Ar gerioù-daveiñ - Réseau Canopé · 2016. 10. 7. · sizhunvezh-skol. Tamm-ha-tamm e vint...

76
1. An holl skritelligoù ouzh ar voger Lakaat a ran an holl skritelligoù o skeudenniñ ar gerioù- daveiñ ouzh moger ar c’hlas e penn-kentañ ar bloavezh- skol. Perak ? – Ar skolidi nevez erru er CP o deus barregezhioù disheñvel war al lizherenneg ha war al lenn pe raklenn. Lod ag ar skolidi a zo mennet-bras da zeskiñ ha n’o deus ket c’hoant gortoz evit skritellig-mañ-skritellig ma vefe lakaet ouzh moger ar c’hlas, lakaomp e miz Ebrel. Re ziwezhat e vefe evito ha koll amzer e vefe. – Un harp a bouez bras eo ar gerioù-daveiñ evit dizoleiñ ar gerioù, skridoù, testennoù, a vo roet dezho da lenn e-pad ar bloavezh. – Sikour a ra ar gerioù-daveiñ gant ar skolidi da vezañ emrenoc’h war al lenn. – Gant ar skritelligoù-se dirazo e vo desket hep ar mestr ivez. Gwellañ tra ! Met diwallomp ! Lakaat an holl gerioù-daveiñ ouzh moger ar c’hlas ne dalv ket e vo goulennet gant ar sko- lidi o anavezout hag o mestroniañ rac’h anezho goude ur sizhunvezh-skol. Tamm-ha-tamm e vint desket ha studiet er c’hlas, pazenn-ha-pazenn. 2. Ar rummadoù skrivadoù Disrannañ a ran ar gerioù-daveiñ e daou rummad bras, c’hwec’h isrummad en holl. 1. Ar gerioù-daveiñ o tennañ d’ar skrivadoù vogalen- nek : – Skrivadoù vogalennek boutin d’ar brezhoneg ha d’ar galleg. – Skrivadoù vogalennek evit ar galleg hepken (un niver bras a zo anezho). – Skrivadoù vogalennek evit ar brezhoneg hepken (n’eus ket kalz anezho). 2. Ar gerioù-daveiñ o tennañ d’ar skrivadoù kenso- nennek : – Skrivadoù kensonennek boutin d’ar brezhoneg ha d’ar galleg. – Skrivadoù kensonennek evit ar galleg hepken (un niver bras a zo anezho). – Skrivadoù kensonennek evit ar brezhoneg hepken (n’eus ket kalz anezho). Resisadenn : ein, da skouer, a zo ur skrivad a vez kavet e galleg hag e brezhoneg. Galleg : plein / pleine Brezhoneg : mein (liester ur maen) Met evit aesaat an deskiñ lenn d’ar skolidi em eus dibabet ober ur skritellig hepken, evit ar galleg (ein evel ceinture). Ha skritellig ebet evit ar brezhoneg rak trawalc’h eo ana- vezout e, i ha n evit dont da benn a lenn ar ger : mein. 3. Daou liv evit ar skritelligoù Dibabet em eus daou liv evit ar skritelligoù : ul liv evit ar gerioù-daveiñ gallek (a c’hell talvezout evit an div yezh) hag ul liv evit ar gerioù-daveiñ brezhonek (a c’hell talve- zout evit an div yezh ivez). 4. An doare da renkañ ar skritelligoù An doare da renkañ ar skritelligoù ouzh ar voger a gavan pouezus-bras. Sklaer-kenañ e tlee bezañ, ma vo aes d’ar skolidi en em reterañ e-barzh koad teñval ar gerioù- daveiñ dianav-se. Setu ar mod ma vezont renket ouzh moger ma c’hlas (sel- lout ouzh al luc’hskeudennoù er bajenn da heul) : Daou du a zo : en tu kleiz ar skrivadoù vogalennek, en tu dehoù ar skrivadoù kensonennek. Daou live a zo : ar skrivadoù uhelañ (er maez eus an dao- lenn) a zo skrivadoù boutin d’an div yezh, ar skrivadoù izelañ (ouzh an daolenn) a dalv pe evit ar galleg hepken (lodennoù hebleg an daolenn) pe evit ar brezhoneg hep- ken (e diabarzh lodenn vrasañ ha kreiz an daolenn). Bannoù pe kornioù a zo : war al luc’hskeudenn e vez gwe- let da skouer bann ar skrivadoù gallek o verkañ ar soniad <s> : brosse, citron, hameçon, attention, hep ankouaat os a zo renket gant ar skrivadoù boutin d’an div yezh. Hag, anat eo, ingal a-hed ar bloavezh-skol, ret d’ar mestr sikour ar skolidi en em reterañ e-mesk ar skritelligoù-se. Ar gerioù-daveiñ

