a frouezh, evit o magadurezh ; ur wezenn hepken a oa difennet oute debriñ diouti, gwezenn anaoudegezh an droug hag ar vad : « Mar debrit deus ar wezenn-se, eme an Aotrou Doue, c’hwi a varvo ». Doue en doa c’hoant d’amprouv anezhe, ha da welet hag-eñ vijent bet sentus. Mes an diaoul en doa4 kaz ouzh eürusted ha santelezh hon zad kentañ. Un deiz ma oa Eva e-tal ar wezenn difennet, Satan a dostaas dezhi dindan furm un naer : « Perak, emezañ, perak na zebrit ket-c’hwi ar frouezh deus ar wezenn-mañ ? » — Rak, emezi, mar tañvafemp ar frouezh-se, ni a varvfe. » — « Gevier, eme an diaoul, na varvfec’h ket evit se ; zoken, mar karit debriñ dioute, c’hwi a zeuio da vezañ heñvel ouzh Doue, dre ma anavfec’h neuze, kenkoulz hag eñ, an droug hag ar vad. » — Eva a gredas ar c’homzoù-se, hag a gemeras ur frouezhenn, ha goude bezañ debret diouti, e kasas un tamm ivez d’he fried. Adam, na c’houlle ket displijout d’e wreg, a gemeras hag a zebras. — Raktal, mezhus ha spontet, ec’h eont o-daou da guzh. Setu e tegouezh hepdale an Aotrou Doue dirak ar paour-kaezh pec’herien, hag eñ kounnaret. — « Te, emezañ d’an naer, te ‘vo milliget e-mesk al loened ; te ‘ruzo da gorf war an douar ; hag un deiz da zonet, ur wreg a flastro da benn dindan he zroad ; — Te, Eva, te hag an holl gwragez, na deuy bugale deoc’h er bed-mañ nemet gant ar brasañ anken. — Te, Adam, evit debriñ bara, te ‘c’hwezo d’en gounid ac’han ma tistrofet, ho-taou, en douar a belec’h ez oc’h tennet. » En ul lâret ar c’homzoù-se, Doue o c’hasas e-maez al liorzh e-lec’h ma oant ; prennañ ‘reas dor ar baradoz oute hag ouzh o bugale. Diwar gement-se eo chomet an den da boanial war an douar adalek ma vez ganet betek e varv.

Eugène Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan, Ploermel, 1896

4 en doe er skrid orin : skriv kentoc’h en doe e peurunvan ?

Page 154: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

153

Page 155: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

154

Murlivadenn get Michaele Angelo, doublaj ar Cappella Sistina, Vatikan

Page 156: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

155

An deluj A-nebeudigoù, bugale Seth a zarempredas bugale Caïn ; int a zimezas gete, hag a zas da vout fall evelte. A-ziàr neuze, holl ar bobl a droas da vout ken dirollet, ma lakaas Doue en e soñj da naetaat an douar a-kerzh, get un deluj-dour, ha da veuziñ rac’h an dud. Un den hepken, anvet Noe, a zalc’he start doc’h lezenn Doue. An Aotrou Doue a c’hourc’hemennas enta dezhoñ gober un Arc’h, da lâret eo, ur lestr bras : « C’hwi em denno a-barzh, eme-eñ, get holl ho tud, ha c’hwi a gemero loened genoc’h, ur c’houplad a bep sort. » Kant vlez e labouras Noe àr ar lestr-se, hep selaou doc’h ar c’hoapaerion a zae àr e dro. Kentizh ma oa daet da benn ag e labour, ar mor em lakaas da foeñviñ, hag ar glav da gouezh a-herr : daou-ugent deiz ha daou-ugent noz, e kreskaas an dour hep arsav : kaer en doa an dud tec’h en e raok, an dour a save, a save atav ; sevel a ras betek oc’hpenn pempzek troated a-dreist ar menezioù uhelañ ; mougiñ a ras edan an deluj kement tra en doa buhez àr an douar : ne chomas bev nemet Noe hag ar re a oa getoñ en Arc’h. Kant hanter-c’hant deiz, an douar a chomas beuzet edan an dour. Àr-lerc’h an termen-se, Doue a lakaas un avel spelc’hus da c’hwezhiñ ; hag, a-ziàr neuze, an dour a goazhas a-nebeudigoù bemdez ; seizh miz a-c’houde ma oa àr an dour, an Arc’h a stokas doc’h penn ur menez — Evit goût ma oa dizolo an douar, Noe a zigoras ur lukan, hag a laoskas ur vran da vonet er-maez ; ar vran-se ne zas ket en-dro. Seizh deiz àr-lerc’h, Noe a zigoras ar lukan d’ur glomm, mes ar glomm a zistroas buan en-dro, dre ma n’he doa kavet tachad erbet da ziskenn. A-benn seizh deiz àr-lerc’h, Noe a lak c’hoazh ar glomm er-maez ; hag, àr-dro an noz, hi a zegas dezhoñ en he beg ur barr koad oliv. Noe a anavas dre-se e oa hesket an dour, ha disec’het an douar. Un nebeud amzer goude, e tas eñ-memp er-maez ag an Arc’h, get e dud hag ar loened a oa getoñ a-barzh : ur blez a-bezh en doa tremenet enni. Ar c’hentañ tra a ras Noe, kentizh evel en devout douaret, e oa bet sevel un aoter ha trugerekaat Doue. En arbenn a gement-se, an Aotrou Doue a zisplegas, en oabr ag an amzer, ur gaer a waremm-glav, evit merchiñ e oa renevezet an aliañs etre an Neñv hag an douar.

Jérôme Buleon, Istoer santel, 1896

Page 157: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

156

An deluj Tamm-ha-tamm bugale Set a bleustras bugale Kaïn ; dimeziñ a rejont gante, hag e teujont da vezañ fall evelte. Diwar neuze, an holl bobl a droas da vezañ dirollet, ken dirollet, ken ma lakaas Doue en e soñj naetaat an douar a-grenn gant un deluj-dour, ha beuziñ an holl dud. Un den hepken, anvet Noe, a zalc’he start da lezenn Doue. « Grait, eme an Aotrou Doue, un Arc’h, da lâret eo ul lestr bras ; c’hwi en em denno e-barzh, c’hwi hag hoc’h holl dud ; ha kemer a rafet loened ganeoc’h, ur c’houblad a bep sort. » Kant vloaz e labouras Noe d’ober al lestr-se, hep selaou ar goapaerion a vije war e dro. Kenkent a oa Noe e penn e labour, ar mor a zirollas d’en em ledañ dre holl war ar bed ; ar glav en em lakaas da gouezhañ a-herr, hep paouez, e-pad daou-ugent deiz ha daou-ugent noz. Kaer o doa an dud tec’hel en e raok, an dour a save, a save bepred ; sevel a reas ouzhpenn pempzek troatad a-dreist an uhelañ menezioù ; mougañ a reas dindan an deluj kement tra en doa buhez war an douar : na chomas bev nemet Noe hag ar re a oa gantañ en Arc’h. An douar a chomas goloet e-pad kant hanter-kant deiz ; goude an termen-se, Doue a lakaas da c’hwezhañ un avel a zisec’he ; ha diwar neuze, an dour a vihanas un nebeudig bemdez ; seizh miz goude ma oa war an dour, an Arc’h a stokas ouzh penn ur menez. Evit goût hag-eñ oa dizolo an douar, Noe a zigoras buan ul lukan, hag a laoskas ur vran da vont e-maez. Ar vran-se ne zeuas ket en-dro. Seizh deiz goude, Noe a zigoras al lukan, d’ur goulm ; mes ar goulm a zistroas buan en-dro, dre n’he doa kavet lec’h ebet da lakaat he zroad. War-benn seizh deiz goude, Noe a lak c’hoazh ar goulm e-maez, ha, war-dro an noz, ar goulm a zegas dezhañ en he beg ur bod koad oliv. Noe a anveas dre-se ne oa ken a zour, hag e oa disec’het an douar. Un nebeud amzer goude e teuas e-maez an Arc’h gant e dud hag al loened a oa gantañ e-barzh. Ur bloaz leun en doa tremenet enni. Kentañ tra en deus graet Noe, p’en doe douaret, eo sevel un aoter ha trugerekaat Doue. An Aotrou Doue a zisplegas en oabl ur gaer a waremm-c’hlav, da ziskouez e oa adenevesaet an « Aliañs » etre an neñv hag an douar.

Eugène Heri, Istoar santel, ti moullerezh Sant-Erwan, Ploermel, 1896

Page 158: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

157

Noah

Fallagriezh an dud Hag e welas an Aotroù e kreske fallentez an den war an douar. Ha keuz en devoa an Aotroù da vezañ graet an den war an douar, hag e voe poaniet e galon. Hag e lavaras an Aotroù : « Raskañ a rin an den am eus krouet diwar c’horre an doaur, hag ar chatal, hag ar stlejviled, hag evned a neñvoù, rak keuz am eus da vezañ graet anezho. » Met Noah a gavas gras ouzh daoulagad an Aotroù. Setu istor Noah : Noah a oa un den reizh, didamall ; gant Doue e kerzhe Noah. Hag en devoe Noah tri mab : Shem, Ham ha Yafet. Hag e oa brein an douar dirak an Aotroù ; leun e oa an douar a zireizhdoù. Ha pa welas Doue an douar ken brein, e lavaras Doue da Noah : »Diwezh kement kig a zo erruet, rak leun eo an douar a zireizhdoù ganto : ez an d’o distrujañ gant an douar. Gra din un arc’h koad sedrez. Ha me a gaso un dic’hlann dour war an douar, evit distrujañ kement kig a zo ennañ. Hag ez i en arc’h, te ha da vibien, ha da wreg, ha gwragez da vibien ganit. Hag eus kement a vev, eus kement kig a zo, ur re a bep seurt a gasi en arc’h ganit : par ha parez e vezint. Evned a bep seurt, chatal a bep seurt, stlejviled a bep seurt, ur re anezho holl a zeuio ganit da vevañ. » Hag e reas Noah kement tra en devoa gourc’hemennet an Aotroù Doue dezhañ. Mont a rejont holl, tud ha loened, e-barzh an arc’h.