Transcript of Ar gerioù-daveiñ - Réseau Canopé · 2016. 10. 7. · sizhunvezh-skol. Tamm-ha-tamm e vint...

  • 1. An holl skritelligoù ouzh ar voger

    Lakaat a ran an holl skritelligoù o skeudenniñ ar gerioù-daveiñ ouzh moger ar c’hlas e penn-kentañ ar bloavezh-skol. Perak ?

    – Ar skolidi nevez erru er CP o deus barregezhioù disheñvel war al lizherenneg ha war al lenn pe raklenn. Lod ag ar skolidi a zo mennet-bras da zeskiñ ha n’o deus ket c’hoant gortoz evit skritellig-mañ-skritellig ma vefe lakaet ouzh moger ar c’hlas, lakaomp e miz Ebrel. Re ziwezhat e vefe evito ha koll amzer e vefe.

    – Un harp a bouez bras eo ar gerioù-daveiñ evit dizoleiñ ar gerioù, skridoù, testennoù, a vo roet dezho da lenn e-pad ar bloavezh.

    – Sikour a ra ar gerioù-daveiñ gant ar skolidi da vezañ emrenoc’h war al lenn.

    – Gant ar skritelligoù-se dirazo e vo desket hep ar mestr ivez. Gwellañ tra !

    Met diwallomp ! Lakaat an holl gerioù-daveiñ ouzh moger ar c’hlas ne dalv ket e vo goulennet gant ar sko-lidi o anavezout hag o mestroniañ rac’h anezho goude ur sizhunvezh-skol. Tamm-ha-tamm e vint desket ha studiet er c’hlas, pazenn-ha-pazenn.

    2. Ar rummadoù skrivadoù

    Disrannañ a ran ar gerioù-daveiñ e daou rummad bras, c’hwec’h isrummad en holl.

    1. Ar gerioù-daveiñ o tennañ d’ar skrivadoù vogalen-nek :

    – Skrivadoù vogalennek boutin d’ar brezhoneg ha d’ar galleg.

    – Skrivadoù vogalennek evit ar galleg hepken (un niver bras a zo anezho).

    – Skrivadoù vogalennek evit ar brezhoneg hepken (n’eus ket kalz anezho).

    2. Ar gerioù-daveiñ o tennañ d’ar skrivadoù kenso-nennek :

    – Skrivadoù kensonennek boutin d’ar brezhoneg ha d’ar galleg.

    – Skrivadoù kensonennek evit ar galleg hepken (un niver bras a zo anezho).

    – Skrivadoù kensonennek evit ar brezhoneg hepken (n’eus ket kalz anezho).

    Resisadenn : ein, da skouer, a zo ur skrivad a vez kavet e galleg hag e brezhoneg.

    Galleg : plein / pleine

    Brezhoneg : mein (liester ur maen)

    Met evit aesaat an deskiñ lenn d’ar skolidi em eus dibabet ober ur skritellig hepken, evit ar galleg (ein evel ceinture). Ha skritellig ebet evit ar brezhoneg rak trawalc’h eo ana-vezout e, i ha n evit dont da benn a lenn ar ger : mein.

    3. Daou liv evit ar skritelligoù

    Dibabet em eus daou liv evit ar skritelligoù : ul liv evit ar gerioù-daveiñ gallek (a c’hell talvezout evit an div yezh) hag ul liv evit ar gerioù-daveiñ brezhonek (a c’hell talve-zout evit an div yezh ivez).