An dic’hlann Ha Noah a oa un den a c’hwec’h kant vloaz pa zic’hlannas an doureier war an douar. Hag ez eas Noah hag e vibien, hag e wreg, ha gwragez e vibien gantañ en arc’h, gant aon rak doureier an dic’hlann. Ha setu a-benn seizh deiz e voe doureier an dic’hlann war an douar. Hag e voe glav e-pad daou ugent devezh ha daou ugent nozvezh. En hevelep deiz-mañ ez eas Noah ha Shem, Ham ha Yafet, mibion Noah ha gwreg Noah, ha teir gwreg e vibion ganto, en arc’h ; int hag an holl loened a bep seurt, hag an holl chatal a bep seurt, hag an holl stlejviled a ruz war an douar, hag an holl evned a bep seurt, an holl laboused a bep pluñv. Hag e teujont davet Noah en arc’h daou ha daou. Hag ar re a zeue a oa par ha parez. Hag e prennas an Aotroù war an arc’h. Setu e kreskas an doureier, hag e tougjont an arc’h. Goloet e voe ar menezioù. Kement tra a oa bet war an douar a varvas, tud ha loened. Ha ne chomas nemet Noah hag ar re a oa gantañ en arc’h. Hag e voe kreñv an doureier war an douar e-pad hanter-kant devezh.

Digresk an doureier Ha soñj en devoe Doue eus Noah hag eus an holl loened, hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc’h, hag e reas Doue tremen un avel war an douar, hag e koazhas an doureier. Hag e tigreskas an doureier diwar an douar tamm ha tamm, hag e tichalas an dour a-benn kant hanter-kant devezh, hag e tiskuizhas an arc’h d’ar seizhvet miz, d’ar seitekvet deiz eus ar miz, war venezioù Ararat. Hag an doureier a yeas war zigreskiñ betek an dekvet miz, ha d’ar c’hentañ eus ar miz e voe gwelet pennoù ar menezioù. Ha setu, a-benn daou-ugent deiz e tigoras Noah prenestr an arc’h en devoa graet ; hag e laoskas ar vran, a yeas kuit, o vont hag o tont ken na voe disec’het an dour diwar an douar. Hag e laoskas ar goulm azioc’htañ da welout hag-eñ e oa skañvaet an dour diwar c’horre an douar. Ha ne gavas ket ar goulm diskuizh da balv he zroad, hag e tristroas davetañ en arc’h, rak dour a oa war c’horre an douar a-bezh. Hag ec’h astennas e zorn d’he zapout, hag e kasas anezhi davetañ en arc’h. Hag e c’hortozas c’hoazh seizh deiz all, hag ez adkasas ar goulm eus an arc’h, hag e teuas davetañ ar goulm da goulz an abardaez, hag he devoa un delienn olivezenn distaget en he beg ; hag e ouezas Noah o devoa skañvaet an doureier diwar c’horre an douar. Hag e c’hortozas c’hoazh seizh deiz all, hag ec’h adkasas ar goulm na zistroas ket

Page 159: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

158

davetañ ken. Ha setu, d’ar bloaz c’hwec’h kant unan, d’ar c’hentañ miz, d’ar c’hentañ eus ar miz, e tisec’has an doureier diwar c’horre an douar, hag e lemas Noah goloenn an arc’h, hag e welas e oa sec’h gorre an douar. Ha d’an eil miz, d’ar seizhvet warn-ugent eus ar miz e voe peursec’het an douar . Hag e komzas Doue ouzh Noah en ur lavarout : « Kae er-maez eus an arc’h, te ha da wreg, ha da vibion, ha gwragez da vibion ganit, an holl : loened a zo ganit : evned ha chatal hag an holl stlejviled a ruz war an douar, kas-i er-maez ganit ; ra builhint war an douar, ha ra frouezhint, ra liesaint war an douar. » Hag ez eas er-maez Noah, hag e vibion, e wreg, ha gwragez e vibion gantañ. An holl loened, an holl stlejviled, an holl evned, an holl re a ruz war an douar, a bep gouenn, a zeuas er-maez eus an arc’h. Hag e savas Noah un aoter d’an Aotroù, hag e kemeras eus an holl chatal glan, hag eus an holl evned glan hag e reas un holl-loskad war an aoter. Hag e c’hwesaas an Aotroù ar c’hwez c’hwek, hag e lavaras an Aotroù en e galon : « Mui ne vallozhin ken an douar abalamour d’an den, rak mennozioù an den a zo fall adalek e yaouankiz ; ha mui ne skoin an holl re vev evel am eus graet.

Hiviziken, tra ma pado an douar, na had, na trevad, na yenijenn, na tommijenn, na hañv, na goañv, na deiz, na noz, n’ehanint ket. »

Ar Bibl, troet diàr an hebraeg get Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien,

emb. An Tour-tan, 1981

Page 160: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

159

Page 161: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

160

Skeudenn get Xavier de Langlais, tennet a Xavier de Langlais et la Bretagne, emb. Coop Breizh

Skeudenn tennet a Saint-Gildas de Rhuys, emb. Le Doare

Page 162: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

161

Sant Geltas Lies eh ae, a eno, da welet menec’h abati Ruis, evit o lakaat da greskiñ muioc’h-mui er santelezh ; da galz a dud, a veve er bed, e teske hent ar vertuz : unan anezhe, anavet mat get an holl, a zo santez Trifin, merc’h Waroc’h, kont a Wened — Hennañ, rak ne venne ket anezhañ he dimeziñ da Gonomor, en doa-hi lakaet edan gouarnasion sant Geltas. Gouiet a rae eh oa Konomor un den dinatur, e lakae d’ar marv holl ar re a zimeze dezhañ : intañv e oa dija div wezh. Mes, evel ma talc’he Konomor da c’houlenn atav ar briñsez evit pried, plijiñ a ra d’ar sant reiñ dezhañ ar pezh a c’hoantae kement : Trifin a za enta da vout e bried. Mes, emberr, ar pezh a oa doujet a zegouezh. Konomor, àr-lerc’h ur miz bennak, a lazh e vaouez (er Bondon, hervez ma kreder, tostik-tra da Wened). Waroc’h, kentizh m’en deus gouiet an doere, a c’houlenn e verc’h get Geltas. Glac’haret é welet daeroù an tad, ar sant em lak e pedenn hag a resusit Trifin. Ar c’hrouadur, ganet dezhi neuze, a zo bet anvet Tremeur, an deiz ag e vadeziant. Daet eo ivez da vout ur sant. Burzhudus dre e virakloù, burzhudus en e gomzoù hag en e evroù, ar sant a zo bet c’hoazh fur ha nerzhus en e levroù. Skrivet en deus daou levr kaer : unan a-zivout kastizamant an dud a Iliz, un arall a-zivout dismantr Breizh. E hennañ, diskoueziñ a ra d’ar Vretoned ema dre o zorfetoù eo o deus tennet àrnezhe mallozh an Aotrou Doue. Sant Geltas a yae c’hoazh gwezhave d’un abati arall, anvet Koed-Lahen e parrez Sant Demetrius (moarvat Penvins). Mes al lec’h m’em blije ennañ ar muiañ a oa atav Houad. Un deiz, goude en dout tremenet an noz e pedenn evit goulenn get Doue ar c’hras da vonet emberr davetañ, un ael a zas d’er c’havout, en ur lâret e tlee mervel a-benn eizh deiz. Leun a joa, kentizh e kas kemenned da venec’h Ruis ha d’e zisipled arall da zonet d’er c’havout. A-c’houdeze, e tremenas holl an deizioù e predeg d’e vugale karet, evit o doug, dreist pep tra, d’ar garantez ha d’an humilite : an niv vertuz-se a oa bet prizet ha pratiket getañ ar muiañ e-pad e vuhez — Goude en dout resevet e sakramantoù diwezhañ ha roet e vennozh d’e vreuder tolpet en-dro dezhañ, ar sant a rantas e eneñv da Zoue, an 29 a C’henver, er blez 570, d’an oad a 76 vlez. A-zivout e interamant, e zisipled a ras evel m’en doa gourc’hemennet dezhe gober. Gouiet a rae ar sant e vehe bet savet tabut àr-lerc’h e varv diàr-benn e gorf. Gourc’hemenn a ras, enta, el lakaat en ur vagig, ha goudeze he lezel da vonet get an avel hag houlennoù ar mor — Evel-sen ivez eh oa bet graet. Menec’h Ruis, leun a goñfiañs, a bede Doue a galon evit ma vize bet chomet gete ar c’horf santel ; yunet o doa evit kement-se e-pad tri deiz. Mes menec’h sant Iltud, daet ag an Angleter, a venne er skrapiñ ha kas gete an trezol prisius. Pa oant evit gober o fall daol, setu ar vag, get ar c’horv santel, ha aet d’ar sol — Tri miz goude, e deiz ar Rogasionoù, evel mah ae menec’h Ruis e prehesion d’ur chapelig savet get ar sant, en Arzhon, en enor d’ar Groaz, int a gav ar vag taolet àr an aod. Enni eh oa korv an abad santel ker fresk evel en deiz mah oa bet lakaet a-barzh. En doug a raont get resped d’iliz an abati. Azen ema interet àr-dreñv an aoter.