    4. An doare da renkañ ar skritelligoù

    An doare da renkañ ar skritelligoù ouzh ar voger a gavan pouezus-bras. Sklaer-kenañ e tlee bezañ, ma vo aes d’ar skolidi en em reterañ e-barzh koad teñval ar gerioù-daveiñ dianav-se.

    Setu ar mod ma vezont renket ouzh moger ma c’hlas (sel-lout ouzh al luc’hskeudennoù er bajenn da heul) :

    Daou du a zo : en tu kleiz ar skrivadoù vogalennek, en tu dehoù ar skrivadoù kensonennek.

    Daou live a zo : ar skrivadoù uhelañ (er maez eus an dao-lenn) a zo skrivadoù boutin d’an div yezh, ar skrivadoù izelañ (ouzh an daolenn) a dalv pe evit ar galleg hepken (lodennoù hebleg an daolenn) pe evit ar brezhoneg hep-ken (e diabarzh lodenn vrasañ ha kreiz an daolenn).

    Bannoù pe kornioù a zo : war al luc’hskeudenn e vez gwe-let da skouer bann ar skrivadoù gallek o verkañ ar soniad  : brosse, citron, hameçon, attention, hep ankouaat os a zo renket gant ar skrivadoù boutin d’an div yezh.

    Hag, anat eo, ingal a-hed ar bloavezh-skol, ret d’ar mestr sikour ar skolidi en em reterañ e-mesk ar skritelligoù-se.

    Ar gerioù-daveiñ

  • An hollskritelligoù

    Ar skrivadoùvogalennek

    Ar skrivadoùkensonennek

    Ar skrivadoù vogalennek

    Ar skrivadoù kensonennek

    Boutin d’an div yezh

    Boutin d’an div yezh

    Evit argalleghepken

    Evit arbrezhoneghepken

    Evit argalleghepken

    Evit arbrezhoneghepken

  • a a A a Aul lagad

  • o O o Ologod

  • t T t Tun toull

  • e E e Eur pesk

  • l L l Lul loch

  • g G g Gar glav

  • i I i I

    ar binioù

  • m M m M

    ar mor

  • z Z z Zun azen

  • r R r Rle renard

  • k K k K

    10dek

  • b B b B

    le bateau

  • c’h

    ur pemoc’h

  • v V v V

    les voiles

  • zh

    krampouezh

  • eu

    le feu

  • u U u U

    du

  • é

    la télé

  • –erà la fin d’un mot

    le panier

  • –ezà la fin d’un mot

    le nez

  • d D d Dan dorn

  • è

    la chèvre

  • ê

    la tête

  • ei

    la reine

  • ai

    le balai

  • –età la fin d’un mot

    le crochet

  • ouoù

    poulloù-dour

  • cacocu

    un arc

    c C c C

  • q / qu

    une barque

    qQ q Q

  • ch

    chas

  • au

    une taupe

  • eau

    un marteau

  • kanañ

  • debriñ

  • c C c Cun citron

    ceci

  • ç

    un hameçon

  • s S s Sun os

  • ss

    une brosse

  • t

    •attention

  • on

    ur galon

  • om

    un drompilh

  • an

    un banc

  • am

    des jambes

  • en

    des dents

  • em

    la tempête

  • n N n N

    9nav

  • unum

    1un

  • inim

    5cinq

  • ainaim

    une main

  • eineim

    une ceinture

  • ien

    un chien

  • h H h Hholen

  • ilh

    an dilhad

  • ille

    une quille

  • ailleail

    un portail

  • eilleeilun réveil

  • euilleeuilun écureuil

  • ouilleouil

    une citrouille

  • p P p Par penn

  • j J j J

    les joues

  • gegi

    le genou

  • geageo

    un pigeon

  • w W w Wur wastell

  • gw

    ur gwele

  • s

    une fraise

    aeiouy

    aeiouyentre deux voyelles

  • y = i y = i + i

    unepyramide

    uncrayon

    y Yy Y

  • x Xx Xun taxi

  • f Ff F

    une fourche

  • ph

    un phare

  • –và la fin d’un mot

    iliav

  • guegui

    une guitare

  • gn

    un cygne

  • oioy

    3trois

  • oin

    des points