Jag Larboulet, Buhez ar sent eit pep deiz ag ar blez, ti-moulliñ Galles, 1907

Page 163: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

162

Santez Noalwenn Noalwenn, arru e Bretagne, em avañsas en douar evit klask ul lec’h retiret, e pehani en he dehe gellet beviñ trankil ha pell doc’h ar safar ag ar bed. E bro Gwened e veve neuze un aotrou bras ha puisant, anvet Nizan, pehani a oa un den kruel ha libertin. Em gavout a ras un deiz get ar santez, pehani en doa resevet get Doue ur vraventez remerkapl, ha plijiñ bras a ras dezhañ : kemer a ras memp eviti ur garantez dizordr. Nizan, pehani ne glaske ‘met an okazion da gontantiñ e blijadurioù kriminel, a esaeas dre bromesoù kaer lakaat ar santez kontant da zimeziñ dezhañ ; mes Noalwenn en doa kemeret Jezus-Krist hepken evit pried, ha ne vennas ket selaouet doc’h e gomzoù. Nizan, furiet doc’h em welet evel-se disprizet ha rebutet, a gomañsas he menasiñ d’ober dezhi andur an tourmantoù brasañ hag ar marv memp, ma ne venne ket konsantiñ d’e zezirioù. E venasoù ne raont ket mui a efed àr ar santez evit e bromesoù. “Konsakret em eus man gwerc’hted da Zoue, a lâre Noalwenn, ha n’em bo jamez kin pried ‘met Jezus-Krist ; ne zoujan ket ar marv a ma c’horf : me ‘zouj hepken marv eternel m’eneñv. Grait ac’hanan ar pezh a garahet : prest on da soufriñ an holl tourmantoù kentoc’h evit mankiñ d’ar ro am eus graet da Zoue. Engorto on a resev get ma fried divin an holl kouraj neseser evit andur ar marv kruelañ. Pezh ur boneur evidon resev ar gouron a vartir !” An den kruel-se, arfleuet abalamour ma ne gonsante ket ar Werc’hez santel-mañ er c’hemer evit pried, a ordrenas lemel he buhez geti, hep truez na kompasion erbet doc’h ur verc’h ker yaouank ha ken dilikat. Em vañjiñ a faote dezhañ ag an disprizañs, a lâre en doa graet ar santez anezhañ. Monet a ras eñ-memp get ar vourevion, hag int a gavas Noalwenn e-tal chapel ar Bezo, pehani a zo e parrez Begnen. Nizan a ras c’hoazh e bosipl evit donet da benn ag ar santez, hag evit he spontiñ get ar glezeñvier, pere e lugerne dirak he daoulagad hag a anoñse dezhi ur marv asuret ; mes ar Werc’hez-mañ, atav ferm ha kourajus, a oa gwell gei mervel evit koll he gwerc’hted, ha prezantiñ a ras hardizh-mat he fenn d’ar vourevion evit bout troc’het. An tirand a ordrenas d’e vinistred gober o dever ha dibenniñ ar santez. He magerez a oa bet ivez dibennet geti. Lâriñ a raer memp penaos Noalwenn ne varvas ket er momant-se, daoustou mah oa dispartiet he fenn doc’h he c’horf, hag e ras ar santez pemp pe c’hwec’h lev a hent, en ur zoug he fenn etre he daouarn : tremen a ras evel-se dre el lec’h e pehani ema bremañ bourc’h Noal, e-tal Pondi. Noalwenn a avañsas c’hoazh un hanter lev pelloc’h. Em arrestiñ a ras àr ur roc’h evit gober eno he fedenn, ha hiniv an deiz e weler c’hoazh àr ar roc’h-se ar merchoù a he daoulin hag a he c’hlinoù-brec’h. Plantiñ a ras eno he bazh en douar ha donet a ras da vout ur wezenn. An dud ag ar vro ne basont jamez e-tal al lec’h-se hep er saludiñ ha gober sin ar groaz. Ar santez a yas c’hoazh donoc’h en dezerzh, hag a rantas he eneñv da Zoue el lec’h mah eus bremañ, e parrez Noal, ur chapel gaer koñsakret en he enor. El lec’h-se eh oa neuze un dezerzh bras. Hep komz ag ar parrezioù arall pere en deus em lakaet edan proteksion ar vartirez-mañ, santez Noalwenn a zo e spisial patromez ar barrez a Noal-Pondi, hag un nombr bras a berc’hinderion devot a ya pep blez da vizitiñ he chapel. Evit gloar hag enor santez Noalwenn, me ‘raporto amañ un exañpl a he faverioù e-keñver ar re he fed get ur gwir goñfiañs. Me ‘anav un den, pehani, durañt e vuhez, en devo un obligasion vras d’ar santez-mañ. Kouezh a ras, en amzer mah oa krouadur, edan ur rod melin é troiñ, ha ne oa ket aparañs a vuhez ennoñ, a pa oa bet tennet avahont. Hag eñ a oa bev pe marv, n’hellan ket er lâret ; mes ar pezh a ouian, a zo mah oa bet kentizh gloestret dre e gerent da santez Noalwenn, en ur brometiñ er c’has e gwenn e prehesion d’ar chapel, hag ar c’hrouadur-se a zas da vout ker yac’h ha ker divac’hagn èl a-gent. An den a behani e komzan, a zo an hani memp en deus skrivet al levr-mañ.

Jag ar C’hromm, Buhez ar Sent, 1839

Page 164: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

163

6

AR VOSENN

Page 165: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

164

La peste d’Elliant, Louis-Jean-Noel Duveau mirdi an Arzoù kaer, Kemper

Page 166: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

165

Bosenn Elliant ‘Tre Langolen hag ar Faoued Ur barzh santel a vez kavet ; Hag eñ Tad Rasian anvet. Lâret en deus d’ar Faouediz : Lakit un oferenn bep miz, Un oferenn en hoc’h iliz. Aet eo ar vosenn a Elliant, Hogen n’eo ket aet hep forniant, Aet zo ganti seizh mil ha kant ! E bro Elliant, hep lâret gaou, Emañ diskennet an Ankoù, Marv an holl dud nemet daou : Ur wregig kozh tri ugent vloaz, Hag ur mab hepken he devoa. « Edi ar vosenn ‘penn ma zi ; Pa garo Doue ‘teuy en ti ; Ni ‘yay ‘maez pa deuy, » emezi. E kreiz Elliant er marc’hallec’h, Geot da falc’hat a gavfec’h, Nemet en hentig eus ar c’harr A gas re varv d’an douar. Kriz ‘vije ‘r galon na ouelje, E bro Elliant, nep a vije : Gwel’t triwec’h c’harr ‘tal ar vered Ha triwec’h all eno ‘tonet. ‘Lec’h ‘oa nav mab en un tiad, Aet d’an douar en ur c’harrad, Hag o mamm baour ouzh o charrat. O zad a-dreñv o c’hwibanat : Kollet gantañ e skiant-vat. Hi a yude, ‘galve Doue ; Reustlet e oa korf hag ene : – Lakit ma nav mab en douar Ha me ‘roy deoc’h ur gouriz koar, A ray teir zro en-dro d’ho ti

Ha teir en-dro d’ho minic’hi, Nav mab em boa em boa ganet, Setu gant an Ankoù int aet ; Gant an Ankoù e toull ma dor ; Den da c’houll’5 din ul lommig dour ! Leun eo ‘r vered ‘rez ar c’hleuzioù, Leun an iliz ‘rez an treuzoù ; Ret eo bennigañ ar parkoù, Da lakaat enno ar c’horfoù. Me ‘wel er vered un dervenn, Hag en he beg ul liñser wenn : Aet an holl dud gant ar vosenn. 5 da hul er skrid-orin. Lakaet hon eus da c’houll’, a c’hellahe bout ar verb goulloiñ (?)

Page 167: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

166

Kervarker, Barzhaz Breizh, 1839

Page 168: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

167

Bosenn Elliant ‘Tre ar Pont-Gwenn hag ar Faoued, Eh eus ur sant en deus kaozeet. Ha eñ ‘lâras d’ar Faouediz, Lakaat un oferenn bep tri miz, Lakaat un oferenn bep tri miz, Evit pellaat ar vosenniz. Aet ar vosenn da Elliant, Marv ‘zo geti seizh mil pemp kant. Ret ‘oa bennigiñ ar parkoù, Evit interiñ ar c’horfoù. Bout ‘oa seizh mab en un tiad, ‘Oa aet d’an douar tout ‘n ur c’harrad. ‘Oa oaet d’an douar tout ‘n ur c’harrad, O mamm a oa doc’h o charreat, O mamm a oa doc’h o charreat, O zad àr-lerc’h ‘n un c’hwitellat. O zad àr-lerc’h ‘n un c’hwitellat, Kollet getoñ e spered vat. E Elliant hep lâret gaou, Ema marv tout an dud ‘met daou.

Kanet get Maryvonne Bacon (genidik a Vêlann) Dastumet get Donatien Laurent,

Tradition chantée de Bretagne – Les sources du Barzaz Breiz aujourd’hui, Ar Men / Dastum, 1989

Page 169: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

168

POELLADENNOÙ ‘Tre ar Pont-Gwenn hag ar Faoued, Eh eus ur sant en deus kaozeet. Ha eñ ‘lâras d’ar ………..…………….. , Lakaat un oferenn bep ……… ………… , Lakaat un oferenn bep ……… ……… , Evit pellaat ar vosenniz. Aet ar …….………. . da Elliant, Marv zo geti seizh mil pemp kant. Ret ‘oa bennigiñ ar parkoù, Evit ……………….…… ar c’horfoù. Bout ‘oa seizh mab en un tiad, ‘Oa aet d’an douar tout ‘n ur …………………….. . ‘Oa aet d’an douar tout ‘n ur …………………….. , O mamm a oa doc’h o charreat, O mamm a oa doc’h o charreat, O zad àr-lerc’h ‘n un ……………………….. . O zad àr-lerc’h ‘n un ………………………….. , Kollet getoñ e spered vat. E Elliant ………. ……………….. ……………… , Ema marv tout an dud ‘met daou.

Page 170: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

169

Porteled Fañch an Uhel, get Alfred Beau, mirdi an Arzoù-kaer, Kemper

Page 171: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

170

Bosenn Elliant

I - Hanter-kant nozvezh ez on bet ‘N ur parkig bihan balanek ; O klask laerezh kleier ‘n Drinded. Ar c’hleier a sone o-zri, - Olier baour, krouget e vi ! ‘Ma ‘r vosenn-wenn e penn da di, Pa garo Doue, yal’ en ti. - Pa deuy en ti, me ‘yal e-maez. Meur da galon a gra diaes ! Kalon intañv hag intañvez, Kalon minor ha minorez ! ...

II Aet eo ar vosenn a Elliant, Aet ‘zo ganti seizh mil ha kant ! Kriz ‘vije ‘r galon na ouelje, E bourc’h Elliant nep a vije, O welet seizh mab ‘n un tiad O vont d’an douar ‘n ur c’harrad ! Ar vamm baour eus o charreat, An tad war-lerc’h o c’hwibanat ; An tad war-lerc’h o c’hwibanat, Kollet gantañ e skiant-vat ! Ret ‘oe arretiñ ‘n oferenn-bred, Gant trouz ar c’hirri houarnet... - Aotrou Sant Jili, emezi, Lojet ma bugale ‘n ho ti ! - Penaos c’hallfen-me o lojo, Karget m’ iliz bet an treuzoù ; Karget m’ iliz bet an treuzoù, Ha ma bered, bet ar murioù ! Dav eo bennigañ ar parkoù, ‘Vit lakaat lod eus ar c’horfoù : Dav eo bennigañ ar c’hroazioù, Evit arretiñ an Ankoù !

III E bourc’h Gourin war un daol wenn, Ez oa skrivet gwerz ar vosenn ; ‘N dimezell yaouank he c’hane, Ur c’hloareg yaouank a skrive.

Kanet gant Gaït, maouez a 70 vloaz, Plomeur (Penn-ar-Bed), 1868 Dastumet get Fañch an Uhel

Page 172: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

171

Ar vosenn An dra-se ‘oa ‘ba’ foar Kemper. Setu du-se, ‘veze gwerzhet ed, segal, kerc’h, peotramant ed du, ha ne veze ket droed da zilas ar sac’h a-raok kreisteiz. Benn ‘veze sonet kreisteiz, ‘benn neuze, c’hwi ‘poa droad da zilasañ ho sac’h. Setu ‘ benn neuze, ar veilherien, peotramant ar re all, ar re ‘oa aet evit prenañ ed, ‘foute o dorn ‘ba’ sac’h ‘mod-se evit santout ma oa ur c’hwezh vat gantañ, ma ne oa ket ur c’hwezh tufet, koa, ‘giz ‘vez lâret. Setu ar vosenn ‘oa kurius tre ivez, evel just, o welout ar meilher, ar wazed, o foutañ o daouarn ‘mod-se ‘ba’ ‘r sac’h, o c’hwesaat an ed. Hag hi, o tont evel just, da gavout ar vaouez all ivez, foutañ he dorn ‘ba’ ‘r sac’h ivez. Hi ‘lâr dezhi, d’ar vaouez-se : « Gant ho ed du ‘zo flaer ! » - Petra, non de gieu ! ‘lâr houmañ, mallozh gast ! gant ma ed ‘zo flaer, ‘zo flaer ? Hag houmañ o reiñ un taol paraplu war he gorre. « C’hwi ‘poa tor, ‘lâr-hi, da werzhañ ho ed ! » - Na bout ‘zo Doue ‘oa flaer gantañ, ne oa ket dav lârout lar’oa flaer. Met setu hounnezh hag he doa tapet un taol paraplu, hi ‘doa bet ‘walc’h. Hi ‘dreñv, un tammig, ‘c’houlas gant ur vaouez all du-se : « Peseurt, eus peseurt parrez emañ ar c’hoef, ar c’hostum-se ? » - A, hounnezh ‘zo eus Elliant, ‘lâre hi. - A, ya hounnezh ‘zo eus Elliant. Bremañ, ‘lâr-hi, ‘ouzon da belec’h mont, ‘lâr-hi. Setu ar vosenn, neuze, he doa kemeret hent Elliant. ‘Benn ‘oa deuet-hi un tammig ‘ba’ ‘n hent, hi ‘welas ur charaban o tont war he lerc’h, hag ‘oa ur gwaz ‘barzh. Setu-eñ harpet, kar ar gwaz-se, emichañs, ‘oa un den kontant da rentañ servij d’an dud. Hag eñ ‘c’houle ganti : « Da belec’h emaoc’h o vont ? » - Me, ‘lâr hi, ‘zo o vont beteg bourc’h Elliant, lâr-hi. - Bon, ‘lâr-eñ, n’ho peus ken nemet dont ‘ba’ ‘r charaban, me ‘zo o vont ivez. Setu, mod-se ‘m bo kompagnunezh. Setu ‘benn en doa graet ar marc’h ur c’hilometr war-lerc’h, ‘benn neuze ‘oa an eon war e c’horre, an dour o tiverañ outañ. Setu an hini ‘oa gant ar jav, evel just, en doa harpet. « O, ‘lâr-eñ, ma marc’h, ma jav ‘zo klañv, sellit peseurt mod emañ an eon war e c’horre, ‘lâr-eñ, an dour o tiverañ outañ eus partout. » - A, ya, met, ‘lâr-hi dezhañ, c’hwi n’ouiec’h ket lâr emaon pounner. Me ‘bouez pemp kant livr, ‘lâr-hi... - Pemp kant livr ! ! !, ‘lâr-eñ. - Ya, ‘lâr-hi, me ‘bouez pemp kant livr, ‘lâr-hi, ha me eo ar vosenn, me ‘zo o vont, ‘lâr-hi, da zistrujañ tout bourc’h Elliant, dija. Ne chomo ket kalz ‘dra, unan dre zek, lâr-hi, ‘chomo. - O ! ! !, ‘lâr-eñ dezhi, ma ‘mefe bet gouezet, neuze, kement-se,‘lâr-eñ, n’em befe ket lakaet ac’hanoc’h ‘ba ma charaban. - Met c’hwi, ‘lâr-hi dezhañ, c’hwi ‘c’hall bout trankil, c’hwi ne voc’h ket touchet. ‘Benn disul, ‘ser dont d’an oferenn, c’hwi ‘welo ac’hanon ‘ba’ porched an iliz, ha ganin-me ‘vo ur vazhig wenn, ‘lâr-hi, ha kement den ‘vo touchet ganin ‘varvo. Ha c’hwi ne voc’h ket touchet, ma ne lârit ket netra da zen ebet. ‘Benn oa deuet d’ar gêr, n’en doa ket lâret netra da zen ‘bet. - Boaz’ vez deomp, ‘lâr-eñ, an hanter ouzhomp, mont d’an oferenn vintin, an hanter all d’an oferenn bred. Met, ‘benn warc’hoazh, ‘lâr-eñ, ‘z aimp tout d’an oferenn bred, tout asambles, ha me yelo ‘raok, ‘lâr-eñ. Met hemañ n’en doa ket bet soñj da lârout anezhañ ivez d’ar vosenn : « Ni yelo tout d’ar memes oferenn, ha ne douchit ket ouzh ma familh. Ma familh ‘zegouezho tout asambles ganin, na douchit ket oute. »

Page 173: DASTUMADENN TESTENNOÙ · 2005. 1. 5. · 3-Branwen, K. Riou, Ar Mabinogion displeget e brezhoneg evit ar vugale, Al Liammnnn 39, 1953 -Tro Gab Lukaz, Anatole ar Braz, Mojenn an Ankoù,

172

Degouezhet ‘ba’ porched an iliz, eñ ‘wele anezhi ‘vat o touchañ tout an dud ‘mod-se gant ar vazh. Ha den ebet all ne wele ket anezhi. Setu, ‘benn ar fin, ‘benn ‘oa deuet houmañ dezhañ, hennezh ‘oa lezet da vont ‘biou, n’he doa ket touchet outañ. - Hounnezh eo ma maouez hag ar re-mañ all, ‘lâr-eñ, ma bugale. An devezh war-lerc’h, ne chome ken ‘met an ozac’h, tout ar familh ‘oa marv ‘hend-all. Tout ‘oant marv. Ya peogwir ‘veze kontet : unan, daou, tri, pevar, pemp... nav, dek. An dekvet ne veze ket touchet, tout ar re all ‘veze touchet. Ha degouezhet ‘oa an distruj ‘ba’ Elliant, ar bloavezh-se. Bout ‘oa familhajoù ‘ba’ Elliant ‘oa bet distrujet tout, tout, tout. Memes, bout ‘oa lod o doa bet heritet war-lerc’h eus c’hwec’h, seizh ferm.... ya. Ha den ebet n’en doa bet gouiet eus pelec’h ‘oa hi debarket.

Kontet gant Pêr Bras, ganet e Kore e 1904, enrollet get Mona Bouzec e 1977